Harpit « Splann », ur media dizalc’h hep NA/IA ennañ
Splann ! - 12/04/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
An naouegezh artifisiel ne ya ket da welet an dud war an dachenn evit dastum keleier. Ne ra ket goulennoù a c’hellfe lakaat diaes an dud a c’halloud. Ne gustum ket tabutal hag eskemm mennozhioù evel ma ra ar gelaouennerien kenetrezo a-raok dibab danvez ar c’heleier. Ne vez ket e fulor a-enep da stad ar bed ha neuze ne fell ket dezhi e cheñch ha ne ra netra evit hen ober.
An NA (IA) a ya en dro gant jedadennoù gwirheñvelderioù. N’eo ket chalet gant ar wirionez met kentoc’h gant ar fed a c’heller krediñ ar pezh a embann.
Ar gelaouennerien a c’hell bezañ sikouret gant an NA(IA) evit studiañ dielloù ha teuliadoù, evit lakaat titouroù en urzh, pe evit lakaat dre skrid atersadennoù enrollet. Padal ne vez ket graet enklaskoù gant an NA(IA). Ne ra ket ul labour kelaouennerezh. Lakaat ar vicher-se en arvar da vezañ distrujet e ra kentoc’h.
Evit mont en dro e kustum ar meziantoù-se laerañ ar ouiziegezh produet gant krouerien, skrivagnerien, kelaouennerien pe c’hoazh enklaskerien. An ajanted kendivizout evel ChatGPT, Gemini pe Perplexity a gustum pleustriñ diwar skridoù a-vil-vern, laeret digant o c’hrouerien.
Rastellaat hor roadennoù (Data) eo ur mod evit an embregerezhioù bras hag ar Stadoù da lakaat an dud dindan evezhierezh, ha diwar-se e kresk ar gwask war an ekosistemoù ivez.
N’emañ ket an NA/IA engehentiñ en ur goumoulenn, pell alese. Diazezet eo war savadurioù ha kreizennoù fetis a implij kalz a zanvezioù hag a lonk kalz a energiezh. E broioù zo e vez lakaet diaes ar poblañsoù gant an diouier a zour ablam d’an data centers hag a implij kalz dioutañ.
Mengleuzioù o kreskiñ, lastez elektronek o kalzañ, kreizennoù tredan dre ar glaou o chom digor. Setu ivez disoc’h diorren an NA.
Abalamour da se ne fell ket deomp tamm ebet embann skridoù, skeudennoù pe sonioù fardet gant an NA engehentiñ. Ur reolenn-stur lakaet en hor c’harta vuhezel ha deontologel a-c’houde an diskar-amzer-mañ. Ha rediet eo an holl a labour evit Splann ! doujañ d’ar reolenn-mañ.
Da lavaret eo e c’hellit bezañ sur eo ijinet, fardet ha sinet hon holl pennadoù, tresadennoù, poltriji, hor podkastoù radio hag hor videoioù gant tud.
P’emañ ar galloudoù ekonomikel ha politikel o klask bouetañ an disfi ouzh ar gelaouennerien evit diskar an disterañ enebiezh, e fell deomp embann uhel ha kreñv e talc’himp d’ar bromesa-se. Ne stouimp ket hor pennoù.
Difenn a reomp ur c’helaouiñ hag a grou liammoù, ha ket unan a laka pep hini en e gorn. Mediaoù hag a gustum bouetañ ar skiant-varn, ar spered-krouiñ ha liesseurted ar mennozhioù. Fellout a ra deomp kenderc’hel da broduiñ enklaskoù hir ha mont da ginnig anezho deoc’h e pep korn eus Breizh evit krouiñ ur ouiziegezh voutin.
Evit kas ar mod kelaouiñ-se da benn e ranker kaout arc’hant.
Ma z’oc’h a-du ganeomp war ar preder-mañ, e pedomp ac’hanoc’h d’hor skoazell da geñver ar c’houlzad arc’hantaouiñ a lañsomp hiriv. Hor media n’eo ket e bal gounit arc’hant, ne vevomp nemet diwar ho tonezonoù.
Skipailh Splann !