Deroù miz Du e oa Vincent Raoult o teurel ur sell war gontoù Canal Ti Zef war al lec’hienn Associations.gouv.fr. O treiñ pajenn ar gouel bloaziek tro-dro d’ar skeudennoù alternativ e oa ar chadenn skinwel lec’hel, hag o prientiñ ar budjed evit 2024 e oa ar merour, pa welas e oa bet nac’het un teul goulenn yalc’had « war ziviz aotrou prefed Penn-ar-Bed ». Evel ar bloavezhioù tremenet e oa bet fiziet gant ar gevredigezh un teuliad dre wir Font diorren ar vuhez sevenadurel (FDVA), ur font a skoazell ar frammoù bihan « a gemer perzh e startijenn ar vuhez lec’hel » hag a c’houlenn perzhiadur reoliek an dud a-youl vat.
«Un ali a-du hon oa bet pa oamp tremenet dirak komisionoù departamant ha rannvro e miz Even », eme Vincent Raoult, souezhet. El linenn e kaver just a-walc’h un teul a gadarna an diviz bet kemeret d’ar 1añ a viz Even. Ha pa ne oa ket embannet da vat an diviz hag e ranke bezañ ofisielaet dre un diferad dereiñ (arrêté d’attribution e galleg), da vezañ roet gant ar prefed. Ur bazenn ha ne zlee bout ken met un difrae.
Souezhet, ar paotr a c’houlennas raktal un emgav er prefeti hag en is-prefeti, dre ul lizher erbedet. « Nac’het eo bet ar yalc’had-se war ziazez un toullad titouroù bet treuzkaset din gant ma servijoù, hag a ziskoueze splann din lodennoù eus ho mont en-dro ha n’hellont ket klotañ gant ar gevrat engouestl republikan bet sinet ganeoc’h a-hent-all», eme d’ar 4 a viz Genver Jean-Philippe Setbon, is-prefed Brest, en ur respont a dalvez d’ur c’hwistad.
Tamm-ha-tamm hag abaoe 2022 eo bet rediet an holl gevredigezhioù a c’houlenn yalc’hadoù da sinañ ur gevrat engouestl republikan. Diveret eo diouzh al lezenn a vez graet « lezenn an disrannañ », hag a vez kinniget gant ar gouarnamant evel ur benveg stourm ouzh an islamouriezh. Un doare ober zo bet nagennet abaoe ar penn-kentañ gant aozadurioù evel Kevre Gwirioù an Denelezh, pa gav dezho ez eus eno ur « mod da waskañ a ya a-enep al liested politikel ».
Selloù troet war-zu An Dazont
Met petra ‘ta zo bet graet gant Canal Ti Zef, ur media ‘neus tapet e blas e bed ar c’hehentiñ e korn-bro Brest abaoe 2001, evit ma vefe kollet ganto, war ziviz ar prefed, ur yalc’had a 2.500 €, pezh n’eo ket gwall dra, hag a oa bet kadarnaet gant daou gomision a vod dilennidi, kevredigezhioù, arbennigourien ha dileuridi ar Stad, koulskoude ?
« A-drek al leur e lârer e vefe bet e-liamm gant An Dazont », a soñj Vincent Raoult diouzh e du, hag aze e veneg al lec’h em-veret a veze kaset en-dro ganto nozvezhioù plasenn Guérin, betek miz Gouere. « Ingal a-walc’h ez eomp war al lec’h evit aozañ bannadennoù filmoù digoust evit an dud. »
An Dazont, aze emañ an istor en istor. Ur skoat sevenadurel bet aozet gant annezidi a ya a-enep da vourc’hizekadur karter Sant Varzhin, lec’h meur buhez studierien Vrest. Dleout ‘ra e anv diwar ur sal gouelioù a-gozh, a oa bet distrujet gant kumuniezh kêr Brest, o tegas evel-se droukrañs ha buanegezh en dud a-ziwar-dro. Meur a raktres a oa bet degaset gant an ti-kêr evit al lec’h-se : un ti-annez evit ar re gozh, ur savadur prevez da feurmiñ, ha goude-se ur vagouri. Met izili ar c’henstroll Dazont ebet hep An Dazont a fell dezho mirout ul lec’h digor d’ar c’henstrolloù ha d’ar c’hevredigezhioù er c’harter, « pell diouzh un doare ober kenwerzhel ha diaweladoù ar verourien ». Goude ma vefe bet abadennoù, sonadegoù, atalieroù ha predoù evit an holl dud bet lakaet er-maez eus tachennoù a bep seurt, setu ma krog Brest Meurgêr da sevel he mouezh evit gellet adtapout an dachenn. Un hanterouriezh bet fiziet en ur c’habined prevez e 2023 a oa bet un tenn er c’hleuz. War zigarez ur riskl bennak war ar surentez e oa bet grataet d’an dilennidi ma vefe bet skarzhet an annezidi, dre gemennadur daveidigezh (référé e galleg). Erru archerien-red, poliserien hag izili ar Raid evit skarzhañ an dud amjestr a daolioù grenadennoù daeraouiñ, abred diouzh ar mintin, d’ar 27 a viz Gouere. N’o deus ket padet pell ouzh an tagadennoù ar bardelloù bet savet war ar prim, ha gant un embregerezh sevel tier eo bet fontet ar savadurioù.
Goude kement a vuzulioù bet implijet evit diskar anezho, gwelet An Dazont o c’henel en-dro diwar e ludu zo bet ur gwir flac’had war fri tud ar veurgêr.
Gwask lakaet war ar Patronaj Laik Guerin da gas kuit un animatour stourmer
Teir c’hevredigezh all eus kêr-Vrest, Radio U, Ekoumène hag ar Patronaj Laik Guérin zo bet kelaouet ivez e oa bet tennet diganto o yalc’hadoù FDVA, war ziviz aotrou prefed Penn-ar-Bed. An hini gentañ, ur media studierien, an eil ur sal stag ouzh un annez a-stroll, hag an trede o vezañ ur greizenn sevenadurel e doare Ti ar Yaouankiz hag ar Sevenadur. « D’hor soñj, a zispleg Guillaume, ezel eus ar gevredigezh Ekoumène, ez eo abalamour ma oa frank hor skoazell d’An Dazont. »
Evel m’eo bet graet gant Canal Ti Zef, ha gant un ugent bennak a frammoù engouestlet el luskad sokial, eo bet sinet neuze komzoù skoazell gant Ekoumène, ur sinadeg kaset en-dro gant ar c’henstroll Dazont ebet hep An Dazont, d’ar mare ma rede trouzioù e vefe bet skarzhet an dud. E Radio U e oa Antoine Galloux o kontañ penaos en doa bet pedet izili ar c’henstroll da zont da gemer ar gaoz war ar gwagennoù. Ha peadra e vefe aze da lemel ur yalc’had ? « Ma vefe gwir, e vefe taget spontus ar frankiz ezteurel », eme an implijad en un huanad.
Sklaeroc’h met ankeniusoc’h eo stad ar patronaj laik Guérin. Evel ma oa bet diskleriet gant hor c’heneiled en Télégramme, e oa en em gavet d’ar 24 a viz Ebrel 2023 er burev ul lizher bet kaset gant ar pennadurezhioù. Ennañ e venege sklaer an is-prefed Setbon ma oa bet « desachet e evezh meur a wech war emzalc’h unan eus an animatourien a oa implijet gant ar gevredigezh ». Un animatour a gemere perzh er c’henstroll Dazont ebet hep An Dazont. « Estreget kas d’al lez-varn a gastiz en afer-mañ, hag hep mennout emellout en ho kallout merañ a chom ganeoc’h, met an emzalc’h-mañ a ro d’en em c’houlenn war pegen gouest eo an animatour-mañ da gas ar gefridi bet fiziet ennañ evit ambroug bugale yaouank », eme pelloc’h dileuriad ar Stad, en ur venegiñ ouzhpenn e c’hellfe bezañ « lakaet en arvar peurrest ar yalc’hadoù Stad a vefe goulennet en amzer da zont gant ho kevredigezh ».
« N’on ket bet kaset dirak al lez-varn diwar abeg ebet, din da c’houzout », a respont an animatour bet lakaet e kaoz, ha displegañ a ra ouzhpenn e oa engouestlet war lec’hienn An Dazont war e amzer brevez. « Peadra d’en em c’houlenn war peseurt lodenn eus ma frankiz a chom da vat ganin. »
« Spontet ha fuloret » dre m’eo, d’he soñj, « tizhet frankiz da gemer perzh en ur gevredigezh », Gwenaelle Fily, renerez Patronaj Laik Guerin a embann sklaer ez eo « er-maez eus e roll » pezh zo bet diskleriet gant an is-prefed. « Kadarnaet hon eus dezhañ adarre pezh a oa hor plas hag hor roll, dre m’emaomp implijerien sañset lakaat kod al labour da dalvezout, ha dres aze ne oa ket ar fedoù a oa rebechet ouzh an implijad e-liamm gant e brantad labour. Ur raktres freskenn a-stroll hon eus evit hon deiz-ha-bloaz, goulenn a reomp ur yalc’had a 2 000€ evit-se, hag abalamour ma vefe an is-prefed o klask tizhout un implijad zo ganeomp abalamour d’ar pezh a ra war e amzer brevez, e vefe tennet ar yalc’had-se diganeomp ? » Kevread PL Guerin e Kevre Deskadurezh Penn-ar-Bed ‘neus degaset e skoazell d’ar gevredigezh, ha goulennet un emgav gant an is-prefed.
Marion Ogier, an alvokadez e gwir foran bet aterset ganeomp a soñj ganti ne ro gwir ebet lezenn 1901 a-zivout ar frankiz a gevredigezh ne ro droad ebet d’ar velestradurezh da gemmeskañ en doare da verañ implijidi ur gevredigezh. D’an nebeutañ a-raok ma oa bet savet ar gevrat engouestl republikan (CER). « M’eo bet graet un torfed gant an ezel e-doug prantad labour er gevredigezh, m’eo bet manket d’ar CER, e rankfe ar gevredigezh lakaat ar mank da baouez diouzhtu », setu pezh zo dielfennet gant ar wiraourez. Ha koulskoude : « m’eo bet graet gant an den un torfed ha n’en deus netra da welet gant ar gevredigezh, evel-just n’heller ket rebech ouzh ar gevredigezh bezañ c’hwitet war e gevrat engouestl republikan ».
« Ur prefed oc’h ober evel ur priñs en e rouantelezh »
Ar peder c’hevredigezh zo skoazellet gant al Luskad Kevredigezhel Breizh. E-doug emvod diwezhañ komision rannvroel an FDVA eo bet taer prezidant ar c’hengevredad, Thierry Abaléa, o tamall « un diviz amsklaer a-berzh ur prefed oc’h ober evel ur priñs en e rouantelezh, o tapout dreist-gwirioù evit dilemel gant beg e bluenn, hep tamm displegadenn, ma vefe roet ur yalc’had a oa bet degemeret alioù a-du hed-ha-hed an argerzh imbourc’h (processus d’instruction e galleg) ».
« Ar wech kentañ ma c’hoarvez un dra a seurt-se e Breizh, din da c’houzout », eme Thierry Abaléa, ankeniet un tamm, p’emañ e aozadur o c’houlenn ma vefe tennet ar gevrat engouestl republikan « a lakae en arvar da lakaat dindan ward ar bed kevredigezhel ».
Degas a ra da soñj m’eo bet roet an tu d’ur gevredigezh paket en ur c’horn-bleg heñvela-walc’h e miz Du tremenet : Alternatiba Poitiers, a veze rebechet outi gant an is-prefed ar Vienne bezañ aozet un atalier disenterezh keodedel.
« N’eo ket trawalc’h lâret « dre vras e kavan n’eo ket dereat an emzalc’h-se », ret eo ouzhpenn-se abegiñ evit ma vefe komprenet perak e vefe bet torret ar gevrat CER, evit ma vefemp gouest d’en em zifenn », a zispleg deomp Marion Ogier e anv ar gevredigezh ekologel. «Devarnadurezh afer Alternatiba Poitiers zo ma ranker kaout ul liamm eeun etre oberiantiz ar gevredigezh ha strafuilh an urzh foran. »
Padal ez eo liesaet skouer ar c’hevredigezhioù a goll o yalc’hadoù abalamour m’o deus dalc’het ul liamm gant kenstrolloù war hent an disenterezh keodedel. « Gant ar gevrat engouestl republikan a zigor frank an nor d’ar Stad da emellañ e mont en-dro ar c’hevredigezhioù. Gant palioù politikel peurliesañ. »
Eus hon zu, klasket hon eus sevel goulennoù d’ar prefeti. Met chomet int hep respont. Dirak an diviz-se, liv an direizhded warnañ, emañ e soñj gant skipailh Canal Ti Zef kas an afer dirak al lez-varn.
Boest du
Unan eus kazetennerien Splann !, Kristen Falc’hon, a gemer perzh ivez en unan eus ar c’hevredigezhioù meneget er pennad : Canal Ti Zef.
- Article précédent: Lennit hon danevell obererezh 2021-2023
- Article suivant: Peseurt raktresoù zo war ar stern tro dro deoc’h e miz Genver 2024
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge