Kleuzioù ha girzhier en arvar : hon enklask nevez
Splann ! - 03/02/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Bep bloaz ez a diwar-wel 23.500 km kirzhier e Bro-Frañs. Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e vezont degemeret evel skoilhoù gant lod eus al labourerien-douar, dre ma vezont degemeret evel un diaezamant a vez o c’horrekaat ar mekanikoù. E kornog Frañs emañ en arvar ar garzhaoueg : spontet e vez skiantourien zo, ken buan ez a da fall ar girzhier.
Setu ar pezh a c’haller lenn en enklask nevez gant bet skrivet gant Nolwenn Weiler ha Yann-Malo Kerbrat. E Breizh, daoust d’an holl arc’hant publik plantet e programoù evit saveteiñ ar c’hleuzioù e kendalc’h da vont diwar-wel kirzhier e lec’hioù gwarezet beteken. Gwashoc’h c’hoazh : 80 % eus ar garzhaoueg n’eo ket kempennet mat.
N’eus teul ebet e Breizh a renablfe ar c’hleuzioù bet diskaret. Gant Splann ! eo bet kaset un enklask en ul lodenn eus Bro-Dreger, e gwalarn ar vro.
Hep mar na marteze e konter 159,2 kmad kleuzioù aet da get etre 2003 ha 2023.
En takad-mañ e kaver meur a arouez eus ar stourm evit kalite an dour.
Da gentañ e kaver ennañ takadoù keriakaet-tre, ha takadoù kleuzioù ha girzhier stank-tre ivez.
Eno emañ eienenn al Leger hag eno e ya betek ar mor, ar stêr nemeti e Breizh gant al label «Stêr gouez» evit al lodenn en argrec’h anezhi. Hag erfin e kaver war an takad-mañ ivez kudenn ar glandour (bezhin glas) e bae Lokmikael-an-Traezh.
Kement servij degaset d’an endro gant ar girzhier ha kleuzioù, met dreist-holl d’ar boblañs a-bezh, padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al labourerien-douar nemetken. Merañ ar c’hleuzioù ha girzhier a c’houlenn neuze amzer hag arc’hant. Evit ma chomfent en o flas e vefe ret sikour al labourerien-douar, ha ma vefe niverusoc’h ar re-se.
Paket eo ar vro gant ul luskad sokial a-berzh al labourerien-douar abaoe un nebeud sizhunvezhioù. Hag hervez labourerien-douar zo ez eo gwarez ar c’hleuzioù a zo un diaester da skarzhañ. Embannet eo bet neuze gant Gabriel Attal, pa oa ret dezhañ degas ur respont, e vefe eeunaet ar reolennadur en e raktres lezenn anvet « evit ul labour-douar emren ».
Daoust d’ar reolennoù a dalvez hiriv an deiz e kendalc’h ar girzhier hag ar c’hleuzioù da vont war fallaat. Ha ken buan m’eo bet souezhet ar glaskerien. E kaoz : patrom askoridik al labour-douar, ha brasaat ar parkeier.