Penaos eo aet war industrielaat hentenn an desevel moc’h

07/17/2024
Ines Leraud, Kristen Falc'hon
Moullit an enklask Moullit an enklask temps de lecture 6 mn lenn
Breizh eo brasañ pourvezer ar moc’h er Frañs a-bezh, gant 56% eus ar moc’h a vez desavet er vro, da lâret eo 7,27 milion pemoc’h bet desavet e 2021 e-barzh an 3950 atant a gaver e Breizh. Eus ur penn d’ar filierenn (boued, savadurioù, dafar, medisined-loened…) d’egile (ti-lazhañ moc’h ha aozerezh boued) ez eo 14 000 den a zle o labour d’ar filierenn-se e Breizh. Tad Kristen Falc’hon, ken-skriver an enklask-mañ, a zo bet ivez desaver moc’h askoridik (intensif). Ur sell war-gil war istor modernelaat an desaverezh-moc’h e-doug eil lodenn an XXvet kantved.

Betek an Eil Brezel Bed ne veze kavet atantoù sevel moc’h askoridik nemet tost d’ar porzhioù, d’ar stalioù fardañ fourmaj pe amann, dre ma talveze is-produioù diverret diwar an industriezhioù-se evit mont da lardañ al loened.

Met darn vras an 200 000 atant a veze d’ar mare-se e Breizh ne oant nemet atantoù lies-gounidegezh, edeier, legumaj ha chatal, hag a vage ur pemoc’h bennak (betek 10) ar bloaz.
Gant gwerzh ur pemoc’h e veze degaset gwenneien d’an atant da neuze. N’eo ket bet pell ar beizanted kaout ar soñj desevel un niver brasoc’h outo, met harzet e oant d’hen ober dre ma veze termenet eost ar bloaz : bouetaet e veze ar moc’h gant an edeier a chome ouzhpenn, pe gant avaloù-douar gounezet war al lec’h. Betek kreiz an XXvet kantved ne veze ket disoñjet mont da vesa, ul labour gouestlet d’ar maouezed dreist-holl, pa ranked kas ar moc’h d’ar c’hoad d’en em voueta diwar mez, pezh a veze graet e kornioù zo eus Breizh.

Enklaskoù diwar-benn ar boued, bet kaset en-dro dreist-holl gant an INRA, Ensavadur broadel an Enklaskoù Labour-douar – bet savet e 1946), met ivez diorren ar varc’hadourien boued-chatal a zegase ar boued «kemmesk» pe «hollek» ( a gaver enno bleud diwar loened, ha torzhioù eoulek) o deus roet tro d’al labourerien-douar da vont dreist an harz a veze evito o eost bloaziek.
Ar marchosioù erru goullo e oa erru goude ma vefe bet degaset an traktourien amerikan da geñver ar Steuñv Marshall a zo bet troet neuze da greier moc’h.

Gant lezenn 1966 war an desevel loened, hag ar steuñv evit skiantekat ar sevel moc’h e 1970, e krog da vat an arc’hantaouiñ a-vras gouestlet d’an enklaskoù genetek evit « gwellaat » ar moc’h (da lâret eo krouiñ gouennoù « fonnusoc’h » ha gouest da vevañ en un en-dro askoridik), ha da empentiñ savadurioù a c’hellfe degemer an desaverezh-loened industriel. Dre m’eo techet ar moc’h da vezañ paket gant kleñvedoù skevent e vezent laosket memestra da vont er-maez a-drugarez da borzhigoù diabarzh.


E Breizh-veur ez eo mouezh Ruth Harrisson a zo bet klevet ken abred hag e 1964 evit stourm ouzh planedenn galed ar moc’h e-barzh seurt atantoù, ha troet eo bet he levr « Animal Machine », (al loened mekanik) e seizh yezh disheñvel, pezh en doa lakaet ar C’hendivizad europat da sevel ar pennad war ar gwareziñ al loened en atantoù.

Ha koulskoude, adalek ar bloavezhioù 1980 e oa bet degaset ar gwenterezh mekanik azasaet evit ar sevel moc’h, evel-se eo bet roet ul lañs nevez d’an atantoù, dre ma roe tro dezho da c’hellout aozañ ar sevel moc’h troc’het diouzh an diavaez : bac’het ar moc’h noz-ha-deiz evit ar wech kentañ en istor.

Padal, ken abred ha 1970 e oa bet enkadennoù reoliek deuet diwar ar produiñ re a voc’h er Frañs, pezh a lakae priz ar moc’h da vont d’an traoñ.

Savet e oa bet KDSLD (FDSEA) Aodoù-an-Arvor a-enep krenn ar brasaat atantoù, er c’hontrol eus sav-poent KBSLD (FNSEA). E-doug kendalc’h miz Ebrel 1975, o doa embannet e oant « a-enep krenn berniañ an douaroù hag a-enep brasaat an atalieroù produiñ a oa kontrol da interest ar broduerien vihan. Mont war-zu ar c’hengreizañ evel m’emaer krog er bloavezhioù tremenet n’hell nemet kas d’un treuzkas produiñ ne vo talvoudus nemet evit an embregerezhioù bras ».

E Penn-ar-Bed ez eo Guy Le Fur, desaver chatal eus tu Landunvez, ha dilennet e penn Kevread broadel ar saverien moc’h (FNP) e 1976, hag hini ar C’hDSLD (FDSEA) e Penn ar-Bed, a stourm evit ma vefe reoliet ar marc’had gant un ofis publik emellour ; ma vefe bevennet barregezhioù produiñ an atant sevel chatal ; ma vefe kontrollet ment an atalieroù produiñ.


E Penn-ar-Bed ez eo Guy Le Fur, desaver chatal eus tu Landunvez, ha dilennet e penn Kevread broadel ar saverien moc’h (FNP) e 1976, hag hini ar C’hDSLD (FDSEA) e Penn ar-Bed, a stourm evit ma vefe reoliet ar marc’had gant un ofis publik emellour ; ma vefe bevennet barregezhioù produiñ an atant sevel chatal ; ma vefe kontrollet ment an atalieroù produiñ.

Raktal eo bet taget e raktresoù gant ar saverien moc’h dreist-frankizel, a gaved en o fenn Alexis Gourvennec (1936-2007) e-touez tud all. E penn atantoù sevel moc’h divent e Penn-ar-Bed koulz hag er Venezuela e oa, hag ivez pennrener ar gompagnunezh merdeiñ Britanny Ferries ha prezidant Kef rannvroel al Labour-douar adalek 1979. Plijout a rae dezhañ ar stourmoù feuls, ha diskleriañ en doa graet d’an Télégramme e 1976 : « Ret eo deomp leuskel da gouezhañ ar paour-kaezh trueged pa n’omp ket dedennet ganto. N’eus nemet evel-se ma c’hellimp gounit emgann ar produiñ. Ne lâran ket ne savo ket kudennoù gant tud paket fall, na ne rankomp chom hep ober war o zro. Met d’ar Stad eo da reiñ skoazell dezho, ha n’eo ket d’an dud a-vicher ha ne c’hellont ket chom da straniñ gant ruzerien d’o heul, p’emaomp e-kreiz ur stourm ekonomikel etrevroadel. »

Da heul ar stourmoù-se e voe kalet buhez familh ar Fur war ar bemdez, ha kontet en deus e veze « pellgomzadennoù dizanv diouzh an noz, boutelloù plouz gant ur voestad alumetez lakaet dirak dor e di, dic’hwezhet rodoù e garr … ». An doare-se da c’houlenn digantañ serriñ e veg en doa lakaet anezhañ da sevel, asambles gant tud all, ur sindikad disrann : Ken-gevread ar Beizanted (Confédération paysanne). Perzh en deus kemeret ivez evit sevel « Kengred ar Beizanted » (Solidarité Paysan) evit reiñ skoazell d’al labourerien-douar lakaet diaes.
Hag hiriv c’hoazh ez eo priziet-kaer skeudenn Alexis Gourvennec gant ar re a labour e bed an agro-bouederezh. E miz Gouere 2022 eo bet staliet e zelwenn 4 metrad a uhelder hag 11 tonenn a-bouez e Traoñienn ar Sent, un oberenn arc’hantaouet gant Kredid al Labour-Douar, SICA Kastell-Paol hag ar Brittany Ferries.

Boest Du

Bet savet ar pennad-mañ dre ur pennad-kaoz gant Clémence Gadenne-Rosfelder, danvez doktorez en EHESS war istor ar modernizañ an desaverezh moc’h e Breizh e-doug eil lodenn an XXvet kantved; hag ur pennad-kaoz gant Jean-Yves Falc’hon, Nicole ha Guy ar Fur.

Ti-feurm desevel moc’h Jean-Yves Falc’hon tro-dro 1980 eo an hini a zo war ar poltridi. Tad unan eus ar gazetennerien o deus skrivet an enklask eo.

Titouroù da gas deomp ?

Kasit ur postel da splann [@] riseup.net evit gouzout penaos kas dokumantoù en un doare suraet.

Darempred →