Er Faoued (56) e kouezh ar gwez dindan aotreoù ar maer
Chloé Richard - 09/03/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Ha doareoù Jules César a vije gant maer ar Faoued ? Er bannoù treset Astérix : Le Domaine des Dieux e vez disklêriet gant an impalaer roman er bajenn 4 : « Distrujet e vo ar c’hoad evit ober plas d’ur park naturel. » War a seblant en deus bet Christian Faivret ar memes pal en e gumun lec’hiet en Argoad, da dregont munud eus an Oriant war zu ar gwalarn. Gwall cheñchet eo park an Ursuladezed eno.
Pumptrack (un hent bosigernet evit ar beloioù BMX), tachenn-c’hoari evit ar vugale, tachenn-vasket vihan, taolioù pik-nik, bankoù, hentoù evit mont da bourmen… Deuet eo park an Ursuladezed da vezañ un dachenn-dudi.
Nepell eus kreiz-kêr emañ ar bradenn gozh, bet kantadoù a wez war he zro. Met disneuziet eo bet abaoe ma zo bet graet labourioù gant ar gumun e 2023.
Freuzet ar gwez war gant metrad hirder : diskaret an ivinenn kant vloaz, kement hag ar spern-gwenn hag ar fav. Koulskoude eo skrivet war bajenn 23 an aotre-terkañ diskleriet gant ar gumun d’ar 17 a viz Even 2022, ha lennet ganeomp, «e vo dalc’het ar gwez evel m’emaint, ouzhpennet reoù all zoken ha lakaet stankoc’h ar broukgwez ».
Peotramant c’hoazh war ar bajenn 29 : «Savet eo bet ar raktres-mañ er mod ma vo gwarezet ar strud hag a zo anezhañ war al lec’h. Miret e vo ar girzhier hag ar c’hoadoù peogwir eo pouezus evit ar vevliesseurted, kement a-fet plant hag a-fet loened. » Diskaret int bet koulskoude a-raok diskleriadur penn-kentañ ar chanter.
En ul lizher kaset gant renerezh-departamant an tiriadoù hag ar mor (DDTM) d’an 29 a viz Meurzh 2023 da vaer ar Faoued, e lenner e oa deuet Ofis Frañs ar vevliesseurted (OFB) war al lec’h daou viz a-raok, d’an 2 a viz C’hwevrer. Merzhet e oa bet gant an ajanted e oa bet troc’het « 110 metrad a girzhier, da lavaret eo 30 gwezenn diwar 61… » Meneget oa bet ganto ivez e oa « meur a spesad laboused hag amfibianed gwarezet o ouennañ hag o c’hoañviñ er c’hleuzioù-se. Se zo kaoz ez eus un argerzhadur kaset gant an OFB er mare-mañ », eme ar velestradurezh.
Er memes lizher e vez degaset da soñj gant an DDTM ar mellad L.411-1 eus Kod an endro difennet gantañ distrujañ, distresañ peotramant dihelañ annez naturel ar spesoù gwarezet. Goulenn a ra servij ar prefeti paouez gant al labourioù kerkent abalamour ma vez gwallgaset ar spesoù gwarezet hag o annez. Met d’an 22 a viz Meurzh 2023 e oa bet diskleriet gant ar maer e c’helle kregiñ ar chanter.
E kuzul-kêr an 8 a viz Meurzh e oa bet graet goulennoù gant an dilennad eus an tu a-enep Erwan Le Corre diwar-benn ar fed oa bet troc’het ar gwez. Hervez an danevell stadañ (PV) e oa bet respontet gant ar maer e oa « klañv » ar gwez bet diskaret. Ouzhpennet en doa « e oa bet polis an endro war al lec’h ha bet o sellet ouzh ar steuñv en ti-kêr gant ar servijoù, un nebeud sizhunvezhioù a-raok, ha ne oa bet evezhiadenn ebet ganto».
Arbennikaet eo Philippe Loyer war an terkerezh maesadoù ha bet dilennet e-pad tri respet (unan gant ar skipailh eus ar muiañ-niver, daou en tu a-enep, NDLR) betek 2020 : « Ne oa digarez ebet evit diskar ar gwez ha pa vez ur wezenn o virout da vont war-raok e c’heller mont hebiou. » Kadarnaet e vez gant Erwan Le Corre bet aterset ganeomp ivez : « N’eo ket bet prouet e oa klañv ar gwez. »
Respont a ra ar maer Christian Faivret eo bet raktreset plantañ 3 000 plant da gempouezañ an traoù.
« Alies e vez merzhet an dra-se pa vez diskaret gwez : justifiet e vez en ur lavaret ez eus bet plantet gwez all da c’houde. Met 50 gwezenn vihan ne c’hellont ket kempouezañ marv ur wezenn derv kant vloaz da skouer, eme Bascal Le Roux, dileuriad strollad broadel evezhierien ar gwez e Penn-ar-bed (GNSA) (n’eus skourr ebet eus ar gevredigezh er Mor-Bihan, NDLR). N’eus ket kement a zelioù. Ha gant an delioù e vez añchet ar CO2. Seul vuioc’h a zelioù, seul vuioc’h a CO2 añchet. »
Gwir eo ez eus bet plantet gwez a-nevez er bradenn gozh. Met «gwez ne glotont ket » gant biotop park an Ursuladezed. Evel gwez akasia (ur spesad aloubus) peotramant gwez gwern du hag a c’houlenn kalz a zour pa vezont o kreskiñ er c’hoadoù gleb, er geunioù peotramant war ribl ar redoù-dour peurliesañ.
Evit ar pezh a sell ouzh ar gwez ha n’int ket bet diskaret, e kaver gwez onn dreist-holl, met klañv int gant ar chalaroz, ur seurt kabell-touseg a gustum dinodiñ ar gwez-se.
Un dra all en afer-mañ : e-kreiz an takad e-lec’h e vo diroudet daou hent, ar RD782 hag ar RD790, emañ park an Ursuladezed. Harpet e vez ar raktres kozh-se gant Christian Faivret abaoe pell, daoust ma z’eo bet diskuliet e vije lakaet gantañ 63 spesad gwarezet en arvar.
Kalz a goadoù a vez kavet e Bro ar Roue Morvan e-lec’h m’emañ kumun ar Faoued. Hervez Ofis broadel ar c’hoadeier ez eus ur feur a goadoù a 14 % e Breizh a-bezh, pa vez tizhet 24,2 % e kumuniezh kumunioù Bro ar Roue Morvan hervez studiadenn endro ha strategiezh ar gumuniezh kumunioù graet e 2022.
Pa oa bet goulennataet a-nevez, d’ar 27 a viz Gwengolo 2023, gant skipailh an tu a-enep er c’huzul-kêr, war argerzhadur an OFB, en doa respontet Christian Faivret : « Peseurt argerzhadur ?» Cheñch strategiezh en doa graet e-kerzh ar c’huzul war-lerc’h avat (d’ar 15 a viz Du, NDLR), o tiskleriañ « ne oa nemet un enklask evit poent», renet anezhañ gant servijoù an OFB.
Daoust d’an dra-se en doa sinet ar maer disklêriadur fin al labourioù, o kadarnaat neuze e oa kenfurm ar pezh oa bet graet ouzh an danevell terkerezh. « Ne zouj ket d’an aotre-terkañ sinet gantañ », eme Erwan Le Corre.
Er match ping-pong-se a bep tu da gleuzioù ar Faoued en doa disklêriet ar maer e «oa bet troc’het ar skourroù evit abegoù surentez peogwir e oant dañjerus. » Hervezañ « emañ ar c’harzh en he flas c’hoazh ». Koulskoude n’eus netra skrivet diwar-benn dañjerusted ar gwez en aotre-terkañ.
« E penn-kentañ miz Even e oa bet kaset rentañ-kont hon enklask war afer pradenn an Ursuladezed da jujeri lez-varn an Oriant » a embann servij departamant an OFB. N’eo ket deuet Splann! a-benn da c’houzout digant al lez-varn hag eñ vije soursiet pelloc’h eus an afer-se gant ar justis.
Echu e c’hellfe bezañ an istor. Met estreget an dra-se a zo bet graet gant Christian Faivret. E su ar gumun, er c’harter anvet Pont Er Lann, ez eus bet ur chanter graet gant un den prevez, ha n’eo ket aet war-raok dres evel ma oa bet raktreset.
Sachet eo bet evezh ar maer war ar fed ma oa bet distrujet takadoù gleborek dre lakaat atredoù war c’horre, da heul chanter ur sal-gouel evit an euredoù. Gant sindikad kemmesk Blavezh Skorf Ellé-Isole-Laïta (SMBEIL) e oa bet kaset dezhañ ul lizher d’an 21 a viz Here 2024, hag un eil eus al lizher-se kaset da brokulour ar Republik en Oriant.
Gant prezidantez komision lec’hel an dour er Steuñv terkañ ha merañ an dour (Sage) e vez degaset soñj d’ar maer ez eo gwarezet an takadoù gleborek adalek ar c’hentañ metrad-karrez. « Ar Sage n’eus galloud polis ebet, padal ez z’eus eus outañ gant ar maer », emezi. Ouzhpenn a ra e oa bet sachet e evezh dezhañ war an dra-se dija, gant an OFB ha kumuniezh kumunioù ar Roue Morvan.
El lizher-mañ e vez lakaet sklaer n’eo ket bet doujet d’an aotre-sevel rak ledanoc’h eo an terkerezh kaset da benn eget ar pezh a oa bet raktreset. Da gentañ en doa respontet Christian Faivret e vije bet da servij kêraozañ ar gumuniezh kumunioù d’ober war-dro an dra-se, ha da c’houde, e vije bet d’an OFB d’hen ober. A-benn ar fin, en ul lizher sinet d’ar 24 a viz Here 2024, en doa graet gouestl da sinañ ur « maez lezenn » pa vije echu al labourioù, evit anzav ne oant ket bet graet hervez an aotre. En desped da se e oa bet diskleriet gantañ, d’an 28 a viz C’hwevrer 2025, e oa « hervez lezenn » al labourioù.
Aterset gant Splann!, e respont ar maer « eo bet graet ar chanter evel ma oa dleet ». Ouzhpennañ a ra Christian Faivret « n’eo ket dav dezhañ » implijout e c’halloud polis pa vez roet dezhañ da c’houzout ez eus bet un torr-lezenn. Padal eo dav d’ar vaered kelaouiñ prokulour ar Republik eus an « torfedoù, felladennoù ha torroù-lezenn a vezont kelaouet diwar o fenn», hervez pennad 19 Kod an argerzhadur kastizañ.
Ger ebet kennebeut digant ar maer pa z’eus bet ur chanter all o vezañ kaset en dro er-maez lezenn, hep doujañ d’an aotre sevel kentañ.
Straed an Oriant ez eus bet savet ur gourmarc’had Netto e-kerzh ar bloavezh 2024. Gwarantet e oa bet en aotre goulennet, degemeret ha sinet gant ti-kêr ar Faoued, e vije «gwarezet an natur gwirion a zo eno ha laosket evel m’emañ». Resisoc’h c’hoazh : « miret e vo ar c’harzh hag a zo eus tu ar mervent, a-hed an hent D782, a-benn kuzhat un tamm ar savadur nevez ouzh an neb a dremen ».
Koulskoude ez eus bet diskaret gwez – ur wech adarre – ha dizouaret gwrizioù ur wezenn all. Hegaset gant goulennoù Splann ! en deus Christian Faivret troc’het berr ar gaoz ganeomp. Adkroget gantañ ar pellgomz a-daol-tag.