Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Kerzu 2025 ?
Splann ! - 12/30/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Montautour (35). Goulenn a-berzh an embregerezh SNC Société Lerouge e vije enrollet e raktres kreskiñ an niver a saout da lardañ ha nevesañ ar steuñv skuilhadeg hañvouez el lec’h anvet Le Pâtis. Kuzuliadenn foran etre ar 5 a viz Genver hag an 3 a viz C’hwevrer 2026.
Lamballe-Armor (22). Goulenn a-berzh an SARL Jean-Paul Launay da adaozañ e savadurioù en ur reishaat an niver a voc’h desavet ganti, ha nevesañ he steuñv skuilhadeg hañvouez. Kuzuliadenn foran betek an 30 a viz Kerzu.
Moreac (56). Goulenn a-berzh ar Gaec du Lerene evit bezañ aotreet da sevel muioc’h a voc’h hag evit nevesañ ar steuñv skuilhadeg-hañvouez. Kuzuliadenn foran etre an 2 a viz Kerzu hag ar 16 a viz Genver 2026.
Plouvorn (29). Kreskiñ an niver a voc’h eo ar pal, o vodañ an niver aotreet evit ar SCEA Kerdrein hag hini an SCEA David Riou. Goulennet e vez ivez un aotre sevel evit 4 savadur. Enklask publik etre ar 16 a viz Kerzu hag ar 15 a viz Genver 2026.
Muel (35). Goulenn kreskiñ an niver a voc’h aotreet ha nevesañ steuñv skuilhadeg an EARL La Touche Légault. Enklask publik etre ar 26 a viz Kerzu 2025 hag an 3 a viz Genver 2026.
Logonna-Daoulaz (29). Raktres astenn e desaverezh-kregin a-berzh an EARL Coic Huîtres et Coquillages. Enklask publik etre ar 17 a viz Kerzu 2025 hag ar 15 a viz Genver 2026.
Ploufragan (22). Aotre sevel goulennet gant an embregerezh CPV SUN 40 evit ur greizenn fotovoltaek war an douar. Enklask publik etre an 29 a viz Kerzu hag ar 27 a viz Genver 2026.
Plabenneg (29). Raktres greantel evit tretiñ ha talvoudekaat ar biolastez e takad Penhoad. Enklask publik etre ar 15 a viz Kerzu 2025 hag ar 15 a viz Genver 2026.
Saint-Marc-Le-Blanc (35). Daou c’houlenn aotre sevel a-berzh an embregerezh Société GDSOL 130 evit sevel ur greizenn fotovoltaek. Enklask publik etre an 8 a viz Kerzu hag ar 16 a viz Genver 2026.
Saint-Malo/Sant-Maloù (35). Oberiadenn derkañ renet gant ti-kêr Saint-Malo/Sant-Maloù evit sevel tro-dro da 340 lojamant war un 11 hektar bennak en takad Zac de la Houssaye. Kuzuliadenn foran etre an 22 a viz Kerzu 2025 hag an 22 a viz Genver 2026.
Konk-Kerne (56). Labourioù karzhañ er stankad dour mat da evañ Brunec lec’h ma zo 12.000 m³ a lec’hid da dennañ ha da skuilhañ da c’houde war un dachenn labour-douar 4 kilometrad pelloc’h. Enklask publik etre ar 16 a viz Kerzu 2025 hag an 16 a viz Genver 2026.
Kemper (29). An dalc’h eo Raktres brastres evit kenstagded tiriad an Oded (Scot). Termeniñ strategiezh terkerezh ha diorren padus korn-bro Kemper ha Bro-Fouen a vo graet gant an teul-se. Enklask publik etre ar 26 a viz Du hag an 29 a viz Kerzu 2025.
Chartres-de-Bretagne (35). Sevel un uzin nevez a fell d’an embregerezh Safran Aircraft Engines, enni un teuzerezh ingalerien ha bannoù troellrodoù uhelwask hag ul lec’h kempenn pezhioù kefluskerioù kirri-nij. Kuzuliadenn foran etre an 9 a viz Kerzu hag an 9 a viz Meurzh 2026.
Trelevenez (29). Gant an embregerezh Emily zo ur raktres astenn hag adkempenn hec’h uzin sevel mekanikoù labour-douar ha koadeier. Enklask foran etre ar 15 a viz Kerzu hag an 12 a viz Genver 2026.
Loudia (22). Goulenn reishaat a-berzh an embregerezh Gelagri Bretagne goude ar cheñchamantoù graet ganti, en o zouez ar fed m’eo bet ebarzhet an embregerezh EFA ha kresket ar c’hementad produet. Enklask publik etre an 8 a viz Kerzu hag ar 7 a viz Genver.