[Pennad stur] Ur valsenn azrous gant Bollore
Splann ! - 06/24/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Ur gwirvoud kalz dañjurusoc’h c’hoazh eget martezeadenn an RN a bep seurt arlivioù gell-rouz-du dezhañ e penn ar galloud. Ur gwirvoud diaezet mat dija. Forz peseurt disoc’hoù a vefe da heul dilennadeg ar 7 a viz Gouere.
Koulskoude ne deuio ket a-benn an dañs-sujidigezh-se, renet gant Bolloré, da lakaat skipailh Splann! da vezañ mezvijennet. Savet eo bet hor media diwar talvoudegezhioù dizalc’hiezh ha difenn an interest boutin. Diazezoù hag a ranker kenderc’hel da soursial outo p’emañ ar gevredigezh o vont a-gamm-kaer war zu ar gwastadur. Ar « gwastadur » hag a veze deskrivet gant Hannah Arendt evel ar bazenn ziwezhañ holl o tont diwar an emdenn hiniennel ha diframmadeg ar c’henskoazelloù stroll.
Evel ma c’helloc’h lenn el lizher-kelaouiñ ispisial-mañ, hon eus divizet rebarbiñ ouzh an div stroñsadenn-se gant hor binvioù deomp-ni : re ar c’helaouerezh-enklask, o reiñ ar gaoz d’ar re a gustum sachañ hon evezh amañ e Breizh war a bep seurt kudennoù.
A-dal da sorc’hennoù ar steredeg Bolloré – sorc’hennoù hag a c’hellfe dont da wir d’ar 7 a viz Gouere da noz – hon eus goulennet ouzh un nebeud testoù hag o deus bet bouetet hon enklaskoù ( da skouer diwarbenn mont en dro kamm ha tort an ekonomiezh agrovouedel e Breizh), penaos en em santent dibaoe an 9 a viz Even. Ha dreist-holl hon eus goulennet o soñj outo war ar pezh a c’hellfe dont da vezañ o buhez hag o stourmoù ma errufe an tu dehou pellañ e penn an traoù; penaos, a gav dezho, e c’hellfent rebarbiñ, talañ, ha kenderc’hel da vont war-raok.
Liesseurt eo ar respontoù hon eus resevet met mil-bouezus, da soñj an holl testoù-se, ar mare istorel-mañ evit an amzer da zont. A-unvouezh emaint evit lavarout e ranker derc’hel da vont, atav ha dizehan, war zu ar pal pennañ : difenn mad an holl.