Evitañ eo a-bouez reiñ da c’houzout en doa kelaouet abred-tre, rak lakaat a ra war wel ar fed ma oa chomet bouzar e-pad 25 bloaz ar Stad hag ar re o doa ar galloud. O paouez kaout ur respont gant prokulor Sant Brieg emañ evit pezh a sell ouzh skej-korf ar joger marvet er bezhin glas e 1989. Distrujet eo bet an doser 20 vloaz war-lerc’h ha biken ne vo gouiet hiroc’h.
Splann ! : Da beseurt poent ho peus merzet e oa un dañjer gant ar bezhin glas o vreinañ ?
Pierre Philippe : Dre ma’z on genidik eus Bro Dreger em boa bet tro da welet ar c’hudennoù war an endro pa oan krennard. Pa oan bugel ne oa ket eus outo. Adalek 1971 e oa bet kaoz eus se gant ti-kêr Plistin. 11 vloaz e oan. C’hwezh fall put a oa met n’em boa ket komprenet e oa dañjerus.
O labourat e ospital Lannuon e oan pa oa bet degaset deomp korf ur joger marvet er bezhin glas brein e bae Lokmikael-an-Traezh. Dre ma oa an den ur sportour yaouank ha yac’h am boa soñjet e c’hellfe bezañ liammet gant ar bezhin glas evel ur c’hazetenner eus Ouest-France en doa embannet «Les algues vertes ont-elles tué ?». Nac’het em boa sinañ testeni mezegel ar marv peogwir e oa dibosupl peursellet ouzh ar c’horf kement a c’hwezh fall a oa, c’hwezh ar bezhin glas brein ha n’eo ket hini ur c’horf marv. Kaset e oa bet er servij medisinerezh lezenn e Sant-Brieg lec’h m’o doa graet ar skej-korf, met n’em boa ket bet keloù da c’houde.
Goude-se eo c’hoarvezet gwallzarvoud Maurice Briffaud, n’eo ket ?
Ya, dek vloaz warlerc’h. Dastumer bezhin glas e oa hag ur gwall-fallaenn en doa graet pa oa o labourat war an draezhenn e Lokmikael. Gliziennoù en doa graet, ha kollet e anaoudegezh gantañ da vat. Koulskoude e oa un den yac’h. Goude pemp devezh er servij advevaat ha dek devezh e servij ar skevent e ospital Sant-Brieg, ne oa ket bet kavet petra a oa kaoz d’e fallaenn.
Gouzout a raen e c’helle an H2S degas da seurt gliziennoù, ha neuze em boa divizet skrivañ d’an DDASS (Renerezh departamant an aferioù yec’hedel deuet da vezañ an ARS, Ajañs Rannvroel ar Yec’hed), o tegas d’o soñj marv ar joger e 1989. Ranket em eus adskrivañ meur a wech ha gortoz 13 miz a-raok kaout ur respont digant Kreizenn enep-poezon Roazhon lec’h ma oa bet kaset ma lizher. Hervezo, « dre ma ne oa bet c’hoarvezet netra liammet gant ar bezhin glas a-raok, ne oa ket posupl teurel ar bec’h warno». Da neuze, ma ne vez ket graet al liamm ur wech, ne vo ket graet biken !
Kavet em boa e oa mezhus ar respont-se. C’hwec’h miz goude-se e oa skuizh-divi Maurice Briffaud c’hoazh, pezh a c’hoarvez pa vezer gwall-bistriet gant an H2S. N’eo ket bet souezhet anezhañ pa m’eus komzet eus ar vartezeadenn-mañ, rak meur a wech en doa bet kavet loened marv e touez ar bezhin glas.
Just a-walc’h, pa gomzer eus loened marv, e 2008 ho poa divizet embann ho soñj adarre.
Ya, rak daou gi a oa marvet war un dro war an aod e-kerzh an hañv hag an DDASS a nac’he ar fed e c’hellfe bezañ blam d’ar bezhin glas rak « ne oa bet c’hoarvezet gwech ebet a-raok ». Ne c’hellen ket tevel dre m’am boa skrivet dezho nav bloaz abretoc’h. Neuze em boa galvet ar c’hevredigezhioù a gustum soursial ouzh an endro, ha just a-walc’h o doa raktreset aozañ un emvod e Plistin e miz Gwengolo diwar-benn dañjer an H2S, pedet ganto ar Pr Lesné eus ar CNRS.
Kinniget e oa bet din kemer ar gaoz asambles gant Maurice Briffaud. Ha daou zevezh a-raok e oan bet aterset evit ar wech kentañ, gant France 3 Breizh e-barzh ma burev e ospital Lannuon ha diskouezet em boa dezho ma lizher d’an DDASS. Filmet e oa bet ivez an emvod e Plistin d’ar gwener noz lec’h ma oa ouzhpenn 200 a dud, hag aterset ganto ar Pr Lesné ivez.
N’ho peus ket bet rebechoù a-berzh pennoù bras an ospital ?
Ket, dre m’am boa goulennet an aotre ganto, met n’am boa ket gellet respont d’un atersadenn gwech ebet goude-se e diabarzh an ospital rak ne felle ket dezho bezañ kiriek eus ar pezh a veze lavaret ganin. En nevez amzer 2009 em boa kemeret perzh en abadenn Thalassa ha reuz a oa bet da heul. Hag e-kerzh an hañv-se e oa c’hoarvezet gwallzarvoud an aotrou Petit a oa o varc’hegañ war an draezhenn, atav e Lokmikael. Marvet e varc’h ha graet ur fallaenn grevus gantañ Pa oa en ospital e Lannuon em boa aliet dezhañ lakaat ur skej-korf da vezañ graet war e varc’h. Met enebiezh a oa bet a-berzh Renerezh ar servij mezeg loened, ha gwask bras a oa bet lakaet warnon pa oa bet galvet renerezh ospital Lannuon gant servijoù ar prefed.
Ma rener en doa goulennet ganin diwall ouzh ar pezh a embannen. Respontet em boa « Ne davin ket biken ! 20 vloaz ‘zo e pad an douetañs, poent bras lakaat an traoù sklaer ». Lavaret en doa rener ar servijoù medisinerezh loened traoù dismegañsus em c’heñver, respontet em boa dezhañ en doa un emvod er prefeti war gudenn ar bezhin glas ha ma kendalc’he da zisteraat an afer, e kasfen keloù d’ar c’hevredigezhioù ha d’ar mediaoù evit lavaret e vire ar velestradurezh da zegas ar c’heloù skiantel nevez. Rak ur bern kelaouennerien a oa deuet da Lokmikael goude marv ar marc’h ha meur a wech e oan bet aterset.
Ar memes bloavezh e oa marvet Thierry Morfoisse, un dastumer bezhin glas, e Lannidig, ha goude-se, e 2016 e oa bet kavet korf ur joger, Jean-René Auffray, e Hillion. Kendalc’het ho peus da desteniañ ?
Anzav a ran on chomet pelloc’h eus an aferioù-se rak ne oa ket c’hoarvezet e Bro Dreger ha ne felle ket din lakaat ma fri e-barzh doserioù ar vedisined all, dreist-holl pa oa bet douaret dija korf Thierry Morfoisse. Ret oa din chom war teuliadoù a anavezen me ez personel evit bezañ direbech, rak ne vije ket bet diaes lakaat diskred warnon ma vije bet kavet abegoù all d’o marv goude-se.
Soñjal a ra deoc’h eo chomet dall ar Stad hag an dud e karg daoust d’an holl aferioù-se ha daoust ma oa bet lakaet ar gudenn-se war wel ganeoc’h ha gant tud all ?
Anat eo ! Pa ‘moa komprenet, goude e obidoù, e oa Jean-René Auffray ur sportour a live uhel, em boa soñjet diouzhtu e vije bet ret ober ur skej-korf. Hag e 2011 pa oa bet kavet korfoù moc’h gouez er bezhin glas, marvet holl war un dro, n’on ket mezeg loened neuze n’em boa ket laret ma soñj, met heñvel eo. Diwar gorfoù al loened e c’heller deskiñ kalz war an abegoù a laka da vervel, ma vez roet gant an dud e karg disoc’hoù an dielfennadurioù evel-just !
Evit pezh a sell ouzh ar moc’h gouez marvet en diskar-amzer 2024, n’eus ket bet keloù evit poent ! Siwazh n’eus ket bet graet skejoù-korf e koulz war an dud marvet, ha neuze ne c’heller tennañ kentel ebet. Estreget war ar c’horf kentañ e 1989, met aze den zo deuet a benn da gaout an disoc’hoù.
Just a-walc’h, e miz Ebrel 2024 ho poa skrivet da brokulor Sant-Brieg a-benn goulenn disoc’hoù ar skej-korf-se eus 1989, hag ur respont emaoc’h o paouez resevout.
Ya, respont a ra ar prokulor en deus graet un enklask eus tu dielloù an departamant, ha deus tu dielloù an archerien, met an doser a vije bet distrujet 20 vloaz goude, da lâret e 2009, evel ma vez graet pa ne vez netra da c’hortoz ken e-barzh un afer. Neuze e chomomp boud. N’on ket souezhet kement-se, met fuloret on un tamm e-keñver ar re n’o doa ket klasket pelloc’h 15 vloaz ‘zo. Pa m’ boa goulennet e 2009, sañset ne oa roud ebet kennebeut, iskis eo. Rak e 2008 e oa bet trouz tro dro d’an H2S da heul prezegenn Plistin hag ar pezh a oa bet displeget er mediaoù, neuze diaes e oa dezho chom hep gouzout. Padal, pa welan e oa distroet ma lizhiri just gant ur siell warno, pe ne raent ket foutre kaer, pe ne felle ket dezho ez afe pelloc’h. Roazhon, Sant-Brieg, Gwengamp, n’o deus graet nemet adkas an dorzh an eil d’egile. Splann eo e felle d’ar galloud leuskel an traoù da straniñ.
Petra eo ho sell war an afer-se ?
Kontant on da vezañ bet graet ar pezh a oa dleet, o waskañ war ar gwiridig. Gwallzarvoudoù all zo bet e lec’h all moarvat, met pa n’en em c’houlenner ket, e skoer hebiou. Ar fed e vijen eus ar vro en deus sikouret ac’hanon d’ober al liamm gant ar bezhin glas. Kontant on ivez da vezañ bet klasket lakaat an traoù war wel, gant kalz a enebiezh hag a bilpouzerezh siwazh. Emichañs ne c’hellfe ket chom dall ar re zo e karg hiviziken, ma c’hoarvezfe gwallzarvoudoù all. Met pegen gorrek eo an traoù ! E 2020 hon eus goulennet d’an ARS e vije graet dielfennadurioù dre ret ma c’hoarvezfe ur gwallzarvoud, respontet o deus e vije re ziaes d’ober…
Kenderc’hel da gelaouiñ war an dañjer-se emaoc’h o vont d’ober ?
Hag e rin evel just ! Pa c’hellan ez an lec’h ma vezan pedet : el liseoù pe er c’hevredigezhioù a c’houlenn ur brezegenn. Komzet em eus dirak medisined trummadoù Breizh p’o doa graet o emvod e Sant-Brieg. Ne zilezin ket an afer ! Ret eo displegañ an traoù d’ar re yaouank !
Prest on da gemer perzh e tabutoù ivez ; da skouer e vijen bet kontant da dabutal gant Erwan Sezneg, bet skrivet gantañ e oa « iriennelourien » an dud a c’halv da ziwall ouzh ar bezhin glas o vreinañ. Siwazh n’eo ket bet aozet an tabut-se war Tebeo evel ma oa bet kaoz d’en ober. Dre faot piv, n’ouzon ket. E hini, hini ar chadenn ? Keloù n’eus ket bet abaoe.