[Keloù « Splann ! »] Beradur e purerezh Donez, an danevell kuzhet gant TotalEnergies
Splann ! - 09/06/2024
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Ouzhpenn pemp bloaz warn-ugent zo e vez kadarnaet pegen uhel eo niver an dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer. Daoust da-se e chom kompez darempredoù ar galloudoù publik gant ar saotrerien. Goude ma vefe bet deveret strilheoul e purerezh Donez eo bet douaret gant TotalEnergies an enklask a roe ar brouenn ma oa bet an annezidi war-var da analiñ liveoù benzen uhel-tre. Hep na vefe bet tamm respont digant ar prefeti.
Kement a dud klañv a zo tro-dro da Sant-Nazer o deus kroget tud zo da stourm evit gouzout peseurt dañjerioù gwir a zo evit o yec’hed. Lañset ez eus bet ur studi takad evit ma vefe muioc’h a ditouroù goulennet gant an annezidi. Met diglok da vat eo ar studi-se.