Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Du 2025 ?
Splann ! - 12/05/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Loudia / Loudieg (22). Goulenn aotre endro graet gant Gelagri Bretagne, un isembregerezh eus Eureden, evit ma vefe reizhekaet stad melestradurel al lec’h produiñ legumaj skornet e Loudia / Loudieg. Kreskiñ ar produiñ a zo kaoz d’ober. Enklask publik etre an 8 a viz Kerzu hag ar 7 a viz Genver.
Binic/Binig (22). Raktres berniañ lastez diflach, lakaat da dremen ha talvoudekaat produioù maenel el lec’h Moulin de Culerette e Binig-Staol. Kuzuliadenn foran betek an 12 a viz Kerzu.
Pleuwigner (56). Argerzhadur disklêriadur a laz foran kinniget gant an embregerezh RTE hag a gas tredan, evit sevel ur post tredan nevez a 225 000 volt. Un astenn d’an hini hag a zo e Pleuwigner dija, evit kenstagañ ar parkadoù rodoù-avel mor eus Breizh su. Kendivizout betek an 12 a viz Kerzu.
Saent-Mard-le-Blaunc (35). Daou c’houlenn aotre sevel douget gant an embregerezh GDSOL 130 evit staliañ ur greizenn fotovoltaek. Enklask publik etre an 8 a viz Kerzu hag ar 16 a viz Genver.
Sant-Vaeg (22). Raktres parkad rodoù-avel war ar c’humunioù Sant-Vaeg ha Sant-Jili-ar-C’hozhvarc’had gant an embregerezh korvoiñ ar parkad rodoù-avel (SEPE) Les Grands Clos SARL. Enklask publik betek an 23 a viz Kerzu.
Pleuloc’h (22). Raktres sevel ur greizenn fotovoltaek war an douar gant an embregerezh CS Rens 13 war ur gorread a 3,48 hektar. Enklask publik betek an 23 a viz Kerzu.
Le Rheu (35). Raktres sevel ur greizenn fotovoltaek gant an embregerezh HE1 Le Rheu. Enklask publik betek an 23 a viz Kerzu.
Sarzhav (56). Goulenn aotre nevez evit korvoiñ mengleuz La Motte gant an embregerezh Sarzeau Carrières et matériaux. 18 metrad donnoc’h e vefe. Enklask publik betek an 28 a viz Kerzu.
Ghichin (35). Raktres kreskiñ an niver a saout laezh ha neveziñ ar steuñv skuilhañ gant ar SCEA du Vallon. Kuzuliadenn foran etre ar 15 a viz Kerzu hag ar 16 a viz Genver.
La Motte (22). Raktres kreskiñ an niver a yer eus 30.000 da 40.000 penn yar dozverez el lec’h anvet Le Bois d’en Haut. Kuzuliadenn foran etre an 10 a viz Kerzu hag ar 7 a viz Genver.
Saint Coné (22). Goulenn a ra ar Gaec de Beau séjour kreskiñ an niver a voc’h da 3.179 benn moc’h el lec’h Bernoué hag adframmañ lec’hioù all ar Gaec. Kuzuliadenn betek an 3 a viz Meurzh.
Plleurmé (22). Un eil krevat tiriadel evit ar sterioù hag ar gwernioù a vo lakaet e-plas gant sindikad diazad bras an Oud evit ma vefe gwellaet stad an dour e diazad doureier an Av. Enklask publik betek ar 17 a viz Kerzu.
Douarnenez (29). Cheñch niver 5 steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU) evit ma vefe posupl sevel savadurioù nevez el lec’h anvet an Drevers. Enklask publik betek an 29 a viz Kerzu.
Lokeltaz (56). Steuñv kêraozañ ar gumun (PLU) a vo nevesaet penn da benn. Enklask publik betek an 20 a viz Kerzu.
Tro-Park (29). Raktres nevesaat steuñv lec’hel ar c’hêraozañ. Enklask publik betek an 30 a viz Kerzu.
Acignë (35). Raktres sevel un takad artizanel ha kenverzhel (ZAC) anvet Botrel 2. Dre Internet e c’heller reiñ e soñj betek an 19 a viz Kerzu.