Peizanted skoazellet dre an RSA klasket laou en o fenn gant Departamant Penn-ar-bed
Chloé Richard - 10/25/2025
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Tud-kozh o rankout testeniñ ar prof bet roet d’o mab bihan. Setu unan eus an traoù he doa ranket ober Axelle* o c’houlenn gant he zud gwiriañ e oa ur prof deiz ha bloaz evit he mab an 200 euro bet kaset dezhi war he c’hont bank. E-kreiz an hañv eo bet dleet d’ar beizantez tremen deiziadoù ha deiziadoù o c’houlenn paperioù-justifiañ ha reiñ degadoù a bajennoù teulioù da Zepartamant Penn-ar-bed evit mirout he c’horvoder kengred oberiant (RSA). Daoust ma labour war he micher beizantez e c’hell reseviñ ar skorenn-se rak droed he deus d’he c’haout ha servijañ a ra dezhi da c’hounit trawalc’h da vevañ.
Hag estregeti zo bet lakaet diaes gant ar mod emsilañ-se d’ober.Justifiañ pep mont ha dont a arc’hant war he c’hont bank, reiñ « kopi akta a c’hanedigezh en e bezh eus ho pugel », statudoù an embregerezh, kopi stadoù kontoù bank micherel ha personel… Abaoe un nebeut mizioù eo kresket ar c’hontrolloù gant Departamant Penn-ar-bed, renet gant Maël de Calan (dilennad LR bet). Ar pal zo sklaer : digreskiñ an niver a skorennadourien korvoder kengred oberiant (RSA) evel ma ‘z eo bet displeget gant ar gazetenn Libération nevez zo.
Goulennataet ganeomp evit pezh a sell ouzh ar politikerezh kontrolloù-se, e respont an departamant e vez « kontrollet an dud en ur mod dargouezhel, ha ne vez ket goulennet kement-se a baperioù-prouiñ, nemet ar prouennoù nevesañ a ranker kaout a-benn kemer un diviz reizh ». Hervez sifroù an departamant ez eus bet kontrollet 3.015 den e 2024, pezh en deus lakaet 1.192 anezho da goll o skorenn, 547 dre ziouer a respont.
Ur politikerezh hag a glot mat gant ar pezh a vez diskuliet er pennad-mañ e-barzh Libération an 22 a viz Here gant ur strollad kevredigezhioù, LDH hag Emmaüs en o zouez, hag a c’houlenn gant ar C’huzul-Stad nulañ un dekred a laka an dud en RSA da vezañ kastizet.
Muioc’h muiañ a beizanted o deus bet kontrolloù eus perzh an Departamant, hag emvodoù « heuliañ » evit « kavout ul labour ». « Padal hon eus ul labour dija ! », eme Varc*, fulor ennañ. Labourer-douar o c’hounit louzoù frondus ha louzeier eo eñ. Un nebeut mizioù zo eo bet rebechet dezhañ chom hep diskleriañ e gredad tailhoù bio (CIB). Sikour a ra ar c’hred-se an embregerezhioù evit an dispignoù a sell ouzh an testeniekaat biolojik hag a-daol-trumm eo bet gwelet gant an Departamant evel ur gopr. « Ur c’hred-tailhoù an hini eo ha n’eo ket ur gopr », eme al labourer-douar.
Labourerez-douar eo Anne ivez ha goulennet eo bet diganti diskleriañ he CIB koulskoude. « Lavaret eo bet din e oa ma embregerezh un E.A.R.L hag e vijen gouest, sañset, hervez al lezenn, d’en em reiñ ur Smic (…). Me ‘meus ar santimant da vezañ bet kontrollet a-fet tailhoù ha n’eo ket da geñver an RSA. »
Kelaouet eo bet sindikad Kengevred ar beizanted (Confédération paysanne) war an dra-se ha savet en deus e vouezh evit diskleriañ e oa er-maez lezenn ar fed diskleriañ ar c’hred-tailhoù. E fin ar gont en deus ar strollegezh tiriadel asantet ne oa ket ur gopr. Ur goulenn maez reolenn e oa neuze eus e berzh, ha diskouez a ra « pegen mennet eo an Departamant da glask lakaat ac’hanomp er-maez ar sistem », eme Varc.
Goulennataet war ar poent-se e respont an departamant « n’eo ket sklaer ar reolennoù a-vremañ evit ar pezh a sell diouzh ar c’hred-tailhoù, kontet pe get da geñver jedadenn hollad ar goproù ». Ha da ouzhpennañ evit bezañ komprenet mat : « Ar c’hred-tailhoù ne dle ket bezañ kemeret e kont. »
An holl beizanted hag a zo bet kontrollet e-keñver o doser RSA hag aterset gant Splann! a zo o labourat war ur gorread bihan. Se zo kaoz n’int ket liammet gant Kenwarez sokial al labour-douar (MSA) met gant ar C’hef goproù-tiegezh (CAF), ha neuze eo gant an Departamant e resevont o skorenn.
Al labourerien-douar gant tiegezhioù brasoc’h a c’hell kaout an RSA ivez met n’eus bet netra embannet gant ar sindikadoù war gontrolloù graet gant an MSA. Er C’hoordination rurale lec’hel n’eo ket bet lakaet ar gaoz war an dra-se. Treuzkaset eo bet hor goulenn d’e izili gant Patrick Sastre-Coader, sekretour meur e skourr Penn-ar-bed ar sindikad. Hervezañ ne vo ket kalz a dud o respont « rak “mod kozh” eo izili hor sindikad (ha re an FDSEA) ‘gav din, ha gwelet e vije bet evel un dizenor goulenn an RSA pe lavar e resevont ur skoazell digant an departamant ». N’he deus ket respontet FDSEA Penn-ar-bed d’hor goulennoù.
Animatourez eo Jacquine Gauchet e skourr Penn ar Bed ar gevredigezh Solidarité Paysans hag a sikour al labourerien-douar lakaet diaes. “War an 80 teuliad a ran war o zro er mare-mañ ez eus kazi an hanter gant diaezamantoù evit kaout an RSA, emezi. Aet eo war wasaat abaoe al lezenn «un implij evit pep hini ».
E 2025 eo bet lakaet al lezenn da dalvezout met kerkent ha 2024 e oa bet lakaet e-plas e Penn-ar-bed. « Gwellaat koñdisionoù ambroug ar glaskerien labour » eo pal al lezenn-mañ hervez ministrerezh al Labour. Raktreset eo lakaat an holl dud en RSA d’en em enskrivañ da France Travail. Ouzhpenn al lezenn e vez sterniet an traoù e Penn ar Bed gant ar steuñv RSA, bet lañset e 2022. Meur a bal a zo dezhañ evel da skouer : “kreskiñ an niver hag efedusted an doareoùskoazellañ, hag broudañ an dud da lakaat o anv”, pe c’hoazh “stourm a-enep an diouer a youl hag ar floderezh”.
Dre ar steuñv-se e vez “ambrouget” ar beizanted gant tud a-vicher, seurt coachoù anezho, evit gellout “distreiñ war hent al labour”. Meur a hini o deus kontet da Splann! e oa dav dezho sinañ ur gevrat gant an Departamant. Prometiñ a rankont ober e reont o seizh posupl evit “gwellaat” o obererezh.
“Bep miz e rankan kaout un emgav gant ma c’hoach. Gantañ e sinan ar c’hevratoù bep tri miz. En emvodoù-se e vez goulennet ganeomp peseurt mod e labouromp. Dav eo deomp justifiañ digresk pe gresk hor c’hengreadur d’ur mare bennak”, eme Varc, dipitet anezhañ. “Ma c’hoach din-me ne oar seurt ebet war bed al labour-douar. Ne servij ket kalz din”, a zispleg Clara*, peizantez a-vicher. Elise, liorzherez anezhi, zo bet dleet dezhi kaout un emgav gant ur c’hoach ivez : “Asantet en deus eñ e-unan ne oa ster ebet d’an emvod-se.”
*Anv bihan kemmet