Splann !, Lansañ enklaskoù e Breizh, Gwenvaël Delanoë / Radio Breizh – 17/02/2021
Setu Splann ! war Pikous Dibikous. Un abadenn kaset da benn bep mintin gant Tomas Laquaine hag Enora Molac. Klevet ‘oa mouez Gwenvaël Delanoë war wagennoù Radio Kreiz-Breizh RBG – Radio Bro Gwened Pajenn Arvorig ha RadioKerne Bzh.
Ur media all zo bet ganet nevez zo, e Breizh ar wech-mañ, diwar skouer Disclose. Splann ! ec’h anv-bihan ! Faot a ra d’ar gazetennerien ha d’ar c’hazetennerezed bodet war-dro d’an anv-se broudañ enklaskoù er vro, a-drugarez d’ar gwenneien profet gant ar sitoaianed. Ur prantad rastelliñ arc’hant oa bet lañset e penn kentañ ar sizhun just a-walc’h. Gwenvael Delanoe zo perzh eus komite embann Splann.”