Talvoudekaat ar bezhin glas : kudennoù surentez gant Olmix en hec’h uzin e Berhan
Juliette Cabaço Roger - 28 avril 2025
« Splann ! » dresse un bilan inédit et détaillé de l’artificialisation des sols sur les côtes bretonnes. Notre enquête révèle comment les bétonneuses passent parfois…
Staliet eo Olmix e Berhan, er Mor-Bihan, abaoe ar bloavezhioù 1990. Gant an embregerezh-se e vez gwerzhet « diskoulmoù naturel gant un dalvoudegezh war gresk kenañ evit ar sevel-chatal hag al labour-douar ». Da lâret eo, boued evit al loened ha temz evit ar plantennoù fardet gant bezhin. Hiziv an deiz eo deuet Olmix da vezañ un embregerezh ramzel gant 36 iskevredad er bed a-bezh hag ouzhpenn 600 den o labourat enni. E 2023 e oa tost da 200 milion a euroioù he c’hengreadur (chiffre d’affaires e galleg), an darn vrasañ eus he froduioù o vezañ ezporzhiet.
E Breizh eo deuet Olmix da vezañ brudet p’he deus kroget da zastum bezhin glas. Hervezi zo moaien da dalvoudekaat ar berniadoù bezhin glas a vez bep bloaz war hon aodoù. Hag war ar memes tro kavout un diskoulm d’an dañjer o tont diwar ar gaz marvel H2S produet gant ar bezhin-se p’en em laka da vreinañ. Adalek 2012 zo bet dastumet betek 10.000 tonellad bezhin glas bep bloaz evit kas anezho da uzin Olmix e Berhan. E 2024 he deus kroget an embregerezh da zastum ar bezhin war-eeun er mor.
E miz Mae 2024 e oa bet roet meuleudi da Olmix gant ar c’hentañ ministr Gabriel Attal deuet da weladenniñ an uzin : « Un embregerezh « made in Breizh » a ya mat-kenañ en-dro » hervezañ. E miz Meurzh 2025 setu kannad MoDem Aodoù-an-Arvor ha maer bet Ilion, Mickaël Cosson, o vont d’e dro en darempred gant Olmix da geñver ur gefridi er parlamant diwar-benn « talvoudekaat ar bezhin glas ». Embannet e vo rentañ-kont ar gefridi-se e miz Mae 2025. Da c’hortoz, n’emañ ket a-du tamm ebet ar c’hevredigezhioù a stourm evit an endro gant ar fed talvoudekaat ar bezhin glas. Hervezo e rank bezañ lakaet an holl strivoù hag an arc’hant publik evit ma yafe diwar-wel ar reverzhioù glas.
Ur miz a-raok ma teufe ar c’hannad, e miz C’hwevrer 2025, e oa bet graet ur weladenn ensellerezh en uzin, dre m’he deus ar statud « embregerezh rummet evit an endro ». Hag ankenius eo rentañ-kont an ensellerien, kement a draoù a-dreuz a zo bet kavet ganto e-keñver surentez an uzin. Setu ar pezh a zesker a-drugarez d’hon c’henvreudeur eus Radio Breizh.
Pa lenner an diell e c’haller kompren buan a-walc’h e c’hall bezañ dañjerus obererezhioù an uzin evit kalite an dour. « Berniet e vez al lastez (dañjerus pe get) en un doare foutouilhek war al lec’h. N’eus ket moaien da c’houzout peseurt danvez lastez a zo. Hag alies a-walc’h e vezont e-kichen dislonkadurioù dour-glav », eme an ensellerien. Hag int da bouezañ : « Restachoù danvez produiñ a vez lakaet e seier toull, berniet forzh penaos war al leur. » Ha resisoc’h c’hoazh : gwelet ez eus bet roudoù eus produioù bet o tiverañ e-kichen an dislonkadurioù dour-glav-se.
Met penaos gouzout hag-eñ eo bet saotret an dour-glav pe dourioù lous an uzin gant diveradennoù eus ar produioù-se ? « N’eus lec’h ebet evit muzuliañ kalite an dour-glav nag hini an dourioù-lous pa teuont maez eus ar poulloù dilaverezh, eme an ensellerien. Gwech ebet ne vez kontrolet an dourioù-se gant an embregerezh. » Ha gwelet o deus an ensellerien emañ ar poulloù-se, lec’h ma rankfe bezañ puraet an dourioù lous, sañset, « en ur stad fall-tre, gant kalzig a fank. Hervez tud an embregerezh e oa torret lod eus ar mekanikoù naetaat an dour ».
Da geñver ar gwall saotradurioù a c’hallfe c’hoarvezout ha penaos diarbennañ anezho, n’eo ket prest Olmix tamm ebet. « N’eo ket rummet mat» al lec’hioù a c’hallfe bezañ risklus « ha ne vez ket lâret eus peseurt riskl zo kaoz. » N’eo ket bet savet ar steuñv a zo sañset renabliñ pelec’h emañ ar produioù dañjerus ha n’eus ket a reolennoù sklaer e-keñver ar muzulioù da vezañ lakaet e plas kenkaz e tiverfe un danvez dañjerus bennak.
Pa vez miret un danvez a c’hell bezañ saotrus evit an dour pe an douar e vez rediet an embregerezh da sevel poulloù-kronniañ bras-a-walc’h, kuit d’an danvez da vont er stêrioù da skouer. Padal « n’eo ket bet savet an teir votenn a oa bet raktreset gant Olmix », eme c’hoazh an ensellerien hag a zo ankeniet e tiflipfe danvezioù pistrius en dour : « Betoñs zo bet lakaet war al leur e-lec’h ma vez miret ar produioù dañjerus. Met un toull evit an dour-glav a zo memes tra. »
Evit pezh a sell ouzh kalite an aer e c’haller lenn er rentañ-kont n’eo ket mat ar jeu kennebeut : dilaosket e vez re a boultrennoù en aer. Dre vras e lâr an ensellerezh ne vez ket graet mat war-dro surentez uzin Berhan gant an embregerezh, ha n’eo gouest honnezh da ziskouez lod eus an teulioù-ret. Da c’houzout hiroc’h hon eus klasket mont en darempred gant Olmix met n’hon eus bet respont ebet eus he ferzh.
Kement a draoù a-dreuz a zo gant an uzin m’en deus divizet prefed ar Mor-Bihan kas ul lizher-redi d’an embregerezh d’ar 14 a viz Meurzh 2025. Ret e vo da Olmix ober ur « studiadenn da zoujañ d’ar reolennoù » dindan c’hwec’h miz ha kempenn hec’h uzin war-lerc’h. Ma ne vez ket doujet d’ar reolennoù goude ar prantad-se e c’hallfe bezañ kastizet an embregerezh da baeañ 15.000 € ha 1.500 € ouzhpenn bemdez.