Ospitalioù publik : un distruj programmet, ur marc'had evit ar gennad prevez

Caroline Trouillet, Isabelle Jarjaille, Raphaël da Silva - 07/10/2025

Digoradur

Splann !  he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc’hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat ar gennad prevez. Analizañ a reomp holl elfennoù un drailh programmet evit mat ar gennad prevez. 

Ouzhpenn 1 000 penn servij a roas o dilez eus o c’hefridioù melestradurel en ospitalioù eus pep korn-bro a zo e Frañs, e 2019. Ar bloavezh war-lerc’h, e-kreiz enkadenn ar C’hovid, edo an dud o sktrakal o daouarn ouzh o frenestr evit trugarekaat labourerien ar prederiañ. N’heller ket dioueriñ an ospital, padal ar bloaz-mañ e ranko an ospitalioù dioueriñ arc’hant c’hoazh : 700 milion a euroioù en deus divizet ar gouarnamant espern er gennad mezegel-ha-sokial a-bezh.

Splann! en deus dibabet ober ur bilañs eus sistem an ospitalioù publik e Breizh : kartennoù dibar ha labourioù enklask ledan a ro tro deomp da wellet resis pegen bras eo an distrujoù war ur gwir diazez : ar yec’hed evit an holl. An trummadoù en arvar fall, an ospitalioù o klask arc’hant, a ya en-dro evel embregerezhioù, ar savadurioù distrujet, ar medisined diviget. Lod eus ar glañvourien n’ez eont ket mui da gaout ar medisin, hag ur sektor prevez a zalc’h e nerzh en ur marc’had o vont war-raok.


Boest du

Titouroù sansupl ne foata ket d’an ospitalioù reiñ deomp

A-raok ma vefe embannet pennadoù diwezhañ hon enklask, e oa tri ospital o c’houlenn 5500 euro ganeomp. A goaz de betra? Bezañ goulennet kavout teulioù a bouez hollek, diwar-benn gouarnerezh an ospitalioù publik. Displegañ a reomp deoc’h an afer-mañ, zo an afer frankiz kelaouiñ.

Stourm a reomp abaoe tost ur bloaz bremañ evit tapout teulioù melestradurel : danevelloù stadañ kuzulioù evezhiañ an ospitalioù publik.

Hervez mellad 15 Disklêriadur gwirioù mab-den ha keodedour 1789, stag deus Bonreizh 1958 : “pep hini neus ar gwir da c’houlenn kont gant an ofiser publik eus e velestradurezh ». Koulskoude, lod eus an ospitalioù n’o doa ket c’hoant kas deomp an danevelloù-se. Setu ar pezh a c’hoarvez gant Ospital Roazhon, Ospital Brocéliande hag Ospital Gwitreg. Ouzhpenn-se, o deus goulennet ma vijemp kondaonet evit “gwall implij“. (procédure abusive)

Un arguzenn-mañ oa bet lakaet a-gostez gant ar Gomision evit mont e darempred gant an teulioù melestradurel (Cada) – un aotrouniezh dizalc’h a warant ar frankiz da vont e darempred gant an teulioù melestradurel – en ul lizher deiziet d’ar 7 a viz Mae 2025, met bet resevet ganeomp d’an… 29 a viz Eost. E-pad an dale-se, o deus goulennet an ospitalioù, digant lez-varn melestradurel Roazhon, « kondaoniñ Itron Isabelle JARJAILLE kenskriverez an enklask-mañ evit Splann!]  da baeañ […] 2 000 euros » da Ospital Broceliande ha da Ospital Roazhon, da lavaret eo 4 000 euro. Ospital Gwitreg deus goulennet ivez, e penn-kentañ miz Gouere, ma vefe kondaonet hor c’hazetennerez da baeañ 1 500 euro.

Hervez menoz ar Cada, hon eus disidet dec’hen gant hor goulenn da gaout danevelloù stadañ an ospitalioù-se. Evel re an ospitalioù Rance-Emeraude, Dinan ha Sant-Malo, ‘houlennamp c’hoazh dirak ar lez-varn melestradurel Roazhon. Pierre Januel, ezel eus Kevredigezh ar Gazetennerien evit an treuzwelusted ‘displeg : « Muioc’h-mui a ditouroù ne deuont ket betek an debat foran. A fe fall eo ar melestradurezhioù ha ne vezont ket kastizet. Ar gwir d’an treuzwelusted eo ar gwir bonreizhel. Met, e gwirionez vez diaesoc’h-diaesañ d’ar gazetennerien kaout an teulioù c’houlennont. Ben ar fin eo ur stumm prosezerezh minellan nevez. »

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Caroline Trouillet
Raphaël da Silva
Isabelle Jarjaille
skoazellet gant :
Julie Lallouët-Geffroy
Mersi bras da :

Lena Catalán Marcos evit an droidigezh, Achille Ménard evit e dresadennoù ha Claire Simonin evit he adlennadur gwirel sklaer

Hor c'hevelerien