Lizher-kelaouiñ : kudennoù surentez e uzin Olmix a zastum bezhin glas #19
Petra zo nevez ar miz-mañ gant « Splann ! » ? Un enklask nevez bet embannet hag ur bern neventioù all e Breizh !
Enklask ar miz : gouarnamant Bro-Frañs a zo o soñj breskaat palioù europat war stad ar redoù-dour, setu ar pezh a vez dizoloet en ul lizher kaset d’ar melestradurezhioù.
Fokus : ne vez ket graet mat war-dro ar surentez e uzin Olmix e Berhan (56). Anavezet mat eo an embregerezh-se rak treuzfeurmet e vez bezhin glas ganto.
Dastumet evidoc’h
#MeTooWarVor Ur prosez talvoudus oa dalc’het e Brest e fin miz Ebrel. Genavir (a labour get an Ifremer) oa o respont
Dizarmet ur pomp get Emsavadeg an Douar: ur pomp maez ‘lezenn oa bet staliet get ur gounider bokedoù e arvor bro Vigouden. Distaliet oe bet. Muioc’h en ur selaou doc’h ar podkast-mañ.
Saotreet an aer e Sant-Maloù: Liveoù amoniak uhel-bras oe bet muzuliet get Aer Breizh e penn kommañs miz Meurzh.
Deiz-ha-bloaz laouen da Splann! E miz Even e vo lidet ar 5 blez e Run ar Puñs !
Adkavit ivez rubrikennoù “o c’hoarvez e-taldoc’h” pe “deiziataer Splann !”.
Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.
Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.