E Sant-Brieg e vez stourmet ouzh an diskargerezhioù lastez gant « pechoù dre boltredañ » ha n’eo ket sur e vijent hervez lezenn
Thomas Jusquiame - 01/28/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Ur gwir torr-penn eo deuet da vezañ merañ al lastez evit kuzul-kêr Sant-Brieg. E miz Genver 20241 oa bet krouet an Teomi (Taos-broudañ war an dastum lastez), un taos hag a zo sañset broudañ ar geodedourien da zigreskiñ o lastez, ha tamm ha tamm zo bet lakaet e plas lec’hioù ma c’heller degas al lastez enno (Points d’Apports Collectifs). Met daoust da se e kendalc’h tud zo da ziskargañ o lastez forzh pelec’h.
Neuze en deus divizet ar maer, Herve Guihard (tost eus ar strollad « Place publique »), klask renkañ an afer en ur mod moustrus. Furchet zo bet el lastez bet taolet forzh pelec’h evit gouzout piv oa kiriek. Met mont pelloc’h en deus divizet ar c’huzul-kêr ober, d’an 15 a viz Kerzu diwezhañ, pa zo bet votet a-unvouezh ar fed prenañ ha staliañ, evit 32.000 euro, ur wikefre videoevezhierezh algoritmikel (VSA), daoust ma zo tabut en he c’heñver war ar fed e c’hellfe bezañ er maez lezenn.

Gant ur start-up krouet e 2021, Vizzia hec’h anv, e vez gwerzhet ar wikefre evezhierezh mod nevez-se. 16 million a euroioù oa bet savet ganti e 2025 da geñver ur c’houlzad arc’hantaouiñ, ha kalz a vruderezh zo bet da heul dre ar mediaoù, e keleier TF1 ha war chadennoù tele lec’hel da skouer.
War he lec’hienn internet ec’h embann an embregerezh ar fed bezañ bet lakaet war-wel degadoù miliadoù a ziskargerezhioù-lastez en un 200 kêr bennak e Bro C’hall.
E pep gwikefre zo daou gamera : unan o filmañ al lec’h ma c’hellfe bezañ diskarget lastez ennañ, hag an eil hini an hentoù pe ar gwenodennoù tro-dro. Gant ar c’hameraoù vez gwerzhet ur meziant gouest da zetektiñ kerkent al lastez diskarget, ha da anavezout an dud kiriek pe o c’harr-tan. Gant Vizzia vez kaset kelou d’an archerien neuze, hag ur video da heul.
Evit desachañ evezh ar c’huzulioù-kêr e laka an embregerezh war-wel en he c’hinnigoù kenwerzhel ar fed e c’hellfe pep kamera lakaat anezho da espern pe da c’hounit war-dro 24.000 € bep miz, « dre an telloù-kastiz ha dre ma tigresk koust an dastum lastez ».
Tennet eo ar pennad-mañ eus an heuliad enklaskoù kaset da benn gant « Vert » ha « Splann ! » da geñver ar votadegoù-kêr hag a vo dalc’het d’ar 15 ha d’an 22 a viz Meurzh. Ur media emren eo « Vert » ; ul lizher-kelaouiñ a vez embannet gantañ bemdez a-zivout an ekologiezh. Met ivez enklaskoù, videoioù, ha kelaouadennoù a c’heller kavout war vert.eco.
Met daoust hag emañ ur c’huzul-kêr en e wir pa laka e plas seurt diskoulm, gant ar pal kastizañ an dud bet o tiskargañ lastez forzh pelec’h ? Evit ar pezh a sell ouzh un implij en ul lec’h foran ez eo sklaer-tre ar pezh a vez diskleriet gant ar c’h/CNIL : « Berzet eo ouzh ur strollegezh lec’hel lakaat, da heul he c’hameraoù videoevezhierezh a vez o filmañ an hentoù foran, algoritmoù gouest da zetektiñ diskargerezhioù lastez (lakaat an archerien da zont petramant kas an afer dirak ar justis diwar-se), ma n’eus skrid ofisiel ebet oc’h aotreañ kement-se. »
Goulennataet eo bet ar c’h/CNIL n’eus ket pell zo gant ar gelaouenn en linenn L’Informé diwar-benn ar gwikefreoù a seurt-se : embannet he deus « n’ez eus lezenn ebet en deiz a hiriv o reiñ an aotre d’ar c’humunioù da implij gwikefreoù gouest da zielfennañ skeudennoù war eeun, en ur mod algoritmikel, evit kastizañ end-eeun an dud bet o tiskargañ lastez forzh pelec’h. »
Gant an arbennigour war al lezennoù Bastien Le Querrec, ezel anezhañ eus « La Quadrature du Net » (ur gevredigezh a zifenn ar frankizoù) zo bet roet displegardurioù deomp : « E kod ar Surentez diabarzh e kaver ar pezh a sell ouzh an diskargañ lastez forzh pelec’h, ha berzet eo da vat implij an algoritmoù » emezañ.
Hervezañ « e c’hellfe ar c’humunioù o dije implijet seurt gwikefre bezañ kaset dirak al lez-varn velestradurel gant ur riskl bras vije nulet o frosezerezh ».
Ha gwir eo, gant lezenn an 19 a viz Mae 2023 (al lezenn JO a vez graet diouti), lañset diwarni an arnoderezh e-keñver videoevezhierezh algoritmikel (VSA), ne vez aotreet an detektiñ war-eeun nemet evit eizh seurt implij. Hag an diskargañ lastez forzh pelec’h n’emañ ket en o zouez.
Estreget afer al lastez a zo : implij ur wikefre a seurt-se el lec’hioù foran a c’hell lakaat en arvar ar frankizoù hiniennel hag ar re a-stroll. Evel da skouer ar riskl e vefe siblet strolladoù tud muioc’h eget reoù all, e vefe lakaet en arvar ar gwir da vanifestiñ pe hini ar mont ha dont en un tiriad. A-enep krenn ar prinsip ingalded etre an holl geodedourien ha keodedourezed a gaver er Vonreizh.
Ha gant ar C’huzul bonreizhel zo bet rentet un diviz diwar-benn ar gwikefreoù algoritmikel d’ar 24 a viz Ebrel 2025 just-awalc’h : ne vo ket aotreet d’o arnodiñ betek 2027 evel ma oa bet raktreset. Kuzul ar re fur o lakaat en a-raok pegen « pouezus eo doujañ d’ar prinsipoù diazez. »

Gouzout mat a oar an embregerezh Vizzia ez eus riskloù lezennel, ha neuze he deus cheñchet strategiezh kehentiñ meur a wech e-kerzh ar bloaz tremenet, e-keñver ar gerioù dibabet ganti da skouer, evit gellout kenderc’hel da werzhañ he meziant d’ar c’humunioù.
E 2025 e oa lorc’h enni pa lavare ec’h implije « an naouegezh artifisiel », oc’h embann war he lec’hienn « e c’hell ar c’hameraoù Vizzia detektiñ ent emgefreek an diskargerezhioù lastez a-drugarez d’un algoritm ha d’an naouegezh artifisiel ».
Goude ma vije bet embannet meur a bennad er c’hazetennoù diwar-benn ar c’hudennoù lezennel liammet gant he gwikefre, he deus kroget ar start-up da lavar ne veze ket implijet an naouegezh artifisiel ganti ken.
P’hon eus goulennet ganti perak he doa implijet ar gerioù-se en he skridoù kehentiñ hag en he darempredoù gant an dilennidi, n’he deus ket respontet. Respont ebet kennebeut diwar-benn ar mod ma vez lakaet he algoritm da vont en dro, ar mod ma vez bouetet ha gwellaet anezhañ evit detektiñ ent-emgefreek tud pe diskargerezhioù-lastez.
Pa oa bet staliet ar c’hameraoù-se e kumun Trets (13) e 2025, e oa bet graet ur studiadenn evit pezh a sell ouzh ar riskloù e-keñver gwareziñ ar roadennoù personnel (AIPD), da lavaret eo e-keñver gwirioù ha frankizoù an dud. Deuet eo Splann ! a-benn da lenn ar skrid-se e-lec’h ma embann Vizzia « n’emañ ket he gwikefre e rummad ar videoevezhierezh ha neuze n’he deus ket da zoujañ d’ar reolennadur a sell outo ». Peadra zo da vezañ souezhet rak da heul e kaver ar goulenn-aotre a oa bet graet digant ar prefed12, un aotre a ranker kaout dre ret evit staliañ gwikefreoù videoevezhierezh.
Evit klask doujañ d’al lezenn ha kenderc’hel da werzhañ, e lavar Vizzia n’emañ ket mui he gwikefre e rummad ar sistemoù videoevezhierezh. Displegañ a ra bremañ ez eo kentoc’h « ur pech dre boltredañ ». Hervezi ne enroll ket ar c’hameraoù en ur mod dizehan ha ne vezont lakaet da filmañ ent-emgefreek nemet pa vez diskarget lastez.
Ar mod-kehentiñ-se oa bet implijet e-kerzh kuzul-kêr ar 15 a viz Kerzu gant François Portzer, kuzulier-kêr karget eus ar sioulder foran e Sant-Brieg : komzet en doa eus ur « sistem poltredañ» gouest « da c’hervel ar servijoù-kêr kerkent » ha ma vez detektet tud o skarzhañ lastez .

Memes mod kehentiñ ivez a-berzh ar maer Hervé Guihard hag a lavar « n’int ket kameraoù rak ne vez ket filmet ganto en ur mod dizehan ». Hag eñ da reiñ meuleudi d’ur wikefre efedus, « gouest da sevel ur PV (procès verbal) hep na z’afe den ebet war al lec’h ».
An den e-karg eus gwarez ar roadennoù (DPO), hag a ro e ali war ar fed m’emañ ar wikefre hervez lezenn pe get, en deus gellet studiañ ar mod ma ya meziant Vizzia en dro. Hervezañ « ez eus un algoritm da zetektiñ an diskagerezhioù lastez o klokaat ar sistem videoevezhierezh », ha degas a ra d’hor soñj ez eo difennet staliañ « kameraoù gwellaet » gant algoritmoù el lec’hioù foran ma z’eo ar pal kastizañ an dud.
Hag evit klozañ e tiskler splann : « Daoust m’emañ Vizzia o komz eus pechoù dre boltredañ, e vez kement a boltridi tennet dre eilenn ma teu da vezañ ur video, ha neuze e rank doujañ da reolennoù ar videoevezhierezh. Ar pezh a dalv eo berzet implijout ur benveg a seurt-se. Maez al lezenn eo. »
En un notenn diabarzh, embannet e miz Gouere 2025, diwar-benn ar fed detektiñ ent-emgefreek an diskargerezhioù lastez, e seblant ar c’h/CNIL bezañ bet komprenet mod d’ober Vizzia. Embann a ra ez eo berzet implij kameraoù « gwellaet » a seurt-se, « memes ma ne vez ket an algoritm o vont en dro dizehan (ar c’hamera o vont en dro nemet pa vez detektet tud o fiñval dre ur wikefre isruz), memes ma vez ampellet an treuzkas video ha dielfennet ar skeudennoù diwezhatoc’h, ha memes ma vez tapet nebeutoc’h eget c’hwec’h skeudenn dre eilenn. »
Hag an aotrouniezh da glozañ : « Hiriv an deiz n’eus lezenn ebet o reiñ ar gwir d’ar c’humunioù da implijout sistemoù dielfennañ skeudennoù war-eeun en ur mod algoritmek gant ar pal kastizañ an dud kiriek da vezañ bet o tiskargañ lastez. »
Goulennataet hon eus servijoù kêr Sant-Brieg a-zivout implij ar c’hameraoù Vizzia e lec’hioù foran ha respontet zo bet deomp e oant o c’hortoz un aotre a-berzh ar prefed evit staliañ ar wikefre-se. Padal hon eus gwelet d’ar 16 a viz Genver e oa unan staliet e straed ar Puñs Kozh dija.
O klevet kement-se en deus lavaret deomp Sylvain Clouet, eil-rener an terkañ hag an diorren padus e kêr Sant-Brieg, « ne oa ket ar wikefre o vont en dro », a-raok anzav « e veze resevet an titouroù» ganto drezañ «met e oa bet divizet chom hep implijout anezho a-raok kaout ali ar c’homision ».
Goude-se en deus klokaet e respont dre bostel, o lavar « ne veze ket implijet ar c’hameraoù ha neuze e oant aze evel reoù faos ». Evit pezh a sell ouzh ali ar c’h/Cnil e skriv ez eus bet kaset dezho displegadurioù lezennel gant Vizzia, « o tiskouez n’eo ket he gwikefre ur sistem videoevezhierezh ha neuze n’eus ket a reolennadur a ranker doujañ dezhañ », o c’houzout « n’eo ket gwall vras perzh an naouegezh artifisiel er mont en dro ».
Goulennataet hon eus Vizzia diwar-benn ali ar c’h/Cnil e-keñver implij ar gerioù « pechoù dre boltredañ », hag ivez a-zivout al lezennoù bonnet ganto he meziant videoevezhierezh algoritmel. Dre hanterouriezh ur c’habined kuzuliañ war ar c’hehentiñ strategel, bet implijet ganti evit merañ an afer-mañ, he deus respontet deomp : « Gant Vizzia e vez kinniget, hag e vo kendalc’het da ginnig, d’ar strollegezhioù lec’hel diskoulmoù eus ar re wellañ o toujañ d’al lezennoù. »
Hag ar c’habined kehentiñ da genderc’hel : « Gant gwikefre Vizzia ne vez lakaet war wel nemet ar fedoù gwashañ, ha n’eus nemet ur pal, al laz hollek, dre stourm ouzh ar diskargerezhioù lastez, hep lakaat gwirioù ha frankizoù ar geodedourien en arvar. N’eus naouegezh artifisiel ebet e kaptorioù Vizzia : an algoritm ne ra nemet kas da benn ar gefridi hag a zo bet desket dezhañ d’ober, hep deep na machine learning ebet. »
Berr-ha-berr, hervez ar c’habined-se, ne ro ket algoritm Vizzia d’an urzhiataerezhioù liammet gant he gwikefre an tu da grouiñ algoritmoù all, na da lakaat divizoù da vezañ kemeret diwar an titouroù treuzkaset.
Ur gefridi hag a c’hellfe, un deiz bennak, bezañ taget dirak ar justis gant tud bet tapet o foltred ha bet kastizet diwar implij algoritmoù Vizzia.
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur.