Ar gennad prevez oc'h ober e doull el liseoù labour-douar

Faustine Sternberg, Chloé Richard - 10/30/2025

251125 - Splann ! Enquête lycées accueil dossier bâtiment Crédit David Guyon

Digoradur

Un afer brevez eo kelenn al labour-douar e Breizh : 80 % eus ar 15 500 skoliad breizhat a oa skoliataet e tiez familhoù a-ziwar ar maez pe e liseoù labour-douar prevez en distro-skol 2024.

Ur perzh dibar hag istorel eo hennezh e Breizh. Gantañ eo deuet industriezhioù ar boued e-barzh ar skolioù labour-douar . 

Galloud ar sindikad labour-douar FNSEA hag industriezh ar boued a zo kaoz da gement-se, evit lod. Niverus-tre e vezont e kuzulioù-merañ kevredigezhioù merañ al liseoù-se, ha bras eo o fouez pa vez anv eus ober divizoù strategel. Bemdez en em ziskouez kooperativoù bras ha firmoù industriezh ar boued el liseoù ha war ar rouedadoù sokial. Ken-aozañ darvoudoù pedagogel a reont gant al liseoù, ha sinañ a reont emglevioù kenlabour ganto.

Treut eo ar peuriñ, neuze, evit kelenn an agroekologiezh hag an treuzkemmoù ekologel, daoust dezho bezañ er programmoù abaoe 2014. Ne vez ket postet kalz arc’hant warno, pa vefe e tiez-feurm al liseoù a ra danvez pedagogel d’ar gelennerien, pe er salioù-klas. Sistem al labour-douar askoridik an hini a vez lakaet war-wel el liseoù, neuze.

Kudennoù bras a c’hell sevel diouzh emrenerezh al liseoù prevez. Kuzh eo ar c’huzulioù-merañ anezho. N’eus dileuriad ebet eus ar gelennerien enno, ha ne c’hellont ket sellet ouzh ar c’hontoù. E The Land, ur c’hampus eus Il-ha-Gwilen, emañ an holl galloudoù gant ar rener hag ar prezidant. Bras-bras eo ar c’holloù arc’hant ennañ, ha bras ivez poan-spered ar skipailhoù pedagogel. 

Bras eo an arc’hant a vez roet d’al liseoù prevez-se gant Rannvro Breizh, ouzhpenn, daoust pegen kuzh e vefe o mont-en-dro. Ar Rannvro a sikour dezho da bostañ arc’hant, memes ma n’eo ket rediet d’hen ober. Padal n’eus ket peadra gant al liseoù labour-douar publik : ne vez ket postet arc’hant a-walc’h enno, ha n’eo ket desachet an dud yaouank ganto.

Boest du

Etre miz Meurzh ha miz Du 2025 omp bet o kas an enklask-mañ. An ensavadurioù ne respontent ket deomp ha ne zoujent ket ouzh hor gwir da gaout teulioù melestradurel. Ur skoilh bras eo bet deomp.

Gant prefetioù Il-ha-Gwilen, Mor-Bihan, Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed, gant Renerezh rannvroel ar boued, al labour-douar hag ar c’hoadoù (DRAAF) ha gant Ministrerezh al Labour-douar hon oa goulennet kaout an teulioù a ziskoueze :

Piv resis a oa ezel eus kuzulioù-merañ al liseoù labour-douar prevez ha publik e Breizh ;

Sammad an taos deskardiñ paeet d’ar skolioù-se ;

Bilañs kontoù al liseoù hag an atantoù stag outo.

Sañset eo an titouroù-se da vezañ publik, met n’int ket bet roet deomp gant an ensavadurioù.

Sezizet hon eus ar bodad evit an diraez d’an teulioù melestradurel (CADA), un aotrouniezh a zo he c’harg ober diouzh ma vo doujet ouzh ar gwir da bep hini da lenn an teulioù melestradurel. A-du eo savet ar c’hCADA gant hor goulenn. Daoust d’an diviz-se ha d’al lizhiri hon eus kaset ur wezh all, n’o deus ket respontet nag an DRAAF nag ar ministrerezh deomp.

Gant servijoù ar c’hevredigezhioù er prefetioù omp bet e darempred ivez. Roll izili kuzulioù-merañ meur a lise prevez hon eus goulennet ganto (Le Nivot e Penn-ar-Bed ha La Ville Davy en Aodoù-an-Arvor en o zouez). N’eo ket bet roet deomp nemet roll izili kuzul-merañ The Land (liseoù Saint-Exupéry). Evit an Nivot, da skouer, ne oa nemet ul lodenn eus bilañs kontoù al lise ken kozh ha 2011 da gaout er prefeti.

A-hed hon enklask hon eus kinniget d’an ensavadurioù kaozeal ganeomp dre gomz. Nac’het o deus hen ober bewech, pe n’o deus ket respontet. P’hon eus bet respontoù dre bostel e oant berr-tre pe ziglok.

Deus tu ar c’hCNEAP, rouedad ar skolioù labour-douar prevez kevratet gant ar Stad, a vez roet arc’hant publik dezhañ neuze, n’o deus ket roet digarez deomp da atersiñ anezho. N’o deus ket respontet d’hor posteloù zoken.

Ur gudenn vras eo ne vije ket posupl kaozeal gant ensavadurioù publik hag e vije ken kuzh o doareoù. Nec’het omp-ni, kazetennerien, gant ar stad-se eus an traoù.

Metodologiezh

Evit hon enklask n’hon eus labouret nemet war al liseoù labour-douar a ginnig stummadurioù evit produiñ boued hag a gas al liseidi da ziplomoù a roio ar gwir dezho da gaout sikourioù ma savont o atant dezho.

56 skol labour-douar a zo e Breizh.
13 lise a vez bodet en eizh skol labour-douar publik. EPLEFPA a vezont anvet ivez, evit Ensavadur publik lec’hel evit ar c’helenn hag ar stummañ war al labour-douar. Enno e kaver ul lise, un atant hag ur greizenn stummañ a-hed ar vuhez (CFPC) pe ur greizenn stummañ deskarded (CFA).

Evit ar skolioù prevez ez eus 28 lise labour-douar prevez a zo ezel eus rouedad al liseoù labour-douar prevez, ar c’hCNEAP. N’eus nemet 13 eus an 28 lise a ginnig stummadurioù labour-douar. Lod anezho ne ginnigont nemet stummadurioù war ar gwerzhañ pe e gennad ar servijoù.
E rouedad ar c’helenn labour-douar prevez ez eus 23 Ti ar familhoù a-ziwar ar maez ouzhpenn. Kevredigezhioù ezel eus rouedad an MFRoù int.

Kalz skolioù labour-douar a zo e Breizh 4 departamant, se ‘zo kaoz hon eus divizet chom hep labourat diwar-benn an MFRoù evit hon enklask. E mod-se e oa aesoc’h keñveriañ mont en-dro al liseoù publik hag al liseoù prevez ivez.

Daoust da se e c’hellit skrivañ deomp : contact [@] splann.org m’hoc’h eus titouroù da gas deomp diwar-benn an MFRoù.

Da echuiñ, n’hon eus graet hon enklask nemet e tachenn rektorelezh Roazhon. Kalz kempleshoc’h e vije bet an enklask d’ober m’hon dije lakaet roadennoù rektorelezh Naoned e-barzh. N’eo ket sur e vije bet dedennusoc’h, ouzhpenn, rak nebeutoc’h a liseoù labour-douar a zo e Liger-Atlantel.

 

Mont pelloc'h

Petra eo hon youl ?.

Falloc’h-fallañ ar jeu gant an endro er bed. Hag e soñj deomp eo ar c’hazetenniñ un ostilh da cheñch an traoù. Da dud ar vro da implij an titouroù embannet ganeomp a-benn bountañ war dilennidi ha kannaded

Arc’hantaouiñ

Paeet eo bet al labour-mañ 100 % gant tud voutin, dre chekenn pe dre al lec’hien Donorbox. Enklaskoù nevez ‘vo tu lañsan gant ar pezh ‘vo roet ganeoc’h. Tu zo tennañ 66 % eus an arc’hant roet diwar an talioù. Evit un donezon 100 € e vo paeet e gwirionez 34 € hepken ganeoc’h.

Ganeomp ne vo ket degemeret muioc’h a 10 % eus hon arc’hant digant ar memes kevredigezh pe aozadur : sed aze un doare da chom dieub ar muiañ posupl. Yalc’hadoù ivez na vezont ket digemeret ganeomp.

Enklask kaset da benn gant ar gazetennerien :
Faustine Sternberg
Chloé Richard
skoazellet gant :
Splann
Mersi bras da :

Lena Catalán Marcos ha Riwanon Kallag evit an troidigezhioù, Atelier Lugus evit an tresadennoù, Claire Simonin evit bezañ adlennet an testennoù.

Hor c'hevelerien