- Article précédent: En ur c'hoant mont a-enep d'an ekologiezh politikel e vez kontet gevier gant Woessner ha Seznec
- Article suivant: Peseurt raktresoù ‘zo tro-war-dro e Breizh e miz Here 2024 ?
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
Difenn ar fed ma vefe eus un natur gouez ha laoskel an traoù da vont : hir eo bet an hent evit ma vefe asantet gant tud a ra war-dro an natur, kevredigezhioù zo hag enklaskerien n’eo ket ur rediñ « merañ » ouzh an natur.
Eus an doare-se d’ober e vez graet ar « rewilding », pe an adgoueziñ. Ur mennozh bet degaset eus ar Stadoù Unanet a grog da vezañ war ar c’hiz e Frañs hag e Breizh. Gant div gevredigezh, ar gevredigezh da wareziñ al loened gouez (Aspas e galleg) ha Wild Bretagne, eo bet prenet douaroù evit ma vefe laosket an natur da vont, hep ma vefe tud oc’h ober war-dro.
Difennet eo pesketañ pe chaseal, n’eo ket posubl troc’hañ gwezh ha ne vez ket tennet ar c’hoad marv. Laosket e vez « ar vevliesseurted da zont en-dro », eme kenurzhierezh an emdroadur frank. An hentoù bale hepken a vez kempennet.
26 devezh-arat e bord al Leger, e Ploubêr (22) zo d’an Aspas, kevredigezh krouet e 1980 a zo dreist holl e Droma. Eus he zu, Wild Bretagne, ur gevredigezh bihan eus Breizh krouet e 2020, he deus prenet 18.000 m² e Ploueg-Pontrev. « C’hoant hon eus ober traoù evit ma vefe posubl kaout un dazont disheñvel en ur reiñ plas d’an natur gouez e Breizh », eme unan eus an dud o deus krouet anezhi, Alexandre Patureau.
A-drugarez d’an takadoù-se e vez moaien d’al loened adkavout un doare trankil da vevañ. Da skouer, gant ar c’hoad marv e vez degemeret 50 % eus ar vevliesseurted er c’hoadoù. Hag ar gwezh a zo ouzhpenn 100 vloaz a zo kalz pinvidikoc’h evit an natur.
« Nebeut-tre a c’hoadoù hon eus e Breizh », eme Louis Morel, kelenner-enklasker e skol-veur labour-douar Roazhon-Anjev. Setu ar pezh a vez gwelet ivez war ar gartenn bet graet gant Unvaniezh etrevroadel evit gwareziñ an natur (sellet a-us).
Gant Lois Morel e vez graet ur galv evit ma vefe roet muioc’h a blas d’ar c’hoadoù ha d’an natur, dreist-holl e parkeier kozh goulo e-lec’h ma zo kroget da greskiñ koad. « A-drugarez d’an adgoueziñ e c’hall loened gouez zo dont en-dro », emezañ. Da skouer an dourgi, ar bleiz pe an avank. Buan-tre e vezont gwelet e lec’hioù didud (Raviver les braises du vivant, Baptiste Morizot, pdf).
Gant Wild Bretagne eo bet lañset ur prantad sevel arc’hant evit prenañ ur c’hoad 80 000 m² anezhañ e Breizh, « gant un doare hollek ». Ar pal eo e vefe d’an holl dud o deus arc’hantaouet ar c’hoad-se. « E Ploueg-Pontrev ne oa ket laouen an holl gant hon raktres. Gwelet hon eus e oa treuz komprenet ur bern traoù p’az omp bet o welet an dud. »
Chom a ra ankeniet tud zo gant an adgweziñ : daoust hag-eñ e vo muioc’h a moc’h-gouez pe bleiz abalamour d’an takadoù-se ?
Padal, evit enklaskerien pe kevredigezhioù zo, evel sokiologourez Benedikte Zitouni pe ar strollad Reprise de terre an doare-se d’ober a zo tost d’ur seurt « trevadenniñ » pe un doare da vezañ « mestr eus an douaroù » rak ne vez ket lakaet a-walc’h er jeu an dud o chom tro-dro.
Hervez Konfederasion ar beizanted ne vez ket roet plas a-walc’h da obererezhioù labour-douar, dreist-holl d’ar bastorelezh. « Emañ o klask al labour-douar peizant ur c’hempouez war an dachenn e-tre ar beizanted, an natur hag an traoù all. Gwelloc’h eo deomp evit lakaat pep hini eus e du », eme ar sindikad.
Evit Loïs Morel, n’eo ket ar pal dispartiañ an natur hag an dud, ar c’hontrol memes. « N’eo ket ur mennozh mat kaout parkeier bras abominapl eus un tu ha traoniennoù gouez eus an tu all. » Ha pa zeu en-dro takadoù gwarezet evit an natur gouez eo dav kenderc’hel da « stourm evit ma vefe eus ul labour-douar a gemer muioc’h e kont ar pezh a zo bev ». Gantañ e vez soutenet an takadoù gouez da vat, met ivez mennozhioù evel Peizanted natur, un rouedad peizanted a glask degas buhez gouez war o zachennoù labour-douar.