Cooperl : un embregerezh pemoc’h ramzel, an enklask berr-ha-berr
Retrouver toute l'enquête >> Retrouver toute l'enquête >>
Pell-mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh an hini bet savet e 1964 e Lambaol, pa ne oa da gentañ penn ken met ur strolladig 25 saver moc’h. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel, ur gevelouri a gaver enni 83 kevredad, en o fezh pe evit darn outo, un dek bennak diouto en estrenvro.
Abaoe m’eo bet savet ar gevelouri eo kresket he levezon war holl dachennoù ar sevel moc’h, eus an tiez lazhañ moc’h d’ar savadurioù, hep disoñjal ar fardañ boued evit al loened pe ar salezonoù.
Ha nevez zo eo aet betek postañ hec’h arc’hant war dachennoù un tamm mat pelloc’h eget ar sevel moch, pezh n’eus lakaet saverien-moc’h zo, izili ar C’hooperl, da sevel bec’h enno. Ha seul vuiañ a-se p’emañ ar gevelouri o treuziñ mareoù gwallamzer ekonomikel, gant divigadoù ( pe koll arc’hant) uhel a-walc’h diouzh un tu, hag adframmañ e greizenn salezonoù diouzh un tun all. Ha neuze, evit kempouezañ ar c’holl e c’houlenn ar C’hooperl skoazell ar saverien moc’h, en ur izelaat priz prenañ ar moc’h, ur priz kinniget a chom dindan hini ar marc’had, met ivez en ur astenn an termenoù paeañ, pe dre rediañ ar saverien moc’h da fiziañ ul lodenn eus gopr o gwerzh war gontoù ar gevelouri.
En tu all d’ar redioù-se war ar prizioù ez eus bet lakaet un toullad mat a redioù all evit ar saverien izili ar C’hooperl : pe a-fed savadurioù, boued, prederioù ar medisined-loened, merañ an distaolioù, kazi pep tra a vez didan e evezh, ha mat evit gounidoù ar C’hoop.
Evit meur a saver loened, pe a-fed etik, pe a-fed o gwenneien, ne gavont ket o c’hont ken. Padal, kuitaat ur gevelouri n’eo ket un dra aes d’ober… Nebeutoc’h c’hoazh pa gomzer eus ar C’hooperl.
Tremenet tro-spered an enframmañ en tu all d’ar roudenn gant un doare nevez : deuet eo ar gevelouri perc’henn war seizh atant, dreist-holl evit diorren an enklaskoù genetek gant e gevredad « Nucleus ».