Reuz ‘zo c’hoazh tro-dro da atant desevel moc’h Avel Vor, 12.000 penn moc’h ennañ en deiz a hiziv. E miz Gouere 2022 hor boa titouret ac’hanoc’h diwar-benn ar mod m’en doa prefed Penn-ar-Bed reishaet astenn an atant-se. Gant ar c’hevredigezhioù Dour ha Stêrioù Breizh (ERB), Avenir et Environnement en Pays d’Iroise (AEPI), l’Association pour la protection de la côte des légendes (APPCL) ha Greenpeace, strollet dindan an anv “Stoppons l’extension d’Avel vor”, e oa bet nagennet an astenn-se. D’an 11 a viz Kerzu diwezhañ e oa an dalc’h e lez-varn velestradurel Roazhon diwar-benn o goulenn “nullañ da vat ha da viken” skrid-embann ar prefed.
Goulennet ez eus bet gant an daneveller publik «ur goursez da statudañ», kement ha reiñ «ur bloavezh ouzhpenn d’an embregerezh Avel Vor ha d’ar prefed evit klokaat ar studiadenn skogañ, adober an enklask publik hag imbourc’hiñ an doser en-dro». A-benn penn kentañ ar bloaz a zeu e tleje bezañ rentet ar varnadenn.
Er memes koulz ez eus kaoz eus an draezhenn tal-kichen adarre, hini Penfoul, war gumun Landunvez ivez. Mil-anavezet eo honnezh gant ar surferien ha diskouez a ra ingal an analizoù war galite an dour graet gant ar gevredigezh Beautifoul hag ar studiadennoù embannet gant Dour ha Stêrioù Breizh ez eo ur skouer eus al liamm etre ar riskloù yec’hedel war an traezhennoù ha gwask ar skuilhadegoù hañvouez. Ur riskl a zo e vefe dirummet traezhenn Landunvez eus « mat » da « zivastus » er renkadur savet gant ar Stad, abalamour d’ar saotradurioù hag a vez dalc’hmat warni, «hep ma vefe anavezet an orin anezho». Setu ar pezh a lenner er pennad-se eus Ouest-France. Da lavaret eo e vo difennet-groñs mont da neuial el lec’h-mañ ma ne ‘z a ket gwelloc’h an traoù a-benn 4 bloaz.
Stourmerien tamallet gwallvrudañ dezho
Douget e oa bet klemm gant ar strollad «Stoppons l’extension» a-enep X war ar fed e vije bet lakaet en arvar buhez ha yec’hed an nesañ. Digoret oa bet an enklask e miz Genver 2023 hag emañ ar c’hlemm o vezañ imbourc’het c’hoazh. Met n’eo ket echu an aferioù barnerezhel : kaset en doa Philippe Bizien pemp ezel eus ar strollad enebourien dirak ar justis war zigarez m’o doa ingalet traktoù war barkva traezhenn Penfoul e-kerzh an hañv 2023, traktoù a-enep astenn e atant hag a vije gwallvruderezh hervezañ. Araok-se oa bet taget Splann! gantañ ivez evit ar memes abeg a wallvrudañ met trec’h oa bet hor media.
“Seder omp rak en trakt-mañ ne oa bet skrivet nemet munudoù eus ar pezh ‘vez kavet en doser kaset e-pad an enklask publik”, eme Laurrent Le Berre, ezel eus ar strollad hag eñ o vezañ e-touez an dud taget gant ar c’hlemm. Diskuliañ a ra an enebourien ar mod ma vez kaset ar prosezerezh. «Evit meur a abeg n’en dije ket ranket ar c’hlemm-mañ mont betek penn» eme izili ar strollad. Hervezo «n’eo ket bet doujet d’ar gefridi-enklask ha peadra a zo da elbikat outi».
Abalamour da glemm Philippe Bizien ez eus bet meur a atersadur graet e koñdisionoù «limit-tre». «Pellgomzet oa bet da bep hini ac’hanomp gant archerien Gwitalmeze hep lavar petra ‘oa an dalc’h. Soñjet hor boa e oa diwar-benn ar c’hlemm savet ganeomp ; ur wech degouezhet e ti an archerien hon eus komprenet diouzhtu ‘oa evit un abeg disheñvel-mik». Evit anavezout an hini pe ar re e vije lakaet diskred warno e-keñver ar gwallvrudañ o doa klasket an archerien gouzout piv en doa roet an traktoù. «Met kalz ledanoc’h eo bet an atersadur hag ar goulenn-mañ n’eo ket bet graet ouzhomp zoken», eme izili ar strollad.
A-drugarez da bennad an Télégramme e oa bet anavezet ar re lakaet dindan ensell.
Kavout a ra d’ar re daget gant klemm prezidant ar gevelouri Evel Up hag Inaporc (Unvaniezh vroadel micherioù ar sevel-moc’h) ez eo digustum perzh doaretaer lec’hel an Télégramme er prosezerezh-mañ. Klevet eo bet an den-se ivez gant an archerien.
D’an devezh ma oa bet ingalet traktoù e oa hennezh e-kichen traezhenn Penfoul evit skrivañ ur pennad ha tennañ ur foto eus ar vodadeg. E bennad-skrid, ar poltred tennet gantañ hag embannet, hag e desteni a zo e-kreiz ar prosezerezh.
«D’ar poent-se eo e voe dizoloet an istor ganeomp», eme Anne Burel, eilpennredaktourez an Télégramme, hag a heul pizh an traoù hervezi. «N’eo ket normal n’en dije ket an doaretaer lavaret deomp an traoù, nag an archerien kennebeut.»
“N’eo ket bet displeget dalc’hoù ar c’hengalv dezhañ, neuze n’en deus soñjet kas keloù deomp”, eme ar gazetennerez goude bezañ graet un enklask diabarzh.
“Kablus a vefemp abalamour d’ar foto-mañ”, eme tud ar strollad enebourien damallet. «Deuet on war al lec’h a-ratozh kaer evit ar foto ha setu me lakaet da vezañ bet oc’h ingalañ raktoù» eme Laurent Le Berre. Farsus eo e alibi : «Oc’h ober un atersadenn duplex ‘gant “Cnews” e oan da vare an ingalañ traktoù !»
Prometiñ a ra Anne Burel «e vo lavaret en-dro d’hon doaretaerien lec’hel pegen pouezus eo mont e darempred ganeomp pa vez ur gudenn. Graet e vez ganeomp dija met aze eo gwall gudennek an afer. An doare-se d’ober ne glot ket tamm ebet gant politikerezh ar gazetenn»
An istor-se en deus « lakaet ac’hanomp da gaout disfiziañs‘ e-keñver ar gazetenn» eme izili ar strollad “Stoppons l’extension” souzhet o welet n’eo ket bet implijet gant an archerien pennad ha foto Ouest-France.
Ha liammet e vije an diforc’h mod d’ober-se etre an div gelaouenn gant ar statud kazetennerez a zo gant an hini he deus skrivet ar pennad evit Ouest-France? Peotramant ez eo abalamour m’he deus kuitaet an departamant dibaoe?
“E berr komzoù e tiskouez splann pegen diasur eo statud doaretaerien lec’hel ar mediaoù, eme Elodie Hertu, ezel anezhi eus Kuzul broadel doaretaerien lec’hel ar mediaoù (CNCLP). «N’o deus ket ar memes gwirioù ha n’int ket gwarezet gant sekred ar mammennoù.»
Hag hi da vont pelloc’h : «muioc’h tizhus eo an doaretaerien lec’hel ha techet int da vezañ mignoned gant an dud a skrivont diwar o fenn, levezonet ho labour gant an dud-se neuze.”
Koulskoude eo gant an doaretaerien – 450 anezho en Télégramme ha 2100 en Ouest-France – e vez leuniet pajennoù lec’hel ar c’hazetennoù rannvroel. Ha muioc’h a-wechoù.






