Altho-Brets e Kreiz-Breizh : koust gwirion ar chips « made in France »
Nolwenn Weiler - 03/18/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Etre 3 ha 4 milion a euroioù : setu ar sammad a vo espernet gant an embregerezhioù sevel chips a-drugarez d’un enkemmad (un amandamant) bet ouzhpennet e lezenn arc’hant 2025, hag a ro tro dezho da brenañ gaz d’ur priz izel. Gant an embregerezh breizhek Altho (perc’hennet gant ar strollad Alain Glon Holding), ez eus bet pouezet war gannaded zo evit ma votfent an enkemmad-se, hag e vo tapet ganto lodenn vrasañ an digresk-se war an tailhoù.
Evit peseurt abeg, emit-hu ? Gantañ e vez produet tost an hanter eus ar chips a vez debret er Frañs, dindan an anv merk « Brets », pell dirak e gevezer kentañ gall, Vico (strollad Intersnack). « Ne oa ket reizh e vefe uheloc’h koust produiñ embregerezhioù ar vro eget hini hor c’hevezerien eus ar broioù all », setu pezh a zispleger e kabined Nicole Le Peih, kannadez ar Mor-Bihan, he doa kinniget en enkemmad-se bet harpet gant 17 kannad all, 6 Breizhad.ez en o zouez (Paul Molac, Jean-Michel Jacques, Mickaël Cosson, Anne Le Hénanff, Jimmy Pahun, Didier Le Gac).
Kresket e oa kalz Altho er bloavezhioù tremenet, en desped d’ar priz a oa gant ar gaz, hag a c’helle bezañ ur skoilh. Kresket eo hollad ar gwerzhioù eus tost da 50% abaoe 2020, evit tizhout 206 milion a euroioù e 2023. Tostaat a rafe diouzh 300 milion e 2024. Ken strakus ar berzh o deus graet m’emaer krog da sevel un eil labouradeg war gumunioù Noal-Pondi ha Sant Jelan, tost a-walc’h diouzh an hini gentañ, gant ar pal daougementiñ hollad ar produiñ chips, evit tizhout 40.600 tonenn ar bloaz e 2028.
Estreget ar Stad a ro e skodenn evit skoazellañ « embregerezh ar bloaz », a ro labour da 500 den. Diwar ar 100 milion a euroioù hag a vo koust al labouradeg nevez « ez eus bet roet 600 000 € da Altho gant Unvaniezh Europa ha 400.000 € digant Rannvro Breizh », evel ma tispleg e PDG Laurent Cavard. D’ar milion a euroioù-se e ranker ouzhpennañ skoazell Dour ar Mor-Bihan, en deus roet e c’her da arc’hantaouiñ ul lodenn eus ar c’henstagañ ouzh ar rouedad dour mat da evañ, pezh a gousto moarvat meur a vil a euroioù.
Diouzh un tu all ez eo tost da 40.000 euro ar bloaz a vez roet gant ar PLDB d’an tri embregerezh SCEA a gaver o sez er Mor-Bihan, tro-dro da labouradeg, hag a vez meret gant Laurent Cavard, embregerezhioù bet adprenet tamm-ha-tamm gant Altho.
Met n’emañ ket a-du an holl gant ar skoazelloù-se, pell alese. Ar c’henstroll skoazell d’ar reuzidi tapet gant diastuzerioù er C’hornôg, da skouer, zo bet souezhet gant ar fed ne vefe bet meneget hini ebet eus an diferadurioù doujañ ouzh an ekologiezh e-barzh an enkemmad-se a bled gant priz ar gaz. Diouzh tu Dour ha Stêrioù Breizh ez eus bet boulc’het difraeoù evit enebiñ ouzh raktres an uzin nevez, rak chalet eo ar gevredigezh gant ar sammadoù dour a vo implijet gant al labouradeg da zont.
E miz C’hwevrer 2025 int bet taget Altho hag an Alain Glon Holding gant ur strollad nevez anvet « Frites » evit « Forces révolutionnaires intergalactiques et territoriales en sauce ». E miz Genver ha C’hwevrer ar strollad en deus plantet tan e ti div gevelouri labour-douar e Penn-ar-Bed : Evel-Up hag Eureden.
An dour a vo implijet evit gwalc’hiñ an avaloù-douar, ar mekanikoù, an aveadurioù ha leur an uzin a zeuio dre ar rouedad dour mat da evañ nemetken. Pa droio al labouradeg d’an tizh bras evit treiñ 150.000 tonenn avaloù-douar da chips e vo lonket 350.000 m³ a zour ar bloaz.
Dre un emglev bet sinet gant Alto, hag a zo bet lennet gant skipailh Splann !, eo en em engouestlet Dour ar Mor-Bihan da bourchas ar sammadoù dour-se. E-doug marevezhioù sec’hor e c’hellfe an embregerezh chom hep kaout dour teir eurvezh bemdez d’ar muiañ. Hag evit talañ ouzh ar gudenn-se e vefe savet ur fardell a 500 m3 war al lec’h.
Pouezet o deus renerien Altho war ar fed lakaont an dour da vezañ adimplijet, ha tremenet int etre 2020 ha 2024 eus un implij a 11 m3 a zour dre donenn chips da nebeutoc’h eget 8,5. Daoust da-se e kresko an implij dour eus 100.000 m³ ar bloaz en uzin nevez memestra.
En desped d’ar sammadoù bras a zour-se n’eo bet goulennet tamm kuzul ebet digant bodad lec’hel an dour (CLE) nag ar Sage-Blavet (brastres terkañ ha merañ an dour), ensavadurioù a vez aze evit gwiriañ e vez meret an dour war o ziriad en ur mod kempouez ha padus koulskoude. Feuket eo bet lod eus o izili, dreist-holl pa gav dezho n’eo ket boued « hollret » ar chips, « fallvoued » ne lâran ket.
Chalet eo ivez annezidi zo e trowardroioù al labouradeg, hag ivez keodedourien all er Mor-Bihan, pe e Breizh, gant an doare da verañ hag al lastez hag an distaolioù, dre ma vo muioc’h-mui outo en dazont. « Brasaet e vo purlec’h dour [al labouradeg gentañ] hag adkaset e vo an dour puraet pe en natur, pe en ur stêr, pe er reizhañ dourañ parkeier », en deus displeget deomp Laurent Cavard.
Ur respont a zo kontrol diouzh pezh a oa bet kinniget gant Altho da Vodad Lec’hel an Dour (CLE) e miz Gwengolo 2023, p’o doa lavaret sklaer da neuze e vefe kaset ar c’hementadoù dour puraet war-zu reizhad dourañ ar parkeier tro-dro d’al labouradeg « nemetken ».
Gant an dislavar-se n’eo ket gwall frealzet ar c’hevredigezhioù annezidi, pa ouzer ouzhpenn-se e vez al labouradeg o tisteurel he dourioù e Gwezh an Niel, padal e c’hellfe ar stêr-se degemer distaolioù purlec’h nevez kêr-Pondi pa vo savet. N’hon eus bet respont ebet ouzh hor goulennoù digant Pondi Kumuniezh diwar-benn an afer-se.
« Fank purlec’h al labouradeg, hag al lastez diwar an avaloù-douar [a vo] tretet 100 % gant metanaer an embregerezh Sober (perc’hennet ivez gant Alain Glon Holding (AGH), ur metanaer a gaver e-tal al labouradeg) », setu pezh zo prometet gant Alain Cavard. « Ar steuñv skuilhañ bet ingalet er 6 kilometrad tro-dro d’al lec’h a zo bet gwiriekaet gant ar velestradurezh e karg », emezañ c’hoazh.
Souezhet eo bet Dour ha Stêrioù Breizh gant ar c’heloù-se, ha reiñ a ra da c’houzout ez eus un diouer a dreuzwelusted en teuliad-se abaoe un nebeud bloavezhioù. « E miz Even 2023 hon oa bet lennet en ur gemennadenn er c’hazetennoù e c’helle ar metanaer Sober merañ 96 tonenn lastez bemdez, da lâret eo tost da ziv wech ar c’hementad hag a oa deroet gant un aotre de AGH e 2017 », eme da skouer Jean-Pierre Le Lan eus Dour ha Stêrioù Breizh.
War a seblant eo bet reizhet an traoù hep na vefe ket kaset keloù d’ar gevredigezh. « N’hon eus ket bet gwelet ar steuñv skuilhañ », a ouzhpenn Martine Auffret, ezelez eus Dour ha Stêrioù Breizh, pa gav ganti ez eo strizh-mat an hed a 6 km tro-dro, pa weler ar c’hementad a fank a vo da skuilhañ. Padal en em led war 441 hektar ar steuñv bet disklêriet e 2012, pa ne veze da neuze nemet an hanter eus ar chips a c’hortozer evit 2030.
« Dre ma oa meur a gemm (distaolioù en endro, stokoù, steuñv skuilhañ …) e-liamm gant an uzin nevez, e vefe bet ranket goulenn un aotre nevez, ha n’eo ket ur marilhañ nemetken, a zispleg Pierre Loisel, dileuriad departamant Dour ha Stêrioù. Ur redi eus Kod an Endro dre ma ’z eo berniet meur a grog e raktresoù all ouzhpenn. » Padal eo bet skubet ar redi-se gant ar prefeti an devezh ma oa bet un emvod evit kinnig ar raktres bet asantet gant Bodad Lec’hel an Dour e miz Gwengolo 2023.
« Ur wech c’hoazh e weler gant un afer a seurt-se pegen liammet eo an industriezhioù, ar Stad hag an dilennidi lec’hel », eme Marine Auffret, keuz enni, pa gas da soñj ae is-prefedez entanet gant Altho, « un embregerezh kaer, sirius, hag a dap e giriegezhioù ». Diouzh he zu, ar gannadez Nicole le Peih a gan meuleudi an embregerezh « donezonet », stag ouzh « mont war-zu ar gwellaat, koulz kalite ar chips hag an doujañs evit an endro ».
War an eil lodenn-se n’eo ket ken entanet an holl hag ar gannadez, dre ma pouez kalz ar c’hounidegezh avaloù-douar war an douaroù. « Ar mein eo enebourien an avaloù-douar, dreist-holl hini ar re a vez graet chips diouto, a zispleg deomp ul legumajer eus ar Mor-Bihan e penn un atant bio. A-raok plantañ e ranker lakaat da dremen mekanikoù bras evit ridellat an douar. Pezh a c’hell bezañ drastus evit an douar, rak pa vez glav e kas an dour da redek. »
Kreskiñ ar c’hementadoù chips produet a c’hellfe lakaat ar gudenn-se da greskiñ ivez, en ur mare ma weler muioc’h-mui a saverien loened o treiñ douar ar pradeier a veze o saout enno, evit en em lakaat da blatañ avaloù-douar. « E 2025 e veze 4 450 hektar er Frañs a-bezh, implijet gant hentenn Altho evit ar c’hontradoù gounid avaloù-douar, eme c’hoazh Laurent Cavard, hep na vefe resisaet gantañ pet anezho e Breizh (2.110 a veze e 2023). Dre vras e vez al labourerien-douar dindan gontrad ganeomp o c’hounit etre 7 hag 8 hektar avaloù-douar. » Hag evit darn vras anezho, e kornôg Frañs betek er Vañde, ez eo an embregerezh Légumia, un embregerezh labour-douar perc’hennet gant Altho, hag a zo karget da brientiñ an douaroù, da blantañ, tretiñ ha dastum an avaloù-douar.
« Evit poent e chom dereat ar c’hementadoù douar implijet evit an avaloù-douar, eme ur produer had avaloù-douar abaoe pell zo e korn-bro Pondi. Met seul vui ma kresk lodenn ar c’hounidegezh industriel war ar maez, seul vui e kresk ar riskloù war ar yec’hederezh. » Pezh a c’hellfe lakaat da greskiñ lodenn ar pestisidoù a vez implijet war an avaloù-douar, pa vez skuilhet un tamm mat warno dija, abalamour d’ar mildiou peurgetket, ar c’habell-touseg-se a c’hell tagañ delioù koulz ha torzhelloù. Spontus eo ar c’hementadoù louzoù enep-foue a vez glizhennet war an trevadoù, meur a wech ar sizhun gwechoù zo, e-doug mizioù pad.
Ha glizhennet e vez ivez louzoù amprevaned, lod anezho skuilhet war an douaroù a-raok ma vefe hadet. Etre melc’hwed, dorifored, c’hwen-gwez, preñved-orjal pe tagn, n’eo ket an abegoù a vank evit tapout ar glizhennerezh pa glasker gounit avaloù-douar « giz boaz », ha pa « vezer rediet gant Altho da implijout diastuzerioù diwar ul listenn strizhoc’h eget pezh a vez aotreet gant ar galloudoù publik ».
Hag ur wech bet serret an trevadoù n’eo ket echu, dre ma strinker pe poultrenner enep-eginad. Hervez an embregerezh ez eo gwiriekaet gant ar bio, eme Altho. Met n’eo ket bet gwir bepred. E penn-kentañ ar bloavezhioù 2010 e oa bet adkavet kementadoù bras-tre klorofam war o lec’hienn, un enep-eginad douetañs warnañ da vout kankreiat, zo bet tennet diwar ar marc’had e miz Here 2020.
Gall a reoc’h lenn respont Altho d’an holl goulennoù Splann !. Troet eo bet ar pennad gant Sten Charbonneau.