Koust denel al listri dudi e Sant‑Nazer

05/16/2024
Samy Archimède
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 17 mn lenn
Mordreizherioù-bale bras-divent ha lorc’hus ha listri-brezel : ur plas a-zoare a zo bet tapet gant Chanterioù an Atlantel, fleurenn industriezh ar Frañs, e porzh-mor Naoned-Sant-Nazer (44). Met en tu all d’an arouez, e-kreiz moged ar souderien ha flaer an tireoul o tiverañ, e kaver na pet implijad embregerezhioù eil-kevratour lakaet war var da zanvezennoù pistrius.

« Pezh a welit ouzh an tu kleiz aze, eo hini kentañ eus rummad al listri-bale meur bet savet amañ : 240 metrad a hirder ha 29 a ledander. Listri lorc’hus-bras  ! », a gont an heñcherez touristelezh. Un digarez evit Chanterioù an Atlantel da lakaat war-wel bravigoù kaerañ he stal : al lestr Utopia of the seas, ur mordreizher evit an holl, a c’hell degemer betek 7 000 den war an dro ; ar Silenseas hag e lienoù e gwienn garbon, arouez nevez stur ekologel an embregerezh, sañset ; hag ar Jacques-Stosskopf, lestr-brezel pourvezer bet gourc’hemennet gant ar morlu broadel.

Rouantelezh ar ramzed eo ar « Chanterioù » : ouzhpenn 200 devezh arat (100ha) a ra an dachenn a saver enni bigi bepred brasoc’h e poulloù-sec’h hag e karrdioù-bigi divent. Gant an embregerezh e vez implijet en tu all da 3 500 den «en ti», met ivez etre 5 000 ha 7 000 goprad eil-kevratour eus «en tu all da 600 embregerezh», hervez ar CGT. En o zouez kalz micherourien lakaet bemdez war var da voged ar soudadurioù ha da veur a zanvezenn gimiek, pell-mat o buhez pemdeziek diouzh hini treizhidi al listri emaint o sevel.


« Un deiz, goude al labour, e oan tapet fall : poan alaniñ, c’hweziñ a raen forzh pegement, paket e oan dizehan gant ar red-korf. Kaout a rae din e oa disoc’h din. » Loig* zo labourer a-frapadoù nevez zo, ha tad a familh. Diouzh e glevet e vefe bet lakaet gant an embregerezh eil-kevratour da soudiñ inoks hep na vefe gantañ aveadur hiniennel gwareziñ azasaet, hep aotre na stummadur, hag hep na vefe bet heuliet gant ur medisin. Pevar devezh goude bezañ en em gavet klañv e voe diskoachet, a-drugarez d’ur savadenn-droazh, e oa bet kontammet Loig gant krom 6.

Ur c’hleze dreist d’e benn

« E-pad meur a viz eo bet [Loig] war var da voged ar soudiñ inoks, ha pistriet eo bet gant krom 6, evel m’eo bet lakaet war-wel », setu pezh zo kadarnaet gant e bneumologourez. Goude un ehan-labour hir en deus gellet adkavout ul labour, met goude bezañ bet pistriet eo bet kollet gantañ 38 % eus e varregezh analiñ. « N’hellan ket soudiñ ken, n’hellan ket ken c’hoari gant ma bugale evel a-raok, emezañ gant tristidigezh. Pa ’n em lakan da redek, pe pa glaskan krapat gant an diri e vezan dianalet diouzhtu. » Fuloret hag ankeniet eo Loig. Evit ma vefe rentet justis dezhañ e rank ar souder kas e implijer d’al lez-varn war-zigarez « fazi pounner ». Gant ar c’hrom 6 bet karget en e gorf eo kendrec’het ez eus ur c’hleze dreist d’e benn hiviziken.

Ur micherour eus estren-vro a ya d'e ranndi e kreiz-kêr. Poltred gant Florent Pommier (Mediacités).

Er Chanterioù e reer eus moged ar soudañ evel gant kozh-kaozioù Mari-rahouenn. Enebour spontus an holl vicherourien eo koulskoude, abalamour d’an holl gompozadoù metalek a gaver enno (nikel, aluminiom, krom 6, kouevr, plom, manganez…). Gant Kreizenn etrevroadel an enklaskoù war ar c’hrign-bev ez in lakaet int e renk danvezioù « kankreiat » evit an dud adalek 2018. Pennkaoz meur a batologiezh bronkez-skevent e c’hellont bezañ, e-touez kleñvedoù all.

E-touez an doareoù soudañ a vez implijet er Chanterioù ez eo ar soudiñ «inoks» a vez an hini noazusañ. Disteurel a ra krom 6 (pe krom c’hwec’h-talvoud), ar metal eo bet pistriet Loig gantañ, ha lakaet e renk kankreiat evit an dud abaoe en tu all da dregont vloaz. Met daoust m’eo dañjerus e vez implijet forzhig er Chanterioù, dreist-holl pa vezer gant pennadoù diwezhañ ar sevel listri, (pa vezer o sevel ar c’heginoù da skouer), eme ar CGT, ar sindikad muianiver e-touez micherourien ar Chanterioù. Darn vras an implijidi a ra ar soudadurioù inoks-se a vez o labourat evit embregerezhioù eil-kevratour («ken-sevenourezed», evel ma kav gwelloc’h d’ar renerezh lâret). Sañset e vezont lakaet da blegañ ouzh ur protokol yec’hed strizh-kenañ : aer sunet war-eeun, kougoul peurgloz gant ur gwenterezh ameilet, prouadoù troazh bep Merc’her evit kontrollañ al live krom VI, ha kement zo. Nemet hag aotre e vefe, ez eo difennet an teknik soudiñ-se d’an dud a labour a-frapadoù, an etreadegourien, « war abegoù heuliañ mezegel. Un tamm mat aesoc’h eo heuliañ un implijad zo gant ar Chanterioù, pa ne vez ket frammet kement al labourerien etreadegour », a zispleg ar CGT.


Padal, evel ma tiskouez deomp afer Loig, ne vez ket doujet bepred ouzh ar reolennadurioù : sklaer eo an torr-lezennoù graet gant an implijer, evel m’eo meneget e danevell medisin al labour. « Implijidi e-leizh a vez kontammet war vourzh ar bigi, hep gouzout dezho peurliesañ », eme Loig diouzh e du. Ha micherourien a-ziavaez-bro, ar re «zistag», deuet eus broioù ar Reter alies (Polonia, Bulgaria, Moldavia, Ukraina, ha kement zo) niverus-tre war bontoù al listri, eo ar re a vez ar muiañ en arvar.

Pet anezho evel-se ? Hervez sokiologourien zo e vefe tro 20.000 niver ar c’hopridi a-ziavaez-bro diskleriet etre ar c’hentañ a viz Genver 2016 hag ar c’hentañ a viz Even 2019 e diazad Sant Nazer (da lâret eo Chanterioù an Atlantel, Airbus ha purerezh TotalEnergies). A-drugarez d’un enklask all bet savet e 2018 gant ajañs kêraozañ korn-bro Sant Nazer e ouzomp ne chom ket en tu all da c’hwech miz an div drederenn anezho. Peurliesañ ez eont kuit en-dro d’o bro orin, en ur gas ganto sekred stad o yec’hed, ha penaos int bet en arvar. « Lod outo n’o deus ket aon lakaat o buhez en arvar evit tapout goproù a ya betek dek gwech pezh a c’hellfent gounit er gêr», a zispleg Sébastien Benoît, dileuriad CGT.

Eil-kevratiñ ar riskloù a-drugarez d’ur « prientadur a-ziavaez-bro »

Pa vez ur gwallzarvoud bennak, pe ma ne vez ket doujet ouzh ar reoliadurioù a-berzh unan eus e eil-kevratourien, e vez kinniget dezho gant ar Chanterioù « Diell reolennoù pennañ HSE ». Ur pezh levr a 529 pajenn, ennañ munudoù ar mont en-dro ret evit pezh a sell ar yec’hedourez, surentez hag endro, bet savet evit gwareziñ yec’hed ar vicherourien. « Gant an teul-se e c’heller lakaat ar giriegezh war gein o eil-kevratourien, setu soñj un dileuriad all eus ar CGT a gav gwelloc’h chom dizanv. Ar vicherourien diavaez-bro a c’hell soudiñ inoks forzh pegement, ne vint ket evezhiet gant ar Chanterioù ». An eil-kevratouriezh hag is-eil-kevratouriezh a vez stank er chanterioù, betek ma koller roudoù ar vicherourien ha ma teuzer ar c’hiriegezhioù, eme c’hoazh an dileuriad sindikad. Ur prestatour eus Frañs a c’hello da skouer eil-kevratiñ d’un embregerezh italian, a lakaio d’he zro da eil-kevratiñ implijidi eus Roumania a labour evit embregerezhioù all.

Diouzh tu ar CFDT, sindikad bihanniver e-touez ar vicherourien, e kaver gwelloc’h treiñ ar billig war an tu mat. Hervez e zileuriad, Jérôme Dholland, eo «aet an traoù war-raok da vat» abaoe m’eo erru en embregerezh 24 bloaz zo, evit pezh a sell gwarez an implijidi war var da voged ar soudiñ. « Hiriv an deiz emañ an eil-kevratourien o lakaat ar reolennoù e pleustr kalz gwelloc’h », emezañ en ur venegiñ «kartennoù melen» da skouer, a oa bet staliet un nebeut bloavezhioù zo evit kastizañ ar re ha «ne labouront ket gant doareoù ar surentez». « Ne gredan ket e vefe ar Chanterioù o lakaat buhez e vicherourien en arvar a-ratozh-kaer» a ouzhpenn dileuriad ar sindikad. Prest eo da anzav koulskoude :

« Anat eo e ranker kavout doareoù nevez da gas ar c’heloù pelloc’h. Gant skouer an amiant eo bet lakaet sklaer e c’helle traoù zo bezañ ur riskl bras waran hir dermen. »

— Jérôme Dholland, CFDT. ,

Laouen-bras e vefemp bet gouzout pere e oa an diarbennoù bet tapet gant ar Chanterioù evit gwareziñ ar milieroù a implijidi distag a vez o labourat war al lec’h, ha penaos e vez graet war-dro an heuliañ mezegel. Padal n’eus bet digaset tamm respont ebet d’hor goulennoù gant servij kehentiñ an embregerezh.

Ha n’eo ket dre zegouezh ma vefe kement a vicherourien degaset eus an estrenvro da Chanterioù an Atlantel. Un dibab bet tapet e penn-kentañ ar bloavezhioù 2 000 eo kentoc’h. E miz Here 2001 e oa bet kaset d’an embregerezhioù eil-kevratour un notenn gwall ziambac’h anvet « stignad egzotek», gant ar pal degas da Sant-Nazer labourerien « sentus» ha «marc’had-mat», o tont eus «Maroko, Ukraina, Portugal hag an Emirelezhioù-Arab-Unanet», evel ma c’heller lenn en teul.

Micherourien dirak ar chanterioù o c'hortoz ar c'harr-boutin a zegaso anezho er ger.

Ha tri bloaz warn-ugent war-lerc’h eo ar vicherourien-se, eil-kevratourien hag etreadegourien, labourerien a-frapadoù, e kalon mekanik bras ar Chanterioù. « Er bloavezhioù 90 e oa galloudus-tre sindikad CGT an etreadegourien, efedus-tre evit difenn yec’hed ha surentez al labour. Pal an implijerien a zo bet neuze eil-kevratiñ hag is-eilkevratiñ ar muiañ ma c’hellent, kement hag eil-kevratiñ ivez ar riskloù, e berr gomzoù en em zizober eus o c’hiriegezhioù. Met ouzhpenn-se terriñ lañs ar sindikadoù en ur lakaat kevezerezh etre ar vicherourien. Ha ken kreñv m’int bet gwasket, gant kontradoù berrbad ur sizhunvezh, m’eo bet asantet gant paotred zo labourat gant doareoù dañjerus-meurbet», evel ma tispleg André Fadda, bet souder eil-kevratour ha dileuriad CGT war lec’hienn ar Chanterioù. Ouzhpenniñ a ra : « Raktal p’eo digresket niver ar stourmerien war an dachenn eo aet buan war fallaat an doareoù labour… »

Ingal a-walc’h e vez torret ar reolennadur

Piv ‘ta zo war var da lonkañ moged pistrius ar soudiñ ? Micherourien eil-kevratourien nemetken, pe gopridi an «ti» ivez ? Diwar an 3 000 da 4 000 micherour a veze implijet gant ar Chanterioù war-eeun 25 bloaz zo, a-boan ma chom ur mil bennak outo. Lod outo a vez o labourat en atalieroù panelloù plaen. Tamm krom VI ebet amañ, met moged e-leizh.

«Aveet-mat omp amañ, eme Eliott*, ur souder yaouank. Gwiskañ a reomp kougoulioù gwentet, ha kavout a reer reizhadoù sunañ ar moged war pep post labour. » Met klask ur gwarez direbech bepred zo ‘vel klask pemp troad d’ar maout, emezañ : « gant ar renerezh ez omp broudet bremañ da implijout tumennoù sunañ moged a zo binviji pounner-mat ha diaes a-walc’h da embregañ. Krog omp da vont da fall ha da c’houzañv diwar stirennadoù. » N’eo ket gwall aes en em wareziñ diouzh gaz ha poultrenn pistrius ivez. « Dont a ra ar c’hudennoù dreist-holl pa vezomp o vont d’ul lec’h d’egile, pa dennomp hor c’hougoulioù…. Ret e vefe deomp gwiskañ bepred maskloù «fri-minoc’h» ” (FFP2). Met diaes eo pa vez tomm ha pa vez ganit da lunedoù-gwareziñ rak dont a reont lizennek. »

Setu ar vag dudi Symphony of the Seas.

Etre 2021 ha 2022 ez eo un tregont gwech bennak eo bet torret ar reolennadur a-fed gwareziñ diouzh moged ar soudiñ, hervez pezh zo bet enrollet gant izili ar Bodad yec’hed, surentez ha kondisionoù labour (CSSCT) goude ma vefe bet ensellet al listri. Met n’eo ket stadet penn-da-benn abalamour n’eus nemet un eurvezh bep pemzektez evit dilennidi ar c’hoskor da gontrollañ ul lestr en e bezh. Un dra zo sur evit Sebastien Benoit, dileuriad ar CGT ha micherour war vourzh ul lestr :

«Ingal e vez torret ar reolennoù mont en-dro. Bemdez e welan an embregerezhioù eil-kevratour a laosk o micherourien soudiñ hep na vefe ganto maskloù dereat evit-se. »

— Sébastien Benoît, CGT. ,

E strad al lestr emañ galeourezed ar c’hempenn

E-keit m’emañ ar souderien o labourat e-kreiz bouilhoù moged e vez maouezed ha gwazed, implijet gant un embregerezh kempenn eil-kevratour, oc’h alaniñ war ar bemdez aezhennoù hag eufl pistrius diwar trelosk ha dileizherioù. En o c’hefridi : reiñ d’ar paramantourien listri kempenn ha direbech e koulz hag e kentel.

E strad al listri, e sal ar mekanikoù, dindan ar balastroù, aze eo e vez an dañjerusañ hag ar spontusañ doareoù labour. Tomm-gor a-hed an deiz, pa ranker en em stlejañ etre tuellennoù tomm-ruz evit tennañ kuit diverradennoù eoul, gazeoul pe fioul gludek bet dileizhet gant danvezioù di-derek.

Labour pemdeziek Kristell* eo bet e-pad bloavezhioù. « Ur wech e oa bet fioul gludek o tiverañ e-pad eizhtez : a-hed ar sizhun omp chomet e-barzh ar fioul… Pa’z aemp er-maez e chome stag ouzh hon dilhad pe war hor c’hroc’hen, met ne oa tamm strinkadenn evidomp, dav e oa distreiñ d’ar gêr evel ma oamp ! », emezi, mantret c’hoazh. Ha pevar bloaz zo eo bet diskoachet e oa taget gant krign-bev ar c’hwezhigell. Ha daoust ma oa harpet gant ar medisin e oa bet nac’het outi bezañ anavezet evel kleñved micherel. Rak evit poent n’emañ ket he c’hrign-bev war daolenn kleñvedoù micherel stag ouzh he labour.


Hag alies-mat emañ kont evel-se siwazh, abalamour ma vez savet an taolennoù-se « war griterioù digalonekaus ha n’int ket abeget sklaer », eme Philippe Deguiral, medisin onkologour, keuz en e vouezh. E-pad 26 vloaz eo bet medisin e Sant-Nazer : « evit ma vefe anavezet ur c’hleñved da vezañ bet stignet dre ar vicher e ranker mont e-barzh kombodoù strizh, ha prouiñ e vezer bet war var danvezioù zo e-doug ur mare resis, ha bezañ e-diabarzh ar prantad resis evit bezañ kemeret e karg», emezañ evit mont dre ar munudoù. Anavezet eo bet Kristell evel «labourerez nammet» gant ar surentez sokial memestra. Ha gant medisin al labour eo bet nac’het dezhi adkemer ur post diaes evit e c’horf. Gellet a raio tapout ur post labour, met «hep na dostafe gwech ebet diouzh danvezioù kimiek».

Evit he c’henlabourerien ez eo direizh krenn ar fed ne vefe ket anavezet he c’hleñved evel unan deuet diwar ar vicher. « Anat eo din e teu he c’hrign-bev c’hwezigell diwar an hidrokarbidennoù, ar fioul pe an danvezioù kimiek all a vez implijet war ar chanter», eme Mari*. Ma ne labour ket-hi e-touez ar mekanikoù evel Kristell, he deus bet he lod a zanvezioù kimiek ivez koulskoude. : « E-doug ur pemzek vloaz bennak hon eus bet frotet panelloù inoks al listri gant un dizruzer kimiek kreñv, ha noazh hon daouarn ! Ne oa nemet evel-se ma teuemp a-benn. Un devezh koulskoude eo bet lâret deomp gant mestr ar chanter ne oa ket aotreet implijout an dizruzer-se ken, abalamour ma oa CMR (kankreiat -a gas ar c’hrign-bev -, mutagenek pe pistrius evit ar gouennañ). Produioù zo evel-se hon eus bet implijet e-pad bloavezhioù a-raok ma vefent berzet. Ret eo cheñch penn d’ar vazh, evit hon bugale memestra. Re ziwezhat evidomp, lipet omp ! », emezi gant keuz.

Ma anzav Mari e vezont gwarezet gwelloc’h bremañ eget na oant er penn-kentañ er bloavezhioù 1990-2000, e tispleg deomp n’eo ket posupl chom gant ur maskl war o fenn a-hed an devezh pa vezer o labourat, abalamour d’an tommder hag al lizenn. Ouzhpenn da-se e labouront en aozioù-labour eur ar gwashañ, ha n’int ket stummet na kelaouet mat gant o implijer diwar-benn ar produioù a vez implijet ganto, hag o dilerc’hioù war o yec’hed. Souezhet eo Mari ha Kristell n’o defe ket bet a heuliañ yec’hed a-ratozh ivez : « Gwech ebet n’hon eus bet na savadenn-droazh na bilañs gwad !, a estlamm Mari. Daou vloaz zo d’an nebeutañ n’em eus ket gwelet medisinerezh al labour. »

Poltred : Florent Pommier.

Rak war a seblant ne vez ket ensellet ar Chanterioù ken. Ul lodenn vat eus ar vicherourien war var eus danvezioù pistrius a dremen e-biou da ensellerezh ha medisinerezh al labour. Ha n’he deus ket fellet d’an DREETS Broioù-al-Liger respont ouzh goulennoù Splann ! diwar-benn ar Chanterioù na diwar-benn an embregerezhioù lec’hel all. Hervez an eilrener, Philippe Caillon, n’heller ket muzuliañ « an niver gwechoù m’eo torret ar reoliadurioù e Sant Nazer, na gouzout o abegoù resis ». Resisaat a ra koulskoude « ez eus bet embannet divizoù paouez gant obererezhioù zo da heul ma vefe bet lakaet micherourien zo war var da zanvezioù krom 6 enno ». Hag ouzhpenn-se : « ingal e vez servijoù ensellerezh al labour oc’h emelliñ war gudenn an dud war var d’ar produioù saotrus elfennoù krom enno, (krom 6, moged soudiñ, ha kement zo) war dachenn ar vetalouriezh, ar sevel listri, an aerlistri hag ar sevel-tiez (stadañ a reomp ne vez ket sunet anien ar moged, na/pe lakaet e kerzh ar vicherourien aveadurioù gwareziñ).. » Evit pezh a sell ouzh ar pevar medisin al labour eus Sant Nazer hon eus goulennet emgav ganto, hini ebet n’en deus roet an disterañ respont deomp.

« Nebeut a roadennoù a gaver war an heuliañ gopridi. Ha diaesoc’h c’hoazh e vez sevel roadennoù dre ma vez kaoz eus eil-kevratourien, rak tud zo a vez o labourat evit meur a stroll embregerezh, ha bezañ tapet meur a wech gant danvezioù pistrius. » Juliette Heinrich, medisinez hag he deus soutenet he zezenn e miz Du tremenet diwar-benn «faktorioù riskloù krign-bev» war gumun Sant Nazer, a ro he zesteni. E-doug hec’h enklaskoù eo bet skoet gant an diouer mantrus a vedisined al labour, an diouer a stummadurioù diwar-benn kudennoù yec’hed war ar chanteroù da vedisined kêr, dreist-holl pa weler pegen niverus an embregerezhioù a gaver e diazad Sant-Nazer [Sellit ouzh ar gartenn etre-oberiant].

« N’eus ket kalz a krignoù-bev hag a vez anavezet evel kleñvedoù micherel, estreget evit an dud bet lakaet war var d’an amiant, alese e vez tennet o gwirioù digant an dud. » Na pet hini, evel Loig, bet goulennataet ganeomp, ha bet pistriet gant krom 6, a ranko en em gannañ evit ma c’hellfent prouiñ al liamm etre o labour hag o c’hleñved ?

*Cheñchet eo bet an anv-bihan an den diwar he c’houlenn, evit ma c’hellfe chom dizanv.

Airbus Atlantic : takadoù dispis un trec’h ekonomikel

65 miliard a euroioù a gengreadur ha 735 karr-nij kenwerzh bet gwerzhet : ur bloavezh kaer eo bet 2023 evit ar strollad Airbus. Un dro-vat ekonomikel a zle kalzig d’an is-embregerezh Airbus Atlantic, gant e lec’hioù produiñ en Naoned, Mouster-al-Loc’h ha Sant-Nazer. Met un dro-vat ekonomikel a dalvez ivez eo bet kresket ar c’hadañsoù abaoe daou vloaz evit ar 6 000 implijad war an teir lec’hienn (labourerien a-frapadoù hag eil-kevratourien ouzhpenn).

« Ur gudenn vras eo ar riskloù psiko-sokiologel (RPS), diouzh an druilh e teont deomp ! Rak ret eo d’an embregerezhioù kas o listri e koulz hag e kentel, hag e stad vat !  », eme Karl Mahé, penn-sekretour CGT e Airbus Sant-Nazer, chalet un tamm. Dont a ra ar RPS ouzhpenn ur gudenn vras koshoc’h : an arvar d’an danvezioù pistrius..

Ne veneger nemet ur wech krign-bev ar skevent evel kleñved micherel e-doug ar bloavezhioù 2021 ha 2022 e danevell 2022 medisin-labour Airbus Atlantic Sant-Nazer hon eus gellet kaout da lenn. Met en teul-se ne veneger nemet implijidi Airbus ha neuze ne daol ket pled ouzh al labourerien a-frapadoù nag eil-kevratourien, en arvar bras koulskoude, dreist-holl dirak an dioksid manganez, un danvez pistrius pa vez analet, hag a zeu er-maez pa vez lakaet mastik.
Diwar an niver a 899 implijad e c’heller kontañ 122 outo en danevell-se hag a vefe bet war var an danvezioù « CMR » (kankreiat, mutagenek pe pistrius evit ar gouennañ), 509 an niver outo bet war var dileizherioù organek ha 107 outo war var d’an drenkenn gromek pe d’ar c’hromat pe daougromat alkaliek. « Emeur o studiañ diskoulmoù da gaout evit digreskiñ an arvar d’ar produioù kimiek, ha d’ar c’hrom dreist-holl. », setu pezh zo kadarnaet gant medisin al labour en e zanevell.

Diouzh e du emañ Karl Mahé o rebech d’ar renerezh teurel muioc’h a bled ouzh riskl stirennad un implijad war e labour eget ouzh ar riskl ma vefe tapet un implijad gant ar c’hrign-bev ur wech erru war e leve, zoken ma anzav e krog da deurel ur sell pishoc’h war kudenn an arvaroù reoliek. Diouzh e du, un dilennad all a glask kompren perak n’emañ ket ken medisinez al labour o kemer perzh en emvodoù ar Bodad sokial hag ekonomikel abaoe daou vloaz, pa rae gwechall. « ‘Meus aon emañ dindan wask evit ma ne zeufe ket », a anzav. Pe ne vefe ket a amzer ganti ken, abalamour d’an diouer kriz a vedisined a labour a vez hiriv an deiz ?

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →