Lidomp 5 bloaz « Splann ! » holl asambles d’an 28 a viz even e Kastellin !
Splann ! - 05/22/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Abaoe pemp bloaz e vez kaset da benn gant Splann ! enklaskoù hir diwar-benn dalc’hoù meur a gustum lakaat turmud e Breizh : ar mengleuzioù pe distruj ar girzhier hag ar c’hleuzioù da skouer, ar metanaat pe c’hoazh saotradur an aer hag an dour. A-drugarez d’ho skoazell e kendalc’homp da ober hor fri-furch war sujedoù a-bep-seurt : da skouer ez eo ganeomp eo bet diskuliet nevez zo ar feulsterioù bet gouzañvet gant skolajidi ha liseidi ar C’hreiskêr e Kasrtell-Paol (29).
A-hed ar bloaz e vezomp pedet da gemer perzh e gouelioù ha kendivizoù a-gleiz hag a-zehou. An taol-mañ eo d’hon tro da bediñ ac’hanoc’h da lidañ hon deiz ha bloaz, gant skoazell ar stal levrioù kevelourel eus Kastellin La Maison qui pousse hag ar sal abadennoù Run ar Puñs.
Dediañsoù-levrioù gant Inès Léraud – etre 10 eur ha kreisteiz
er stal-levrioù la Maison qui pousse e Kastellin
Kendiviz : ar merc’hed war dachenn an enklask – 2 eur – 3 e 30
Inès Léraud, Morgan Large, Marianne Kerfriden, Nathalie Barbe, lusket gant Catherine Le Gall
Kendiviz : kas enklaskoù lec’hel da benn a-zivout an tu dehou pellañ – 3 eur – 4 e 30
Chloé Richard eus Politis, Manon Boquen eus Streetpress, Pierre-Yves Bulteau skrivet gantañ En finir avec les idées fausses propagées par l’extrême droite, lusket gant Sylvain Ernault
Kendiviz : Splann !, 5 bloavezh a enklaskoù e Breizh – 4 eur – 5 e 30
Faustine Sternberg, Caroline Trouillet, Kristen Falc’hon, lusket gant Raphael Baldos
Kendiviz : bezañ engouestlet evit stourm ouzh an hiniennelouriezh, perzh ar strolladoù hag ar c’hevelourioù – 5 eur – 6 e 30
Kaset da benn gant ar stal-levrioù kevelourel La Maison qui pousse : gant Energie réfléchie, Run ar puñs, La Maison qui pousse ha Splann !. An deulfilmourez Nicole Le Garrec a vo ganeomp.
« Du pain et des parpaings » – 6 e 30 – 7 e 30
Abadenn radio gouestlet da zeiz ha bloaz Splann ! , enrollet « mod war-eeun » e-kreiz ar gouel
Fest-noz ha sonadegoù – adalek 7 eur hanter noz
Laz-kanañ ar Rouges gorges, T. A. N., Large/Dabo, Baliskis, Leved’Tatañ ha Ducasse
hag adalek 2 eur goude merenn :
Kêriadenn Splann!
Pegoulz : d’ar sadorn 28 a viz even azalek 2 eur goude merenn
N’eus plas ebet ken da werzhañ evit Gouel 5 bloaz Splann!. Aet eo an holl blasoù buan-tre ha neuze ne dalv ket ar boan dont war ar plas ma n’eo ket bet prenet ho plas ganeoc’h.
Pelec’h : er Run ar Puñs, hent Pleiben e Kastellin
Pouezus : Evajoù ha krampouezh war al lec’h