Kantadoù a enklaskoù foran a vez aozet bep ‘loaz e Breizh. Met re nebeut a dud a oar ez eus doc’houte. Gant
Splann ! e vez renablet bep miz un darn eus ar raktresoù a-bouez a zo war an tiriad, da lak an dud da gemer perzh en tabut foran.
📬 Fell a ra deoc’h bezañ kelaouet war ar raktresoù zo war’r stern en ho pro ? Lakit hoc’h anv digoust da zegemer bep miz hon lizher-kelaouiñ en ho poestad-mail.
Labour-douar
- Krac’h (56). Ur raktres sevel ur savenn douar, 34 metrad karrez dezhi, dirak daou boull ha n’haller ket liñvañ, hag a zo war ar vevenn 100 metrad eus an arvor. Kuzuliadenn foran betek an 3 a viz Gouere.
Energiezh
- Gwened (56). Raktres metanizañ 95 tonad bemdez ha sevel ul loskiderezh a 1,6 MW galloud termek nominel. Kuzuliadenn foran etre an 8 a viz Gouere hag ar 7 a viz Eost.
Artifisializañ
- Kumuniezh kumunioù Kouenon Marzoù Breizh (35). Argerzhadurioù emdroadur steuñvoù lec’hel ar c’hêraozañ (PLU) Bazeleg-ar-Veineg, Bro-Gougleiz ha Rivoù. Enklask foran etre an 21 a viz Gouere hag an 22 a viz Eost.
- Teiz-Noaloù (56). Raktres gourmarc’had Lidl (1741,29 m² a c’horread) staliet en takad labourerezh Atlantheix-Saint-Léonard e kumun Teiz-Noaloù. Kuzuliadenn foran betek an 28 a viz Gouere.
- Kreven/Créven (35). Raktres embregerezh TC Immo TC 35 evit sevel ur savenn kas-degas. Kuzuliadenn foran betek ar 16 a viz Gouere.
Terkerezh
- Roazhon/ Renn (35). Goulenn aotre a-fet endro e-keñver ar raktres terkerezh war gaeoù ar stêr Wilen e kumun Roazhon. Enklask foran eus an 3 a viz Gouere betek an 11 a viz Eost.
- Lokireg (29). Argerzh evit termeniñ bevenn uhel aod mor Keraodren, 1B, hent an tornaod. Kuzuliadenn foran betek ar 25 a viz Gouere.
- Konk-Leon (29). Cheñchamant e steuñv lec’hel ar c’hêraozañ (PLU) evit kemm renkadur takadoù naturel. Enklask foran betek an 18 a viz Gouere.
- Pont-Aven (29). Kemm ar PLU e-sell gellout keriekaat karter Belle Angèle ha kemm takadiñ karter Kroaz Sei. Enklask foran betek ar 15 a viz Gouere.
- Bro an Aberioù (29). Adwel skañv ar PLU goude m’eo bet torret ar renkañ UHc hag a oa er-maez lezenn evit ma vo savet un takadiñ nevez e Kergareg, Rosvenni e Landeda. Enklask foran betek ar 16 a viz Gouere.
- Sant-Maloù / Saent-Malô (35). Adwel Scot kumuniezhioù Bro-Sant-Maloù. D’an 28 a viz C’hwevrer 2025 e oa bet divizet ar raktres SCoT er c’hanton hag a laka palioù dre-vras diorren ar vro hag aozañ an takad a-benn 2050. Kemeret e vo e kont emdroadur Bro-Sant Maloù. Enklask foran betek an 23 a viz Gouere.
Industriezh
- Loudieg/Loudia (22). Raktres modernaat ha ledanaat labouradeg Loudieg an embregerezh Sermix. Boued evit al loened a vez produet ganti, boued klok evit ar sevel-moc’h, premiks, danvezioù ouzhpenn ha boued meinel gant vitaminoù ennañ. Enklask foran betek an 18 a viz Gouere.
Sachit hon evezh !
Gouezet ho peus e kinnig ur raktres-terkañ ober an noaz d’an endro ? Skrivit deomp : contact+alerte [@] splann.org
Doareoù all da zont e darempred ganeomp.