Bezhin glas : n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù nevez kemeret gant ar Stad hervez Dour ha stêrioù Breizh
Guy de Droit - 07/31/2024
L’enseignement agricole en Bretagne est principalement une affaire privée : 80 % des 15.500 élèves bretons (rentrée 2024) sont scolarisés dans des maisons familiales rurales…
« Splann ! » he deus enklasket diwar-benn distruj reoliek an ospitalioù publik : koskor ha savadurioù, niver a weleoù hag arc'hantaouiñ. Un drailh programmet…
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…

Bloaz zo e oa bet kondaonet ar Stad gant lez-varn velestradurel Roazhon. Rediet e oa da lakaat e plas dindan pevar miz muzulioù nevez evit ma vefe nebeutoc’h a azot en eizh bae eus Breizh hag a vez saotret an aliesañ gant bezhin glas. Ha setu respont ar Stad o tont a benn ar fin dindan stumm ur seizhvet steuñv rannvroel evit an nitratoù (PAR7) votet e miz Mae tremenet. Ouzhpenn c’hwec’h miz dale, dre ma oa dav krouiñ ur steuñv broadel a-enep d’an nitratoù da gentañ-penn, setu an displegadenn degaset gant ar Stad avat. Ar seizhvet steuñv-se o vezañ diazezet war ar c’hemmoù goulennet gant ar justis pa oa bet barnet ar c’hwec’hvet hini bloaz ’zo… Ha setu daleet ar muzulioù eus un nebeud mizioù adarre.
E miz Meurzh 2024 e oa bet diskleriet gant prefed Breizh, Philippe Gustin, war an Télégramme, en defe c’hoant « mont d’ar pevarlamm ruz. Fellout a ra din lakaat e plas ur strategiezh nevez evit pezh a sell ouzh ar bezhin glas. Gwelet live an nitratoù o tigreskiñ : setu ar pal ». Padal, evit Dour ha stêrioù Breizh, n’eo ket kreñv a-walc’h tamm ebet ar muzulioù a zo e-barzh ar steuñv nevez-se. Ret eo lâr e oa ar gevredigezh unan eus ar re o doa savet klemm a-enep d’ar Stad warlene. Trec’h e oant bet, ha neuze emaint o vont da gas o evezhiadennoù d’ar prefed adarre. Ha ma ne vezont ket selaouet e vo kaset an afer dirak ar justis en-dro.
« Ne zigresk ket ar c’hementad a nitratoù e stêrioù Breizh abaoe 2014-2015, hag e lec’hioù zo e vez muzuliet ouzhpenn 50 mg/l », eme Estelle Le Guern, e karg eus an afer e Dour ha stêrioù Breizh (DSB). Hervezi n’eo ket kreñv a-walc’h ar muzulioù bet skrivet er steuñv nevez. « Re a azot a zo war an douaroù ha re a loened a vez desavet maez-douar », emezi.
« Ar galloud a zo gant ar prefed da lakaat e plas muzulioù kreñvoc’h da geñver ar c’hementadoù uhelañ a nitrat a c’hell chom en douar dalc’hmat da skouer, eme c’hoazh ar gevredigezh. N’eo ket resis tamm ebet ar steuñv ». Un diviz all ne blij ket d’ar gevredigezh tamm ebet : kempouez hollek an azot war un atant a zo bet digresket eus 50 da 20 unvez, met gant un aotre a geidenn war dri bloaz. Ha n’eo ket echu gant an traoù a-dreuz : bremañ e vo d’al labourerien-douar da ziskleriañ o steuñv teilañ hag o c’harned strujusaat. « An titouroù-se a vo diskleriet dre internet. Ar pezh a dalv e vo kontrolet pep tra a-bell, hep mont war an dachenn ken. An dra-se ne sikouro ket da cheñch an doare labour-douar », eme DSB. Gwashoc’h c’hoazh : ar fed ma ne vo kontrol ebet ken eus ar poulloù hañvouez. « War a seblant ne vije den ebet c’hoant gantañ ober al labour-se. Sañset e vo krouet ur metodologiezh nevez ar bloaz-mañ. Met n’eus bet lakaet deiziad ebet evit diviz ar prefed a rankfe dont da heul ».
Ret eo derc’hel soñj e vo dispignet 130 M€ a arc’hant publik evit gwellaat kalite an dour e Breizh etre 2022 ha 2027.
L'IA générative ne produit pas d'enquête. Nos articles, vidéos et podcasts sont réalisés par des journalistes en chair et en os. Consultez notre charte.
En savoir plus