« Splann ! » : Salud deoc’h Inès Léraud. Souezhet on bet o welet pegen fonnus eo ar bannoù-treset ! Embannet e oa bet ul lodenn eus ho labour er « Revue Dessinée », ha setu bremañ an enklask a-bezh o tont er maez. Penaos e oa bet dibabet ar stumm enklask ganeoc’h : diwar ar penn-kentañ, pe a-vuzul ma oac’h o labourat ?
Inès Léraud : Er penn-kentañ, e 2020, e oe ba ma soñj ober an enklask war an dachenn, o labourat war un terouer brasoc’h evit hini ar bezhin glas. Anavezout a raen tud dija, e Vienna-Uhel (kreiz Bro C’hall), er Marn, hag e Breizh evel-just. Ar pezh en deus cheñchet stumm ar bannoù-treset eo pa z’on en em gavet gantistorourien e 2021. Gant Léandre Mandard, ‘m eus bet tro da studiañ istor al lezenn 1941 diwar-benn an adlodennañ, ha goude-se on aet pelloc’h en amzer dremenet, betek fin an XIXvet kantved, ‘benn kompren penaos oa bet krouet « korf an Ijinoù-labour-douar », kendrec’het gantañ ar galloud politikel da sevel al lezenn-se. Graet em eus anaoudegezh gant Christophe Bonneuil ivez. Diskouezeteo bet gantañ pegen a-bouez eo bet perzh gouarnamant Vichy evit pezh a sell ouzh modernaat al labour-douar e Bro-C’hall. Ar pezh a oe ba ma soñj oe kompren petra oa orin ar bezhin glas, kompren pesort mod a oa bet diazezet patrom gall al labour-douar a vez o ren an traoù hiriv an deiz.
Pesort mod oc’h tremenet eus an enklaskoù radio d’un enklask istorel don? Labourat war an amzer hir ne dalv ket pellaat eus ar c’helaouiñ ?
I.L : E gwirioniez n’em meus ket bet labouret morse war ar c’heleier : studiet ‘m eus ar sinema teulfilmoù, giz-se ‘m eus desket labourat war an amzer hir ha chom hep kuzhat ma darempred personel gant an danvez. An teulfilmoù hag ar reportajoù ‘m eus bet savet goude-se evit Radio France (Les Pieds sur terre, La Série Documentaire, Là-bas si j’y suis…) a zo hanter-hent etre ar c’helaouiñ hag an teulfilm. Ouzhpenn-se e vezer kaset a bep tu gant an enklask alies : en ur furchal wardachennoù liesseurt un danvez e sacher neudennoù politikel, skiantel, istorel, psikologel, ekonomikel…
Mont deus ar radio d’al levrioù n’eo ket un torr : bepred e vezer o toullañ ur sujed e kement ment zo. Ar gwellañ tra vefe d’ar c’hazetenner da c’hellout kinnig keleier ha da vont pelloc’h goude-se e-barzh e danvez : blam d’ar strizhadurioù embann hag ekonomikel e vez start kas da benn ar mod-se d’ober.
Er Rouedad kazetennerezh enklask etrevroadel (GIJN) e tiskleriez bezañ bet oc’h implij teulioù enklask nevez : dielloù radioioù lec’hel ha danvez dielloù an departamantoù. Petra a cheñch an dra-se el labour enklask ?
I.L : Kavet ‘m eus dielloù radioioù ar vro pa oen bet o chom e Breizh e 2015, dre labour Morgan Large, deus Radio Kreiz Breizh da skouer. Dastumet zo bet ganti ur bern testenioù prizius er vro e-pad 20 vloaz : se ‘n eus lakaet ac’hanon uvel-tre, pa ‘m eus komprenet e oe bet displeget dija gant kazetennerien ar vro kement tra e oan o soñj diskoach. Ouzhpenn-se e vezersikouret ganto da gompren gwelloc’h ar sujed. Dielloù an departamantoù o deus lakaet ac’hanon da gompren pegen bras e oa bet ar stourm a-enep an adlodennañ: da gentañ, oen ket sur eus talvoudegezh lod eus an testenioù. Kalz a destoù a oa marv, lod a oa erru kozh-tre, ha memor mab-den en doa adkempennet kalz a draoù, dalc’het lod eus ar fedoù ha pas lod all.
Pegen bras oe ar ravolt e gwirionez ? E dielloù Breizh pe Limozin e weler e pep lec’h kantadoù a glemmoù, a skrid-goulennoù, ar prefeded o klask sioulaat ar jeu, hag int souezhet, dre ma ne oant ket o c‘hortoz kement aenebiezh.
I.L : Start e voe d’ar Stad merañ an disfiziañs-se. A-drugarez an dielloù ‘m eus bet tro da wiriekaat pouez an enebiezh. Ankouaet oe bet penn-da-benn afer Gildas le Coënt gant memor an dud da skouer, daoust dezhañ bezañ bet lakaet war wel gant ar mediaoù. An holl destoù a implij ar gerioù « droug-spered » pe « brezel » pa gomzont eus an adlodennañ, met e gwirionez n’eoket bet treuzkaset ar memor er familhoù evit pezh a sell ouzh an darvoudoù-se. Ne vije ket komzet diwar-benn an tem-se. Spontus pegen don eo ar c’hleizennoù a chom c’hoazh hiriv an deiz e memor an dud a gaoz d’an adlodennañ. Bet on bet ba kêriadennoù ‘zo e lec’h ma kaver c’hoazh div gevredigezh chase, pe div davarn, unan evit ar familhoù a-enep an adlodennañ, eben evit ar re a-du. Aes eo gwelout an dilerc’hioù, met diaesoc’h eo adsevel an istor, ha se zo kaoz oe talvoudus an dielloù.
Dre lenn an enklask e weler splann penaos e ra sujed ar c’harzhaoueg al liamm etre ar gweledva ha buhez an dud. Hervez Loeiz Ropars emañsevenadur Breizh o tont diwar gweledva Breizh ha se zo kaoz eo en em lakaet an den-se da stourm a-enep an adlodennañ. N’eus ket pell zo eo bet embannetgant ar sokiologour Léo Magnin « La vie sociale des haies ». El levr-mañ e tiskouez e c’heller eilpennañ ar mod da welet an traoù. Da lâret eo, penaos e c’hell ar gweledva bezañ kemmet diwar cheñchamantoù sokial ha sevenadurel. « Levezon ar vuhezegezh war an ekologiezh » vez graet deus se.Neuze e c’heller lavar eo ar c’harzhaoueg hag an adlodennañ un danvez deus an istor hollek, politikel, ekonomikel, sokial ha sevenadurel war un dro ?
I.L. Un nor eo an adlodennañ da gentañ-penn, evel ar bezhin glas. Ar bezhin glas a oa un nor evit mont er sistem agro-industriezh. An adlodennañ a ro da gompren fin ur sevenadur : hini an Argoad, kontet ganeomp e orinoù ba pajennoù ar stagadenn. Diwar ur seurt douar resis o deus savet tud kornôg Bro-C’hall un darempred resis d’ar “c’hoad linennek” da lâret eo ar c’harzaoueg. Stourmoù ar beizanted a-enep da feulster an adlodennañ a zolod eus ar pezh vez anvet «stourmoù arouezius an ekologiezh bolitikel » gant ar prederour André Gorz en Écologica. En ur ober an enklask em eus komprenet ez eo istor un trevadenniñ diabarzh. Brudet eo labour Philippe Descola ha Claude Lévi-Strauss bet o daou o studiañ poblañsoù o devez un darempred simbiotek gant an natur en tu all d’ar bed : met e gwirionez e c’haller kavout traoù heñvel etre ar pobloù-se hag ar beizanted c’hall. Ur sevenadur hag ur yezh ispisial o doa, emren ha reziliant e oant dre un doare dizalc’houriezh ekonomikel, distag a-walc’h ma oa eus framm ar gapitalouriezh. Ar pezh a zo spontus eo ez eo bet distrujet ar sevenadur-se dindan nebeud a dekvloaziadoù, hep ma vije taolet pled.
Léo Magnin a ziskouez ivez e vez kalz a vazhadoù war an adlodennañ, gant gwir abeg. Lakaat pouez war an adlodennañ a sikour evit urzhiañ an amzer, gant un a-raok hag ur goude. Met eus un tu all, blam da se, ne vez ket taolet evezh ouzh ar pezh a c’hoarvez hiziv an deiz. Gant an douaroniour Thibaut Preux eo bet diskouezet an dra-se : hiziv e vez kollet 20.000 km a girzhier bep bloaz, n’eo ket a-gaoz da obererezhioù foran, met da dreuzmarc’hadoù hag emglevioù kuzh».
I.L : Un tamm touellus eo evidon ar mod-se da welet an traoù rak, e gwirionez, kazi den ebet ne gomz deus an adlodennañ : istitl ar bannoù-treset eo istor douaret an adlodennañ, rak n’eus bet labour akademiek ebet graetwar an emsavadeg pe an droug-spered deuet diwar an adlodennañ. Touez an 20.000 km a girzhier a y’a da get bep bloaz e vez c’hoazh ul lodenn vras-tre liammet gant diorroadur an tiriadoù, pe vefe diorroadur an hentoù, diorroadur ar fibr… Ul lodenn vras eus ar c‘harzhaoueg a y’a diwar wel ivez, gwir eo, dre ma vez brasaet ar feurmoù : al labourerien-douar vez nebeutoc’h-nebeutañ eus outo, ha neuze vez strollet ar feurmoù ha diskaret ar c’hleuzioù. Pezh zo souezhus eo gwelout labourerien-douar oc’h en em gavout, diwar greskiñ, gant tachennoù pell eus o zi-feurm, war veur a gumun zoken. A-unvouezh on gant Léo Magnin padal, pa lavar ez eo difenn ar girzhier en ur bed m’eo aet ar beizanted diwarnañ, kazi sellet ouzh ar gudenn dre an tu fall.
Just awalc’h, lavarout a ra Léo Magnin e chom hiziv an deiz, a-berzh ar Stad, politikerezhioù kontrol, dislavarus zoken : deus un tu broudañ an dud da blantañ girzhier, deus an tu all kenderc’hel da harpañ al labour-douar stank-ha-stank. Dibenn ha diboell, rak dindan daou vloaz zo bet plantet ar pezh a y’a diwar-wel dindan pevar miz. Daoust hag-eñ zo bet ar memes doare politikerezhioù kontrol e-pad prantad hir an adlodennañ, pe un emglev war ur politikerezh-stur a-berzh ar Stad a zo bet ?
I.L. : Er bloavezhioù 1950 ha 1960 o doe klasket kannaded, dreist-holl ar gomunisted hag ar sosialisted, difenn ar beizanted a oa bet koll ablam d’an adlodennañ, o pouezañ war ar feulster a oa bet enep dezho; goude-se, adalek ar bloavezhioù 1970, ez eus bet galvadennoù-diwall evit pezh a sell ouzh an dilerc’hioù ekologel mantrus o tont diwar an adlodennañ. René Dumont, an ekologour kentañ aet war ar renk en dilennadeg prezidant, a gomze diwar-benn an dra-se. Met er gouarnamant avat e oant holl a unvouezh evit an adlodennañ.
Ha dreist-holl ez eus bet diazezet, diwar an adlodennañ, ensavadurioù hag embregerezhioù er vro, hag an holl interestoù liesseurt-se (burevioù ar jeometroù, burevioù noter, ijinourien war ar maez, embregerezhioù labourioùforan graet ganto dleoù evit prenañ tourterioù) e felle dezho kenderc’hel ganto labour. Savet e voe ul lobi ganto zoken war departamant Aodoù an Arvor en e bezh : ar Gevredigezh evit broudañ an adlodennañ.
N’eus ket pell zo he deus goulennet ar gevredigezh AFAC Agroforesterie (a vo anvet Réseau Haies France prestig) ma vo savetet ar ”Raktres girzhier pa vez kinniget gant ar raktres budjed 2025 un digresk a 72% en e vudjed. Hag ar gevredigezh Cyberacteurs a ginnig d’an dud mont e darempred gant o c’hannaded evit sachañ o evezh diwar-benn diskar ar girzhier. Gwareziñ ar c’harzhaoueg zo hon afer deomp-ni holl ?
I.L : Ma fell deomp difenn da vat ar girzhier hag ar gwez, eo ret deomp difenn ar pezh a ro lañs dezho, da lavaret eo ar sevel loened distank, al labour-douar bihan, staliañ labourerien-douar nevez war feurmoù nebeutoc’h endleet ha liesseurtoc’h. Ur programm politikel mallus ha poellek zo ezhomm !
Er Porzh-Mirdi e Douarnenez zo bet diskouezet ‘neus ket pell zo diaporama Félix ha Nicole Le Garrec, « Le remembrement », bet savet e 1974. Daoust hag-eñ e vosavet ur film diwar « Champs de bataille », goude hini ar Bezhin glas ?
I.L : Evit lâret ar wirionez e plijfe din : sevel ur film diazezet en e vare ha mont pelloc’h c’hoazh evit diskouez ar pezh a zo c’hoarvezet. Entanus e vefe.