Un notenn diabarzh sinet gant Les Z’Homnivores, kevredigezh greantourien ar c’hig, skoazellet gant Rannvro Breizh, a ro eus ar c’hazetenner Nicolas Legendre ur skeudenn stourmer «ar wirionez nevez», stag ouzh «an tu kleiz pellañ», o kas «ur brezel personel ‘benn diskar al labour-douar hag ar produerezh boued e Breizh». An destenn-se a fell deomp embann d’an holl en he fezh dre ma tiskouez splann ur youl kontrol d’ar breud demokratel.
D’an 11 a viz Kerzu 2018, e voe digoret gant prezidant ar Rannvro, Loig Chesnais-Girard, ur c’hendiviz dalc’het e Skol uhel ar c’henwerzh Roazhon. E-pad teir eurvezh e teuas prezegerien da glask skañvaat nec’hamant ar vevezerien pa grogont muioc’h-mui da zilezel ar c’hig.
Skoazellet e oa an darvoud-mañ gant Rannvro Breizh dre he raktres Breizh Cop, hag aozet gant Les Z’Homnivores, kevredigezh greanterien ar c’hig.
Ar gevredigezh-mañ an hini eo he deus savet an notenn «Evit Nicolas Legendre, ne vern ar wirionez, gant ma c’hell ober berzh». Un notenn diskuliet gant ar c’hazetenner e-unan war d/Twitter, d’ar Gwener 7 a viz Gouere. Hervez kenurzhier ha rener Les Z’Homnivores, Hervé Le Prince, aterset gant Arrêt sur images, «eo bet skignet d’ur bern tud e bed al labour-douar hag er metoù politikel». Skrivet eo bet e miz Ebrel 2023, goude ma vije bet embannet an heuliad pennadoù «Tu kuzh an agrobusiness» barzh Le Monde gant Nicolas Legendre, hag a-raok ma teufe er maez e levr «Silence dans les champs».
A-hed ar c’hwec’h pajennad, e vez dibunet, gant an hini a skriv en ur chom dianv, luskadurioù a vije reoù ar c’hazetenner en e labour enklask war genderc’helouriezh al labour-douar e Breizh.
Lennit an notenn a-bezh amañ
Lennit an notenn a-bezh amañ
Tamallet e vez da Nicolas Legendre bezañ bet skrivet «un danevell emsaver untueg ha droukrañsus» ‘benn «tapout brud er mediaoù», o kas war-raok e «youl da ziskar al labour-douar hag ar produerezh boued e Breizh». « Nicolas Legendre », a c’heller lenn, «a gustum adskrivañ ar veziadelezh hag ar fedoù, mod ur stourmer, ‘benn tizhout ur pal kuzh: krouiñ teorienn an irienn ». Setu sañset diazez «sistem Léraud», a blij dezhi «ar wirionez nevez», ha troet anezhi «war an tu kleiz pellañ».
Barzh an notenn-se e vez kinniget ar fed ma vije bet diserjantet rodoù karr-tan Morgan Large meur a wech e-gizh «krogadoù stourm» ar «vandennad kelaouennerien emsaverien», IUT Lannuon evel ur skol da stummañ «ur rummad kelaouennerien engouestlet », ha Splann! «ur mod da gas war-raok ur mennozh iriennus».
«Klasel-kenañ eo», eme Patrick Eveno, istorour ar mediaoù ha bet prezidant ar C’huzul dleadouriezh kelaouiñ hag hanterouriezh (CDJM). «Estreget ar c’hontrollerezh war-eeun, ez eus tri mod da lakaat ar gelaouennerien da devel : lakaat ur gwask ekonomikel dre ar prosezoù-minellañ, abafaat ar roadennoù, ha divrudañ ar gelaouennerien hag o mediaoù». E 2021, e oa bet degemeret un arhopadenn gant ar CDJM, da heul un atersadenn lec’h «ma voe bet distaget komzoù iriennus gant an aotrou Coudurier, rener ar c’helaouiñ en Télégramme, diwarbenn an Itron Léraud» hep ma vije honnezh dirazañ.
Buket kevredigezhioù ha kelaouennerien
Dindan anv un tamm bugelel ar gevredigezh Les Z’Homnivores e kaver greantourien pennañ ar produerezh boued e Breizh, hag a zo en em unanet evit respont d’ar c’hevredigezhioù difenn al loened, L214 en o zouez.
En he burev-ren e kaver Rémi Cristoforetti, rener meur a gevelouri Le Gouessant, Jacques Crolais, rener Unvaniezh produerien gig Vreizh (UGPVB), ha Marie Kieffer, dileuriadez Kevredigezh an embregerezhioù produiñ boued e Breizh (ABEA).
Ur poltred a-stroll bet tennet da geñver un degemeradenn er Vodadeg Vroadel e miz Du 2019 a ziskouez ivez Danielle Even, saverez voc’h ha prezidantez Labourerien Zouar Vreizh d’ar c’houlz-se, Yves Fantou, prezidant Interbev Bretagne, bodad micherel ar c’hig, Hervé Le Prince, rener an ajañs kehentiñ Newsens, ha Loïc Hénaff, e penn an embregerezh fourmaj-kig hollvrudet, ha prezidant Produet e Breizh d’ar c’houlz-se. «E-tal ar feulster e fell deomp kinnig an emziviz, ha keleier evit difenn hon sav-poent» a zispleg hemañ, daou vloaz a-raok ma teufe da vezañ kuzulier rannvro eus tu ar muianiver, ezel anezhañ eus ar c’hengor «Hin, ardreuzadoù ha bevliesseurted».
N’eo ket ken sevenaet e yezh gant ar strollad avat pa vez skrivet gant e bennoù-bras ul lizher-digor, kaset da Brezidant ar Republik, evit goulenn digantañ kastizañ «fourgaserien deuet eus strolladoù groñs o doareoù» a gustumje ingalañ «ur sponterezh bouedel», ha kaout digantañ reolennadurioù skañvaet evit o mod produiñ. En Télégramme e voe embannet al lizher digor-mañ en e bezh. Ar bloaz war-lerc’h e kas an ABEA enkemmadoù skrivet dija da senedourien zo evit dispenn ar c’hinnig-lezenn war ar c’halverien-evezh.
Embann a ra Les Z’Homnivores bezañ engouestlet war-zu an «ad-kelaouiñ», un dro-lavar bet krouet gant an tu-dehou pellañ. Seblant a ra ar strollad-se bezañ direnket da vat e gwirionez gant ar fed e vije eus mediaoù youl ganto kas war-raok o ferzh gourzh galloud. Sklaerius a-walc’h eo testeni Hervé Leprince, rener Les Z’Homnivores e-keñver an dra-se.
E-barzh Le Demeter 2016, ur gelaouenn gouestlet da bennoù-bras al labour-douar hag ar gounez-vouederezh, e tistro krouer an ajañs NewSens war grouidigezh Labourerien-douar Vreizh, a zo hervezañ «ul labourva evit ar c’hehentiñ war al labour-douar er vro». Pal kentañ ar grouerien a vez deskrivet didroidell, Paz eo «gwellaat skeudenn labour-douar Breizh gwallgaset gant ar mediaoù da heul reuziad ar bezhin glas». Hag unan eus an traoù kentañ zo bet graet ganto eo kejañ ouzh renerien mediaoù bras Breizh «evit lakaat anezho da gompren o c’hiriegezh er mod ma vez taget al labourerien-douar». Renerien hag a vez tamallet dezho «chom hep mestroniañ atav eztaol o c’helaouennerien».
«Eskemmoù frouezhus, eme Hervé Le Prince, laouen bras anezhañ. Dalc’hmat vez emzivizoù etre penn-kelaouennerien mediaoù pennañ ar vro ha Labourerien-douar Vreizh, ar pal o vezañ kas war-raok asambles un dialusk tiriadel. Ur poell kevelerezh a zo en em staliet hag efedus eo evit lakaat da dremen sav-poent ar gevredigezh». Ur poell ha ne dalvez netra eveljust e-tal ur media-enklask anarc’hantus pe ur c’hazetenner o labourat evit ur media broadel. Chom a ra an droukprezeg neuze.
«Atav e vez paket ar vicher gelaouiñ etre meur a lobi. Start-kenañ eo. Padal n’eus netra gwelloc’h eget ar c’helaouiñ evit talañ ouzh ar goubrenañ ha lakaat hor c’hevredigezh da vont war-raok.»
«Peurvuiañ e vez implijet an tamall stourmelouriezh gant tud n’int ket evit gouzañv e teufe maez keleier a zirenk anezho» a zisklerie Jerôme Fenoglio, e-kerz an devezh Skiantoù ha mediaoù aozet d’an 23 a viz Mae 2023 e Levraoueg vroadel Bro-C’hall. Gant rener Le Monde e oa bet roet skouer enklaskoù kaset da benn war ar gwallaozañ loened. «Aliesoc’h-aliesañ e vez klevet an arguzenn-se a-berzh ar re a glask lakaat gwask warnomp».
Seizh gwech muioc'h a dud ar c'hehentiñ eget a gazetennerien
Padal eo kontrol ar gwask-se ouzh ar frankiz kelaouiñ da lâret eo ouzh an demokratelezh. Estreget ur gudenn emkontrolerezh a-berzh ar gelaouennerien pe ar roadennerien nec’het da goll o brud eo. Lakaat a ra trubuilh ivez war an dastum keleier. Da geñver enklask Splann! war Blouvorn, kêrbenn Bro-C’hall ar sevel moc’h, ez eus bet kaset ur postel kensinet gant prezidanted UGPVB ha Poellgor rannvroel ar moc’h, da veur a hini o labourat war ar vicher-se, o lavar ez eo kelaouennerien Splann! «stourmerien». Ur mod da zigalonekaat ar saverien voc’h da respont d’hor goulennoù. Pa ne c’heller ket kaout alioù kontrol ne c’heller ket kas un enklask da benn, en ur zoujañ da reolennoù ar vicher gelaouiñ. Ar re eo o micher kehentiñ avat, n’o deus ket da derriñ o fenn gant seurt reolennoù.
Nous avons pris connaissance d’un courriel inquiet de l’Union des groupements de producteurs de viande de Bretagne, qui fédère notamment les principales coopératives porcines du pays. 😱
L’UGPVB dissuade les éleveurs de répondre aux questions de nos journalistes. À suivre… pic.twitter.com/TS3ehaDTLz
— Splann ! Lanceur d’enquêtes (@Splannenquetes) June 1, 2023
Ret eo lavared ez eo dizingal ar c’hempouez-nerzh etre ar c’helaouiñ hag ar c’hehentiñ. Pa y’a an niver a gartennoù-kelaouiñ war zigresk gant un 35000 kartenn bennak e Bro-C’hall, e vez war-dro 155.000 implij en embregerezhioù ha 115.000 en ajañsoù kehentiñ.
«Atav e vez paket ar vicher gelaouiñ etre meur a lobi. Start-kenañ eo, eme istorour ar mediaoù, Patrick Eveno. Padal n’eus netra gwelloc’h eget ar c’helaouiñ evit talañ ouzh ar goubrenañ ha lakaat hor c’hevredigezh da vont war-raok.» «Atebegezh ar c’helaouenner e-keñver e lennerien a zo pouezusoc’h eget e atebegezh e-keñver e implijer pe ar galloudoù publik» a c’heller lenn e Karta divezelezh ar C’hevre etrevroadel ar gelaouennerien (FIJ).
En nevezamzer 2020 e oa bet sinet ul lizher-digor gant 500 kelaouenner hag ouzhpenn 50.000 keodedour evit goulenn «ar frankiz kelaouiñ diwarbenn ar produerezh boued e Breizh». Prezidant Rannvro Breizh en doa touet e raje e seizh gwellañ da dalañ ouzh an emkontrollerezh, dre ma vir ouzh ar gelaouennerien da labourat en ur mod seder. «Ar youl am eus d’ober a seurt ma c’hellje ar gelaouennerien ober o labour en ur mod dizalc’h ha diuntuek e Breizh», a gendalc’he Loig Chesnais-Girard.
Daoust hag e c’hell Kuzul Rannvro Breizh bezañ liammet c’hoazh gant un aozadur hag a-bouez dre guzh evit distabilaat ar gelaouennerien ?
Boest du
Geriaoueg
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
Lennit hon enklask « Moc’h fall »
- Article précédent: Nec'hamant e Dinan Tolpad-kêrioù, goude ma vije bet dibrogrammet an abadenn-BD « Bezhin Glas »
- Article suivant: Bezhin glas : ne vez ket graet trawalc'h !
Koumanantit d'hon c'heleier
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge