E Breizh emañ an amoniak o lazhañ didrouz | Enklaskoù « Splann ! » S01 E01
Bro Vreizh eo an hini e lec’h ma vez dilaosket ar muiañ a amoniak e Frañs. Eus ar magerezhioù loened ez-douar e teu ar gaz-se dreist holl, ha ganti e vez krouet rannigoù-munut en aer. Kablus int e kleñvedoù ar skevent, ar galon ha krign-bev.
Setu lodenn gentañ enklask Splann ! diwar-benn an amoniak. Emgav ho peus gant aotroù « Splann ! » war wagennoù Radio Breizh.