Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz C’hwevrer 2025 ?
Splann ! - 03/05/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Brelevenez (56). Adwelet e vo steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU). Enklask publik betek an 10 a viz Meurzh.
Berrig (56). Digoret e vo ur raktres keraozañ el lec’h anvet Lere Blenec war 1,7 hektar a c’horread (3,4 devezh-arat) hag a dalvezo hiviziken e steuñv lec’hel keraozañ ar gumun. Enklask publik betek ar 26 a viz Meurzh.
Ar Forest-Fouenant (29). Cheñchet e vo steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU) evit ma vefe aotreet sevel savadurioù uheloc’h hag ur greizenn stummañ-mor. Enklask publik betek an 20 a viz Meurzh.
Kankaven /Cancale (35). Lañset e vo ur c’hendiviz diwar-benn adwel steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU). Betek an 3 a viz Ebrel e c’hellit mont da sellet ouzh panelloù hag a ginnig an diagnostik hag ar raktres terkañ ha diorren padus, e pol sevenadurel an « Amérance ».
Plozeved (29). Raktres nevesaat an uzin da dretiñ an dour evit ma vo mat da evañ e St Ronan. Enklask publik betek an 19 a viz Meurzh.
Molac / Moulleg (56). Goulenn a-berzh ar Gaec de Bocezais evit bezañ aotreet da ziekaat un atant sevel saout a 220 buoc’h. Enklask publik betek an 10 a viz Meurzh.
Louvigné-de-Bais (35). Krouiñ un atant yer dozverezed el lec’h La Richardais ha sevel ur c’hlud a 40.000 plas evit gellout hen ober. Enklask publik betek ar 16 a viz Meurzh.