[Kelou « Splann ! »] Raktres ospital nevez Sant-Maloù lakaet en arvar ablam d’un toull er c’hef ha da 12 milion a zleoù
Isabelle Jarjaille - 02/28/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

Abaoe ouzhpenn 5 bloaz e c’hortoz ospitalioù Sant-Maloù ha Dinan un ospital nevez-flamm gant krouidigezh ul leurenn deknikel e mont tre kêr Sant Maloù ha nevezerezh ospital Dinan. Hir eo an traoù ha douetañs o deus an dilennidi. E miz Gwengolo 2025 en doa respontet maer Sant-Maloù (bet strollad LR), Gilles Lurton, en ur c’huzul-kêr“ne oa ket mat ar mod ma oa troet an traoù a-fet arc’hant” evel ma oa bet embannet e Ouest-France.
Danevelloù eus kuzulioù evezhiañ an ospital en deus bet Splann! ha sklaer eo e vo bouetaet ar breud foran gant ‘se. Abaoe ouzhpenn ur bloaz hor boa goulennet an teuliadoù-mañ digant ar strollad ospital Rance Emeraude (GHRE) eviton enklask diwar-benn distruj an ospital publik – hag e fin ar gont int bet kaset deomp gant un den en deus fellet dezhañ chom dizañv.
“Raktres meur” ospital Sant-Maloù “a vo eus outañ ” a skriv deomp dre bostel Ajañs rannvroel ar yec’hed (ARS) (lenn trede lodenn hon enklask). N’eo ket ar pezh hon eus gellet lenn en danevelloù diabarzh koulskoude : erru eo dibosupldirouestlañ an traoù ha n’eo ket sur tamm ebet e vo arc’hantaouet an ospital nevez hag a goustfe 445 milion a euroioù.
Kentañ diviz hag a vir da vont war-raok : n’eo ket bet deroet ar marc’had publik, hag a oa bet lañset evit mestroniezh al labourioù, « da sevel an ospital lec’hel nevez Rance Emeraude hag ar savenn lojistikel ». « Ar prener a zo kaoz, e ezhommoù ‘zo cheñchet » a c’heller lenn e ali ar marc’had publik. N’o deus respontet deomp na renerezh an ospital na maer Sant-Maloù, Gilles Lurton, prezidant ar c’huzul evezhiañ anezhañ.
Abalamour da ziaesterioù arc’hant ar strollad ospital e vefe ? Diwar ar 445 milion a euroioù rakwelet er raktres, ne vez arc’hantaouet nemet 150 milion evit poent gant ar Stad, dre an ARS. An 300 milion all a vo ret d’ar GHRE (Strollad Ospital Rance Emeraude) amprestiñ neuze. Met diaesoc’h eo amprestiñ abalamour da stad arc’hant ar strollad, setu ar pezh a c’heller lenn dre ar munud e danevell ar c’huzulioù evezhiañ bet dalc’het e miz Even ha miz Here 2025. En ur notenn diabarzh deiziet d’an 23 a viz C’hwevrer, a zo bet gwelet ganeomp, e skriv ar gevredigezh : « Hep skoazell e vez lakaet en arvar ar politikerezh diorren dre arc’hantaouiñ daoust ma ranker arc’hantaouiñ buan ha framm a gaoz c’hoantegezh ar savadurioù ha d’al lusk obererezh « , o teskrivañ « un diforc’h bras ha ledan » hag ur hag un teñzorerezh « e gwask bras ».
E miz Even 2025 he doa displeget renerez an arc’hant e vije lakaet ur steuñv e-plas evit resteurel pazenn-ha-pazenn an 12 milion a zleoù d’e bourvezerien, ar prantad paeañ o vezañ tizhet 120 devezh e miz Kerzu 2025. “Ar goproù a vo paeet da gentañ, emezi. War washaat eo aet an holl verkerioù arc’hant gant ur marz kriz negativel (…) hag a laka an emarc’hantaouiñ da vont war zisteraat”.
Ar marz kriz hag ar galloud emarc’hantaouiñ a servij d’ur strollad ospital da vezañ aotreet da amprestiñ. Un ali a vez roet diwar-benn pep raktres gant Kuzul broadel ar postañ er yec’hed (Cnis) hag hervezañ e vez stabil ur raktres a-fet arc’hant pa vez 6,5% feur ar marz kriz buket.
Padal e oa hennezh a 0,2 % evit ar GHRE e 2024. Ha negativel e oa e varregezh emarc’hantaouiñ (- 2,3 milion a euroioù), pa rank bezañ pozitivel, d’an nebeutañ, hervez ar Cnis. En danevell eus miz Here 2025 eo sklaer an traoù : “Ne vo kendalc’het gant ar raktres nemet ma c’hell ar strollad ospitalioù mont war-raok a-fet obererezhioù ha gounidoù.”
« Nebeutoc’h-nebeutañ a ospitaladurioù a vez daoust d’an ezhomm hag a zo er vro » eme renerez an arc’hant e miz Even. Da lâret eo e vez kaset tud ar c’hornad-bro da ospitalioù all hag aze emañ an dalc’h rak savadoù arGHRE a zigresk abalamour da se (lenn an eil lodenn eus hon enklask diwar-benn priz an obererezhioù). Displegañ a ra prezidant komision mezegel an ospital, Dr Taurin, meneget en danevell-mañ, petra zo kaoz : « Ne c’hell ket an traoù mont war wellaat abalamour d’an niver a weleoù serret ha se zo liammet gant ar fed m’eo bresk ar skipailhoù », emezañ d’ar c’huzul evezhiañ, keuz gantañ “ne vez ket displeget kement-se en teulioù a-zivout an arc’hantañ”.
Gant respont renerez an arc’hantañ e komprener mat dalc’hoù start an ospital bublik : «Kadarnaat a ra Itron Parthenay Dubois eo a-bouez kaout gweleoù evit kaout muioc’h a obererezhioù » a c’heller lenn e rentañ-kont ar c’huzul. « Koulskoude e ranker soñjal er marz, emezi. Div wech eo kastizet an ospital : da gentañ abalamour d’an digresk a savadoù liammet gant an digresk a obererezhioù, ha da eil dre ma ne c’hell ket digreskiñ e gargoù evit kempouezañ an traoù.»
D’an 9 a viz Here 2025 e oa bet roet urzhioù gant ministrerezh ar yec’hed da ajañsoù rannvroel ar yec’hed (ARS), « diwar-benn efedusted ha disoc’hoù ar savadurioù yec’hed ». Ar palioù a-fet arc’hantañ a vez resisaet, gant ur feur a varz kriz etre 6 ha 8 % hag ur varregezh emarc’hantaouiñ pozitivel. Skrivet eo splann : « pa vez ur gudenn evit dont a-benn da zigeriñ ur raktres e c’heller adwelet priorelezhioù an arc’hantañ rannvroel ha/pe studiañ senarioù all ».
Goulennet hon eus gant an ARS hag-eñ e c’hellfe ar c’hriterioù-se talvezout evit ar pezh a sell diouzh raktres ar GHRE: « Studiadennoù a vez renet evit sellout a-dost ouzh emdroadur ar c’hempouez arc’hant (…). Kement-se ne dalv ket e vo nulet ar raktres-mañ, un eskemm dizehan a zo etre an ospital ha hor servijoù. Reneveziñ ar raktres ha suraat an ospital eo ar pal, hag a-benn an nevezamzer 2026 e vo kinniget ur steuñv penn savadurel.»
Renerezh ar GHRE n’en deus ket respontet d’hor goulennoù kaset dre bostel. Met ur gemennadenn diabarzh, kaset gant ar renerez d’ar skipailhoù d’an 12 a viz Genver 2026, a ro he sav-poent. Ar pazennoù da zont a vez displeget ganti : un aodit eus Ajañs vroadel harpañ an efedusted (Anap) a vo diwar-benn “hon aozidigezhioù mezegel, klañvdiourel,lojistikel ha melestradurel”. Douetañs ebet ganti war an diskoulmoù a vo kavet : « A-benn miz Even 2026 e vimp prest da rentañ un doser “Raktres Meur” solud ha spi hon eus e vimp aotreet da adlañsañ al labourioù.»
Eus o zu e c’houlenn an dilennidi lec’hel, lakaet war evezh gant ar sindikad «Sud santé sociaux», e vefe astennet skoazell ar Stad. Un emgav int deuet a-benn da gaout d’an 3 a viz Meurzh e ministrerezh ar yec’hed, lec’h ma vimpambrouget gant ar c’hannad (Ensemble pour la République) Hervé Berville.