E miz Even 2021 e oa bet
embannet enklask kentañ Splann ! diwar-benn saotradur an aer gant amoniak e Breizh, gant ur gartenn nevez flamm. Tri bloaz war-lerc’h, setu m’ hon eus labouret evit adneveziñ ar gartenn-mañ gant ar sifroù diwezhañ. He n’eo ket gwelloc’h ar jeu, siwazh.
Ur gaz a zeu dre vras diwar al labour-douar eo an amoniak. Pa vez mesket gant danvezioù all e tro da elfennoù moan hag a zo dañjerus-kenañ evit ar yec’hed. Breizh eo ar vro e-lec’h ma vez dilaosket ar muiañ a amoniak e Frañs, hag en Europa zoken. Abalamour ma ‘z eus kement a atantoù industriel da zesevel loened.
Pa vez sellet ouzh ar pezh a zo bet cheñchet er gartenn, n’eo ket diaes lâr n’eo ket bet cheñchet kalz ar jeu. N’eus ket kalz a gumuniezhioù kumunioù o defe digresket ar c’hementad a amoniak kaset en aer e-tre 2016 ha 2020. Padal e weler un nebeud outo a zilaosk muioc’h outañ. Gwelet e vez mat ar re a zo aet da ruz.
Atantoù desevel loened nevez ha saotrus
Setu ar pezh zo c’hoarvezet e Bro-Roazhon, war gumunioù evel Foûjere (Felger) pe Vitrë (Gwitreg) e lec’h ma weler ez eus bet savet atantoù desevel loened nevez, moc’h dreist-holl, pezh a lak ar saotradur da greskiñ. Ar memes tra a vez eus tu Dinan hag a zo tost a-walc’h eus Lambale (Lambaol), ul lec’h anavezet mat evit an desevel moc’h hag evit bezañ ti ar C’hooperl. E Penn-ar-Bed, ez eo bro Landerne a zo aet da ruz ivez. Ret eo lâr eo Bro-Leon e-lec’h ma vez ar muiañ a atantoù moc’h er Frañs.
Kumuniezh kumunioù bro Landivizio a zo just a-walc’h an hini a zilaosk ar muiañ a amoniak gant 646,3 tonenn, heuliet gant Montroulez Kumuniezh (349,1 tonenn), Loudia Kumuniezh-Kreiz Breizh (348,7 tonenn), Lambal Arvor hag Argoat (315,4 tonenn) ha Kumuniezh-kumunioù Pleiben-Kastellin-Porzhe (306,1 tonenn).
Un dra all zo bet cheñchet war ar gartenn : e Karozh, e Morbihan, e weler mat ur c’helc’h bras-abominapl. Setu ar c’hementad a amoniak dilaosket gant an SARL avicole du sous-bois, un embregerezh meur a atant ennañ. Ne veze ket gwelet war ar gartenn gentañ hon oa savet. Aze e weler splann ez eo bet dilaosket div wech muioc’h a amoniak e 2022 eget e 2018. Hag ouzhpenn ez eus atantoù all o tilaoskel amoniak tro-dro.
Saotrerien bras diwelus
N’eo ket klok siwazh ar gartenn-mañ : an tiez feurm brasañ hepken a rank diskleriañ hoc’h amoniak. Hag ouzhpenn-se, gant lod ne vez ket graet. Da skouer, en hor c’hartenn gentañ e vije gwelet mat an Timac Agro, perzh eus ar strollad Roullier, un uzin produiñ temz war porzh Sant-Maloù (35). Met aet eo diwar-wel er gartenn nevez rak n’eo ket bet diskleriet an amoniak dilaosket nevez zo. Padal eo bet kondaonet an embregerezh evit bezañ bet saotret an aer hag an dour e miz Meurzh 2024.
E Montouer (Mouster-al-Loc’h, 44) ez eo ar c’hontrol. An uzin temz Yara a zo deuet da vezañ gwelus war ar gartenn abalamour m’ he deus diskleriet un nebeudig a amoniak. A-hed 20 vloaz eo bet kaset 2.748 tonenn a amoniak en aer ! Pa seller ouzh bro an Naoned ha Sant-Nazer e seblant bezañ mat a-walc’h kalite an aer. Estreget an uzin fardañ kouignoù, Mondelez, ne weler ket a embregerezhioù bras. Met ma lennit hon enklask diwezhañ e komprenit mat eo saotret-kenañ ar vro abalamour d’an industriezh a gaver eno.
E 2021 e oa bet embannet ganeomp un enklask bras diwar-benn saotradur an aer gant amoniak. Dre ar gartenn bet krouet ganeomp e c’hellit gwelet pet tonenn amoniak a zo en aer ho kumun. Nevesaet hon eus ar gartenn gant sifroù 2020 evit ar c’humunioù, ha gant sifroù 2022 evit an atantoù. Gall a reoc’h neuze zoomiñ war ho kumun evit gwelet pegen saotret eo an aer.
Lennit hon enklask diwar-benn an amoniak
Lennit hon enklask diwar-benn an amoniak