N’eo ket gant betoñs e lakaer kumunioù an Arvor da greskiñ

01/17/2025
Jérémie Szpirglas, Denis Vannier
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 14 mn lenn
Ouzhpenn 50 kumun eus Arvor Breizh o deus laosket krignat betek mil hektar a zouaroù labour-douar ha takadoù naturel gant savadurioù. Un doare desachañ annezidi nevez, e-keit ma weler niver annezidi ar c’humunioù-se e kenderc’hel da vont war ziskar. Sellomp pizh pezh zo bet c’hwitet.
  • War ledanaat e ya kumunioù Arvor Breizh, padal ne gresk ket dre ret o foblañs.
  • Digreskiñ a ra niver o annezidi zoken gwechoù zo, serriñ a ra ar skolioù ha mont a ra ar c’henwerzhioù da get daoust ar c’hêriekaat o vont war-raok.
  • 9 % eus an aotreoù sevel-ti deroet er c’humunoù war an aod a bled gant eil annezioù ha dre-se e kosha annezidi ar c’humunioù-se.

Distruj an takadoù naturel ha tachennoù labour-douar evit reiñ plas d’ar bitum, d’al lojeizioù ha d’ar c’henwerzhioù : ar priz a ranker paeañ pa fell d’an nen diorren ur gumun, gwelet an annezidi dispakañ, an embregerezhioù krouiñ implijoù. Evel-se e c’heller displegañ e berr gomzoù hentenn ar c’hêriekaat war-gresk, an hentenn «pragmatek» evel ma vez kaset war-raok gant an dilennidi a vez rebechet outo efedoù war an endro zo gant o folitikerezhioù terkañ.

Ma ‘z eer da heul seurt hentenn diorren, n’heller ket kompren penaos e vez kollet annezidi gant ar c’humunioù-se a vrasañ o zakadoù kêriekaet zo bet o koll annezidi hag implijoù… Gounezet o c’hlaoustre gant an hanter eus ar c’humunioù war an aod : kresket an takadoù kêriekaet ( 5%) d’an nebeutañ) e-keit ma vezent o c’hounit annezidi. Alies-mat ez int kêrioù-kreiz pe kêrioù en un tolpad kêrioù, evel An Oriant, Brest pe Gwened.

E Forest-Fouesnant (29), an doarenn gouezh e kreiz ha kleiz ar skeudenn a zo un "dant tull" en ul lodennaoueg, da lavare ur parsell disavet e-kreiz doarennoù all savet. VASSILI FEODOROFF

Ha koulskoude ne zeu ket an diorren lec’hel diwar ar betonerezioù ha dre vurzhud. Ha lod kêrioù war an oad zo bet war an diskar abalamour d’ar betoñs zoken, evel m’eo bet diskoachet e-doug enklask Splann !. Un disoc’h deuet diwar ul labour digent, lec’h m’eo bet kroaziet roadennoù kêraozouriezh ha demografiezh aod Breizh en dek vloaz diwezhañ(sellit ouzh hor metodologiezh).

C’hwitadenn ar c’hêriekaat evit desachañ annezidi

Tapet eo bet Kerlouan, ur gumun eus « Aod ar Mojennoù » (Bro-Bagan) gant froudenn an aotreoù sevel-ti. Kresket eo takadoù kêriekaet ar gumun eus 50 devezh arat dindan 10 vloaz. E fin ar gont e oa tost 200 annezad nebeutoc’h e 2021 eget e 2014. Ur c’hantved hanter zo ne oa ket bet ken nebeut a annezidi e Kerlouan. Siouloc’h porzh ar skolioù hiriv an deiz : tremenet eo niver bugale eus ar skol-vamm d’ar CM2 eus 148 e 2015 da 80 en distro 2023. Ha daoust da bromesaoù an douristelezh ez eus bet kollet ur 15 bennak a implijoù bloaziek abaoe 2014.

E Sant-Kast-ar-Gwildoù, e-tal Dinan eo aet war-raok ar c’hêriekaat eus 12 hektar war douaroù naturel pe tachennoù labour-douar etre 2014 ha 2020. An disoc’h war an hevelep prantad : nebeutoc’h a annezidi, nebeutoc’h a implijoù, nebeutoc’h a vugale er skolioù. N’eus ken met servij ar c’hêriekaat en deus bet ur c’hresk… war e labour : etre 2013 ha 2023 en deus bet deroet 342 aotre evit sevel savadurioù nevez. Muioc’h eget an niver bet deroet gant kêrioù evel An Alre, Kemperle pe Douarnenez, lec’h ma vez peder gwech muioc’h a dud o chom koulskoude.

E Lokentaz er Mor-bihan, ez eus bet stank obererezhioù war ar madoù diloc’h (prenañ ha gwerzhañ savadurioù ha tachennoù) en dek vloaz diwezhañ. Etre miz Genver 2013 ha miz Kerzu 2023 ez eus bet deroet tro 500 aotre sevel savadurioù nevez gant an ti-kêr. Biskoazh ne oa bet kement er rannvro e-skoaz poblañs ar gumun (313 aotre evit 1000 annezad, p’emañ ar geidenn tro 42 er c’humunioù war an aod. Tro-kaer servijoù kêriekaat a weler o frouezh war an dachenn : tro 12 hektar a savadurioù nevez etre 2014 ha 2023, pa gonter an holl enkrogoù war al leur. Ha kresket e vefe evit-se niver ar boblañs gant ar gwerzhañ tiez ? A-boan m’eo bet miret war-flod. Etre 2014 ha 2020 ez eus bet kollet 138 annezad gant Lokentaz, 8% eus he foblañs. Un tamm spi a zeu diwar niveradeg an INSEE koulskoude : kontañ a reer 18 implij nevez…

Deomp war ur skeul all : hini an ensavadurioù publik a genlabour etre-kumunioù (EPGE pe EPCI), a vez lakaet war o chouk muioc’h-mui a varregezhioù terkañ an tiriad koulskoude Kumuniezh tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull he deus bet artifisialaet 370 hektar dindan 10 vloaz, an tri c’hard anezho evit sevel lojeizioù, e-keit ma kollont annezidi. Hevelep dislavar e Kumuniezh Lannuon-Treger, Kumuniezh Ploermael; Kumuniezh Lesneven Aod ar Mojennoù, Kumuniezh Kumunoù Bro ar C’hab – Beg ar Raz, hini Ledenez Kraozon-Arvor ar Stêr Aon, hini Kumuniezh Douarnenez pe hini Gorre Leon.

Gwelet war ur skeul ledanoc’h, aet eo an artifisielaat douaroù da heul kresk ar boblañs muioc’h en douaroù eget en Arvor. Pa seller ouzh ar mare 2014-2020, evit pep hektar douar labour pe douar naturel bet kollet evit lakaat sevel tiez e konter 17 annezad nevez er c’humunioù Kreiz-Breizh pa ne vez nemet 12 e kumunioù an Arvor.

9% eus an aotreoù sevel-ti deroet en Arvor a zo bet implijet evit eil-annezioù

Penaos displegañ ur seurt c’hwitadenn neuze ? Da gentañ en ur sellet a-dostoc’h an aotreoù sevel ti bet deroet gant ar c’humunioù. E Sant-Kast-ar-Gwildoù ez eo 27% outo a bled da vat gant lec’h ma vo eil-annezioù. E Lokentaz, ez eo un aotre sevel-ti war dri a zoug ur meneg eus pezh a vo ar savadur un eil annez. Ha c’hoazh, ar meneg-se n’eo ket ur redi. N’helle ket servijoù an ti-kêr chom hep gouzout ne vije ket bet degaset annezidi nevez gant ar savadurioù nevez-se. Ha pa vefe ar spi ganto e teufe lod eus an hañvourien d’en em staliañ eno da vare o leve. Daoust d’hor goulennoù, respont ebet roet da Splann ! gant servijoù an ti-kêr.

E Breizh a-bezh ez eo un dek bennak a gumunioù o deus bet deroet aotreoù sevel ti evit eil-annezioù. An holl anezho war an aod, an darn vras anezho er Mor-bihan. Menegomp eta Bangor, Pennestin, Sant-Per-Kiberen, Lokmaria, Arzhon-Rewiz, Groe, Locmaria-kaer, Plouneour-Traezh-Brignogan ha Trelez, e-touez ar re o deus bet deroet 100 aotre d’an nebeutañ dindan 10 vloaz.

Un aotre sevel war un dachenn zo war vevenn 100 m e kêriadenn Porzh ar Vag, e Penn-ar-Bed, d'an 11 a viz Gouere

Gant ur strategiezh evel-se e weler e chom goullo an tiez war an hir dermen, evel en ul lodenn vras eus inizi Breizh (Enizenac’h, Houad, Edig, Briad, Tudi, Molenez, Arzh, Baz), ha ne vevont nemet hanter-amzer abaoe bloavezhioù. E 41 kumun eus an Arvor n’ez eus annezidi nemet en un hanter eus al lojeizioù war ar bloavezh, gant perc’henned o deus un annez ofisiel e lec’h all. Un evezhiadenn gwiroc’h c’hoazh war aodoù ar Mor-bihan : e Lokentaz, Arzhon ha Damgan, en tu all da dri-c’hard eus an annezioù zo eil-tiez.

Kerioù didud e-doug ar goañv, evel poltredet gant Benjamin Keltz en e levr Bretagne secondaire (Eil-annezet Breizh). E 2020 e kaved an tri-c’hard eus eil-annezioù Breizh war gumunioù an aod. Tost da 200.000 lojeiz (RP2020, 198.706) a vez a-wechoù ar brasañ niver e kêrioù zo. Evel e Gwien evel m’eo annezet a-frapadoù hepken 72% eus al lojeizioù. Kontet e oa bet 600 eil-annez e 2009, pa oa 900 e 2020. Ha war an hevelep tro ez eus bet kollet hag annezidi hag implijoù gant ar gumun.

« Ar gudenn eo n’hellomp ket nac’hañ ur goulenn aotre sevel ti m’eo reizh a-fed steuñv kêriekaat, ma ne fell ket deomp bezañ kaset dirak al lez-varn, eme Marie-Madeleine Michel, maerez Sant-Kast, keuz en he mouezh. «Ha n’eus benveg lezennel ebet evit mirout ouzh ar sevel eil-annezioù. » Etre hañv ha goañv e weler ar boblañs o kreskiñ dre zek gwech, ha ret eo deomp postañ ar c’hant evit degemer anezho, « Padal eo diazezet leve ar Stad war ur boblañs a 7.000 den », a zispleg deomp c’hoazh.

Ha zoken m’eo deuet a-benn Sant-Kast da gaout ar wir da daosañ perc’henned eil-annezioù (30 % eus an taos annezañ ar bloaz-mañ, 45 % adalek 2025), dister e chom ar chañsoù da welet anezho dont da vezañ annezidi a-hed ar bloaz. Mall bras e oa ober un dra bennak, ha kavet gant an ti-kêr un disoc’h : kenderc’hel da greskiñ, en ur reiñ ar prioliezh d’al lojeizioù sokial war tachennoù ar gumun.

Un annezad evit pep a zaou hektar a zouaroù

Tapet eo evel-se an takadoù kêriakaet-bras an aodoù. E Brest eo daougementet niver an eil-annezioù etre 2009 ha 2020, o tremen eus 1.510 da 3.052. E Sant-Brieg, eus 593 da 1.335. E Roazhon, eus 2.309 da 5.541. Pezh a gas da baouraat niver al lojeizioù da dapout, met ivez da gas ar boblañs pelloc’h war-zu an trowardroioù kêr, ha da aesaat an artifisielaat. Met kevezerezh zo ivez etre ar bannlevioù tost hag al lojeizioù eil-annez : e Pleskob, tost diouzh Gwened, ez eus teir gwech muioc’h a eil-annezioù (eus 40 da 176) e-keit m’eo kresket eus 62% nemetken niver hollek al lojeizioù.

Rouez a-walc’h kumunioù an Arvor o deus bet gwelet niver o eil-annezioù digreskiñ etre 2014 ha 2020 : Loperc’hed, Poullan Pleboull, Pont-Aven, Goulien ha Treglonoù e Penn-ar-Bed. Met ar c’humunioù a gaver un tamm pelloc’h en douaroù eo (anvet kumunioù diabarzh-vro) ma ya war zigresk an eil-annezioù.

Zoken m’eo aet war ziskar eus an hanter en dek vloaz diwezhañ niver ar goulennoù aotre sevel ti «lec’hel» (o chom en hevelep kumun), o tremen eus 40% e 2013 da 20% e 2020, darn vras an dud o c’houlenn an aotre a zo o chom e Breizh (en tu all da 80%)).

Tost an hanter eus kumunioù an Arvor (122) o deus bet kollet implijoù etre 2014 ha 2020. Lod outo (54) o deus ar blijadur da zegemer un nebeud annezidi ouzhpenn. Met petra a goust dezho ? E Ploueskad (Bro-Leon), 20 hektar a zouaroù naturel pe labour-douar zo bet tapet evit lakaat sevel tiez. Da bep hektar eo bet degemeret a-boan daou diegezh nevez.

Poblañs an aodoù o koshaat, ar skolioù o c’houllonderiñ

2020 eo erru kumunioù ar Arvor en ur c’horn-pleg a-fed demografiezh. Diwar vremañ e kaver muioc’h a gozhidi eget a yaouankizoù. Da geñver an niveradeg diwezhañ e oa bet kontet 337.000 annezad en tu all da 65 bloaz. Ne oa bet kontet nemet 314.000 a dud yaouank dindan 25 bloaz. Ha n’eo ket un afer a genfeurelezh :war zigresk e ya niver ar yaouankizoù dindan 25 bloaz en Arvor, p’emañ o niver war-gresk e pep lec’h all eus Breizh. E 2020 en Arzhon e oa betek 5 gwech muioc’h a dud kozh eget a dud yaouank dindan 25 bloaz.

Ledanoc’h an hed etrezo abaoe un dek vloaz bennak, ha war washaat e ya seul vui ma tostaer eus ar mor : el lojeizioù a gaver en takad dindan 200 metr diouzh an aod e kaver tro 20.000 a dud yaouank dindan 25 bloaz, met tost div wech niverusoc’h ar re en tu all da 65 bloaz : 37.000 ( diwar : Filosofi, roadennoù karrezennet da 200m, 2019).

M’eo tizhet kumunioù an Argoad kement ha kumunioù an Arvor gant digresk ar feur genel, dont a ra da vuanaat ar feur koshaat en Arvor. E Kiberen e veze degemeret 30 babig ar bloaz etre 2014 ha 2018. A-boan ma vez 20 war ar prantad 2019-2022… À Treogad, e 2022, n’eus ket bet ur ganedigezh zoken. Sin fall evit ar gumun he doa kollet ar bloavezh-se ivez unan eus an tri c’hlas a veze er skol.

Digresk niver ar vugale er skolioù a ziskouez just a-walc’h e ya ur gumun war an diskar. Etre 2015 et 2023, e Breizh a-bezh eo digresket eus 8% niver ar vugale er c’hentañ derez (publik ha prevez). Un digresk splannoc’h e kumunioù an Arvor (-9%) eget re an Argoad (-7%). Digresket eo niver ar vugale eus en tu all da 8% e 143 diwar 250 kumun an Arvor.

E Ifinieg, lec’h m’eo kresket lodenn ar gêr eus 40 hektar, ez eus bet kollet tro 130 skoliad abaoe 2015 en div skol kentañ derez. E Treveneg, z-tal digresk niver ar vugale, eo bet serret ar skol prevez e 2019, daoust ma oa aet ar maer da c’houlenn skoazell digant renerezh eskopti ar gelennadurezh katolik. N’heller ket lâret n’en doa ket klasket pep tra evit lakaat e gumun de greskiñ : deroet e oa bet 135 aotre sevel ti dindan 10 vloaz (ur sifr ne oa ket bet tizhet biskoazh : 168 evit 1000 annezad)

Souezhusañ disoc’h ar pres war an aod : n’hell ket tud kozh an eil-annezioù kontañ war frammoù lec’hel ar skoazell er gêr. « Degemeret e vezent c’hoazh 4 pe 5 bloaz zo, met nac’het e vezont hiriv an deiz, a lavarer deomp en ADSCE, ur framm skoazell er gêr diazezet e Dinarzh. N’eus ket a-walc’h a dud o labourat evit ober war-dro an annezidi a vez aze a-hed ar bloaz. Mankout a ra deomp 4 pe 5 den evit Sant-Kast, ha kement all e Frehel. Ouzhpenn-se an dud a vicher n’hellont ket kaout peadra da lojañ en Arvor dre m’eo erru re ger. Ha lod a zeu da zilezel o micher abalamour d’o frejoù hent, pa rankont bezañ ouzhpenn un hanter-eur war an hentoù da zont da labourat.»

Evel-just n’eo ket kalz gwelloc’h e Kreiz-Breizh, evel en Uhelgoad, e Kallag pe er Gemene. War goshaat e ya ar boblañs, mont a ra ar re yaouank kuit. Padal ez eo aesoc’h evit ur c’houblad yaouank dont en-dro d’en em staliañ.

 En Arvor ez eo diazezet un darn vras eus an ekonomiezh war ar servijoù d’an dud war o leve ha war servijoù ar yec’hed, hervez studi ar geografourien Aurélie Delage ha Max Rousseau. Padal, evit un den a c’hounez ar Smic, kaout dek kilometrad ouzhpenn d’ober div wech bemdez a lak en arvar pezh a chom e fin ar miz, dreist-holl pa weler prizioù an trelosk o kreskiñ kement. »

— Aurélie Delage ha Max Rousseau, geografourien ,

Retretidi en o aes war an aod, tiegezhioù dister o c’hoproù kaset da chom pelloc’h en Argoad… Kement-mañ hag a ziskouez un « doare divuhezekaat hag ur riskl da goll ur c’hemmesk sokial, etre-rummadoù, met ivez obererezhioù a veze staliet en Arvor », hervez evezhiadennoù ar le C’HASER en e zanevell «Produiñ ha bezañ o chom en Arvor».

Ha muzuliet eo bet ar riskloù-se gant holl zilennidi ar vro ? Pa lenner lod eus raktresoù an teulioù kêriekaat e c’heller soñjal e kendalc’h dilennidi zo da hunvreal en diorren kêr. E beg Ledenez Kraozon ez eus bet kollet ouzhpenn 800 annezad etre 2014 ha 2020. Met chom a ra dall an dilennidi. Hag er steuñv kêraozouriezh bet degemeret gant an etrekumuniezh e 2019 a gonte war un tech a-vat evit an demografiezh, tost eus keidenn ar rannvro (+0,5%), pezh a zegasfe d’al Ledenez tro 5000 annezad ouzhpenn 2040.

E 2023, pa oa bet kemmet ar steuñv kêraozouriezh o doa bet tro maered al Ledenez lakaat da vihanaat kementad an tachennoù nevez da artifisielaat. Ar c’hontrol eo o deus graet, hag adrummet en tu all da 30 hektar a zachennoù miret(takadoù 2AU) ha lakaet anezho e tachennoù da c’hêriekaat diouzhtu pe war verr dermen (U hag 1AU). Erbedet int bet gant an MRAE, Kefrediezh Rannvro Aotrouniezh an Endrol ma « adtapfent o raktres kêriekaat en ur zigreskiñ niver an tachennoù betek ma vefe poellekoc’h o raktres, o keitañ gant tuadur an demografiezh.». Degas a ra da soñj ouzhpenn« diezhomm eo mont e kontrol eus emdroadur an demografiezh, lonket e vez re a zouaroù ha tachennoù labour-douar pa saver tiez nevez ha n’e vez degaset nemet eil-annezioù. »

E Kankaven (35) kemm ar SLC’H (PLU) bet boulc’het e 2022 zo bet barnet kriz gant an MRAE. Ha kadarnaat a ra he ali :« Emañ ar c’henstrollegezh o terc’hel d’un dibab e-giz ma vefe ar boblañs o vont da ziorren, pezh zo kontrol d’ar pezh a weler er bloavezhioù diwezhañ », ha resisaat a ra ouzhpenn-se « darn vras al lojeizioù bet savet etre 2013 ha 2018 zo bet graet eil-annezioù diouto. ». Bet goulennet gant Splann!, ne deus ket respontet ar gumun d’hon goulennoù.

Ken souezhus ha ma seblant bezañ, en entan war ar gwerzhañ tachennoù ha savadurioù a seblant bezañ bet sparlet ar marc’had ha toullet an dizingalded, ha kaset an Arvor tamm-ha-tamm war-zu an diskar. Gant hon enklaskoù eo lakaet splann pegen enep-efedus e c’hell bezañ an artifisielaat an douaroù. Ha p’emañ al lezenn AER (artifisielaat ebet rik) en arvar e chom etre daouarn an dilennidi lec’hel ur sammad bras-tre a zouaroù naturel ha labour-douar prest da vezañ betonet. Hervez jedadennoù kaset en-dro gant Splann !, hollad an takadoù bet lakaet e rummad « da gêriekaat » er pemp kilometr kentañ war an Arvor az afe da en tu all da 10.000 hektar.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →