- Un adreizh a-bouez eo bet hini ar « prizioù hervez an ober », lakaet e pleustr e 2003. Ur priz a vez roet da gement jestr mezegel, hag ar priz-se eo a vez paeet d’an ospital lec’h m’eo bet graet.
- Met lod eus an oberoù mezegel n’int ket paeet mat, evel e tachenn ar c’hinekologiezh-amiegouriezh. N’eo ket ampletus an tiez-gwilioudiñ, neuze, hag un arguzenn eo evit klozañ anezho.
- Tenn e vez ar c’hevezerezh a sav etre an ospitalioù hag ar c’hlinikennoù, lec’h ma vez graet an oberoù an ampletusañ, ar surjianerezh war an deiz peurgetket, ur marc’had « spletapl » evit ar gennad prevez.
« Goulennet e vo gant an ospital bezañ ampletusoc’h », en doa lavaret François Bayrou e-kreiz miz Gouere. Prometet en doa neuze ne chomfe ket an ospital maez eus an arboelloù a oa d’ober gant ar budjed evit 2026. Daou viz abretoc’h o doa resevet renerien ha renerezed an ARSoù un notenn gant ar ministr kentañ diwar-benn « efedusted ha berzh an tiez prederiañ ». Anat eo al lizher : ret eo dispign nebeutoc’h. Ugent vloaz ‘zo e vez kanet an ton-se d’an ospitalioù.
« Traoù ampletus »
Abaoe 2003 eo techet an tiez prederiañ d’ober an « traoù ampletus » dreist-holl, evit ober gant titl an enklask etnografek en doa graet Pierre-André Juven, sokiologour, karget a enklaskoù er CNRS. Embannet e oa bet gant ar gelaouenn Anthropologie&Santé e 2018. Diouzh ar pennad-se eo bet tennet an diviz meneget a-us.

« Renerez an arc’hant : Daoust hag e vez graet an oberatadennoù gwellañ ganeomp ivez ?
Surjian : Un ospital publik eo hemañ, n’eus ket da choaz an oberatadennoù gwellañ, n’a ket mat ganeoc’h ?
Renerez an arc’hant : Met c’hwi ‘ra traoù ampletus ivez avelennoù, traoù e mod-se !
Surjian : Un ospital publik eo, ‘lâran deoc’h, n’hellomp ket oberata pa vez ampletus ha chom hep ober pa n’eo ket. »
Abaoe lezenn an 18 a viz Kerzu 2003 a denn da arc’hantaouiñ ar surentez sokial eo cheñchet da vat an doare da arc’hantaouiñ an tiez yec’hed, publik ha prevez. Gant ar « prizioù hervez an ober » (« tarification à l’activité » pe T2A e galleg) e vezont meret bremañ. « Poellekaat » ar reizhiad yec’hed o rediañ an ospitalioù d’ober dibaboù evit gwellekaat o oberoù ha dispign nebeutoc’h : sed aze palioù ar sistem nevez. A-raok an adreizh-se e veze arc’hantet an ospitalioù publik gant ur sammad hollek bep bloaz. Jedet e veze ar sammad roet da bep ospital hervez an dispignoù a oa bet graet gantañ ar bloavezh a-raok. Ma veze dispignet muioc’h gant renerezh un ospital d’ur bloavezh bennak e veze roet muioc’h dezhañ d’ar bloavezh goude, hervez ezhommoù preder an dud o chom tro-dro.
Ar prizioù hervez an ober o deus cheñchet ar sistem-se da vat : da bep ober mezegel ez eus ur priz, hag a vez cheñchet bep bloaz. Ar gounidoù-se a ra al lodenn vrasañ eus budjed an ospitalioù. Gwechall e resevent sammadoù arc’hant bet divizet gant ar Stad. « Cheñchet eo an doare da soñjal : dibaboù strategel a ranker ober evit labourat muioc’h en un dachenn pe eben, peogwir e vezer paeet gwelloc’h evito », eme Daniel Bouffort, bet rener al lec’haveiñ e meur a ospital hag ezel eus ar strollad « Le Monde d’après », a zifenn an ospital publik e Sant-Maloù. Gounidoù a rank an ospitalioù publik ober abaoe ugent vloaz, neuze. Met ar pal-se ne c’hellont ket tizhout anezhañ, rak sañset int da reiñ diraez d’ar prederioù da bep hini, noz ha deiz, ha bezañ gouest d’ober an holl brederioù, pa vefent paeet mat pe get.
« O kozhañ emañ an dud, chom a reont pelloc'h, n'eo ket ampletus »
« Ne raent nemet kaozeal eus taolennoù Excel hag eus ampletusted, evel ma vijemp bet en un embregerezh prevez, eme ur vaouez he deus roet he zesteni deomp, bet penn ur servij e pennospital Roazhon betek 2023, hag he deus divizet chom dizanv. Gwelet a raemp kuzulierien brevez ha publik a zeue da zisplegañ deomp penaos bezañ efedus. Lârout ‘raent deomp : « a-raok e chome an dud 10 devezh well-wazh ha bremañ e chomont 11 devezh, n’eo ket mat », « ret a enselladennoù ‘vez graet ganeoc’h », « re bell e vezont ganeoc’h ». Ha da ziskouez danevelloù obererezh deomp, gant taolennoù Excel, ha liv ruz ha liv glas… ».

Ar memes komzoù a vez klevet gant Fabrice Le Roux, dileuriad sindikad CGT pennospital Redon : « Ret eo kodifiañ pep tra : tennañ gwad, gwiriañ an derzhienn, hag all, hag all. Bep bloaz e cheñch ar prizioù ha war zigresk int aet e-pad bloavezhioù : n’eus tu ebet d’en em dennañ. Evit kaout ar memes gounidoù e ranker ober muioc’h atav. Ouzhpenn da se e vez an dud o kozhañ e Redon, chom a reont pelloc’h en ospital, n’eo ket ampletus ».
An niver a dud oadet a 0 da 44 bloaz a ya war zigresk abaoe 2011, pa gresk niver an dud ouzhpenn 60 vloaz, rummad ar « baby-boom », hervez ur vammenn. Ur boblañs o kozhañ a dalvez muioc’h a brederioù d’ober, muioc’h a dud dalc’het hag a dud gant meur a gleñved. Feur ar ganedigezhioù a ya war zigresk, ha tachenn ar c’hinekologiezh-amiegouriezh a vez paeet fall-tre gant ar prizioù hervez an ober. Setu penaos e ya an tiez-gwilioudiñ da goust moneiz d’an ospitalioù.
« Ur poent askorusted da 1200 gwilioud bep bloaz »
Da ziwall a oa ouzh stad an arc’hant e pennospital Dinan, a skrive kambr Breizh ar c’hontoù e miz Genver 2019. An ti-gwilioudiñ a oa kaoz, rak digreskiñ a rae an niver a c’hanedigezhioù dizehan : 990 a oa bet e 2010, met 680 e 2017. « Lavaret e oa bet deomp ne vije ket klozet an ti-gwilioudiñ, eme Erwan Beaudoin, dilennad an tu-enep e Dinan. Hag e 2020 e oa bet klozet ! » Reizh e oa hen ober, hervez kambr Breizh ar c’hontoù, rak digresket eo an niver a c’hanedigezhioù a 8,5 % en tiriad-se abaoe 2014.
Ouzh tiez-gwilioudiñ Felger ha Gwitreg (e 2022 ha 2023) en deus sellet kambr ar c’hontoù ivez, rak enno ne vez ket tizhet « ar poent askorusted ofisiel bet lakaet da 1200 gwilioud bep bloaz » gant ministrerezh ar yec’hed, a skrive an ensavadur. Daoust da se « n’emañ ket an ti-gwilioudiñ en arvar e mod ebet ! » e Felger, en deus respontet deomp David Chambon, rener pennospital Felger. Evit gwir eo renet e servij mammelezh gant penn servij ar c’hinekologiezh-amiegouriezh e pennospital skol-veur Roazhon bremañ. An daou skipailh mezegel a zo bet lakaet boutin, neuze, hag e mod-se e c’hell ar maouezed brazez o devezh kudennoù yec’hed bezañ damantet e Felger, kentoc’h eget bezañ kaset da bennospital Roazhon bewech. « Mat-tre eo an disoc’hoù hon eus, ha gant se eo solutoc’h ar servij publik-mañ hag a vern kalz deomp », eme zDavid Chambon.
Klozet tiez-gwilioudiñ prevez
Nebeutoc’h a wilioudoù, diouer a vedisined, met ivez prizioù re izel jestroù ar c’hinekologiezh amiegouriezh er prizioù hervez an ober : sed aze kudennoù an tiez-gwilioudiñ publik kement ha prevez. Savet e oa Lez ar c’hontoù a-enep d’ar prizioù-se : e 2023 e skrive e oa « techet an tiez-yec’hed d’ober ar prederioù o deus splet warno dreist-holl » hag « an amiegouriezh eo an dachenn m’he deus an dilañs brasañ ar gennad publik enni ». « Un euzhvil n’hell ket bezañ meret ken » eo deuet « an T2A » da vezañ, a skrive an ensavadur neuze, ha menegiñ a rae an diforc’h a oa etre koust gwir ar jestroù hag ar prizioù anezho. Bep bloaz e kresk an diforc’h-se, emezo, rak bep bloaz e vez izelaet ar prizioù evit digreskiñ an dispignoù foran war ar yec’hed. Tabutet e veze ar mod-se da arc’hantaouiñ ar yec’hed gant Penn-ensellerezh an aferioù sokial ha gant ar Sened e 2024, rak gantañ e vez techet ar gennad prevez da serriñ tiez-gwilioudiñ.

« Ur medisin en deus kavet gwelloc’h mont d’ur glinikenn ma n’eus ket a di-gwilioudiñ enni da labourat, eme ur medisin a labour en ur glinikenn brevez e Breizh. Evit bezañ diouzh tro e-pad 24 eurvezh en devezh un anesteziour un digoll a 230 € kriz. Ur peridural a vez paeet 240 € kriz. Met nebeutoc’h a c’hanedigezhioù a zo. Ma ne ra ar medisin anesteziour nemet ur peridural pa vez diouzh tro, n’eo ket paeet mat a-walc’h ». 19,5 € kriz evit un eurvezh labour e vo paeet an anesteziour e-pad e 24 eurvezh diouzh tro ma ne vez nemet ur c’hanedigezh. « Paeet fall-tre eo an amiegouriezh, setu perak e chom a-sav ar gennad prevez gantañ ivez », eme zDaniel Bouffort.
Evit gwir emañ ar strollad Vivalto, a zo e sez en Il-ha-Gwilen, o paouez embann e vo serret un ti-gwilioudiñ ganto e Boulogne-sur-Mer. « Diouzh an 10 ti-gwilioudiñ hon eus, sur ne chomo digor nemet 6 » en doa lavaret Daniel Caille, prezidant pennrener ar strollad, dirak ar Sened e miz Mezheven 2024. Goulennet hon eus ouzh ar strollad Vivalto hag e vefe serret hini pennospital prevez Sant-Gregor, e-kichen Roazhon. Respontet o deus : an ti-gwilioudiñ, « labelaet « Ospital Mignon d’ar Babigoù », a zo bet modernaet da vat gant digoradur ar pol nevez « Le Cocon » e miz Mezheven 2025. N’eus ket anv da serriñ an ti-gwilioudiñ-se evit poent ».
“Ne vo dilezet den ebet ha hervez ar pezh a vo graet gant ar gennad prevez e raimp-ni »
Ur strollad prevez all eo Hospi Grand Ouest. Emañ e penn daouzek ti-prederiañ e Breizh, hag heñvel eo an traoù eus o zu. War var emañ unan eus o ziez-gwilioudiñ, hini klinikenn Plerin en Aodoù-an-Arvor. Aet eo kuit meur a bediatrour, ha pennoù ar glinikenn o deus ranket goprañ medisined etretant evit labourat diouzh tro. 300 000 € a zo bet roet d’ar glinikenn gant Ajañs rannvroel ar yec’hed evit arc’hantaouiñ an dreistkoust-se. 2 500 € a c’helle bezañ koust un dro 24 eurvezh, hervez ur vammenn en ur sindikad. En ospital Sant-Brieg, an hini tostañ, emeur o klask bezañ prest da zegemer ar merc’hed na c’hellint ket mont d’ar glinikenn ken, gant « astenn ar salioù gwilioudiñ betek 1000 ganedigezh » eme Régis Delaunay, prezidant bodad mezegiezh ospital Sant-Brieg. « N’eo ket sklaeroc’h deomp eget da dud ar vro, n’eus ket bet divizet netra, met ret eo bezañ prest da bep tra, ar stad zo bremañ pe klozañ ti-gwilioudiñ Plerin. Hor perzh a servij publik a zalc’himp dezhañ forzh penaos, ne vo dilezet den ebet ha hervez ar pezh a vo graet gant ar gennad prevez e raimp-ni ».
Emvod-meur ar strollad Hospi Grand Ouest, perc’henn klinikenn Plerin, a voe aozet e miz Mezheven paseet. Ur vammenn en ur sindikad, a gemeras perzh en emvod-meur, en deus graet un diverradenn eus an eskemmoù diwar-benn an tiez-gwilioudiñ evidomp. « Nebeutoc’h a vugale a vez ganet. Ma vo nebeutoc’h-nebeutañ a c’hanedigezhioù e paouezimp gant ar gwilioudiñ hag an ospitalioù publik a ray war-dro an dra-se lec’h ma vo posupl dezho ».
Exemple de lecture : En 2020, les habitants du pays de Paimpol mettaient entre 10 et 20 min pour accéder à la maternité la plus proche. En 2023, ils mettent en 30 et 50 min.
Maget eo ar gennad prevez gant an diouer a brederioù en ospitalioù publik
Ouzhpenn tachenn ar c’hinekologiezh a zo. « Reizhiad ar prizioù hervez an ober en deus degaset lojik an arc’hant ha gant se eo deuet aesoc’h d’an ospitalioù prevez kreskiñ, muioc’h eget an ospitalioù publik, eme bPierre Gillouet, dilennad e Moñforzh. Peogwir ne ‘z ae ket en-dro an ospital publik gant lojik an arc’hant ha peogwir n’eus ket kement a redioù er gennad prevez ».
Betek 2003 e oa pal an ospitalioù publik reiñ ur servij publik ha respont da ezhommoù yec’hed ar boblañs, forzh peseurt hini ‘vefe ar c’houst. Ar gennad prevez, er c’hontrol, a yae en-dro gant palioù askorusted dija, ha jestroù mezegel paeet mat a veze graet ennañ dreist-holl. Ha setu an dalc’h : bremañ ma vez arc’hantaouet an ospitalioù publik hervez an ober ez en em gavont gant ar memes gounidoù hag ar re brevez, met perzh ur servij publik o devez c’hoazh. Muioc’h a heligentañ a zo etre an ospitalioù publik ha prevez, neuze, rak kreskiñ a glaskont tout ober evit ma kreskfe o gounidoù.
« Emañ Vivalto o tigeriñ gweleoù medisinerezh e Sant-Maloù pa vezont serret e Dinan, eme zDaniel Bouffort, bet rener al lec’haveiñ en ospitalioù hag ezel eus ar strollad « Le Monde d’après », a zifenn an ospital publik e Sant-Maloù. Hag en ospital emaint en soñj serriñ gweleoù, padal e vez peurgarget bep bloaz pa vez mare ar c’hleñvedoù-red. N’eus netra a-boell ganto ! »
Er strollad ospitalioù Renk Emrodez e vez bodet ospitalioù Sant-Maloù ha Dinan. Ennañ e vo serret eizh gwele ospitalañ e servij ar surjianerezh, ur gwele e servij an amiegouriezh, 37 gwele en trummadoù, 10 gwele ospital deiz e psikiatriezh evit an dud c’hour, ha pevar gwele e psikiatriezh evit ar vugale, sañset, adalek 2027. Hag e-pad ar mare-se emañ tud Vivalto o sevel un dachenn labourerezh yec’hed 4000 m2 e Sant-Maloù, hag o c’hlinikenn, hini Aod an Emrodez, a vo brasaet a-benn fin ar bloavezh 2026.


« Gwanaet eo plas an daou bennospital publik etre 2016 ha 2019, ha kreñvaet hini klinikenn Aod an Emrodez, klinikenn Sant-Gregor ha liesklinikenn Sant-Laorañs (Roazhon) ». Setu ar pezh a c’heller lenn e raktres ar strollad ospitalioù evit ar bloavezhioù da zont.
Pa vez klozet ur servij en ospital publik e teu buan an embregerezhioù prevez war ar marc’had. En Il-ha-Gwilen e voe klozet servij prederioù mezegel hag azgouestaat (SMR) ospital Breselien e 2022. Gantañ e c’helle ar glañvourien kaout prederioù hag azgouestaat goude un oberatadenn pe ur gwallzarvoud, nepell eus ar gêr.
Padal en doa prometet an ARS d’ar servij ospital e rofe « skoazell dezhañ […] evit ma vefe stabilaet an obererezh ». Les Hôpitaux Privés Rennais, isembregerezh d’ar strollad prevez Vivalto, a zo bet aotreet gant an ARS da zigeriñ ur servij prederioù hag azgouestaat tri bloaz war-lerc’h. « An embregerezhioù prevez a glask bezañ aotreet da vont e-barzh tachennoù barregezh ma ne vez ket postet kalz arc’hant enno gant ar yec’hed publik, a gav d’unan eus hor mammennoù en embregerezh. Ma ‘z eont war an dachenn-se, sur eo askorus dezho ».
Oberata war an deiz, an aour war ar raden gant ar c'hlinikennoù
Ar gennad prevez en deus postet arc’hant evit diorren an oberata war an deiz, evit galloud oberata klañvourien hep na chomfent da gousket en ospital. « E tiez-yec’hed prevez e vez graet al lodenn vrasañ eus ar chomadennoù war an deiz (61,4 %) », en doa merzhet Lez ar c’hontoù e 2023. Askorus eo : programmet eo an oberata, hep rouestlad ebet sañset, ha ne gousk ket ar c’hlañvour en ti. Oberatadennoù a bep seurt a vez graet e mod-se, evel surjianerezh al lagad, lemel un tumor en ur vronn pe en uterus, surjianerezh ar glin, hag all.
Ariane Bénard, renerez pennospital Sant-Brieg, a lavar ivez e vez tenn ar c’hevezerezh etrezo ha klinikenn Plerin, a zo perc’henn ar strollad Hospi Grand-Ouest warni : « Anat eo hon eus kollet rannoù marc’had gant klinikenn Plerin, an holl ac’hanomp (NGAS : ospitalioù strollad ospitalioù an Arvor : Sant-Brieg, Pempoull, Gwengamp, Lannuon). Eno eo e vez graet ar muiañ a surjianerezh ». 50 % eus ar surjianerezh war an deiz a vez graet enni en takad, ha 16 % nemetken en ospital Sant-Brieg.
« Kustum eo ar vedisined frank da gas o c’hlañvourien d’ar c’hlinikennoù », eme Younes Boulahia, surjian en ospital Gwengamp. Ha da reiñ ar skouer-se : « Da glinikenn Plerin e oa bet kaset unan eus ma c’hlañvourien, evit ma vefe oberataet kanol an arzorn dezhañ. Met ne c’helle ket paeañ evit ar prizioù ouzhpenn a vez lakaet gant ar glinikenn. Nec’het e oa e ouife e vedisin e oa deuet da gaout ac’hanomp zoken ». Kenouestlet gennad 2 eo al lodenn vrasañ eus surjianed ar glinikenn, ar pezh a dalvez e vez choazet o frizioù ganto o-unan. An Asurañs kleñved ne zaskoro ket d’ar c’hlañvour muioc’h eget priz ar gennad 1. Ar peurrest a vo dezhañ da baeañ, neuze, ma n’en deus ket a genwarez.
« Itrikoù » niverus a zo evit gwellekaat ar gounidoù, en deus kontet deomp ur vammenn en ur strollad prevez a zo perc’henn war meur a glinikenn e Breizh. « Lakaat a reont an dud da baeañ evit ur gambr pa ‘z int chomet war-sav e-barzh e-pad 30 munut. Memes mod e soñjont atav : ma koust ur jestr 60 euro, ha ma c’heller fakturenniñ anezhañ da 80 euro, d’al live ma vo daskoret d’ar c’hlañvour gant e genwarez, n’eus ket gwelloc’h ! ». Gall a reer soñjal ne cheñch netra ar prizioù kresket-se evit ar glañvourien, da gentañ. Met e gwirionez, ma kav d’ar strolladoù kenwarez e koust muioc’h ar prederioù da zaskor, e vo kempouezet ganto o kreskiñ skodennoù ar glañvourien.
Ar gennad prevez en deus an T2A met n’en deus ket redioù ar servijoù publik. Ar marc’h hag an arc’hant o deus, neuze : 92 % eus o arc’hant a zeu eus ar surentez sokial dre ar prizioù hervez an ober, met ne vezont ket rediet d’ober prederioù noz-deiz. En em savet e oa ar gennad prevez betek gervel ar vedisined frank da herzel da labourat e miz Mezheven 2024. A-benn ar fin en deus embannet ar gouarnamant e vefe kresket ar prizioù a 0,5 %, hep na vefe lakaet redioù ouzhpenn dezho, evit ar gennad prevez evel ar gennad publik. Gant se e c’hell ar c’hlinikennoù klask goprañ labourerien an ospitalioù publik o kinnig goproù hag aozioù labour kalz gwelloc’h dezho. Deskrivet eo e lodenn ziwezhañ hon enklask.
Skeudennoù gant Achille Ménard
Titouroù da gas deomp ?
Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.
Darempred →