E Treveneg e lak ur gwallreuz naturel ar c’hêriekaat diwar re war-wel, en desped da bep tra
Jérémie Szpirglas - 03/05/2026
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

An 21 a viz Gwengolo 2025 e oa bet dourbil spontus en Aodoù-an-Arvor. Tro-dro da dTreveneg e oa bet enrollet gant ar savlec’hioù meteorologel tost da 100 mm glav en ur 24 eurvezh. Div wech eta ar pezh a vez dre geidenn en ur ober ur miz a-bezh e miz Gwengolo en departamant. E-touez an dilerc’hioù war-eeun, e vez ar glaveier-se o lakaat gwazh Kerpont da fotañ, a-hed ar bourk, davet ar mor.
Ar freuzoù a zo spontus : diskaret ur c’harr en ur ruzelenn bet savet gant an dour-red, kaset kuit an terkadurioù-kêr. Izeloc’h un tammig ez eo beuzet penn-da-benn an tiez war-bouez traoñienn Kerpont ha straed Sant Mark deuet da vezañ ur stêr-froud pri.
An draezhenn ivez he deus miret roud eus an darvoud, ouzhpenn ur metr uhelder traezh zo bet kaset kuit. Ur sizhun diwezhatoc’h he doa tapet ar gumun lakaat anavezout ar « gwallreuz naturel ».
« Ar wazh-dour-mañ n’eo ket graet da lonkañ ur c’hementad dour ken bras », eme Marcel Sérandour, maer (distrollad) Treveneg, e ti hon c’heneiled eus franceinfo. « Fotañ a ra, erruout a ra deus partout, hag e fin ar gont e tegouezh ar pezh emaomp o paouez gwelet amañ. Bet hor boa se c’hoazh, e 2022, eme an dilennad adarre, met ne oa ket ken gwazh. En em lavaret a reer : dour bras ar c’hantved eo. Ha nann, siwazh n’eo ket, pevar bloaz goude e oa erruet adarre. »
E-keit-se ez eo kemennet gant ar gumun war Facebook an difenn moned da draoñienn Kerpont, ha ma n’haller ket gouzout en a-raok pegoulz e vo barradoù glaveier, ar pezh ne lavar ket ar maer eo e c’halled gouzout an dilerc’hioù en a-raok. Hag an dibaboù keraozañ, tapet en ugent vloaz tremenet, na pa oa e respedoù dezhañ ivez (abaoe 2014), o deus gwashaet koust ar freuzoù savet gant ar gwallamzerioù-se, na pegen ral e vijent.
« Dourioù-ruilh ar bourk a zo skarzhet kuit evit ar braz anezho davet gwazh Kerpont » : skrivet eo sklaer e-barzh an danevelloù enklaskerezh a denn da steuñv lec’hel ar c’heraozañ (SLK pe PLU e galleg) ar gumun. Ha se a gaver enno abaoe 2019 da nebeutañ.
En ur genderc’hel da gêriekaat ar bourk e lak artifisieladur an douaroù da zigreskiñ ar varregezh da lonkañ ar glaveier, ar pezh a lak da greskiñ volum an dourioù-ruilh. Ha gant-se, ur rikl brasoc’h d’ar wazh da vont er-maez eus e naoz.
Evel ma oa bet diskoachet gant Splann ! en e enklask arvor, bet embannet e miz Genver 2025, traoñienn Kerpont a zo gant meur a frailh keraozañ hag ar PLU-où ac’h easae diskar anezho a bep eil abaoe 2020.
A-benn talañ d’ar c’hêriakaat er gumun 813 annezad en Aodoù-an-Arvor, n’eo ket an dalvoudegezh evit an endro un dra a-bouez, a-du gant ar vandenn natur-mañ. Seblantout a ra bezañ un dalc’h tra ken a-benn kenderc’hel da artifisielaat tro-war-droioù Les Dalliots, e Gevred an draoñienn.
Adalek 2019, Renerezh-departamant an tiriadoù hag ar mor (RDTM pe DDTM e galleg) ha prefeti Aodoù-an-Arvor a oa prederiet gant statud an takad naturel-se, ul lodenn anezhi a oa deuet da vezañ « takad kêrel diduamant dre ar maezad ». A-benn lavaret d’un doare sklaer : ur park-kêr, er PLU diwezhañ e pleustr abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2025 (da lâret eo ur sizhunvezh a-raok ar pezh barrad glav), da lâret eo ez eo kendeuzet an draoñienn gant ar bourk.
A-hed an draoñienn eo bet kêriekaet takad Kervalo, da genderc’hel gant bourk Treveneg, betek mont d’an ti-feurm gant an anv-se.
E-kichen rik da bennti kozh Kervalo, ha da gemer plas ar savadurioù labour-douar, e tiviz ar gumun sevel ur « greizenn da zegemer meur a rummad tud » e 2021, a-benn liesaat ar c’hinnigoù sevenadurel (diskouezadegoù, abadennoù, mediaoueg, bodadoù-studi…) ha sikour diorren ar vuhez kevredigezhel.
Ar c’houst hollek zo sañset bezañ 1,77 milion a euroioù, alese 346.701 euro roet gant an Departamant hag ar Stad, ha lod eo ar sal nevez-mañ eus « raktres-meur ar respetad », eme Marcel Sérandour d’hon c’heneiled eus an Télégramme pa oa bet al lid-digeriñ an 13 a viz Kerzu tremenet, gant an anv « L’Escale ». Hag e soñj an dilennad emañ implij se da arguzenn kabaliñ a-benn tapout un trede respetad en dilennadegoù-kêr a vo ar 16 hag an 22 a viz Meurzh 2026.
E-giz ma’z eo test tuadur an terkadurioù ha programadur ar PLU e 2020, ouzhpenn d’ar sal lies-rummad, ar raktres terkañ-se e-kostez Kervalo en deus ivez ul lotisamant kentañ pevarzek tachenn ennañ, e tu Hanternoz ar sal, un doare da leuniañ ar fraost labour-douar a oa betek-hen oc’h ober an disparti etre an ti-feurm ha peurrest ar bourk.
Ur fraost bet prenet gant ar gumun ul lodenn eus an tachennoù anezhañ, gant prizioù etre un euro ar metrad karrez (evit an tachennoù labour-douar hep savadur ebet) betek 30 euro, hervez rentaoù-kont ar c’huzulioù ti-kêr etre ar 15 a viz Kerzu 2020 hag an 28 a viz Du 2023.
Dre holl ez eo diazezet an oberiadur evit ul lodenn anezhañ gant ma vo gwerzhet al lodennoù-se, en ur gumun a stourm a-enep d’an diouer a dachennoù da sevel-tiez d’ur priz dereat.
Gant ar preder reizhabeget da ginnig anezho d’ar familhoù o deus c’hoant d’en em staliañ er gumun, ez eo miret ar werzh d’an annezadurioù pennañ, ha reiñ lañs d’ar re o prenañ evit ar wech kentañ. Lakaat a ra ar gumun e pleustr ur sistem poentoù (5 evit an nevez-perc’heien, 2 evit unan gant un den nammet en o zouez, 2 evit ar re o chom e Treveneg a-raok sevel ar goulenn, h.a.), a-benn reiñ un urzh priorelezh da bep teuliad resevet.
Da gentañ penn e oa sañset bezañ lodennoù evit feurmerien sokial. Allas ! Ar feurmer a oa emouestlet n’en deus ket kavet e gont a-benn ar fin.
Da gustum e c’hoari ar feurmerien sokial gant ar volum da zigreskiñ ar c’houst hollek : priz graet ha tout ul lojeiz sokial a zigresk seul vrasoc’h an niver a lojeiz savet.
Evit raktres Kervalo ne oa nemet tri lojeiz rakwelet, ha gant-se ne oa ket gwall zesachus ar priz hiniennel. Aet eo kuit ar feurmer eta, hag e miz Mezheven 2024 e cheñch ar gumun e soñj ha divizout a ra rannañ al lodenn sañset da sevel lojeiz sokial e div lodennn « miret evit ar re skoazellet da vont da berc’henn ».
Lakaet ar prizioù 125 euro ar metrad karrez evit al lodennoù miret d’ar re skoazellet ha 150 euro ar metrad karrez evit ar re all – an diforc’h e-keñver ar priz da brenañ hag an hini bet prenet gant ar gumun a zo abalamour m’eo bet hentaouet al lodennoù, hag e vez keroc’h tachenn da sevel-tiez eget reoù ne vezont ket da sevel-tiez (ar pezh a oant er PLUoù a-raok).
N’eus bet prenet lodenn ebet gant den ebet koulskoude. Daoust-hag ez eo abalamour m’eo dinerzh ar marc’had ? Krest ar feurioù amprestiñ ? Pe c’hoazh gortozerezh an danvez prenerien ? Diaes da lâret.
Savet ar gaoz war an dalc’hioù artifisielaat hag an diouer a brenerien, n’en deus ket bet c’hoant ar maer da respont d’hon goulennoù.
E miz Du 2025 e tiviz ar c’huzul ti-kêr digreskiñ ar prizioù memestra da 109 euro ha 134 euro.
Ha pa’z eo ret mat postañ arc’hant, evit an hentaouiñ da skouer, n’eus ket bet dibab all gant ar gumun eget amprestiñ arc’hant. Ur sammad kentañ, 464.000 euro da rentañ en ur 36 miz zo sinet e miz Mezheven 2024. Da heul, e miz Meurzh 2025, savet un eil amprest, da ambellaat an hini kentañ, da rentañ en daouzek miz ha tostaat a ra an termen anezhañ eta.
N’eo ket echu an afer. E PLUI Tolpad-kêrioù Sant Brieg, e pleustr abaoe ar 15 a viz Gwengolo 2025, e teu war-wel un eil raktres lotisamant e-kostez Kervalo, stok d’an hini kentañ en e Reter.
Lotisamant war ribl… traoñienn Kerpont just a-walc’h
Skrivet deomp : contact [@] splann.org ha displeget e vo deoc’h penaos kas teulioù deomp en un doare sur.