- Bloavezhioù ‘zo ne vez ket arc’hantaouet an ospitalioù mat a-walc’h ken. O savadurioù, neuze, a ya o stad war washaat buan, ha surentez an implijourien gantañ. Amprestañ arc’hant a rankfe ober ar strolladoù ospitalioù evit arc’hantaouiñ an adneveziñ evel ma vez lakaet e steuñvoù a zo, padal e kollont muioc’h-muiañ a arc’hant bep bloaz.
- An ARS a ali d’an ospitalioù degemer muioc’h a glañvourien, neuze, evit kaout gounidoù brasoc’h. Met n’eo ket aes pa n’eus ket a savadurioù reizh evit hen ober.
- Serret e vez gweleoù ivez evit espern arc’hant. Surjianerezh war an deiz a vez graet muioc’h-mui e plas. Met gant se ne ra an ospitalioù nemet koll muioc’h a arc’hant. Ha servij publik ar yec’hed a ya war washaat.
Ugent vloaz ‘zo ne oa ket bet ken uhel kollvezhioù an ospitalioù publik, betek 2,5 % eus o gounidoù e oa e 2024. Met gwareziñ anezho e budjed 2026 ne oa ket ar gouarnamant en soñj ober. Goulennet e vez gant an ospitalioù bezañ efedusoc’h atav, gant nebeutoc’h a arc’hant. D’an deiz a hiziv avat, emañ eizh ospital eus Breizh o c’hortoz bezañ adframmet. 1,1 miliard a euroioù a ranko bezañ postet enno evit kement-se.

Ajañs rannvroel ar yec’hed a embann sammadoù arc’hant tammig-ha-tammig. E Gwengamp he deus roet hec’h asant d’ur steuñv arc’hantaouiñ a 101 milion a euroioù d’ar 27 a viz Mezheven 2025. An hanter eus ar sammad a ranko bezañ amprestet gant an ospital, an hanter all a vo pourvezet gant an ARS ha departamant Aodoù-an-Arvor. Sañset eo arc’hantaouet an nevesaat, neuze. Met e gwirionez, penaos e ray ospitalioù o devez kollvezhioù bep bloaz evit amprestañ ha postañ arc’hant ? Mallus eo deuet an traoù da vezañ, avat.
Savadurioù ne blegont ket ouzh ar reolennoù surentez evit an tanioù-gwall
Un « ali enep evit ar surentez tan-gwall » en deus unan eus savadurioù ar surjianerezh en ospital skol-veur Roazhon. Komzomp sklaeroc’h : arabat degemer tud ennañ, rak ne bled ket ouzh ar reolennoù surentez ma vo un tan-gwall. E Redon « e rankomp goloiñ prenestroù ar c’hornaoueg gant liñselioù pa vez avel, kar mod all e teu e-barzh », he deus kontet ul labourerez deomp.

Ha tommañ savadurioù kozh a goust ker : 1 milion a euroioù bep bloaz, well-wazh, a gav d’ar renerezh. Hag amañ evel e Roazhon e rankfe lod eus ar savadurioù bezañ klozet abalamour d’ar surentez tan-gwall. C’hwec’h vloaz ‘zo e rankfe ar savadurioù ma kousk ar glañvourien ospitalaet enno bezañ serret. Ur strollad seizh den arbennik war ar surentez a vez paeet gant an ospital evit chom noz-deiz war al lec’h ha delc’her ar savadur digor, neuze. 800 000 € e koust bep bloaz.
Degeme a reomp tud e kambroù doubl evit echuiñ o buhez
E-kreiz ar vro emañ pennospital Breselien. E-pad kuzul evezhiañ miz Here 2024 e lavare ur vedisinez eno : « Ne c’hellimp ket gortoz meur a vloavezh er stad m’emañ ar savadurioù : ur gwir riskl a zo e vije torret ar c’horvoiñ [NGAS : da lavaret eo rankout serriñ ar savadurioù]. A-bouez-kenañ eo mont war-raok buan war an dachenn-se ». A-du e save ur glañvdiourez ivez : « 13 bloaz ‘zo e klevan lavaret e vefe adsavet an ospital e Sant-Meven […] ha ne c’hoarvez netra. E-pad ar mare-se e tegemeromp tud e kambroù doubl evit echuiñ o buhez, an aozioù labour ha herberc’hiañ a ya war washaat. Padal eo dieub an dachenn ha perc’henn eo an ospital warni dija ».
Kevezerezh etre ar pennospitalioù evit bezañ arc'hantaouet
Nevesaet e rank ospitalioù Breizh bezañ, adsavet evit lod anezho zoken. A-du emañ pep hini war an dra-se. Prest eo ar raktresoù abaoe ouzhpenn dek vloaz evit al lodenn vrasañ anezho, met n’eus nemet Redon ha Gwengamp a zo bet gwiriekaet an arc’hantaouiñ anezho e 2025.
E Redon en deus prometet an ARS e vefe roet 30 milion a euroioù d’an ospital evit sevel un eil savadur ospitalañ a-raok 2028. « Hervez barregezh an ospital da gavout an arc’hant e vo graet an eil hag an trede prantad [adframmañ al leurenn deknikel hag ar salioù lec’haveiñ] », eme vMathilde Hignet, kannadez Il-ha-Gwilen La France Insoumise, ezelez eus ar c’huzul evezhiañ. « Diaes eo soñjal e c’hello ar pennospital arc’hantaouiñ ar prantadoù-se, pa ouzer pegen diaes eo stad an arc’hant gantañ ». Penaos amprestañ pa oa 4 milion a gollvezhioù e fin ar bloavezh 2024, muioc’h c’hoazh eget e 2023, pa oa 3,5 milion ?
Gant Ajañs rannvroel ar yec’hed e vez arc’hantaouet al labourioù e Redon hag e Gwengamp. Anken a zo en ospitalioù all, neuze, ne chomfe gwenneg ebet evito. Meneget eo bet gant an ARS e kuzul evezhiañ ospital Redon e teufe an 30 milion a euroioù a vez roet d’an ospital eus ar Font emellout rannvroel, ur sammad arc’hant (254,2 milion a euroioù e 2024) a vez roet da Ajañs rannvroel ar yec’hed gant ministrerezh ar yec’hed bep bloaz. Servijout a ra da arc’hantaouiñ mont en-dro an tiez yec’hed, met ivez an holl bolitikerezhioù yec’hed er rannvro. Nec’het eo an dud en ospitalioù all ne vije ket eus an arc’hant a zo bet prometet dezho ma ne vez ket asantet o raktresoù a-raok fin ar bloaz 2025, rak sur a-walc’h e vo strishoc’h ar budjedoù e 2026.
E pennospital Breselien eo chomet an traoù a-sav pemp bloaz ‘zo, rak diaes e oa kavout un dachenn dieub evit sevel an ospital nevez. « Riskloù ‘zo e vefe roet an arc’hant da bennospitalioù all » eme Fabrice Dalino, maer Moñforzh ha prezidant kuzul evezhiañ pennospital Breselien, ankeniet. 25 milion a euroioù a zlefe koust adsevel an ospital. En o zouez, 7,2 milion a euroioù a zo bet prometet gant ar Stad evit Ségur ar yec’hed, un emglev evit postañ arc’hant en tiez-prederiañ ha gwellaat goproù o labourerien a oa deuet da wir e 2021.

Evit neveziñ an ospitalioù e ranker kreskiñ ar gounidoù…
E Gwitreg ivez e vo ur « ret-bevañ » neveziñ ar savadurioù evit ma chomo digor an ospital, hervez un teul diabarzh bet lennet gant Splann ! E miz Kerzu 2022 e oa bet lakaet 11 milion a euroioù gant an ARS evit an adframmañ. Met koust a rafe 32 vilion a euroioù etre tout, hag evit kavout 20 milion a euroioù ouzhpenn e rank an ospital diskouez e « zalc’hadusted arc’hantel », o kaout « ul live a obererezh uhel a-walc’h evit arc’hantaouiñ e vodernaat ». Met penaos ober muioc’h pa n’eo ket mat ar savadurioù dija ? Anvouezhiañ o deus graet kannaded CGT ha CFDT Redon war steuñv arc’hantaouiñ an neveziñ e miz Genver 2025 rak un digresk bihan en niver a weleoù a oa bet lakaet gant ar renerezh hag an ARS, evit ober muioc’h a brederioù war an deiz peurgetket, met ivez 2 % a obererezh ouzhpenn bep bloaz.
… met evit kreskiñ ar gounidoù e ranker neveziñ.
Penaos ober muioc’h o kaout nebeutoc’h ? N’eo ket sur kannaded ar sindikadoù eus ar respont. Anat eo evit ar renerez, er c’hontrol : « Digreskiñ a ray an dispignoù a surentez hag a nerzh goude prantad kentañ al labourioù, eus un tu, a zispleg Anne Rousselot-Soullière. Hag eus an tu all e vo degemeret gwelloc’h ar glañvourien er savadur nevez. Gant se e c’hellimp desachañ muioc’h a glañvourien hag a vedisined ».
E Gwengamp eo bet gwiriekaet raktres an ospital, sañset, met amprestañ a ranko ober evit kavout ar 56 milion a eurioù a chom war e goust, ha prederiañ muioc’h a dud. Fiziañs en deus Olivier Quéré, mouezh medisined an ospital : « Daou vloaz ‘zo e labouromp muioc’h-mui. Ha goude an adsevel e tigresko hon dispignoù tommerezh rak n’eo ket difuet an ospital tamm ebet evit poent. Ne vo ket digresket an niver a weleoù tamm ebet, hag ur surjianerezh klok hon o, noz ha deiz. N’eus ket bet emglev ebet gant an ARS war ar sujed-se ». Pouezañ a ra ar medisin war ar poent-se rak en un danevell bet goulennet gant an ARS e miz Eost 2022 e oa bet aliet d’an ospital ober surjianerezh war an deiz nemetken, ha klozañ an ti-gwilioudiñ. Ober muioc’h e Gwengamp a oa ar pal, evit kempouezañ stad an arc’hant a oa « […] gwall zister, daoust d’ar steuñvoù a oa bet graet evit adkavout ar c’hempouez ».
Pennospital ar strollad, hini Sant-Brieg, en doa adkemeret an daou soñj-se en e raktres mezegiezh ha prederioù, ur follenn-stur ma vez steuñvet enni an obererezhioù mezegel evit pemp bloaz, eus 2023 da 2028, hag evit pep ospital a zo er strollad.
N’eo ket posupl labourat war an deiz nemetken gant ar boblañs kozh a zo o chom er vro-mañ
Paouez gant ar gwilioudoù n’eo ket bet nac’het gant skipailhoù Gwengamp. Abaoe miz Ebrel 2023 ne c’heller ket gwilioudiñ en ospital-se ken, hag e plas an ti-gwilioudiñ e vo « ur greizenn c’hinekologiezh ha heuliañ ar maouezed brazez » (lenn rann 4). Met ober surjianerezh programmet, da lavaret eo war an deiz nemetken, ne oa ket mat da renerezh ospital Gwengamp na d’ar skipailhoù medisined. Nac’het o deus sinañ an teul : « Delc’her hor surjianerezh klok a fell deomp, n’eo ket posupl labourat war an deiz nemetken gant ar boblañs kozh a zo o chom er vro-mañ », a zispleg Olivier Quéré. An ARS, a-benn ar fin, en doa lakaet un « diwall » war ar raktres mezegiezh ha prederioù, hep lakaat an traoù sklaeroc’h.
« Gwir ne oan ket sur evit ar surjianerezh war an deiz, ouzhpenn eo peurgarget bloc’h-oberata Sant-Brieg, ne vijemp ket bet gouest da adkemer tout ar surjianerezh a vez graet e Gwengamp », eme Régis Delaunay, en deus kemeret perzh e skrivañ ar raktres, evel kannad medisined ar strollad ospitalioù, asambles gant ar renerezh. « Met n’em boa nemet ur pal, a oa kendrec’hiñ an ARS da wiriekaat ur raktres sevel-tiez evit Gwengamp, ha da reiñ deomp ur c’hant milion bennak a euroioù d’ar mare-se. Rak gant an arc’hant a c’hounezomp evit poent, ne c’hellomp ket paeañ mont en-dro un ospital hag ouzhpenn da se postañ arc’hant er savadurioù evit neveziñ goude » emezañ ouzhpenn. Resisaat a ra : « 50 % eus kollvezhioù an holl ospitalioù e Breizh o deus hor pevar ospital eus strollad an Arvor asambles ».
Nebeutoc'h a weleoù met muioc'h a labour : toulloù-trap an ospitalañ war an deiz
En ospital Sant-Brieg ne oa ket bet adkavet al live obererezh a oa a-raok an enkadenn yec’hedel e fin ar bloaz 2024 c’hoazh. E-touez ar re nemeto e oa e mod-se e Breizh, gant 30 milion a euroioù a gollvezhioù e 2024, ha 170 devezh well-wazh a-raok paeañ ar fakturennoù. « Al louzoù hag ar boued a vez prenet ganeomp da gentañ. Met embregerezhioù ‘zo ne fell ket dezho ober rakprizioù deomp ken, evit labourioù trezalc’h peurgetket. Reuz a ra da embregerezhioù ar vro », eme e renerez, Ariane Bénard.

Petra a zo kaoz d’ar gollvezh bezañ ket bras ? « C’hwezadur ar prizioù, koust an nerzh, kresk goproù labourerien ar prederiañ bet divizet gant ar Stad e fin enkadenn ar C’hovid » a respont Régis Delaunay. « Ranket en dije ar Stad uhelaat prizioù chomadennoù ar glañvourien evit kompezañ an dispignoù-se evit ma c’hellfemp kaout gounidoù » emezañ ivez o teskrivañ doare arc’hantaouiñ an T2A (lenn rann 2) : depand a ra gounidoù un ospital eus an obererezhioù a vez graet ennañ. Meur a gudenn a sav d’an ospital gant an doare arc’hantaouiñ-se, rak traoù a-enep a vez goulennet gant an ospitalioù. Ur skouer vat eus se eo ar surjianerezh war an deiz.
Abaoe dek vloaz eo digresket an niver a weleoù ha kresket an niver a « blasoù » evit klañvourien ospitalaet war an deiz, e medisinerezh pe e surjianerezh, e Sant-Brieg evel e lec’h all. Ar galloudoù publik o deus goulennet gant an holl ospitalioù ober ar cheñchamant-se, gant palioù resis : 70 % a surjianerezh war an deiz a-benn 2022 ha 55 % a chomadennoù medisinerezh war an deiz a-benn ar memes bloaz. Met mont a ra ar goulenn-se da skeiñ ouzh moger ar gounidoù a rankfe kreskiñ.
Fabrice Liszak de Maszary, rener ospital Montroulez, a zispleg an dra-se : « Izeloc’h eo prizioù ar jestroù a vez graet war an deiz eget ar re a vez graet oc’h ospitalañ an dud da vat. Ret eo ober kalz anezho, evel er c’hlinikennoù, evit ma vefe askorus. Kalz gwelloc’h eo evit ar glañvourien, met ur c’holl arc’hant eo evit an ospitalioù. Renerien an ospitalioù a c’houlenn groñs gant ar ministrerezh e vefe kresket ar prizioù-se ». Ar memes tra a voe lavaret deomp gant renerez ospital Sant-Brieg ivez. Ospital skol-veur Roazhon n’en deus ket respontet d’hor goulennoù, met gellet hon eus lenn un notenn guzh skrivet gant ar renerezh evit ar ministr Yannick Neuder pa oa deuet da Roazhon d’ar 7 a viz Genver 2025. « An tu kreñv bet kemeret gant an oberoù war an deiz […] a ra kalz gwall da c’hounidoù an ospital », a oa skrivet enni.
E miz Gouere, avat, e c’helled lenn war lec’hienn ar gazetenn Les Échos e rankfe an ospitalioù ober gant ar medisinerezh war an deiz evit espern arc’hant e budjed 2026, hervez François Bayrou.
Fall an traoù gant an ospitalioù bihan
Emañ ospital Sant-Brieg o paouez adkavout al live obererezh en doa a-raok ar C’hovid, abaoe penn-kentañ ar bloaz 2025. « N’on ket nec’het, war wellaat ez ay an traoù ganeomp. Kalz diaesoc’h e vo evit an ospitalioù bihan » eme Ariane Bénard, renerez ospital Sant-Brieg, o komz eus ospital Lannuon.
« Prest da gouezhañ » eo an ospital distro-se, lec’hiet 50 munut pell eus Sant-Brieg, eme bPascal Lasbleiz, dileuriad CGT an ospital. Ur gollvezh ken uhel hag 20 milion a euroioù a oa gantañ e 2024. E miz Gouere 2024 e skrive Kambr Breizh ar c’hontoù : « Stadañ a ra ar gambr c’hwitadenn ar steuñvoù adreizhañ bet lakaet e pleustr betek bremañ. N’heller ket mui soñjal postañ arc’hant war an hirdermen ken, neuze. Ankeniusoc’h c’hoazh eo ar stad-se eus an traoù pa ouzer eo uhel feur kozhentez an aveadoù (90 %) ». Kinnig a ra barnerien ar c’hontoù foran uhelaat prizioù an EHPAD evit kempouezañ digresk ar gounidoù.
Evit saveteiñ an ti-yec’hed e ali an ARS abaoe 2022 e tostafe an ospital ouzh liesklinikenn Bro-Dreger. Daou vloaz tabutoù a zo bet, hag a-benn ar fin eo bet dilezet ar raktres kevelerezh publik-prevez-se e miz Genver 2025. N’he deus ket respontet ar glinikenn d’hor goulennoù, met Ariane Bénard, renerez ospital Sant-Brieg, a zispleg an afer gant he sav-poent : « Nec’het e oa ar glinikenn gant ar stad dister a oa hini an ospital. Soñjal a rae dezho ne vefe ket gouest da bostañ arc’hant evit an traoù hon defe graet asambles. Kreñvoc’h e vijemp bet asambles, emezi gant kerse. Evit gwir, ne soñj ket din e vije plas evit kaout daou di-yec’hed evit poblañs bro Lannuon ».
Spi a oa evit Lannuon c’hoazh. Un aotre en deus goulennet renerezh Strollad ospitalioù an Arvor gant an ARS evit ma c’hellfe surjianed an ospital oberata krignoù-bev er benvegad koazhañ boued : ar surjianerezh onkologel koazhañ. Met digresket e vo an niver a aotreoù roet gant Ajañs ar yec’hed en Aodoù-an-Arvor. Pevar ospital o doa unan, ospitalioù Sant-Brieg ha Gwengamp evit ar re bublik, klinikennoù Plerin ha Bro-Dreger evit ar re brevez. Ne vo ket ken nemet tri a-benn fin ar bloaz 2025, rak un aotre nebeutoc’h a vo a-benn pemp bloaz.
D’ar glinikenn e rank mont surjian koazhañ an ospital evit oberata e glañvourien
Ma vo roet unan da Lannuon e vo lamet e hini digant Gwengamp. « Efedoù a vo war hon obererezh » eme Jalal Chiouar, medisin e servij ar surjianerezh, gant anken. Met e Lannuon eo bras an dalc’h. Ret eo adkemer rannoù marc’had a zo gant ar glinikenn brevez evit poent. E-touez annezidi bro Lannuon a ra ur chomadenn surjianerezh, ne ‘z a nemet 15 % eus ar glañvourien d’an ospital, pa ’z a 40 % da liesklinikenn Bro-Dreger. Gwashoc’h c’hoazh, d’ar glinikenn e rank mont surjian koazhañ an ospital evit oberata e glañvourien, rak n’eus nemet gant ar glinikenn ez eus un aotre eus an ARS. Ul lodenn eus amzer-labour ar medisin a vez restaolet d’an ospital gant ar glinikenn, met priz ar chomadenn a zo eviti.
Forzh penaos, bremañ m’eo bet dilezet an tostaat etre publik ha prevez, « n’eus raktres all ebet evit Lannuon evit poent» eme Ariane Bénard c’hoazh. Reolet eo trummadoù Lannuon da noz dizehan abaoe miz Ebrel 2024. E lec’h all e vez ospitalaet hag oberataet ar glañvourien, neuze, ar pezh a ra nebeutoc’h a c’hounidoù, rak 30 % eus obererezh ar bloc’h oberata a zeu eus an trummadoù. E 2019 e teue 68 % eus an dud ospitalaet eus an urjañsoù. N’eo ket ken nemet 11 % e 2023. Mont a ra an traoù war washaat. Nebeutoc’h a obererezh a zo en ospital, nebeutoc’h a c’hounidoù a zo, ha neuze eo diaesoc’h desachañ mezeien evit klokaat ar strolladoù labour. Hag a-benn ar fin e vez kaset ar glañvourien d’ar glinikenn gant o medisin boas, evit ma vefe graet buan war o zro, evel o deus kontet deomp surjianed eus Lannuon ha Gwengamp. « Ankeniet on, ya », eme Ariane Bénard. « Met n’hon eus ket tu d’ober mod all, rak gant an doare arc’hantaouiñ a zo bremañ, ne c’hell ket ospitalioù eus ar ment-se, o deus trummadoù, ur bloc’h oberata ha prederioù buhezel a ya en-dro noz ha deiz, gounid arc’hant a-walc’h evit en em dennañ ».
Skeudennoù gant Achille Ménard
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →