Bezañ peizant hag en em staliañ e Breizh : brezel ar parkerier, an enklask berr-ha-berr
Ha daoust hag-eñ e anavezit ti-feurm Ar Frostailh e Plounevez-Moedeg, e Aodoù-an-Arvor ? Posubl eo bet krouiñ an atant saout laezh-se a-drugarez d’ar gevredigezh Liamm an Douar. Ganti e vez sikouret peizanted d’en em staliañ en ur gemer e karg koust an douaroù hag ar savadurioù. 🚜
Rak n’eo ket aes hiziv an deiz e Breizh lañsañ un ti-feurm. Dreist-holl pa n’emaoc’h ket o tont eus ur familh labourerien-douar pe p’ho peus c’hoant en em staliañ gant un doare disheñvel pe « atipik ». N’eus ket trawalc’h a labourerien-douar e Breizh. War tri den a ya war o leve, n’eus nemet un oc’h en em staliañ.
C’hoant he deus ar Rannvro staliañ mil labourer-douar ar bloaz bep bloaz a-benn 2028. Hiziv n’eus nemet 500 a-boan a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm divent o tont war wel dre zoareoù luziet d’o sevel diouzh al lezenn.
Tiez-feurm 1.000 hektar, 1400 a-wechoù memes. Boaz eo deuet gwelet atantoù gant ouzhpenn eget 200 hektar tachenn. En ur ober dek vloaz e oa deuet an hanter muioc’h diouto.