Piv eo Yannick Moreau, ar c’hilstourmer anvet e penn an ajañs vrudañ Tout commence en Finistère ?
Pierre-Yves Bulteau - 10/10/2025
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Setu ur CV bouetet mat a-hed 25 bloaz a vuhez bolitikel. En teul-mañ e kaver anvioù brudet-mat evel hini Bruno Retailleau peotramant hini Philippe de Villiers. Da 50 vloaz en deus graet e soñj Yannick Moreau chom a-sav gant e vuhez dilennad koulskoude. D’an 2 a viz Genver 2025 en doa maer Les Sables-d’Olonne embannet e rofe e zilez e-kerzh ar bloaz evit dont en-dro “er vuhez wirion” ha kavout “ur gwir labour”.
Buan a-walc’h eo deuet da wir c’hoantoù ar Vandead. Un nebeud mizioù goude bezañ bet diskleriet, d’an 13 a viz Genver, war e gont Facebook, “ar politikerezh n’eo ket ur vicher” , en deus kavet ul labour nevez dedennus-tre, a-drugarez da vMaël de Calan, politikour a-vicher anezhañ.
«O klevout e felle dezhañ kuitaat ar vuhez bolitikel, en ur genderc’hel da vezañ engouestlet evit al laz hollek, en deus divizet an departamant mont en darempred gantañ evit studial penaos kenlabourat gantañ», eme departamant Penn-ar-Bed da Splann!.
Buan-kenañ eo bet graet war-dro ar cheñch micher-se, ha setu Yannick Moreau anvet da rener an ajañs vrudañ ekonomikel ha touristel, Tout commence en Finistère, e-kreiz an hañv.
«Merk» departamant Penn ar Bed an hini eo an ajañs-se.“Diorren ha brudañ an tiriad” eo he fal, hag e-keñver an dra-se en deus gellet Yannick Moreau lakaat en a-raok e skiant-prenet, da gentañ evel maer kumun nevez Les Sables-d’Olonne, ha da c’houde evel penn-aozer ar redadeg bagoù dre lien Vendée Globe.
«Ur chañs eo evit an departamant e errufe un den ken barrek e Penn-ar-Bed” a embann Maël de Calan ha prezidant an ajañs Jean-Marc Puchois, entanet anezho, en ur gemennadenn d’an 18 a viz Gouere.
A-drugarez da Aotrouniezh uhel evit treuzwelusted ar vuhez publik (HATVP) en deus bet prezidant LR departamant Penn-ar-Bed ar “chañs-mañ”. A-c’houde e zilez eo arabat da Yannick Moreau labourat e Bro-Vande gant un ensavadur en deus bet liammoù micherel gantañ e-kerzh an tri bloavezh diwezhañ.
Penn en deus graet ar Vandead war-zu Penn-ar-Bed neuze. Ha degouezhet e Kemper d’ur mare diaes evit an ajañs, fall ar jeu ganti abaoe miz Genver 2025, pa oa bet embannet danevell Lez rannvroel Breizh ar c’hontoù.
E-korf daou-ugent pajennad ez eus bet poentet ganti meur a “zireizhder», en o zouez ar fed vije bet paeroniet gant an ensavadur publik ar skipper Jean Le Cam er Vendée Globe diwezhañ, e 2024. Petra a vez rebechet gant Lez ar c’hontoù ? “Ur gevrat servijoù kehentiñ ha buheziñ evit brudañ ha lakaat war-wel skeudenn Penn-ar-bed hag a oa bet skoulmet etre an departamant hag un embregerezh m’emañ ar skipper perc’henn warni”.
Hervez ar varnerien “n’eus bet graet brud ebet war ar gevrat-mañ ha n’eo ket bet lakaet da gevezañ gant kinnigoù embregerezhioù all” . Peadra da zougen klemm dirak lez-varn vroadel an arc’hantaouiñ hervez ar gevredigezh AC !! anticorruption ha setu graet ganti.
War a seblant n’eo ket nec’het an Departamant gant kement-se. Setu ar pezh en deus respontet deomp : “Kazi an holl gritikoù a lenner er c’hlemm a sell ouzh ar pezh oa bet graet e-kerzh ar respet diaraog pa oa ar Sosialisted e penn ar jeu, betek 2021.» Eus e du n’en deus ket roet deomp Yannick Moreau e sav-poent. A-du emañ, emezañ, gant ar pezh en deus diskleriet an departamant.
A-raok en em staliañ e Kemper da vat, ez aio Yannick Moreau, d’an 29 a viz Gwengolo, ur wech diwezhañ da di-kêr les Sables-d’Olonne evit treuzkas an traoù d’e eil maer kentañ. “Kontant da vezañ graet (e) seizh gwellañ evit ar re all, e servij ar re all”, hervez ar pezh en doa kontet d’an 21 a viz Gouere 2025 ouzh mikro Skol Uhel Politicae. Gwir eo e vez lakaet an dud aterset en o bleud gant kinkladur ar studio ha mouezh tomm an aterser.
Gant Pierre-Edouard Stérin e vez arc’hantaouet Politicae, ur greizenn stummañ liammet gant ar raktres Périclès (« patriotes, enracinés, résistants, identitaires, chrétiens, libéraux, européens, souverainistes » e galleg flour, Ndlr). Embregour pinvidik-mor, miliarder zoken, eo hennezh ha cheñchet bro gantañ evit paeañ nebeutoc’h a dailhoù. “Lakaat e vadoù da adreizhañ Bro-Frañs ha da vrudañ ar C’hrist”, setu avat ar mision en deus dibabet hag a ren e vuhez.
Pa oa bet pedet gant podkast Politicae “Heureux comme un maire” en doa lakaet ar gaoz an dilennad bet eus Bro-Vande war e amzer-vaer engouestlet evit e gêr, Les Sables-d’Olonne. Dre ar munud e klever anezhañ o tisplegañ petra oa “e berzh embregour publik, e-lec’h ma klasker kontantiñ pe al laz hollek pe ar mad boutin”. Soutil eo an diforc’h, met sklaeroc’h e teu da vezañ pa vez resisaet gantañ “ez eo ar mab boutin an anv kristen evit al laz hollek”.
“Ar mab boutin” eo anv ur font ivez. Krouet oa bet e 2021 gant Pierre-Edouard Stérin hag arc’hantaouet gantañ evit «souten raktresoù hag a vesk ur c’hresk ekonomikel hag un efed sokial”.
Ar gerioù-mañ a zeu ivez e genou Yannick Moreau a-drugarez d’e «baeron politikel», ur c’hilstourmer all, Philippe de Villiers, remerket gantañ an den yaouank abred-tre, pa oa hemañ o soñjal mont da avokad war an aferioù.
En ur skol gatolik en doa tremenet Yannick Moreau e amzer grennard, e lise jezuist Sant-Frañsez-Zavier e Gwened. Met diwanet e oa dazont politikel an den pa oa e Skol Uhel gatolik Bro-Vande dreist-holl. E“skol-vVeur de Villiers” e vez stummet ar re yaouank eus tu-dehoù lejitimour Bro-Frañs, «tud uhel ha gwriziennet don» hervez an diazezer.
Ur wech tapet gantañ un DESS war «gwir an aferioù» e skol-veur Naoned, e oa aet Yannick Moreau da labourat e-pad dek vloaz gant e ventor e penn kuzul-departamant Bro-Vande. E-karg eus ur gefridi war “dalc’hoù an arvor” e oa bet da gentañ ha da c’houde e oa aet da rener ar “raktresoù Vendée Globe”. Betek ma voe dilennet d’an oad a 32 vloaz.
Ha setu neuze «ur stourm all » evit un dek bloavezh all bennak. Hini «diorren politikel ar vro, o lakaat uhel e bal” : e 2019 e oa bet kendeuzet meur a gumun da grouiñ unan nevez-flamm, Les Sables-d’Olonne. Ur gumun, 51 000 annezad enni e-pad ar goañv, ha 250 000 en hañv, gant ur budjed a 50 milion a euroioù bep bloaz.
“Ul logellig vihan eus Bro-Fañs” a vez graet gantañ eus e gumun, e-lec’h «m’en em vesk al luskoù politikel hag embregerezhel” e anv “ur sell kempouezet eus ur vro”. Kement hag al luskoù ez eo doubl ar sell-se : eus an tu pil e kaver ur gêr hag a zo e penn ar jeu e-keñver adimplij an dourioù lous evit ma vefent mat da evañ, pe c’hoazh steuñvoù lec’hel a-enep d’ar brokañ war werzh an tiez ha d’an douristelezh dreist-kont.
Eus un tu all e teu da vezañ ul lec’h ma vez renet emgannoù ideologel ha sevenadurel e anv « ar frankiz mennozhioù hag eztaol (…), frankizoù diazez gwarezet gant ar Vonreizh ». D’an 2 a viz Meurzh e oa bet aotret gant Yannick Moreau, maer Les Sables d’ar c’houlz-se c’hoazh, skignañ ar film Silenced ha pedet gantañ Bruno Gollnisch, bet kannad FN e parlamant Europa, d’e welet.
Diwar ravoltoù c’hoarvezet e 2024 er Rouantelezh-Unanet eo bet savet an “teul-film”-mañ, blaz iriennus gantañ hag a-enep d’ar vuzulmaned anezhañ. Difennet oa bet e skignañ e Bro-Saoz ha kaset e sevener Tomy Robinson d’an toull-bac’h evit an abegoù atiz d’ar gasoni ouennelour ha dismegañs d’al lez-varn. A boan deuet er-maez, e miz Mae 2025, e oa bet e penn ar valeadenn europat a-enep d’an divroañ, bet dalc’het d’an 13 a viz Gwengolo, e Londrez.
Ken stenn e oa an aergelc’h m’o doa divizet maered Sant-Brieg, An Oriant ha Lannuon berzañ ouzh an teul-film-mañ da vezañ skignet en o c’humun dre ur skrid-embann e-keñver ar“riskloù evit an urzh publik”.
Aterset ganeomp diwar-benn an dibaboù-se en deus respontet departamant Penn-ar-Bed « n’eo ket intereset gant mennozhioù e ajanted, pe vefent eus an tu dehoù pe an tu kleiz”. Ha da bouezañ : “Stourmer politikel eo bet Aotroù Moreau (…). Hiziv an deiz eo bet tutet evel un ajant publik en ur velestradurezh, ha neptu e ranko bezañ diwar neuze.”
Ne fell ket dezhañ respont deomp, selaomp neuze ar pezh a lâre Yannick Moreau e studio Skol Uhel Politicae pa lakae ar gaoz war e zek bloavezh a respet : “Ar pezh a zedenn ac’hanon er vuhez politikel eo kas da benn palioù […] hag az a dreist dizemglevioù, personelezhioù ha kredennoù an eil hag egile, gant ma z’a an traoù war-zu un urzh.”
An “urzh”-mañ en doa lakaet kannad trede pastell-vro Bro-Vande (dilennet e miz Even 2012, NDLR) da stourm a-enep d’“an dimeziñ evit an holl” , asambles gant Thierry Mariani. A-raok mont dre ziv wech d’an nebeutañ, gant hennezh hag a zo kannad RN e parlamant Europa d’an deiz a hiriv, da vro Siria renet d’ar c’houlz-se gant Bachar El-Assad. E 2014 hervez ur pennad embannet gant Liberation hag e 2015, hervez un atersadenn graet gant Ouest-France.
«Mont dreist an disemglevioù hag ar c’hredennoù» eme ar maer bet. Ha koulskoude en doa graet an dud a-enep d’ar fed sevel un delwenn diwar skeudenn an arc’hael Sant-Mikael war ur blasenn bublik “ayatollah al laikelezh” ganto. Ar stourm-mañ en doa servijet da reiñ ton da goulzad kabaliñ Eric Zemmour da vare ar votadeg brezidantel. A-raok ma voe roet da Yannick Moreau an urzh gant ar c’huzul Stad “da dennañ an delwenn relijiel-mañ diwar al lec’h foran» dre ur gemenn embannet d’an 28 a viz Gwengolo 2023.