« Ar ouennelouriezh a-fed endro-bevañ a chom diwel er stourmoù ekologel »
Pierre-Yves Bulteau - 03/29/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Prederiañ a-zivout endalc’hioù ar monedone, e-ser kaletaat al lezennoù war an annezadegoù maez lezenn : setu ar c’hefridi bet fiziet er c’hannad Ludovic Mendes (NPR) gant Bruno Retailleau, ministr an Diabarzh, e miz C’hwrevrer. Anvet eo ar c’hinnig-lezenn lies-tu-se : « Evit lakaat gwask war an annezadegoù maez-lezenn ha gwellaat degemer Tud ar Veaj », o lakaat da bal « kavout ur c’hempouez soutil etre gwareziñ muioc’h ar Veajourien ha goulenn groñsoc’h diganto doujañ ouzh ar reolennoù foran ».
Ouzhpenn ugent vloaz goude lezenn an 18 a viz Meurzh 2003 war « ar surentez diabarzh », e fell d’ar galloud kreñvaat ar c’hastizoù « pa vez unan bennak o chom hep aotre gant ur c’harr-tan war un dachenn brevez petramant war unan foran». Ha kement-se dre ar mellad 11 dreist-holl, « pa ouzhpenner an domaj ekologel c’hoarvezet pe a c’hellfe c’hoarvezout evel abeg nevez da zirenkañ ar peoc’h foran hag ekologel. Hiroc’h c’hoazh neuze roll an abegoù a c’hell lakaat Tud ar Veaj da vezañ skarzhet kuit pa n’o devez ket bet an aotre da vezañ war dachenn-mañ tachenn. »
Ma vefe votet ar mellad-se e vefe kreñvaet c’hoazh « ar ouennelouriezh a-fed endro bevañ » hag a rank Tud ar Veaj gouzañv re alies dija. Ha ne vefe ket doujet ken ouzh ar penn-reolenn a c’houlenn « klask ha kastizañ ar saotrerien vras ha n’eo ket mont war chouk al lodenn vrasañ eus ar boblañs » eme William Acker da Splann!
Splann! : E 2022 ho peus resevet Priz al levrioù war an ekologiezh politikel evit « Pelec’h emañ Tud ar Veaj ? » Kartennoù resis o tiskouez al liamm eeun etre al lec’hioù ma vev an dud hag al live gouennelouriezh a c’hell dont diwar-se…
William Acker : Dave a reer aze da « ouennelouriezh an endro-bevañ ». Ar re gentañ o vezañ bet lakaet ar gaoz war-se oa ar stourmerien zu a zifenne o gwirioù keodedour er Stadoù Unanet pa oa gwall-zispartiet an dud eno hervez liv o c’hroc’hen . Diskouezet o deus e oa ul liamm kreñv etre ar gwall-zisparti hervez liv ar groc’hen hag hini an endro-bevañ, da lâret, e pelec’h e veze lakaet an dud da vevañ. Gouzout a reer amañ n’eus ket a ouennoù tud disheñvel, ha koulskoude er gartenn-renabl em eus graet e 2021 eus an tachennoù gouestlet da zegemer Tud ar Veaj, e komprener e vez gwelet ar ouennelouriezh eus ur c’harr-nij.
Da lâret ?
W.A : Da lâret eo e vez dibabet dalc’h mat, e bro C’hall atav, tachennoù er bannlevioù pe en diavaez-ker evit degemer Tud ar Veaj. Tachennoù hag a vez e-kichen an takadoù greantel pe an usinioù da dretiñ al lastez. Peurliesañ nepell eus ar c’hreizennoù-dalc’h, an toulloù-bac’h pe ar moskeennoù.
Kement-se a dalv evidoc’h-c’hwi e vije eus «gouennelouriezh a-fed endro-bevañ» e Bro C’hall evel ma oa bet lakaet war wel er Stadoù Unanet ?
W.A : Da zigentañ ne oan ket kendrec’het. Met daou dra o deus lakaet ac’hanon da sellet a dostoc’h. An hini kentañ eo ar studiadenn bet embannet e 2019 gant Burev europat an endro hag a ziskouez e vez dalc’hmat tud ar bobl rom o vevañ e karterioù saotret e Europa ar Reter. An eil eo e vez e Bro C’hall ur statud lezennel ispisial evit Tud ar Veaj, disheñvel mik ouzh an hini a dalv evit an darn vrasañ eus ar geodedourien. Ha kerkent ha ma vez diforc’hioù lezennel e-keñver ur rummad tud, e vez gouennelouriezh. Ouzhpenn-se pa seller ouzh renabl an tachennoù gouestlet da zegemer Tud ar Veaj, e c’heller lavarout ez eus eus ur seurt « gouennelouriezh a-fed endro bevañ » e Bro C’hall.
Estreget ar Veajourien e vije tud all o c’houzañv hervezoc’h diwar an daou wall-zisparti-se?
W.A : Pa seller ledanoc’h e weler e vez eus « gouennelouriezh endro » ivez e-keñver an holl re a rank bevañ en ur bod fiñvus pe skañv. Al labourerien baour, labourerezed ar reizh, an dud en harlu. Dre vras, an holl dud a vez en diasur a vo tizhet ha lakaet diaesoc’h gant al lezenn a fell da Ludovic Mendes, kannad EPR ( Ensemble pour la République) lakaat da dremen.
Ha petra lavar e ginnig-lezenn dre just ?
W.A : Lavarout a ra e ranker « adkempouezañ ar moustrerezh e-keñver an dud a vev lec’h ma n’int ket aotreet d’hen ober, ha war un dro gwellaat degemer Tud ar Veaj ». Dre vras e vez adkemeret ur mennozh kozh-Noe o sellout ouzh ar Veajourien evel ouzh ur strollad tud war ar riblenn a ranker atav ober lezennoù sokial ispisial evito. Padal e ouzer mat dibaoe ar bloavezhioù 1950, ne servij da netra ouzhpennañ modoù-aozañ nevez, keit ma ne vez ket roet ar gwir dezho d’en em staliañ er gumun ma fell dezho bevañ enni. E meurgêrioù Brest ha Roazhon da skouer, e konter etre 100 ha 200 familh o vont hag o tont. Rediet ma z’ int da barkañ war dachennoù ma ne vezont ket aotreet d’en em staliañ warno, dre ma ne vez ket plas a-walc’h war an tachennoù gouestlet d’o zegemer.
Evit talañ ouzh kudenn an diouer aozet a blasoù d’o zegemer, e vez muioc’h mui a Veajourien o prenañ tachennoù prevez…
W.A : Ya, met dre ma vez an tachennoù-se war dakadoù dudi pe barkeier labour-douar, n’o deus ket droad Tud ar Veaj d’en em staliañ warno a-hed ar bloaz. Neuze e teu da vezañ ur gudenn ouzhpenn, e lec’h bezañ un diskoulm d’an diouer aozet a blasoù. Dre ma ne vezont ket kelaouet mat gant an dud e-karg, en em gav an darn vrasañ eus Tud ar Veaj diaotre war o zachenn dezho o unan!
Hag e-giz ma ne oa ket trawalc’h moarvat, setu m’en deus divizet Ludovic Mendes e vije posupl gourdrouz ar Veajourien da vezañ skarzhet maez kerkent ha diskuliet « ur gwall ekologel kontrol da vat an holl ». Ur c’hastiz ouzhpenn lakaet war gein Tud ar Veaj. Ha setu penaos e c’heller dont da reoliata buan a-walc’h buhez an dud diasur, war zigarez gwareziñ an endro.
Marteze e c’heller kompren e vez klasket lakaat el lezenn peadra da stourm en ur mod efedus ouzh an torfedoù enep an endro hag ouzh ar fed vije gwallgaset ar reolennoù yec’hed ?
W.A : Evel-just. Ha neuze e c’heller fiziout e vo kemeret abeg er «gwall ekologel» en ur mod ken prim all pa vo da lakaat e kont embregerezhioù bras kiriek eus saotradurioù e kêr. En gwirionez n’eus nemet ur pal gant ar c’hinnig-lezenn-mañ : taoler ar bec’h muioc’h c’hoazh war ar Veajourien, o lakaat ur brud saotrerien warno, saotrerien ha n’o deus emskiant ebet deus an endro ma vevont ennañ.
Pezh a zo farsus en ur mod pa ouzer pegen koltaret eo an darn vrasañ eus an tachennoù-degemer gouestlet d’ar Veajourien, hep gwez, na geot. Ha direzon pa talc’her soñj eo bet krouet ar mennozh « gwall ekologel » er Gwir a-vremañ da c’houde prosez-torr afer an Erika e 2012. Ar saotrerien veur a oa sañset bezañ taget ha kastizet dre an abeg lezennel-se. Neuze e rankfe servijout da reoliata ar c’hapitalism, hag a zo kentañ distrujer an endro, ha n’eo ket da lakaat muioc’h a vec’h lezennel war ul lodenn eus ar boblañs.
Penaos e c’heller displegañ, hervezoc’h, an doare-se da ziskompren «an domaj ekologel» ?
W.A : En ur anzav hepken ez eo ar «ouennelouriezh a-fed endro-bevañ» un dra diwel er stourmoù evit an ekologiezh. Ur skouer : pedet e oan bet da gomz eus an dalc’h-se e skol-veur hañv an Ekologisted e fin an hañv tremenet. A-vuzul ma tisplegen an traoù, em eus santet e oa ul lodenn eus an dud gwall-skoet gant ma c’homzoù. Anzavet o deus stourmerien ’zo ne oa ket bet komprenet ganto c’hoazh e oa afer Tud ar Veaj hag ar mod ma vezont degemeret un eus dalc’hoù ar stourm ekologel.
Ar memestra a c’hoarvez gant tud ar c’harterioù poblek, evel ma vije an dud-se maez ar jeu e-keñver ar stourmoù-se. Evel m’o dije seurt ebet da lavarout war se, hag int e-touez ar re a c’houzañv ar muiañ diwar saotradurioù an aer, an dour ha an douar koulskoude, evel ma tiskouezan gant ar gartenn-renabl nevez embannet ganin. Tud ar c’harterioù poblek, kement hag ar Veajourien, ne vez ket goulennet o ali diganto, hag e chomer gant mennozhioù kozh en o c’heñver, daoust ma ne glot ket gant ar stourmoù a-vremañ. Evel ma vefe tud a renk izeloc’h eget ar re all, ha liveoù er stourmoù, gant skoilhoù lezennel a ranker diskar anezho, hag reoù all ne daoler ket pled outo.
Petra a fell deoc’h lavarout dre just ?
W.A : Kemeromp skouer an Tiny Houses hag hini ar c’haravanennoù. Ar re gentañ zo bet krouet ur seurt huñvre war o zro, ha deuet int da vezañ diouzh ar c’hiz. Setu neuze, evel dre vurzhud, ar reolennoù kêriekaat hag ar PLUoù o tont da vezañ skañvoc’h, gweñvoc’h en o c’heñver. Padal evit an dud a gustum beajiñ gant karavanennoù ha bevañ en enno a-hed ar bloaz, n’eo ket ar memes sell a vez taolet warno : ret eo « kempouezañ », « kontroliñ » ha lakaat anezho da « baouez gant o buhez veaj ».
Setu dres ar pezh a c’hoarvez e Sant-Brieg. Deus un tu eo ar gêr-se unan eus ar re galetañ e-keñver ar mod ma vez degemeret ar Veajourien, ha deus an tu all ez eo unan eus ar re ar muiañ en a-raok e-keñver degemer ar studierien en he zTy-Village.
Ret eo din lakaat sklaer n’em eus abeg ebet ouzh ar raktres-se ha ne nac’han ket e vije bet graet traoù fall pe a-dreuz gant lod eus Tud ar Veaj er gêr-se. Met ar skouer-se a ziskouez mat ar pilpouzerezh a vez o ren, pa vez difennet d’ar « veajourien fall » bevañ en o c’haravanennoù, e-keit ma vez aotreet ar seurt buhez-se da dud all, a-drugarez d’an Tiny-houses da skouer, kement ha kavout diskoulmoù d’ar c’hudennoù ekologel ha d’an diouer a lojeiz.
Ouzhpenn ar fed m’eo feulz ar mod-se d’ober, e tegas ar pilpous-politikerezh-se un diforc’hidigezh er statudoù : eus un tu e vez al lezenn oc’h aesaat an traoù, deus an tu all e vernier skoilhoù lezennel. Evit talañ ouzh ar pilpouzerezh-se e ranker kas war-raok ar stourmoù sokial hag ekologel war un dro. Lâret vez « n’eo an ekologiezh, hep stourm evit ingalded ar renkadoù, nemet un afer liorzhañ ». Mont a rin pelloc’h : an ekologiezh hep stourm enep-gouennelour ne ra nemet lakaat liv glas war ar mestroni hag ar sujañ.