Ur penn bras eus lobi ar moc’h a gas « Splann ! » d’al lez-varn : harpit ac’hanomp !
Splann ! - 05/31/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Kresket eo ar gwask war labour enklask ar gazetennerien. Savet eo bet Splann ! evit enklask mod dizalc’h war dalc’hoù pouezus a bep-sort. Pemp bloaz war-lerc’h ha kant pennad diwezhatoc’h, emaomp kaset d’al lez-varn gant Philippe Bizien.
Honnezh eo e penn unan eus brasañ atant sevel moc’h e Bro-C’hall, met traoù all a zo ouzhpenn e feurm Landunvez, e Penn-ar-Bed.
Philippe Bizien eo ivez e penn an aozadur micherel Inaporc, e penn an embregerezh sevel staliadurioù metanaa Evalor, ha prezidant an embregerezh Evel’Up (an eil evit ar sevel moc’h er Frañs).
Kement a c’halloudoù a zo bet dielfennet gant Splann ! dre 8 pennad hag enklask.
A gaoz da unan anezho e oa bet kaset Splann ! dirak al lez-varn evit bezañ embannet, d’ar 6 a viz Mae 2024, ar pennad anvet Copains comme cochon : élus, éleveurs ou écrivains, qui sont les lobbyistes du porc en Bretagne ?.
Gant an « enselladenn-mañ a-fet torfedoù gwallvrudañ » eo taget Splann !, dre hor rener embann Alain Goutal, hag hor c’hazetennerien ha kenkrouerien Inès Léraud ha Kristen Falc’hon, an daou a oa bet tamallet evel skrivagner ar pennad.
Roet e vo an disoc’h d’ar 6 a viz Even e Kambr-imbourc’h e Roazhon.
James n’eo bet pouezusoc’h difenn ar gwir da c’houzout hag ar frankiz da gelaouiñ.
Harpit ac’hanomp
Harpit ac’hanomp
⚖️ Evit paeañ hon difenn hag hon dispignoù da heul ur prosezadur evit gwallvrudañ savet gant Philippe Bizien, dre ma oa ret deomp mont e-barzh Kambr-imbrouc’h Roazhon.
🕵️ Arc’hantaouiñ enklaskoù all diwar-benn an agro-industriezh, hep gwask ebet.
Pep euro a gont.
Reiñ sikour da Splann ! evit en em zifenn e laka ivez ekosistem ar media disalc’h da vezañ kreñvoc’h.
Skrivagnerez ar bannoù-treset Algues vertes, l’histoire interdite ha Champs de bataille, l’histoire enterrée de la consolidation des terres, kensaverez Splann !, a zo kaset dirak al lez-varn evit an trede gwech a-gaoz d’he labour war an agro-industriezh e Breizh. Tennet e oa bet an div c’hlemm kentañ evit gwallvrudañ un nebeud devezhioù a-raok ar prosez.
Titouroù : Elliott Verdier
Teulfilmour ha kazetenner enklask, a labour gant Splann ! abaoe ar penn kentañ, war an industriezh sevel-moc’h.
Titouroù : Kergourlay
Tresour gwall brudet e Breizh hag aozer bannoù-treset liesseurt, eo hon rener embann.
Titouroù : Claude Péron
Derc’hel da harpañ ac’hanomp ha broudañ ho zud nes da skoazellañ Splann !.