Kelaouiñ en un dremmvro ar mediaoù drastet
Splann ! - 12/13/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Setu ur skouerenn vat eus ar brezel sevenadurel o vezañ kaset da benn gant un nebeud miliarderien. Goude bezañ bet plantet arc’hant e bed ar mediaoù evit ma vefe kelaouet en doare a fell dezho, setu an dud pinvidik-se da brenañ stummadurioù kazetenniñ. Vianney d’Alançon, un den katolik eus an tu-dehoù pellañ a zo bet lakaet e penn ar skol.
D’an 28 a viz Even eo bet graet un harzh-labour gant kazetennerien Marianne evit ampechiñ e vefe gwerzhet ar gazetenn da bPierre-Edouard Stérin. Unan eus ar 100 den pinvidikoc’h e Frañs, e arc’hant bet laket e Bro-Belgik, emañ o klask an den-se « e vefe aet ar maout war ul live ideologel, ekonomikel ha politikel » gant an tu-dehoù pellañ dre ur « brezel justis » hag er mediaoù. Evit enober en deus savet ur raktres 150 M€ anvet Périclès (evit « Patriotes, enracinés, résistants, identitaires, chrétiens, libéraux, européens, souverainistes »), hervez L’Humanité.
Nevez zo o deus harzet da labourat kazetennerien ar strollad Bayard (La Croix, Notre Temps, Astrapi…) kuit d’an tu-dehoù da vont e-barzh ho embregerezh. Perc’henned ar strollad, an Assomptionnistes, o doa raktreset tuta Alban du Rostu, un den tost-tre da bPierre-Edouard Stérin.
Er memes koulz e vez klasket terriñ mediaoù ar servij publik, ar re ziwezhañ oc’h ober enklaskoù er skinwel hag er radio. Bresk int abalamour m’eo bet skarzet ar pennwir (redevance e galleg), ha taget int alies mat gant strollad Bolloré. C’hoant en deus an RN lakaat da brevez Frañs 2 ha Frañs Inter. Gant gouarnamant Barnier e oa bet raktreset skarzhañ 100 M€ a arc’hant publik eus budjed Radio Frañs ha Frañs Télévisions e 2025.
Ur gwir brezel evit kaout keleier a fiziañs zo kroget. E pep lec’h emañ o stourm ar gazetennerien met n’hon eus ket armoù ingal. Pouezus-tre eo e vefe kemeret perzh gant ar geodedourien.
P’hon eus krouet Splann ! e 2020 evit difenn ar frankiz da gelaouiñ diwar-benn an agro-industriezh e Breizh hon eus kemeret un hent diaes. Dibabet hon eus mont en-dro hep bruderezh, yalc’hadoù publik lec’hel, ar Gafam pe arc’hant an embregerezhioù. A-drugarez d’ar stumm-se e c’hallomp enklaskiñ d’un doare dizalc’h war pennoù bras lec’hel hag embregerezhioù ramzel.
Chom a ra bev ur media evel-se, aozet gant e gazetennerien hepken, a-drugarez d’ar fiziañs krouet gant al lennerien. Setu perak e c’houlennomp ganeoc’h arc’hantaouiñ ac’hanomp evit harpañ ar gwir da gelaouiñ ha da vezañ kelaouet.