A-enep Bolloré, ur media enklask ha n’haller ket sujañ
Splann ! - 12/18/2025
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
En em astenn a ra muioc’h-mui bed media Vincent Bolloré. A-benn nebeutoc’h a dri miz e vo an dilennadegoù-kêr hag emañ strollad ar miliarder breton o paouez reiñ ar brall da Cnews Prime hag Europe 1 TV. An div chadenn tele skignet dre froud a zo ezel eus arsenal ar brizh-kelaouiñ bras-divent kaset da benn gantañ, eñ skoazeller oberiant an tu-dehoù pellañ.
Pegen galloudus eo ar bed-mañ dija koulskoude. Dont a ra a-benn da lakaat sorc’henniñ kas-an-estren e berc’henn er jeu. Soutenet eo memes gant perc’henned mediaoù all, evel Hubert Coudurier eus an Télégramme o reiñ meuleudi e Miz Mae « d’ur penn-greantour breton [hag a] gemer perzh e liesseurted ar mennozhioù ».
Tridoublet eo bet ar brizh-kelaouiñ er mediaoù pennañ kleved-gweled Bro-Frañs etre Miz Genver ha Miz Eost 2025, hervez sifroù jedet gant an ONGioù Data For Good, QuotaClimat ha Science Feedback. Hag aet eo ar maout gant CNews… pa ’z eus kaoz eus brizh-kelaouiñ.
En un destenn greñv skrivet gant Nicolas Legendre, priz Albert-Londres hag ezel eus Splann !, eo sachet evezh war saverion-pennadoù impalaeriezh Bolloré hag a ra « an ekolojisted » enebourion diabarzh.
Moaien ’zo da cheñch penn d’ar vazh. Posupl eo dibab ur stumm kelaouiñ e-lec’h ma dalc’h ar gazetennerien kont eus al lennerien nemetken. Posupl eo dibab ur stumm kelaouiñ ha m’emañ ar strizhder, donaat an traoù hag an deontologiezh e gemennoù.
Hon-unan ha digenvez, n’omp ket. Ouzhpenn Splann ! ’zo. Gant mediaoù dizalc’h all e talont ouzh an driv aotrouniek-mañ. Daoust m’emañ mediaoù ’zo o tilez al labour war an enkadenn ekologel, an dizingalded sokial ha gwaskadoù ar gwirioù mab-den, e talc’homp mat. Rak e Breizh ez eus ur media ha n’eo ket e bal gounit arc’hant, ur media dalc’het gant e gazetennerien hag e gazetennerezed.
Ur media enklask ha n’haller ket sujañ.
Skipailh Splann !