N’hell ket lezenn an aodoù mirout ouzh emled ar betoñs e Breizh

01/29/2025
Jérémie Szpirglas, Denis Vannier
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 19 mn lenn
E 1986 e oa bet lakaet lezenn an aodoù da dalvezout, gant ar pal mestroniañ, digreskiñ zoken, gwask ar c’hêriekaat war an aodoù. Tost da zaou-ugent vloaz war-lerc’h e ranker anzav eo aet an taol er c’hleuz : digor marc’had ar sevel ti war an aodoù hag an tornaodoù. Ha dreist-holl war aodoù Breizh hag a oa bet gwarezet tamm-pe-damm koulskoude, betek ur pemzek vloaz bennak zo.
  • Gant ar vaered e vez dalc’het alc’hwezioù ar c’hêriekaat, ha ganto emañ an ostilhoù da dremen e-biou d’al lezenn, evit kenderc’hel da ingalañ aotreoù sevel ti war an aodoù.
  • Diresis eo skrid lezenn an aodoù e lodennoù zo, ha digor ar plas evit reiñ displegadennoù tuet eus termenadurioù a-bouez, hag alese aesaat artifisielaat an douaroù.
  • Evit ma vefe aotreet savadurioù zo e vez an dilennidi o kemer harp war ar savadurioù nevez savet a-wechoù, ha pa vefent er-maez lezenn.

E 2015 e oa c’hoarvezet ur seurt kren-douar war ribl an Aber Benniget e Bro-Leon. N’eus ket bet kalz a dud o verzout dre ma ne oa ket kalz a cheñchamant war wel. Ha koulskoude ez eus bet roet gant kumun Plouvien 38 devezh-arat (19 ha) eus ribl an aber d’ur gumun all e-kichen, Treglonoù. ‘Blam da betra? Kuit da gumun Blouvien da rankout doujañ ouzh lezenn an aodoù hag a vire ouzh ar Sill, un embregerezh vras poultr laezh, da sevel un tour disec’hañ.

Daoust ma z’eo bet roet e asant gant ar Stad, e c’heller en em c’houlenn hag-eñ n’eo ket un dro gamm e meur a geñver memes tra. Gwir eo n’eo ket gwall ledan ar vandennad dachenn bet profet, etre 20 hag 50 metrad anezhi. Met ober a ra fae ouzh ar priñsip ne vez ket aotreet ar savadurioù nevez en ur vandennad 100 metrad ledander a-hed ar ribloù. Ouzhpenn-se ne vez ket gwarezet ken takadoù naturel tost eus ar ribloù, en tu all d’ar vandennad 100 metrad.

Evel ma c’hoarvez alies en aferioù kêriekaat e lakaer en a-raok abegoù ekonomikel. A-benn ar fin e oa bet divizet gant ar Sill dilojañ he raktres tour-disec’hañ ha savet eo bet e Landi.

Traezenn Nestrevet (29) gant meur a di tro-dro. Ur skouerenn vat eus tiez savet pell an eil ouzh egile, ar pezh zo difennet gant lezenn an aod sañset. Poltred : Vassili Feodoroff.

Evel Christian Calvez, maer dehou diseurt Plouvien d’ar c’houlz-se, zo ur bern maered c’hoant gante en em zizober eus lezenn an aodoù, dre ma vir outo da sevel ti evel m’o dije c’hoant. Ha neuze e klaskont doareoù da vont e-biou dezhi, ha n’eo ket gwall ziaes e gwir. Pevar doare hon eus kavet hag a ziskouez pegen aes eo kenderc’hel da vetonaat didrubuilh war an aodoù.

Frailh kentañ : reiñ galloud ar c’hêriekaat d’ar maer

Gant ar vaered emañ galloud ar c’hêriekaat, daoust m’en deus ar Stad da wiriekaat e vez doujet ouzh al lezennoù. Ar maer an hini eo a sin an aotreoù-sevel, ur wech m’eo bet studiet an doserioù gant ar servijoù ti-kêr. Dre ar SCOT (Brastres evit kenstagded an tiriad) bet votet gant dilennidi ar c’horn-bro, hag ar PLU (Steuñv lec’hel kêriekaat) a deu diwarnañ, ez eo ar maer a ziviz ma c’heller sevel ti war dachenn-mañ-tachenn.

Ur benveg kreñv a zo gantañ : ar fed e vefe troc’het ar gumun a dakadoù, lod ma c’heller sevel ti warno (o toujan ouzh un nebeud reolennoù tisavouriezh), lod all lec’h ma ne vez ket aotreet pep tra, hag ar re lec’h ma vez difennet groñs.

Setu steuñv PLU ar Forest-Fouenant (29) (su ar gumun).

Kemeromp ur skouer, hini ar pezh a vez difennet d’ober gant lezenn an aodoù – en diavaez d’an takadoù kêriekaet dija– da lavaret eo, savadur nevez ebet en ur vandenn 100 metrad azalek live uhelañ ar mor pa vez reverzhi vras. Kement ha gwareziñ an aod evel-just, met ivez kement ha gwareziñ an dud e-keñver ar c’horventennoù ha live ar mor o sevel.

Evit mont e-biou d’an dra-se e weler a BLU da BLU, meur a zoare implijet. Kentañ hini : faziañ war an doare takad lec’h m’emañ an dachenn. Da skouer, gant kumun Priel (22) ez eus bet lakaet e plas takadoù anvet NB evit « al lec’hioù gouez dibar ha n’emaint ket e bandenn ar 100 metrad ». Koulskoude, pa seller a-dost ouzh ar PLU, e weler c’hwec’h takad NB e bandenn ar 100 metrad.

Eil doare : doujañ ouzh ar seurt takad lec’h m’emañ an dachenn met skañvaat ar reolennoù en destenn. Da skouer e vez lod eus kumunioù an aodoù oc’h aotreañ savadurioù zo en o fPLU, memes e-barzh bandenn ar 100 metrad. Kontrol eo da lezenn an aodoù met keit ma ne vez ket nullet ar PLU dirak ar justis, e kendalc’h da dalvezout.

E-touez ar savadurioù savet ar muiañ e bandenn ar 100 metrad emañ reoù an tachennoù kampiñ evel-just. Kalz a dakadoù «dudi» a gaver war an aodoù, hag alies e weler savadurioù, teltennoù, pe «mobil-home» o chom a-hed ar bloaz e diabarzh ar vandenn 100 metrad.

Les campings sont autorisés dans la bande de 100 m dans la mesure où ils sont démontables. Photo prise près de la plage de Pors ar Vag, à Plomodiern, dans le Finistère, le 11 juillet 2022. Crédits : Vassili Feodoroff.
Posubl eo sevel kampingoù war bandenn 100 metrad tost eus an aod. Met ret eo e vijent aes da lemel kuit. Amañ e traezenn Pors ar vag e Ploudiern (29). Poltred : Vassili Feodoroff.

Tachenn gampiñ Bod-Konan e Fouen (29) a zo bet kondaonet e 2014 (hag ar gumun ivez war un dro) gant lez-varn velestradurel Roazhon evit bezañ bet staliet teltennoù bras er vandenn 100 metrad. Ur varnadenn kadarnaet gant lez-varn-galv Naoned.

Hag evel-just e saver pe e ledanaer hentoù da gas d’an tachennoù kampiñ pe d’ar savadurioù-se, pe vijent hervez lezenn pe ne vijent ket. E Fouen adarre, eo bet aotreet digeriñ un hent ’benn gellout sevel daou savadur kostez Kerlosken, en desped d’ar fed eo difennet d’ober kement-se e bandenn ar 100 metrad. Nullet eo bet an aotre-se gant al lez-varn a-benn ar fin, ha kondaonet eo bet ar gumun.

Pa lenner al lezenn, ne c’heller ket kemer e kont un dachenn gampiñ evel ma vije ur gêriadenn pe un takad kêriekaet hag a vez dalc’het kont eus outo evit muzuliañ « live kêriekaat » ur gumun.

Koulskoude pa seller ouzh ar skeudennoù karr-nij (evel ma ra ar varnerien alies, kuit dezho da vont war al lec’h) e c’hell bezañ damheñvel. Fellout a ra da gumun Treveneg (22), da skouer, lakaat un dachenn gampiñ en takad «U» (takad kêriekaet) daoust m’emañ tost-tre ouzh an aod. Klasket hon eus gouzout hiroc’h gant ar gumun met n’hon eus resevet respont ebet diganti.

Eil frailh : un destenn dispis a c’heller treuzveizañ

Afer bandenn ar 100 metrad a zo aes a-walc’h da gompren. Met luzietoc’h ha teknikel a-walc’h eo peurrest lezenn an aodoù. Ar priñsip pennañ a gaver er mellad L.121-8 eus kod ar c’hêriekaat : forzh peseurt astenn d’ar c’hêriekaat, pe savadur nevez, ne c’hell bezañ graet nemet tal-kichen takadoù kêriekaet dija. Pezh ’zo, ne vez ket resisaet gwech ebet petra eo « un astenn », pe un « takad kêriekaet », pe ar fed bezañ « tal-kichen ».

Meneget e vez el lezenn « bourkoù » ha dreist-holl « kêriadennoù », o lavaret e rank bezañ stank ar savadurioù, o reiñ un niver a diez, spas etrezo, met hep resisaat peseurt spas. Kaoz a zo ivez eus hentoù ha deus rouedadoù o kas d’an dachenn lec’h ma raktreser sevel ti, ha deus stalioù, skolioù pe ilizoù a c’hellfe bezañ tro-dro. Dre ma n’eo ket resis tamm ebet e c’hell an dilennidi kompren ar pezh a fell dezho, daoust ma vez roet o ali gant servijoù ar prefed ha gant ar varnerien pa vez dizemglev.

Skrivet e vez « kêriadenn » war ar banell-mañ. Padal n'eo ket unan. Poltred : Vassili Feodoroff.

Ar pezh a gont eo ar varnadurezh. Da skouer, da geñver un afer e kumun Plunered (56), en deus kinniget ar C’huzul Stad e vije un daou-ugent bennak a diez evit ma c’hellfer komz eus ur gêriadenn, met hep resisaat pegen stank e ranke bezañ an tiez-se. Dibaoe e weler ur bern kêriadennoù a vezer aotreet da astenn ha da sevel ti enno hervez PLU kumunioù an arvor, adal ar poent ma zo ouzhpenn daou-ugent ti oc’h ober anezho.

E 2018 e oa bet divizet dre al lezenn ELAN (savet evit pezh a sell eus al lojeiz, an terkañ hag an niverel) e vefe divizet gant dilennidi an tiriad, da-geñver danzen ar SCOT, petra eo « ur gêriadenn » dre just. Neuze e c’heller gwelout lod anezho o varc’hata kenetrezo, pep hini o klask lakaat un nebeud tiez da zont da vezañ « kêriadenn ». Setu pezh a lavar Anicette Jacopin, prezidantez « ar gevredigezh evit doujañ ouzh lezenn an aodoù e Bro an Alre » (ALLPA).

Evit diskouez ez eo gwir gêriadennoù, e laka lod eus ar vaered panelloù skrivet « Village » warno dirak an anvioù-lec’h. Setu pezh en deus graet maer Plonevez-Porzhe e Kervel, Tresmalaouen ha Santez Anna ar Palud (dibaoe eo bet nullet PLU ar gumun gant ar varnerien).

Soñjal a ra d’ar wiraourien ispisializet war an danvez-se, ez eo diaes-kenañ divizout petra eo ur « gêriadenn », e-keñver ur « pennkêr » pe tiez strewek. Subjektivel da vat eo, pezh a laka an testennoù kêriekaat da vezañ bresk a-fed lezenn. Dre m’hon eus studiet a-dost PLUoù kumunioù an Arvor e c’hellomp embann ez eo bresk a-fed lezenn 40% anezho, a-wechoù e meur a geñver.

Koulskoude ez eo diazezet lezenn an aodoù war ar ger « kêriadenn », dre ma c’heller sevel savadurioù er « c’hêriadennoù » evit ma vefe stankoc’h an tiez enno, met ivez evit astenn anezho. Pezh a laka an douaroù da vezañ krignet tamm-ha-tamm, a vloaz da vloaz, a bPLU da bPLU.

En tri fennkêr lakaet da « gêriadennoù » e Plonevez-Porzhe e vefe bet posupl sevel tiez a bep tu d’ar re a zo dija, betek ma vefe stok-ha-stok ar « c’hêriadennoù » ha kêriekaet a-hed an aod. Ne vije chomet park ebet ken, « troc’h kêriekaat » ebet etre ar pennkêrioù neuze.

Ur mod all da vont e-biou d’al lezenn eo ar mod da dresañ bevenn an takadoù «tost d’an aod», lec’h ma vije ret sevel nebeutoc’h a savadurioù eget e peurrest ar gumun. Dispis-kenañ eo testenn al lezenn adarre. An takad « tost d’an aod » a vez bevennet diwar meur a fed : an hed e-keñver ribl ar mor, ar fed vije kêriekaet al lec’h pe get, hag ivez ar fed vije gwelet ar mor pe gwelet an tiez eus ar mor.

Gant an dilennidi e vez divizet pelec’h e tremen ar vevenn-se. ‘Blam da se e vez gwall gammdroek bevennoù ’zo, oc’h ober tro park-mañ-park, hag o leuskel a-gostez tachennoù all, o tostaat da vat ouzh bandenn ar 100 metrad a-wechoù ha deus ar ribl e-unan zoken. Anat eo emañ an tid o ren pa weler an troc’hoù d’ar vevenn etre div gumun nes.

Trede frailh : ul lezenn graet evit mirout da strewiñ re a diez.

«En gwirionez, daoust d’ar pezh a c’heller soñjal, e vir ar mellad L.121-8 ouzh ar fed vije tiez strewet a bep tu, muioc’h c’hoazh eget na vir ouzh ar betoñs d’en em ledañ war zouaroù an arvor » eme Laurent Le Clech*, gwiraour ar c’hêriekaat ha lezenn an aodoù.

Pa vez aotreet astenn ar c’hêriekaat, e rank bezañ graet stok ouzh an tachennoù savet tiez warno dija. Ha pa fell d’un ti-kêr stankaat ar c’hêriekaat, ne c’hell ket bezañ graet en diavaez eus an takadoù kêriekaet dija. Padal en ur ober er mod-se, eo evel dibluskañ ur penn ognon ’benn ar fin, plusk a blusk, ha neuze e vez krignet an takadoù naturel tamm-ha-tamm. Ur wech graet tro un takad penn-da-benn, e tegouezh hennezh e-barzh an tachennoù aotreet da vezañ savet tiez warno. Tost atav ez eo er mod-se e ra ar c’humunioù da gaout douaroù nevez da gêriekaat en o fPLU.

Sellomp da skouer ouzh ar pezh a c’hoarvez en ur gêriadenn bet savet gant pesketourien gwechall, stok ouzh traezhenn Betahon e Ambon e Bro-Wened (56). Daoust m’emañ e-kreiz un takad « Natura 2000 », e fell d’ar gumun kreskiñ ar c’hêriekaat tro-dro. War ribl an draezhenn, e kornôg ar gêriadenn, e oa un dachenn gampiñ dibaoe ar bloavezhioù 60, bet serret goude-se. Etre kreiz ar gêriadenn hag ar c’hamping zo un nebeut devezhioù-arat gouez : ur palud ha n’eo ket meneget war ar PLU, daoust dezhañ bezañ war dielloù ar SAGE (Steuñv terkañ ha merañ an dour).

Daniel Goyat, maer ar Forest-Fouesnant, en e burev, a ziskouez PLU ar gêr, d'an 11 a viz Kerzu 2022. Krediñ : Vassili Feodoroff.

El lec’h-se, hervez ar pezh a c’heller gwelout war ar PLU bet votet e 2020, e c’hellje ar gumun aotreañ ar sevel ti en amzer da zont, daoust ma z’eo un takad gwerc’h. Arguzenniñ a ra an dilennidi e-karg war ar fed e fell d’ar gumun sikour un den a zo en em ginniget nevez zo da adlañsañ an dachenn gampiñ. Padal n’eo ket ar raktres derc’hel un dachenn gampiñ, met kentoc’h ober deus outi ur park touristel ha dudi, 95 ti ha tiig koad ennañ, etre 44 m2 ha 82 m2 a gorread anezho, e-touez savadurioù all. Ur mod kêriekaat eo ur park a seurt-se, pezh n’eo ket un dachenn gampiñ.

Entanet eo an dilennidi e-karg gant ar raktres-mañ dre ma lakao an ekonomiezh da vont war-raok hervezo. Gantañ e vije lonket ar palud hag a zeu da vezañ kêriekadus en un taol. N’eus ket fellet d’ar maer respont d’hor goulennoù.

En doser-mañ eo deuet a-benn ar c’hevredigezhioù a zifenn an endro da lakaat gwask a-walc’h ha da c’hounit, o c’houzout memes tra eo aet a-du ganto, a-enep ar raktres, an DDTM (Renerezh departamant an tiriadoù hag ar mor). An embregerezhioù terkañ, IFI ha Viabilis, o doa savet ar raktres kêriekaat-se o deus dilezet an doser d’an 9 a viz Here 2024. An deiz war-lerc’h he deus divizet ar gumun tennañ an aotre terkañ evit an takad-se, gant ma n’ez afe ket pelloc’h ar c’hevredigezhioù dirak ar justis.

Pezh a dalv, memes en ur chom hep strewiñ an tiez, e vije posupl sevel ti war un tiriad en e bezh, tamm-ha-tamm, tachenn-ha-tachenn, hep bezañ kontrol da lezenn an aodoù. Setu ar pezh a zo c’hoarvezet e kumunioù Plougerne (29), Loktudi (29) ha Penmarc’h (29).

Goude dek-vloaziadoù a bolitikerezh betoniñ stank-ha-stank, ha didrouz koulskoude, eo deuet o fPLU da gadarnaat ar c’hêriekaat-se war-lerc’h, hep na vijent re maez lezenn ’benn ar fin.

Pevare frailh : arabat menegiñ ar c’houlz sevel ti

Aze ’mañ si bras diwezhañ lezenn an aodoù : ne ro aotre da gêriekaat nemet tal-kichen tachennoù tiez warno dija, met tiez savet peur ? « Divizout a ra ar barner hervez stad al lec’h devezh ar varnedigezh, eme Laurent Le Clech, keuz gantañ diwar-se. Neuze e c’heller ouzhpennañ un nebeut tiez ha, goude ur pennad, unan all c’hoazh, hag all hag all… Ar barner ne oar ket peur eo bet savet ti-mañ-ti, ha neuze ne gav netra da rebech. Setu penaos en em led ur gêriadenn, betek dont da vezañ ur gêr ».

A-bouez eo kement-se, rak ma zo bet savet tiez maez-lezenn da skouer, e rankfe ar barner derc’hel kont eus se evit barnañ an afer a deu da-heul, sañset. Hiriv avat ne vez ket graet.
« Ma toujer ouzh spered lezenn an aodoù e c’heller soñjal e vefe mat barnañ an traoù hervez ur stad-lec’h resis, lakaet da dalvezout e 1986 pa z’eo kroget al lezenn da dalvezout. »

Memes evit un ti e-unan, e vefe mat kaout stad ar savadur d’ur c’houlz resis. Ma fell d’ur perc’henn kreskiñ e savadur da skouer, e vez aotreet d’en ober gant ma touj ouzh un dregantad a gorread e-keñver an ti orin. Dezhañ da venegiñ : « da goulz votadeg ar PLU ».

Dre ma bad ur PLU un dek pe ur pemzek vloaz bennak, e vije kazi posupl kreskiñ un ti ken alies-se pe dost. Trawalc’h eo gortoz ur PLU nevez evit astenn adarre.

Poltred : Vassili Feodoroff.

O tielfennañ ar mod ma vez kemmet ar PLUoù tamm-ha-tamm, e c’heller kompren petra eo ar youl kêriekaat a vez tro-kein war hir dermen. Evel-just ne vez ket strewet tiez forzh pelec’h, hag e vez doujet ouzh ar fed sevel savadurioù da-heul an takadoù kêriekaet dija, met a bPLU da bBLU e y’a war-gresk ar c’hêriekaat memes tra.

Pa rank ur gumun kemm he fPLU, e c’hoarvez e vije lavaret da berc’henned zo hastañ da gregiñ gant o chanter, ma n’eo ket graet, diwar un aotre bet roet dezho. Setu ar pezh en doa graet maer Pornaleg-Leskon (29) e 2014, o kas ul lizher ofisiel d’ur perc’henn evit kelaouiñ anezhañ e c’hellfe e dachenn cheñch rumm, ha koll e aotre sevel-ti, e liamm gant lezenn an aodoù.
D’an deiz ma oa bet kaset dezhañ al lizher ne oa ti ebet war dachenn ar perc’henn, evel war an div dachenn nesañ. E miz Mae 2016, e oa bet savet ti war an div dachenn nes ha kroget gant ar chanter war e hini. An deiz a hiriv eo echu e di, neuz mod nevez gantañ, pezh a ra un tamm iskis er gêriadenn. Al lizher kelaouiñ kaset gant an ti-kêr a seblant bezañ ur mod da ledanaat ar c’hêriekaat er pennkêr bihan-se, un ugent ti bennak ennañ, kentoc’h eget skoazell ez personel perc’henn an ti-se. Meur a dra a-dreuz e-keñver lezenn a zo c’hoarvezet er c’hornad-se eus kumun Pornaleg-Leskon, erru kozh-tre he fPLU (bet degemeret e 2006 ha nevesaet e 2019). Aet eo an aotrou maer Alain Lucas d’an anaon e 2022, ha n’eus ket fellet d’ar maer nevez na d’e guzul-kêr respont d’hor goulennoù resisadurioù.

Pezh a ranker lavaret memes tra eo ar fed e vefe eus ur seurt « reolenn» gant ar c’hêriekaat : pezh a dremen a dremen, ha ne deuer ket war-gil morse pe dost, zoken dirak ar justis. Rak ma c’hoarvez d’un aotre sevel ti bezañ nullet, pe ma vez disklêriet un ti maez-lezenn, ne vez ket distrujet ar savadur evit kement-se. N’eus nemet ur skouer gontrol avat : un ti koad bet savet war ribl ar mor e Sant-Eflamm war gumun Plistin (22). Un ti savet maez-lezenn hag a zo bet distrujet (diwar ur varnadenn eus 2020), goude un hir a emgann dirak al lezioù-barn, hep ma vije bet peurgempennet an dachenn evel dleet koulskoude. En tu all d’ar skouer-se avat, e c’heller kenderc’hel da gêriekaat peurliesañ, memes da-heul savadurioù maez-lezenn.

* Kemmet eo bet an anvioù.

Penaos e vez dispennet lezenn an aod gant ar Stad

E miz Genver 1986 e oa bet embannet al « lezenn diwar-benn an terkañ, gwareziñ ha talvoudekaat an aodoù » da heul ar « sturiad d’Ornano » e 1979, a lakae e plas ar reolennadur dre vras – diwar-benn an difenn sevel tiez war an takad 100 metrad diouzh ar mor paneveken. Lakaet e oa bet da dalvezout war an holl gumunioù war an aodoù, met ivez ar re war vord lennoù dour ledan ha stêrioù betek harzoù an dour sal el lanv. Peder lodenn a oa enni, an holl pe dost o plediñ gant ar c’hêriekaat : broudañ an neveziñ (an enklaskoù), kadarnaat padusted ekonomiezh an doureier (peskerezh, treuzdougen war vor, ha kement zo) met ivez an ekonomiezh ne denn ket eus ar mor, (labour-douar, industriezh, touristelezh, ha kement ‘zo ), evit gwareziñ ha talvoudekaat an endro, ha da gentañ penn takadoù heverk an aodoù.

Gant pep lezenn kêriekaat e vez roet un taol kempenn da lezenn an aodoù. Gant al lezenn Elan e vez roet dezhi un taol kontell ouzhpenn. Estreget rediañ an dilennidi da verkañ o-unan ar c’hêrioù hag an tolpadoù e lak da dalvezout ivez ur meizad nevez, hini an « Takad Kêriekaet Dija » (TKD/SDU), er-maez eus an tachennoù tost d’ar mor.

Stankaat ar c’hêriekaat en ur stoufañ an « dent kleuz »

Nevezenti er c’hemplezhegezh melestradurel a bled gant ar c’hêriekaat, an TKD/SDU n’eo ket tamm ebet an «takadoù kêriekaet dija» a oa meneget e Lezenn an Aodoù. Degaset e oa bet an diferadur-se el lezenn dre ur c’hemm bet douget gant Mickaël Nogal, mouezh aotreet strollad ar Republikaned war-raok, hag Hervé Pellois, kannad (LRM) ar Mor-bihan da neuze.
Gant an TKD, al lezenn Elan a ro tro da stoufañ an « dent kleuz » ha da stankaat ar c’hêriekaat. « Gwechall e veze ar varnerien o sellet ouzh ar c’hêriadennoù evel ma vefent ur gêr ma vefe enno un daou-ugent ti bennak d’an nebeutañ, padal ez eo izelaet ar feur da ugent ti bennak gant an TDK, eme Vincent Esnault, prezidant at Gevredigezh evit Saveteiñ Bro-Fouenant, keuz en e vouezh. Pal e lezenn Elan, sañset, a oa da zistankañ al lezioù-barn : er c’hontrol mik e vimp lakaet da varn en-dro aferioù a soñje deomp e oant klaset. »

« Da c’hortoz e oa, hervez dielfennadur Valérie Vasseur*, bet e melestradurezh an DDTM e rannvro Breizh. Moaien e vefe bet da dennañ gounit eus al lezenn Elan evit sklaeraat an doare da gompren ar skrid ha da gaout ur sell hollek war al lezenn, evit kadarnaat surentez lezennel an teulioù kêriekaat. Dileuridi an DDTM zo bet pedet da zont da Bariz just a-walc’h evit labourat war-se, pezh a zegase spi e-leizh evit an dilennidi koulz hag evit ar c’hevredigezhioù. Padal, pa ’z omp erruet eno e oa bet kadarnaet an holl ziferadoù dija. N’eus ket bet taolet kont eus pezh hon oa bet klevet ha bevet war an dachenn. Ha neuze : ur skrid skrivet fall, a chom diresis da implijout. Louzet en em sant an dilennidi, ha seul vui ma ne dalvez ket pennaenn ar stoufañ an dent kleuz en TKD war an takadoù tost ouzh an aod. »

« Dre al lezenn ez eo strizh-tre ar c’hondisionoù evit resisaat un TKD/SDU, eme c’hoazh Laurent Le Clec’h, gwiraour hag arbennigour war Lezenn an Aodoù. E-kichen da-se, ober eus ur gêriadenn ur « gêr » a zo mil gwech simploc’h. Evel-se e weler ur c’hiz nevez o tont er PLUoù : distro krak-ha-berr ar ‘Gêr ‘, abalamour m’eo kalz gwevnoc’h da resisaat el lezenn, ha tre betek an takadoù tost eus an aod ! »

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →