Karta buhezegezhel ha dleadel

Skrivet ha darbennet eo bet ar garta buhezegezhel ha dleadel-mañ d’ar 6 a viz Meurzh 2021 gant Emvod-meur Splann !, ha daskemmet d’ar 25 a viz C’hwevrer 2023, d’ar 7 a viz Ebrel 2024 ha d’ar 4 a viz Du 2025.
Sinet ha doujet e rank bezañ gant pep ezel eus ar gevredigezh, ha gant pep kazetenner a vo lakaet e-karg eus un enklask gant ar skipailh skridaozañ. Sevel a ra ar garta-mañ pennaennoù ha talvoudoù moral ar gevredigezh, hag ar reolennoù dleadel ret da zerc’hel gant he fal : ober ha skignañ keleier a galite, frank ha dizalc’h, d’al lennerien e Breizh hag e lec’h all.
Enni e kaver ivez ur mellad diwar-benn doareoù berzet war an naouegezh artifisiel genadurel (IA générative), hag an doareoù aotreet dindan evezh strizh an embanner.
Lennit ivez ar Garta evit ur c’hazetennerezh barrek diouzh ar vallusted ekologel, ha Karta Marsilha diwar-benn an divroañ hag ar c’helaouiñ, hag hon eus sinet.
Mellad 1 – TalvoudoÙ diazez
Ar gevredigezh ne c’houzañv na tamm furm, na tamm meuleudigezh ar faskouriezh, ar c’houennelouriezh, ar revelouriezh, na disparzhoù all a sell ouzh ar relijion, an durc’hadur revel, ar yezh, an orin kenelel, an namm, ar saviad hag ar renkad sokial. Seurt droukziforc’hioù pe lavaroù droukziforc’hus, anezho evit gwir en diabarzh pe en diavez eus ar gevredigezh, a zougen testeni ne c’hell ket klotañ an ezel-se gant palioù hag ar rag hag ar perag eus ar gevredigezh.
N’eo ket gouzañvet, gant ezel ebet, e vefe taget enorusted korfel ha psikologel unan bennak gant un ezel all.
Difenn a ra ar gevredigezh ar gwir d’ar frankiz kelaouiñ ha da vezañ kelaouet reizh, hervez mellad 2 he statudoù. Ober a ra dave da mellad 10 Kendivizad europat evit gwareziñ Gwirioù Mab-den hag ar Frankizoù diazez, ha lezenn an 29 a viz Gouere 1881 war ar frankiz embann, oc’h en em harpañ war mellad 11 Disklêriadur gwirioù mab-den ar 26 a viz Eost 1789.
Ober a ra ar gevredigezh gwellañ ma c’hell a-benn parraat ouzh skog war an endro, devoudet gant he obererezh (treuzdougen, ostilhoù niverel, predoù, orin ar fontoù, hag all).
N’eo ket ar gevredigezh “a-du”, met libr eo he izili da emezelañ en un aozadur kenglotus gant ar pennaennoù, an talvoudoù hag ar reolennoù dleadel skrivet er garta-mañ.
Mellad 2 – Garantiñ ur c’hazetennerezh a galite, frank, dizalc’h hag a-unan gant an dleadouriezh
Dibarded ar gevredigezh, hag a zo sevel enklaskoù kelaouiñ, a c’houlenn lakaat pep tra da dalvezout evit ma vefe gwarantet an dleadouriezh vicherel, hag evit na c’hellfe ket lakaet en arvar gwirionded ar skipailh skridaozañ, an enklaskerien, nag o labourioù. Gant-se, ne c’hell ket un donezon sevel en tu all da 10% rakvudjed bloaz ar gevredigezh, lakaet da dalvezout en emvod meur, ar pezh a zoug da zegemer an arc’hantaouiñ kemmesk (donezonoù kevredigezhioù ha diazezadurioù, donezonoù an dud prevez, an arc’hantaouiñ perzhiañ, hag all). Degemeret e vez seurt arc’hantaouiñ, war an diviz ma glot gant talvoudoù diazez ar gevredigezh.
Kredusted an enklaskoù a sell ouzh holl izili ar gevredigezh, hag en em dommont ouzh pennaenn an dreuzwelusted. Diwar skouer ar gazetennerien dibabet gant ar skipailh skridaozañ, e leugn pep ezel ur fichenn-emezelañ hag e tisklêr war e enor e respetoù evel dilennad hag e interestoù. Evel-mañ e c’hell ar gevredigezh gwarantiñ ur pellder ret diouzh ar sujedoù tretet gant ar gazetennerien, ha tremen hebioù ur c’henstok interestoù, pe ur riskl ha seblant kenstok interestoù.
Goulenn a ra ar gevredigezh lakaat pep tra da dalvezout evit ma c’hellfe ar gazetennerien, gopret pe a-youl-vat, ober o micher en doujañs d’an dleadouriezh, oc’h en em harpañ dreist-holl war Disklêriadur deverioù ha gwirioù ar gazetennerien eus 1971 – graet Karta München anezhañ –, war gKarta divezoniezh vicherel kazetennerien an SNJ eus 1918, daskemmet e 1938 hag e 2011, hag ivez war gKarta bedel divezoniezh kazetennerien an FIJ eus 2019.
Peogwir eo an danvezioù pleustret gant ar gevredigezh a dalvoudegezh foran spletus, ne c’hell ket bezañ gouzañvet e rafe e ziazez e diabarzh ar gevredigezh – evit lazioù politikel pe armerzhel – un aozadur bennak pe ur strollad tud sellet evel gouest d’ober noaz ha freuz gant gouiziegezh, ouzh perzhded al labour kazetenniñ, hag ouzh ar divizoù embann. Ne c’hell ket bezañ diskuliet tamm keleier ebet eus diabarzh ar gevredigezh da hevelep aozadurioù pe strolladoù hag a c’hellfe bezañ sellet outo gant an enklaskoù kelaouiñ. Pep diskred a dreuz-emglev war un ezel gant un embregerezh, un aotrouniezh politikel, pe un aozadur o vont enep d’ar frankiz kelaouiñ kazetennerien, pe sellet outañ gant an enklaskoù, a vo ensellet gant ar c’huzul evezhiañ, hag a c’hell divizout skarzhadenn an ezel, hervez modelezhioù ha gallusterioù rekour skrivet er statudoù hag er reoliadur diabarzh.
Evit an degouezhioù n’int ket ken grevus a-fet nester etre un ezel hag ar gelaouerien, pe tud sellet outo gant an enklaskoù war ar stern, e c’hello an emvod meur, ar c’huzul evezhiañ, pe ar c’huzul-merañ, goulenn gantañ nemet en em lakaat war an tu a-dreñv d’an dibun ha d’an divizoù o sellet ouzh an enklask-se. An dra-mañ, dreist-holl ma vez an ezel o sezañ er c’huzul-merañ, er skipailh skridaozañ pe er c’huzul evezhiañ. A-benn bezañ boull hag a fiziañs, eo pedet pep ezel da gelaouiñ gopridi ar gevredigezh kerkent ma remerk ul liamm bennak. Kelaouiñ a raio ar c’hopridi an holl ezel eus ar c’huzul evezhiañ diwar-benn an dra-se.
Gwarez ar gazetennerien hag o c’helaouerien a zo a-bouez kentañ er gevredigezh. Doujet e vo, hag e klaskfe pennadurezhioù da vont enep dezhañ.
Evit ma ’z afe mat an enklaskoù en-dro, eo ret e chomfe evezhiek an izili en o c’homzoù diwar-benn an obererezh skridaozañ.
Digor eo rollad an izili da bep ezel, diwar e c’houlenn gant ar c’huzul-merañ, met e rank chom anavezet nebeut, e diabarzh ar gevredigezh.
Gwelloc’h e vez d’ar gevredigezh ober enklaskoù kaset don, hag a rank hir amzer d’ar gazetennerien evit sevel anezho, amzer int-i o-unan, gant ar skipailh skridaozañ, a zo gouest da briziañ. En em harpañ war gKarta bedel divezoniezh kazetennerien an FIJ eus 2019, “ne vo ket trec’h ar c’heal a skignerezh mallus pe raktal ar c’heleier war gwiriañ ar fedoù, ar gelaouerien ha/pe ar c’hinnig respont d’an dud taolet ar bec’h warno.”
Oc’h ober ar skipailh skridaozañ ez eus kazetennerien dreist-holl, anavezet evel-mañ gant o firien.
Mellad 3 – Gwarantiñ un egorenn digor d'ar brezhoneg ha d'ar c'hazetennerezh e brezhoneg
En em harpañ war gKarta europat evit ar yezhoù bihanniver eus 1992, gwellañ ma c’hell, a ra ar gevredigezh a-benn en em ziwall diouzh an disparzhañ yezhel, hag evit gwarantiñ d’ar vrezhonegerien ha d’ar c’hallaouegerien ar “gwir andiamzeradus hag hollvedel d’ober gant ur yezh rannvroel pe vihanniver er vuhez prevez pe bublik”. Kemer a ra ar gevredigezh perzh da adreiñ ur plas er bed d’he yezherien, ha dreist-pep-tra d’he c’hazetennerien hag a labour er yezhoù-se, kenkoulz gant an enklaskoù savet e-giz-se, evel gant an hegarated broudet en diabarzh. Libr eo pep ezel da vont e brezhoneg pe e gallaoueg, hep ma vefe rebechet dezhañ. Degemeret mat e vez dont er gaoz e brezhoneg pe e gallaoueg e-kerzh abadennoù en diabarzh, keit ha ma vo troet e galleg evit ar re ne gomprenont ket.
An holl enklaskoù a c’hell bezañ lennet e brezhoneg hag e galleg da nebeutañ. Libr eo ar gazetennerien da labourat en div yezh, hag ober gant an hini a gavont gwell gant o c’helaouerien.
A-benn aesaat an enklaskerezh e brezhoneg, e vo kemeret kalz a breder e vefe gopret, e kement ha ma c’heller, ur c’hazetenner pe ur gazetennerez vrezhonek da nebeutañ.
Ober a ra ar gevredigezh gwellañ ma c’hell a-benn gwellaat an divyezhegezh brezhoneg/galleg en he mont en-dro diabarzh. Ober a raio er memes mod gant ar c’hallaoueg ma vez aez a-walc’h gant an doareoù teknikel ha denel.
Mellad 4 – Demokratelezh diabarzh
Demokratel eo ar gevredigezh, ha diazezet eo he framm war pennaenn disparti ar galloudoù. Bez’ e c’hell pep ezel lavaret e soñj hep bezañ chalet, e stern ar garta-mañ, ar statudoù hag ar reoliadur diabarzh. Da bep ezel da ziwall rak doujañs ar gwir-se, oc’h en em virout da voustrañ izili all d’e dro, e stumm pe stumm, hervez ar pezh a zo skrivet e melladoù 1 ha 2 ar garta-mañ.
Da bep hini da ziwall ma chomfe dereat ar breudoù demokratel, da reiñ tu d’an emziviz, ha da ziwall diouzh an taolioù-strap dreistmoder.
Gant ar gevredigezh ez eus meur a ostilh hag a ra evit ar gwareziñ. En o touez emañ ar c’huzul evezhiañ. Arabat d’ar c’huzul-se mont er maez eus ar stern lakaet gant ar reoliadur diabarzh, gant ar statudoù hag ar garta-mañ, panevet evit embann un ali kuzuliañ d’ar c’hevrennoù all, ma kav mat evit an argerzh demokratel, hag evit dalc’h mat ar garta. Gwarezourien eus ar gwareziñ-mañ eo an izili, hervez ar modelezhioù resisaet gant ar statudoù, ar reolenn, hag an doujañs ouzh ar garta.
Mellad 5 – Sinañ e anv ar gevredigezh
Goulennet e vez ingal da Splann ! sinañ ur pennad-stur bennak pe pennadoù heñvel evel kevredigezh dediet d’an enklaskerezh kelaouiñ. Bez’ e rank pep pennad sinet e anv ar gevredigezh bezañ a-unan gant he zalvoudoù, ha gant he c’harta.
Ne c’hell den ebet sinañ a-wel d’an holl, e anv Splann ! hep bezañ goulennet kuzul digant izili ar gevredigezh a-raok pep tra. Graet e vez ar goulenn kuzul-se dre bostel, ha kaset da roll skignañ an holl izili, dindan danvez “mallus evit sinadur”. Gwelloc’h reiñ da gouzout un deiziad diwezhañ e danvez ar postel ivez. Hep respont na enebiezh eus perzh an izili guzuliet, e vo talvoudet ar sinadur dre emglev tavel.
Mellad 6 – Dizalc'hiezh e-keñver ar strolladoù politikel
En doujañs d’ar pennaennoù dizalc’hiezh, d’al liesegezh ha d’an diuntuegezh hag a zo diazezoù obererezh kevredigezh Splann !, e c’houestl an izili, pe vefent a-youl-vat pe gopret, nac’h kemer perzh, e anv ar media pe war gont ar media, d’un abadenn, d’ur vodadeg, d’ur vanifestadeg, d’ur c’houlzad kelaouiñ pe d’un obererezh bennak aozet, war-eeun pe get, gant ur strollad politikel e ster mellad 4 ar Vonreizh.
Talvezout a ra ar verz-mañ dreist-holl evit ar c’hemer perzh dindan identelezh ar media, da emvodoù foran, da emvodoù kelaouiñ, da goulzadoù kabaliñ pe oberiadennoù kelaouiñ ur strollad politikel.
Libr eo an izili da gemer perzh da seurt abadennoù war-bouez ma vefe distag-mat diouzh o ferzh er media, ha na rafe ket gaou ouzh e skeudenn, e diuntuegezh hag e gredusted.
Mellad 7 – Nann-kenbroduiñ enklaskoù gant an aozadurioù e-maez-gouarnamant (ONG)
7.1 Termenadur
Un aozadur e-maez-gouarnamant (ONG) a zo un aozadur hep pal arc’hantus, broadel pe etrebroadel, oc’h emellout dreist-holl e oberoù dengar, sokial, endro, evit difenn ar gwirioù Mab-den pe harpañ an diorren, hag a labour e-maez ar stad.
7.2 Pennaenn
A-benn mirout da vat un dizalc’hiezh skridaozañ, e nac’h Splann ! kenbroduiñ enklaskoù kelaouiñ gant aozadurioù e-maez-gouarnamant, ha n’eo ket ar c’hazetennerezh o zachenn bennañ. Talvezout a ra ar reolenn-mañ evit an holl doareoù kevelerezh o c’houlenn ur gwiriadur skridaozañ rannet, ur perzhiadur eeun e produiñ an danvez pe e arc’hantaouiñ dindan diviz al linenn stur.
7.3 Reizhabegadur
Diazezet eo an dibab nac’h kenbroduiñ enklaskoù gant aozadurioù e-maez-gouarnamant war meur a bennaenn :
- Gwarantiñ na vefe levezonet an enklaskoù gant oberer diavaez ebet, dezhañ ul laz bennak er sujedoù tretet.
- Diarbenn ouzh riskloù kammdroioù pe merzidigezh untuegezh, dreist-holl er sujedoù liammet ouzh kefridioù pe emzalc’h an aozadurioù e-maez-gouarnamant.
- Asuriñ d’hol lennerien e vez kaset da vat pep enklask hervez skouerioù strizh an anterinded, hep bezañ levezonet eus an diavez evit danvez pe choaz ar sujedoù.
Mellad 8 – Karta sterniañ implij an naouegezh artifisiel genadurel (IA générative)
Fellout a ra da Splann ! produiñ keloù a galite, a c’heller fiziout enno, resis, divoutin, boull, doujus da dinded an dud ha d’an difenn groñs da voueta kasonioù ha rakvarnioù. Demokratelaat patromoù an naouegezh artifisiel genadurel ne c’hell, e mod ebet, terriñ ar gevrat fiziañs hag a liamm ar skridaozerien ouzh o lennerien ha lennerezed. Setu perak en deus aozet Splann ! ar garta-mañ, hag a viz da sevel ar stern a c’heller, pe na c’heller ket, ober gant an deknologiezh nevez-se ennañ.
Talvezout a ra ar garta-mañ kement evit izili ar gevredigezh, an dud gopret – mizvezhiekaet pe get – hag evit kenlabourerien voas pe divoas ar skipailh skridaozañ (luc’hskeudennerien, treserien, videourien, stlenngrafourien, diorroerien, ijinourien ar son, hag all…).
8.1 Implij berzet an naouegezh artifisiel genadurel e produiñ testennoù, skeudennoù ha sonioù
Difenn a ra Splann ! ouzh an-unan embann testennoù, skeudennoù ha sonioù krouet gant an naouegezh artifisiel genadurel.
Sellet a ra ar reolenn-mañ – dreist-holl, hag en ur mod diglok – ouzh ar pennadoù lakaet en linenn war e lec’hienn pe war lec’hienn e gevelerien, an embannadennoù kaset dre bostel pe skignet war ar rouedadoù sokial, hag ivez ar videoioù, ar podkastoù, al lennadennoù pennadoù pe ar stlenngrafennoù.
D’ober un nemedenn, e c’hello ar pennadoù kelaouiñ diwar-benn an naouegezh artifisiel bezañ skeudennaouet gant skeudennoù krouet ganti, war-bouez e vefent anavezet evel-se en un doare splann, ha titouret d’al lennerien.
8.2 Implij sterniet an naouegezh artifisiel genadurel evit reiñ skoazell d’ar produiñ skridaozañ
En em virout a ra Splann ! ar gwir d’ober gant meziantoù hag a implij an naouegezh artifisiel genadurel evit reiñ skoazell d’e broduiñ skridaozañ. Amañ ez eus komz eus an ostilhoù a servij da studiañ an teulioù kemplezh, rummañ kementadoù a roadennoù niverus, degas divankadurioù reizhskrivañ ha yezhadurel, adskrivañ divizoù, ober troidigezhioù a-benn aozañ teulioù kent hag aesaat ar merdeiñ war al lec’hienn web.
Implij an ostilhoù-se a c’houlenn da gentañ-penn breudoù er skipailh skridaozañ, ouzhpenn ur goursellerezh denel, en doujañs da reolennoù dleadouriezh ar c’hazetennerezh a vicher. Er reolennoù-se e kaver gwiriañ ar gelaouerien, dreist pep tra.
E ken kas ma vefe evit ur skoazell d’an enklask, e vefe meneget d’al lennerien en un doare ken resis ha ma c’heller, o spisaat ar c’hemennoù roet d’an ardivink.
E sell d’ur sobrentez poellek a-fet energiezh, e vez implijet an ostilhoù-se a-genfeur gant ar palioù da dizhout. Gwell e kav Splann ! ober gant doareoù lec’hel, etikel, digor d’an holl, ha ne vez ket graet kenwerzh stlennadoù ganto diwar-goust o implijerien.
8.3 Gwarez ar gwirioù oberour
Reiñ a ra skridaozerien Splann ! o ger nac’hañ lakaat danvezioù kuzhut ne vefent ket embannet, pe n’o defe ket asant fraezh ha sklaer o aozerien, e ostilhoù an naouegezh artifisiel genadurel.
Ober a raio Splann ! kement zo ret da zifenn e wirioù, ha re e gazetennerien, a-enep preizhañ e zanvezioù.






