Ur grouidigezh savet gant an arzour Feda Wardak nullet. Reuz war an tachennoù skiantel, sevenadurel ha politikel er Releg-Kerhuon (29)
Kristen Falc'hon and Pierre-Yves Bulteau - 09/05/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
A-viskoazh eo bet dedennet Feda Wardak, un arzour o vevañ etre Bro C’hall hag Afghanistan, gant ar pezh a vez anvet gantañ « ar skoulmoù kêr », da lâret eo ar modoù da sevel kêrioù en ur vont kontrol da zifenn an endro ha da vuhez an dud tro-dro.
Ur c’hoad diskaret e bro Bariz, an aod o vont war-gil e Breizh, seurt kudennoù a blij dezhañ lakaat war wel : « Pa santan zo raktresoù kêriekaat ha ne glotont ket gant ar mennozhioù meur a vez embannet, da neuze e vezan awenet da grouiñ », emezañ.
E 2022 e krog da genlabourat gant ar C’hwarz e Brest. Netra resis er penn-kentañ met goude meur a vont ha dont, dre forzh dizoloiñ lenn-vor Brest, e teu da vezañ sklaer d’an arzour e vo kaoz en e abadenn-staliadur « eus live ar mor o sevel. O vont donoc’h en dalc’h-se, o kaozeal gant tud arbennik war ar gwir hag an endro, em eus komprenet buan ez eus eus « skoulmoù-kêr » amañ ivez. » Da-heul e abadenn savet e Bro Bariz a oa anvet « Amañ dindan emañ ar c’hoad », e tiviz Feda Wardak krouiñ « A live gant an dour ».
« Kroget hon eus da soñjal er raktres e 2022, eme an arzour. Hag adalek 2023 omp bet war an dachenn da vat evit klask al lec’h a glotfe ar gwellañ. » Etre ar pont Albert-Louppe ha traezhenn an Traezh ruz er Releg-Kerhuon (29) e kav ul lec’h, ur gwelva kentoc’h, a blij dezhañ : « Torn-aodoù bihan o klotañ mat gant ma raktres ». Un dibab « arzel, tra ken » a vez entanet an holl gantañ. Ar C’hwarz, deuet da vezañ kenbroduer an abadenn, kement hag an ti-kêr eo, ha setu krouet « liammoù solut », betek miz Gwengolo 2024 d’an nebeutañ.
« E miz Meurzh eus ar bloavezh-se hon doa pedet an eil-vaerez karget eus ar sevenadur ha renerez an aferioù sevenadurel e kêr ar Releg war draezhenn an Traezh ruz, kement ha addisplegañ dezho pep tra diwar-benn an oberenn, he ment hag ar pezh a sell ouzh ar surentez », eme Antoine Blesson, produktour an abadenn-staliadur divoutin.
Un oberenn divent eo ar grouidigezh « A live gant an dour ». Ken uhel hag ur savadur pevar estaj, e koad. Ijinet eo bet gant Feda Wardak ha gwiriekaet gant a bep seurt tud arbennik war ar surentez hag ar gwir, gant asurañsoù ivez. Savet e vez gant pevar den o labourat leun-amzer e-pad dek sizhunvezh en atalier. 340 000 a vudjed, 80 000 anezho roet gant ar C’hwarz war dri bloaz.
Mizioù o tremen. E bro Bariz e z’a war-raok ar chanter gant skipailh Feda Wardak. E miz Gwengolo 2024 e vez aozet un emgav all gant holl gevelerien ar raktres. « D’ar poent-se e oa an holl o skoazell ac’hanomp c’hoazh, eme an arzour. Ur brouenn : ul lizher hon eus bet, skrivet a-berzh ar maer da brezidant Rannvro Breizh ha d’ar prefed evit hon sikour da gaout an aotre da staliañ hor c’hrouidigezh war an aod (AOT) evit ur frapad amzer. »
An aotre-se, a ranked kaout a-benn lakaat ar savadurioù koad da flodiñ, a oa resevet digant an DDTM (Renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor) d’an 2 a viz Genver 2025. Talvoudek e oa betek ar 1añ a viz C’hwevrer 2027.
« A-du emaomp bet war ar prinsip er penn kentañ, o soñjal e vefe un dra souezhus ». « Galvet em eus servijoù ar Stad zoken, evit goulenn ganto bezañ digor a spered war an doser-se, neuze ne c’heller ket rebech din bezañ bet lakaet ar raktres da vont d’an traoñ » eme maer sokialour ar Releg. Hag eñ o vezañ e-karg eus ar gevrat «Terrarade» gouestlet da galite an dour e lennvor Brest.
Keit m’emañ o kejañ ouzh an dilennidi hag an dud a sevenadur er Meurgêr, e vez Feda Wardak o liammañ darempredoù gant kumuniezh skiantourien ar vro ivez, evit ma vo e oberenn « un arsellva skiantel ».
« Diouzhtu em eus kavet dreist ar pezh vez graet gantañ, pe vije e bro Afghanistan, pe c’hoazh war gudenn an dour » eme Christine Paillard, biologourez er CNRS. Renerez-enklask eo hi, ha studiañ a ra an ourmel hag ar pilored. Betek ar bloaz tremenet e oa besprezidantez Skol-Veur Breizh Izel (UBO) e-karg eus ar rann « sevenadur, arzoù ha skiantoù ».
« En hol labour ez eus ul lodenn bleustrek a rank derc’hel kont eus an dachenn, emezi. Gant staliadur Feda Wardak e oa tu sevel pilored ennañ, ha sellout peseurt mod e tremene an traoù ganto hervez an temperadur pe an diouer a holen en dour » a zispleg ar skiantourez c’hoazh. Hag o vont pelloc’h : « hervez diaweled ar GIEC breizhat (Strollad skiantourien o studiañ an hin), hon dije gellet gwelout penaos e kemmo ar c’hregin-se er bloavezhioù da zont. »
Ar saverien kregin a vije bet dedennet ivez gant ar studiadennoù-se evit kompren aefedoù ar cheñchamant hin. « Ur studierez a oa sañset ober he labour tezenn war ar raktres-se, en ur framm etrevroadel ouzhpenn-se, met dre ma z’eo aet da get e vo start mont pelloc’h. Tri mil pilorenn a oa bet gourc’hemennet a-raok ma y’afe ar raktres d’ar strad » a gendalc’h an enklaskourez.
E miz Genver 2025, dre ma oa bet roet e aotre gant ar prefed, e oa ar raktres war un hent mat. Evit ma vo prest an traoù e koulz, e fell d’an arzour ha d’e broduktour « lañsañ ar chanter war al lec’h » ha « kregiñ gant emvodoù da ginnig ha displegañ ar raktres ». Adalek ar poent-se e krog an daou zen da santout emañ an dud all o termal. « Pa lavaremp dezho e oa poent kregiñ ganti, e c’houlennent muioc’h a amzer d’en em soñjal. Pezh a lakae dale gant ar chanter frammañ ha gant ar pleustradegoù » eme an arzour.
D’ar mare-se « o doa fiziañs » c’hoazh Feda Wardak hag Antoine Blesson koulskoude. Asantiñ a reont gortoz ur miz ouzhpenn a-raok staliañ an oberenn war an draezhenn ruz.
« E miz c’hwevrer eo ez eo bet lavaret deomp a-daol trumm e vije nullet pep tra. » En ur pennad embannet en Telegramme d’ar 24 a viz Even 2025 e tispleg ar maer eo ablam’ da gudennoù surentez. Renerez ar C’hwarz oc’h ouzhpennañ e oa ur mare diaes.
« N’emaon aze nemet dibaoe bloaz eme Anne Tanguy da Splann! Ha daou rener all zo bet en daou vloaz a-raok. Anat eo n’eo ket bet aes merañ an traoù ablam’ da-se. Youlek e oa an holl met evit ar pezh a sell ouzh ar surentez, ne oa ket sklaer a-walc’h ar respontoù. Al labourioù staliañ a oa war-nes kregiñ hag an annezidi ne oant ket bet kelaouet. Ne oa nemet un diskoulm : nullañ an traoù. »
Ur skipailh pemp teknisian spanaer bet gopret e Brest evit c’hwec’h sizhunvezh chanter zo bet nullet dezho o c’hevrat kerkent. « An hanter eus va statud spanaer a zo aet da netra en un taol » a zispleg Florian* teknisian an arvest.
« Kizidik ha politikel eo an danvez a vije bet lakaet war wel gant krouidigezh Feda Wardak, a anzav renerez ar C’hwarz. Aes vije bet da dud’zo implij e oberenn evit treuzkas o mennozhioù. »
« Moarvat e ranker derc’hel kont eus ar fed emañ ar votadegoù ti-kêr o tostaat. Ha neuze e vefe bet ret kaout un doser solutoc’h ». Hag anzav a ra ar renerez eo « kiriek ar C’hwarz evit ul lodenn eus ar freuzidigezh-se. N’eo ket bet diazezet mat an traoù ganeomp war an dachenn. »
Hervez ar maer, Laurent Peron, goulennataet gant Splann!, « ez eo ar surentez penn-kaoz d’an afer nullañ » ha se an hini eo en deus lakaet anezhañ da cheñch ali. « Arvesterien’zo a vije bet troet da grapat war ar savadur. Ha gant piv e vije bet dastumet an tammoù ma vefe bet distrujet an oberenn gant ur gorventenn? »
Da heul an diviz nullañ, e vez kaset ur postel d’an 28 a viz C’hwevrer d’ar maer gant an arzour hag e broduktour. Displegañ a reont « ar c’hwec’h poent a lakaont da stur kement oberenn a savont : ur skipailh teknikel klok ha skiant-prenet gantañ ; ur burev-studi kiriek eus stabilded ar savadurioù ; ur burev kontroliñ hag a gustum gwiriekaat, ur wech echu ar chanter, ez eo bet savet an traoù hervez ar reolennoù ; asurañsoù ispisialiset war ar riskloù ; ur protokol teknikel a-hed ar chanter ; un heñchadur sklaer, ha difennet groñs tostaat da nebeutoc’h eget pevar metrad. » Arguzennoù ha n’o deus kendrec’het nag ar maer, na renerezh ar C’hwarz.
« Dre ma z’on me produktour, eme Antoine Blesson, ma c’hoarvez tra pe dra ez on me ivez kiriek dirak ar justis. Neuze e reomp e seurt ma ne c’hoarvezo netra. N’hon eus resevet respont ebet d’hor postel, padal e oa an holl respontoù d’o goulennoù war ar surentez ennañ. »
Ma ra reuz ar fed nullañ an abadenn-se diwar-benn ar c’hêriekaat eo dre ma zo raktresoù sevel savadurioù cheuc’h war vord an aod er Releg, evel Ti-Annez Rosalie, gant an embregerezh « Oceanic ». Cheu zo savet diwar-se gant strolladoù keodedourien dre m’emañ ar raktres tost-tre eus ar mor. « Unan ac’hanomp a anaveze labour Feda ha lâret en deus deomp e oa dreist, a zispleg Claude, unan eus ar geodedourien engouestlet er strollad « les amoureux et amoureuses de la rade ». Un digarez brav e oa da gomz eus ar mod kêriekaat a vez kaset en hor c’humun. »
Bet eo bet Claude rener ur greizenn vroadel « arzoù er straedoù », ha neuze e oar « Ne glot ket re ar pezh a fell d’an arzourien diskouez gant ar pezh a fellfe da dud an arc’hantaouiñ klevout ha gwelout. » Ha war ar poent-se e sav a-du renerez ar C’hwarz « a wel muioc’h a c’hoant kontrolliñ an arzourien e bed an arvestoù an deiz ahiriv eget ugent vloaz a zo. »
Un arguzenn a adkaver pa glever maer ar Releg. Aterset ganeomp, e tispleg da gentañ tout « eo kemmet kemennad an arzour a emgav da emgav. » Padal e embann goude-se : « Ar c’hemennad arzel ne sell ket ouzhin, met ne c’heller ket ober forzh petra war an aod. »
Daoust da se n’eo ket digalonekaet an arzour hag ar produktour ha divizet o deus kenderc’hel gant ar raktres « A live gant an dour » ha kinnig anezhañ d’un tiriad all e Breizh. « Kelaouet hon eus renerezh ar C’hwarz ha lâret hon eus dezho e rank mont betek penn, hag ez aio, peogwir ez eo ivez arc’hant publik a zo e kont. »
Gant Antoine Blesson eo bet jedet sammad « ar skoazelloù o doa da gaout digant Ministrerezh ar Sevenadur ha Kef ar Fiziañ (Caisse des dépôts), da lâret 270.000 € » diwar ar 340.000€ o doa ezhomm en holl evit ar grouidigezh. « A-raok ma cheñchfe ar maer penn d’ar vazh e oan en darempred gant tud all prest da vezañ kevelerien ar raktres, a-benn klokaat ar budjed » emezañ.
« Ar pezh a zo sklaer, eme Feda Wardak, estregedomp a zo war goll en afer-se : gaouiet eo ar foñcherien ivez. Ha daoust d’an diviz nullañ kemeret gant maer ar Releg, emaomp ni o stourm an deiz a hiriv evit lakaat ar raktres da vont betel penn, evit ma vefe deus an abadenn-se. »
*anv bihan kemmet