Podcast YouTube

Ensteudoù Essure : diwallerezh a-dreuz ar pennadurezhioù yec’hedel | Enklaskoù « Splann ! » S02 E03

Istor degouezh war marc’had Europa ha Bro-C’hall an ensteud Essure a zo azon ur sistem testeniekadur lez-ober, n’eo ket bet barrek an ANSM, pennadurezh yec’hedel gall, gant e sistem evezhierezh da dalañ ouzh-se.

Un enkask « Splann ! » da selaou war ho pemp radio e brezhoneg. A-hed teir abadenn e vo diskoachet deoc’h an titouroù pouezusañ eus hon enklask diwar-benn Essure. An intron « Splann ! » a zo ouzh mikro Yuna Cojan.

Gouzout a rit petra ‘zo ret kaat evit gwerzhañ un ostilh en Unvaniezh Europa ? Dre un siell CE.C-E, an div lizherenn a c’heller lenn war a-bep seurt produioù ‘zo gwerzhet en Europa. Un tamm evel ur « passeport » roet d’ar produ, ma karit.Gant embregerezhioù prevez e vez roet ar siell CE. Paeet int gant obererien ur produ bennak evit reiñ al label prizius.

Neus ket a ajañs ofisiel kreizennet, evit ober al labour-se. Kaoz ‘oa bet eus tennañ kuit ar galloud-se eus aozadurioù prevez, met lobby an industriezh ‘oa deuet a-benn da lemel ar c’hinnig-se en 2008.Ha divizet e vez hag-eñ eo dañjerus ar produioù… war studiadennoù roet…gant an embregerezh a neus savet ar produ ! Hag, evel-just, an embregerezh n’aio ket da reiñ studiadennoù fall evit ar produ he deus c’hoant da werzhañ…

Kenlabourat a ra « Splann ! » gant kazetennerien Radio Breizh hag an holl radioioù e brezhoneg : Radio Kreiz Breizh, Radio Bro Gwened, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned.

Krouet eo bet « Splann ! » e 2021 hag emañ staliet e Gwengamp, e Aodoù-an-Arvor. Ar media kentañ gouestlet d’an enklask e Breizh eo. Labouret e vez e brezhoneg hag e galleg. Skrivet e vez diwar-benn sujedoù pouezus evit an dud evel saotradurioù an endro, al labour-douar, ar yec’hed hag all.