[Enklask nevez] Imerys Groñvel : mengleuzioù pistrius e Breizh
Splann ! - 11/22/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Kontammet eo endro brasañ mengleuz digor er Frañs gant metaloù pistrius a bep.
E Groñvel, e Kreiz-Breizh Aodoù-an-Arvor, eo ledet tamm-ha-tamm levezon ar gompagnunezh etrevroadel Imerys, en ur glask reiñ outi hec’h-unan ur skeudenn pozitivel, kement ha lakaat an dud da asantiñ ouzh he mengleuz andalouzit hag hec’h astenn.
Met krog eo an daolenn da deñvalaat diwar taolioù kreñv enebiezh ha reuz kreñv hag ingal.

En tu all d’ar skeudenn a embregerezh familh ez eo Imerys Groñvel unan eus ad-embregerezhioù un impalaeriezh finañsel gwall ledan. En e benn e kaver rumm ar re Frère hag ar re Desmarais.
Pell eo neuze ar pennoù-bras diouzh ar reuz sokial, pa c’hell ar renerien gounit milionoù a euroioù a-drugarez d’ar min e Aodoù-an-Arvor.
Kavout a reer ivez ar sontadeg-mañ gant hor c’hevelerien : France 3 Bretagne, Basta!, Reporterre, Le Poher, Radio Breizh ha Ya!.