[Enklask nevez] Ugent servij trummadoù reolet e-pad an hañv, gwashoc’h-gwashañ e ya enkadenn an ospital e Breizh
Splann ! - 07/10/2025
Splann ! he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet evit mat…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Da gomañs e vo komzet eus an enkadenn a vez gwelet ar muiañ : hini an trummadoù. Ar wech kentañ eo : 20 diouzh an 33 servij trummadoù ospital a zo e Breizh he femp departamant a zo dija, pe a vo, reolet adalek ar miz Gouere-mañ. A benn-ar fin, ar gwir d’ar yec’hed n’eo ket evit an holl ken, deiz ha noz.
Ouzhpenn 1 000 penn servij a roas o dilez eus o c’hefridioù melestradurel en ospitalioù eus pep korn-bro a zo e Frañs, e 2019. Ar bloavezh war-lerc’h, e-kreiz enkadenn ar C’hovid, edo an dud o sktrakal o daouarn ouzh o frenestr evit trugarekaat labourerien ar prederiañ. N’heller ket dioueriñ an ospital, padal ar bloaz-mañ e ranko an ospitalioù dioueriñ arc’hant c’hoazh : 700 milion a euroioù en deus divizet ar gouarnamant espern er gennad mezegel-ha-sokial a-bezh.
Ar gwir da vezañ prederiet a rankfe bezañ gwarezet da bep hini, noz ha deiz. Berregezh war ar vedisined hollek, diouer a vedisined arbennik e kêr : emañ an urjañsoù o vougañ en ospitalioù, lec’h ma ne baouezer ket da glask war-lerc’h labourerien ha gweleoù. Silet e vez an dud klañv hervez pegen grevus e seblant o stad bezañ, met ivez, hep diskouez hag hep lavar, hervez al lec’h m’emaint o chom ennañ hag ar moneiz o deus. Ar gwir d’ar yec’hed n’eo ket evit an holl ken.
• Setu penaos e vez stambouc’het an urjañsoù gant an diouer a vedisined hollek : gennet eo ar servijoù etre re a dud klañv o tont ha re nebeut a labourerien.
• Abaoe un dek vloaz bennak eo bet an niver a weleoù o tigreskiñ en ospital. « Plasoù » anvet medisinerezh, pe surjianerezh, war an deiz, a zo bet krouet en o lec’h. Koulskouse, kozhañ a ra ar boblañs.
• Ar vedisined frank a labour e klinikennoù prevez a c’hin o kemer perzh en troioù diouzh noz hag e-pad an dibennoù-sizhun. Gant an urjañsoù peurgarget e teu ivez ur marc’had ampletus nevez, er gennad prevez : ar c’hreizennoù prederioù prim.
An enklask graet gant Isabelle Jarjaille, Caroline Trouillet ha Raphaël Da Silva, gant tresadennoù Achille Ménard, da adkavout ivez war Radio Breizh ha Ya!.