A-dreñv gwernis glas ar start-up breton Ecotree, plantadegoù ha n’int ket ken ekolojik-se
Faustine Sternberg - 02/13/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Diskouez a ra an embregerezh breton EcoTree bezañ mat e pep keñver : plantañ a ra gwez, stourm ouzh tommadur an hin, diorren ar vevliested… ha gounit arc’hant diwar-se memes. « Ur business gounidus e c’hall bezañ an ekologiezh », a asure e-giz-se Pierre-François Dumont Saint Priest, unan eus diazezerien EcoTree, en ur pennad-kaoz gant ar gelaouenn Challenges. Ha prest a-walc’h an nen da vont da heul, evel ar 80.000 a dud o deus prenet ur wezenn pe meur a hini, bet gounezet ar re-se marteze gant bruderezh an embregerezh a ginnig « plantañ ur wezenn-goun en eñvor un den kar-nes aet da anaon » pe c’hoazh profañ « ur prof-ganedigezh hep e bar ».
Ar gompagnunezh bet savet e 2016 zo bremañ en e gerzh tost da 1.500 hektar, 549 anezhe zo e Breizh. A-drugarez dezhe e c’hall gwerzhañ « diskoulmoù diazezet war an natur ». Gwerzhañ gwez d’an dud a ra EcoTree met perc’henn eo war an douaroù ha merañ a ra ar c’hoadoù diwarne. « Ur gwir war an eostad gwez » o devez ar berc’henned gwezennoù. O plantañ gwez e c’hall ivez ar gompagnunezh gwerzhañ kredoù karbon da embregerezhioù all. E-giz-se e c’hall un embregerezh a gustum teurel gazoù efed ti-gwer prenañ diganti unanennoù hag a dalvez un donenn CO2 diarbennet pe paket. E hentenn jediñ dezhañ e-unan zo bet savet gant EcoTree, diouzh « ur foresterezh gant gwez mesket ac’h a d’ober ur golo padus, kuit d’ober troc’herezh a-rez hag a-benn meskañ ar spesadoù gwez ». Ar gwerzhioù kredoù karbon a dalvez 23 % eus obererezh an embregerezh.
E-touesk kevelerien raktresoù EcoTree e kaver, e-mesk re all, Imerys, H&M, Coca Cola, Engie, Société Générale pe c’hoazh BNP Paribas.
Paintitgreen EcoTree – e anv ofisiel – a zo e sez sokial e Brest, en deus graet ur pezh kresk abaoe ma oa bet krouet. E 2022 e oa bet roet lañs gantañ d’e deirvet savadeg arc’hant ha dastumet gantañ 12 milion a euroioù « a-benn dont da vezañ ar c’hentañ oberour en Europa evit pezh a sell an Diskoulmoù diazezet war an Natur ». Ha perzh ar Société Générale, ar Financière Fonds Privées ha Famae en e gapital diwar neuze.
25 den a oa implijet gant EcoTree e 2024 hag e tape e sifr gwerzh betek 4,1 milion a euroioù.
Gant an embregerezh hag a ginnig Diskoulmoù diazezet war an Natur zo bet graet ivez koulzadoù arc’hantiñ a-stroll evit « reiñ lañs d’ar vevliested » : adkempenn poulloù-dour er c’hoadoù, gwareziñ ar vevliested, adingaliñ takadoù gleb… 39 a boulloù-dour zo bet savet ganti ha plantet 6.240 metrad a c’hirzhier mat d’ar gwenan abaoe ma oa bet krouet, a embanne ar gompagnunezh war ar groaz en e zanevell eus ar bloaz 2023.
Ul lodenn eus koadoù EcoTree zo perc’hennet gant ar Strollad Koad (Groupement Forestier, GF) Promenons-nous dans les bois . Bet eo Splann ! o pourmen en un darn eus koadoù Ecotree.
N’eo ket aes gouzout e pelec’h just emañ an tachennadoù plantet gant ar gompagnunezh. Nag adres nag anv-lec’h na vez roet da anavezout war al lec’hienn internet, nag en danevell merañ bloaz. Ar gartenn enlinenn na ro ket an tu kennebeut all da c’houzout e pelec’h resis emañ tachennoù an embregerezh.
Ar c’hoadoù hon eus gwelet e Louergad, e Laruen ha Plougernevel, er Faoued pe e Plourae, a zo anezhe linennadoù gwez rousinek yaouank. Pell emeur diouzh ar c’hoadoù gwez deliaouek kaer ha kozh a vez lakaet war wel gant ar gompagnunezh en he bruderezh.
War Menez Hogene Louergad (22), unan eus lec’hioù uhelañ Breizh, zo bet plantet gant ar gompagnunezh gwez douglas ha pruñs-sitka war 4,3 hektar, e-harz al lec’h anvet « Lann ar Justisoù » (pe « Menez Lann Justis ») ha klaset takad natur interesant a-fet ekologiezh, loened ha plant (ZNIEFF) doare 1. Met ar c’hoadeg-se n’en deus ket kalz tra da welout gant depegn al lec’h graet en un danevell gant an MRAE (Kefridi rannvro a aotrouniezh war an endro) war digarez ur raktres sevel tourioù-avel aet da get : « Un daouzek metoù naturel bennak zo bet renablet eno (en o-mesk dervennegi, girzhi meur a wiskad dezhe, peuriñ mezofil). (…) Bras eo liested ar plant en dachenn studiet gant tost da 150 spesad renablet. Unan anezhe en deus ur statud broadel ‘en argoll’ (ar flutjañsif-bepred-glas pe petite centaurée à fleurs de scille e galleg). Meur a zek spesad evned neizher, spesadoù-glad un ugent anezhe. (…) 18 spesad logod-dall, ha peadra da vezañ prederiet gant stad 3 anezhe, zo bet gwelet war tachenn ar raktres ivez. »
Kostez ar Faoued (56) hon eus gwelet div goadeg plantet a wez rousinek hag ur goadeg plantet da c’hounit gwez-bezv hepken.
E-kichen Laruen en deus ar GF « Promenons-nous dans les bois » meur a hektar a goadeg plantet a wez pruñs-sitka. Hervez Arzhur*, ur merour koadoù hon eus sellet a-dost ouzh an tachennoù-se gantañ, eo bet plantet an holl gwezennoù-se war un dro hag o deus ar memes oad neuze. Ha diaes d’e soñj ijinañ un dra all estroc’h evit un doare merañ ar c’hoad diouzh an ekonomiezh hepken gant un troc’hañ a-rez pa zeuy ar plantennoù d’o ment. Memes mod hervez Arnaud*, teknisian agroforester a zo o labourat evit ur gumuniezh-kumunioù breton a sell plantadegoù EcoTree diouti. « Ar re-mañ zo plantadegoù koad rousinek regennet evit ur broduksion industriel. Ne welan ket kaer penaos e c’hallfe bezañ ur mod all da broduiñ a-dreñv ar jeu-mañ. N’haller ket pigosat ur wezenn bennak hepken diouzh ur seurt koadeg stank ».
Touiñ a ra EcoTree koulskoude « derc’hel kempenn, diorren ha krouiñ koadeier bras diouzh priñsipoù ur foresterezh gant gwez mesket ac’h a d’ober ur golo padus hag a wareza ha pinvidika ar vevliested ».
Hervez ar gevredigezh Pro Silva, ar foresterezh gant gwez mesket ac’h a d’ober ur golo padus (sylviculture mélangée à couvert continu, SMCC) a dalvez « merañ o terc’hen d’ur golo-koad daoust ma vez diskaret gwez – nebeut hag e lec’hioù disheñvel – oc’h ober ma vo mesket ar spesadoù gwez hag o vont a-du gant frammoù naturel ar c’hoadeier ». Merañ « a-reuziadoù » a vez lavaret eus se ivez gant gerioù all.
N’eo ket aezet priziañ ar mod ma vez meret ar plantadegoù yaouank, a resisa Benoit Meheux, gopret gant ar gevredigezh Pro Silva. O vezañ ma int yaouank just a-walc’h n’eus ket lañs gante c’hoazh. N’eo nemet a-benn meur a zek vloaz e vo diskaret gwez enne end-eeun. Bepred « n’eo ket plantañ 3 hektarad gwez douglas ar gwellañ doare da gregiñ gant an SMCC. Reishañ tra d’ober pa vez plantet gwez eo broudañ ar pezh a zeu dre natur war an dachenn ha plantañ ouzhpenn ha plantañ ur meskaj spesadoù ma vez gallet ober ».
« Pa vez graet krogadoù diskar gwez ha labourioù er c’hoadoù, (…) e vezont graet a-reuziadoù ar pezh a dorro ar framm e linennoù. Ar c’hoadoù tres naturel warne n’eus anezhe nemet dre hir amzer », o deus tud EcoTree displeget deomp dre skrid.
Hervez un notenn-gelaouiñ embannet gant EcoTree e 2021 koulskoude e vez lakaet da dalvezout ur mererezh « reoliek » war 22 eus e goadoù hag ur mererezh « a-reuziadoù » war 24 anezhe. Pa vez « reoliek » ar mererezh e vez troc’het war un dro ar gwez a oad an eil re gant ar re all, o leuskel an douar noazh, un taol-fall evit bevliested ar c’hoad hag a ra d’an douar bezañ breskoc’h.
Plantañ gwez n’eo ket atav un dra vat evit ar vevliested hervez ur studiadenn nevez embannet ha meneget gant Reporterre, dreist pep tra pa vez anv da « grouiñ ur c’hoad diwar mann ebet ». Kemm ur metoù, plantañ gwez en ur metoù digor lakomp, « a rafe kalz muioc’h a zroug evit a vad » hervez enklaskerien skol-veur Princeton er Stadoù-Unanet.
Ha gwashoc’h an dra ma vez plantet gwez rousinek. Ar re-se n’int ket ken pinvidik a-fet bevliested hag ar c’hoadeier gwez deliaouek gant lies spesadoù. « N’eus ket tamm strouezhaj ebet ha ne vez ket gwelet spesadoù naturel Breizh o tiorren er plantadegoù gwez rousinek », a lavar Arnaud deomp dre ar munud. Hervez Bernard Clément, doktor war ekologiezh ar plant, e vez miret an douar en deñvalijenn gant delioù pin padus ar c’hoadegi gwez rousinek hag e vez trenkaet ar re-se gant un darn eus ar gouzilhoù.
Spesadoù a-vaez-bro eo ar braz eus ar spesadoù a vez plantet gant EcoTree : sitka, douglas, gwez pin, melez, derv ruz, gwez pupli… « Ar spesadoù egzotek n’int ket un dra vat evit ar vevliested, a zispleg deomp dre ar munud Michel Danais a zo eñ ivez doktor war ekologiezh ar plant. Ar plantadegoù teknik ordinal gant gwezennoù o deus holl ar memes oad, an dra-se eo kontrol-bev ar vevliested, al logoù ekologel, o deus ezhomm gwez ha n’int ket a oad an eil re gant ar re all. Muioc’h-se zo gwez kozh en ur c’hoad, pinvidikoc’h-se eo ».
Hervez an titouroù embannet gant Ecotree war e lec’hienn e oa e 2021, diwar 314 hektar a blantadegoù, 210 hektar a oa bet plantet konifered warne ; 30 hektar a oa bet plantet ur meskaj gwez deliaouek ha konifered enne (hep d’an nen gouzout ar c’henfeur) ha 73 hektar a oa dindan gwez deliaouek.
« Ne faota ket dezhe lakaat ar vevliested da dalvezañ, war meno Arnaud, teknisian agroforester, ar pezh a reont eo produiñ koad ».
Setu aze penaos e vez ingalet ar spesadoù gwez war ar parselloù koadeier, hervez tud EcoTree o deus respontet d’hon goulennoù : 33% a zerv, 24% a Zouglas, 16% a bin gouez, 5% a bin-Korsika, 5% a goad pruñs, 3% a gistin, 2% a velez, 2% a duia, 2% a bupli, 2% a sedrez, 1% a zerv ruz, 1% a goad pabu, 5% ingalet etre 13 spesad all. « Choazet e vez ar spesadoù diouzh doare an tachennoù koad, gant ur spesad pe zaou lakaet da bal (kement ha produiñ trawalc’h a goad-labour ha desachañ korvoerien goad) ha spesadoù a eil renk pe a vevliested », a zispleg Matthieu de Guillebon, paotr ar c’homunikerezh en EcoTree.
« Dalc’hmat e vez plantet meskajoù spesadoù war ur barsell » en deus lavaret deomp Baudoin Vercken, unan eus krouerien EcoTree ha pennrener dileuriet an embregerezh, « ha dalc’hmat e vez mesket gwez deliaouek ha gwez rousinek », met « kalz gwez rousinek hon eus », emezañ memestra. Hag evel ma ro da c’houzout danevell-bloaz ar gompagnunezh n’eus bet plantet nemet ur seurt rousineg war kalz a barselloù : e Logivi-Plougraz, Plougernevel, Berne, Laoulan, Langoned, ar Faoued, Mêlrant…
Displegañ a ra paotr ar c’hehentiñ « e vez ingalet peurliesañ ar spesadoù war ur blantadeg evel-mañ : 70% a spesadoù lakaet da bal, 20% a spesadoù da sikour, ha 10% a spesadoù (disheñvel) a liested. » Pe e vefe diwar an danevell-efedoù pe diwar ar goulennoù koadañ hon eus gwelet e vez lakaet tri spesad d’ober kalz a blantadegoù, daou seurt rousineg peurliesañ hag ur seurt gwezenn deliaouek, an dervenn ruz.
An dervenn ruz, ur variete a zeu eus ar Stadoù-Unanet, zo fall evit plant ar vro hag evit ar vevliested hag e c’hall bezañ sellet outi evel « ur c’henstriver a c’hall dervennoù ar vro kaout aon outañ ». E lec’hioù zo memes e vez roet arc’hant gant ar galloudoù publik a-benn herzel an derv-se d’en em ledañ. Herve Arzhur « o delioù tev ne vreinont ket mat tamm ebet hag e reont d’an douar mont war baouraat ».
40 hektarad gwez derv zo diwar an 73 hektarad gwez deliaouek bet plantet e koad an Drinded-Langoned (56). E penn kentañ koulskoude e oa e sell Ecotree da blantañ dreist-holl gwez rousinek war an dachenn-se klaset Natura 2000 hag a zo e bro uhel ar stêr Ele, en un takad gleborek ha treuzet pe hedet gant meur a wazh-dour. War-lerc’h un hir a brosezadur hervez ar reolennoù an hini eo e oa bet ret d’an embregerezh plantañ derv.
Pa faot d’ur strollad koad plantañ gwez war pradoù pe douaroù-labour e rank mont da heul ur prosezadur goulenn anvet « hini ha hini », priziet gant renerezh rannvroel an endro, ar c’hempenn kêrioù-ha-maezioù hag al lojañ (Dreal) a ziviza ma eo ret ober ur priziañ a-fet endro pe get.
Ur goulenn plantañ kentañ oa bet kaset e miz C’hwevrer 2020 da « goadañ douaroù-labour dilezet » e Keriuhel en Drinded-Langoned. Ar goulenn-se a oa da blantañ « tuia, sitka, gwern » war 30 hektar, « douglas ha kistin » war 29 hektar ha derv war 5 hektar.
E miz Meurzh o devoa goulennet tud ar prefeti e vije priziet ar raktres a-fet endro. Ha graet ur goulenn rekour gant Ecotree, bet distaolet hennezh gant tud ar prefeti.
En he friziadenn e lakae an MRAE war wel he doa ar gompagnunezh treuzfurmet 32 hektar a bradeier e trevadoù e 2022, « a-benn dreistpriziañ gounidoù ar raktres evit an endro ». Hag evit gwir ez eo pinvidikoc’h ar pradeier pad evit a sell an endro eget ar parkeier mais.
En em c’houlenn a rae ivez an MRAE hag-eñ « e oa ar gwellañ tra d’ober choaz seurt lec’hioù dre vras », e-keñver « fonksionelezh ekologel ar meteier kizidikañ ».
A-benn ar fin e oa bet kinniget ur raktres plantadeg nevez gant Ecotree gant gwez deliaouek dreist-holl hag o lezel e-biou an takadoù re c’hleb. War-lerc’h ar priziañ a-fet endro ne oa ket savet ar gumun a-enep ar raktres met graet he doa meur a c’hourc’hemenn en ur skrid-embann a-benn bihanaat e efedoù war an endro.
Prest-kaer memes e kave d’an MRAE e vije dav soñjal e-barzh oberoù kempouezañ « ma vefe gwelet ec’h afe an traoù war fallaat » o sellet a-dost ouzh ar metoù oc’h emdreiñ. Biskoazh kement-all ! Pa ouier e talvez lod plantadegoù Ecotree da gempouezañ gwalloberoù embregerezhioù all e-keñver an endro…
Div blantadeg a vije bet graet gant an embregerezh da gempouezañ douaroù bet difraostet gant an embregerezh Imerys war dachenn e vengleuz andalouzit e Groñvel hervez un diell bet erruet gant Splann !.
Dre vras eo deuet EcoTree da berc’henn d’ur bern tachennoù pinvidik a-fet bevliested : bezañ en deus 700 hektar e takadoù Natura 2000 ha Znieff hervez unan eus an dielloù embannet gantañ.
An takadoù natur interesant a-fet ekologiezh, loened ha plant (Znieff) zo ur renabl eus an tachadoù naturel espar, ar re zouar hag ar re vor. An takadoù Natura 2000 a vez klaset gant Unvaniezh Europa abalamour d’o dalc’h ekologel. Klasañ anezhe a dalvez da « viret ar vevliested da vont da goll en tachennoù-se ».
Asuriñ a ra EcoTree ne sava ket koadoù war takadoù klaset hag e klask kentoc’h gwareziñ an douaroù-se. « N’eus bet adplantet nemet war parselloù koad end-eeun, bet adkemeret gant EcoTree (goude ma vije bet troc’het ar gwez a-rez gant ar perc’henn a-raok). An 3/4 eus an takadoù-se zo ZNIEFFoù 2 anezhe ».
Nag evit-se zo bet anavezet div blantadeg nevez war tachennoù klaset Natura 2000 gant Splann !, ispisial e takad Natura 2000 ar stêr Ele. E Diell-palioù (Document d’objectif, Docob) an takad Natura 2000-se eo gwareziñ ar meteier gleborek digor unan eus an dalc’hoù pennañ lakaet war wel.
War ur barsell eus kumun ar Faoued, e Trosalaun, n’en deus ket merket EcoTree en e c’houlenn plantañ e oa klaset ul lodenn eus an dachenn evel takad Natura 2000. Gwez pupli, douglas, sekoia ha pin zo bremañ war ar pradeier padus-se hag a zo e bord ar Stêr Laer.
Nepell alese, war ar memes kumun, en deus goulennet Ecotree an aotre da blantañ douglas, sedrez ha derv ruz war un dachenn damdost da bennkêr Kernou klaset Natura 2000, en ur Znieff 2, ha renablet evit bezañ lodenn eus steuñvenn c’hlas douar ha dour brastres rannvroel ar c’hempoell ekologel. Koulskoude n’en deus ket Ecotree roet da c’houzout en doser e oa an dachenn-se « en ul lec’h hag a zo en un takad Natura 2000 pe en e-gichen ». N’eus ket bet goulennet ur priziañ a-fet endro gant tud ar prefeti. Hervez respont Ecotree, kadarnaet gant Bérangère Fritz, buhezourez an takad Natura 2000, e oa bet lakaet an dachenn en takad Natura 2000 war-lerc’h ar goulenn koadañ.
Roet zo arc’hant gant rannvro Breizh d’ober ar blantadeg-se, e stern ar steuñv skoazelloù Breizh Forêt Bois. Kemer e kont an endro, sede a zo e-kreiz kael dibab ar programm met hervez rannvro Breizh : « bezañ en un takad Natura 2000 ne vir ket da gaout ur skoazell Breizh Forêt Bois. Ha ma virfe en amzer da zont, an dra-se a sinifi hepken e vefe ret komz gant merer an takad Natura 2000 evit priziañ efedoù ar raktres hag ar cheñchamantoù a vefe ret ober en doser. »
Eizh doser digant ar Strollad Koad « Promenons nous dans les bois » zo bet arc’hantet gant ar rannvro abaoe penn kentañ ar programm « Breizh Forêt Bois ». « Ent fetis e talvez an doserioù-se 89,76 hektar douaroù a raktres ha 212.928 € a skoazelloù (bet paeet pe o vezañ paeet) », a zispleg ar rannvro deomp dre ar munud. An 8 raktres-se emañ an holl anezhe e departamant ar Morbihan, war douaroù eus ar c’humunioù-mañ : Plourae, ar Faoued (3 doser), Pleurdud, Mêlann, Berne ha Langoned.
Roue Morvan Kumuniezh (RMC), e kreiz Breizh, zo e-barzh jeu plantadegoù Ecotree da vat. « Perak [plantañ] kement dre amañ ? a c’houlenn outañ e-unan Jean-Charles Lohé, maer Lokmac’hloù ha besprezidant e karg da verañ an dour e RMC. Dont a reer en hon bro evel en ur mirlec’h indianed, amañ-e-giz-mañ ne c’hoarvez ket nemeur a dra neuze e vo lakaet gwez ha dekarbonet, eme an dilennad o reiñ mouezh. Plantañ zo aes d’ober met evit pezh a sell adframmañ takadoù gleborek, adkildroenniñ [rinieroù], aze e vank arc’hant. Peadra zo d’ober evit gwareziñ an endro hag estroc’h evit plantañ hektaradoù a wez sapin pe a bupli. Hennezh zo ur sell simplik war ar vevliested hag ar c’hempouezañ ».
180.760 € en deus bet Ecotree digant ar rannvro abaoe a-hend-all, evit arc’hantiñ o diorren (treiñ o lec’hienn web, krouiñ ur post rener-koñvers…).
Ouzhpenn souten dre reiñ arc’hant a ra ar rannvro. Ur reportaj peder fajennad diwar-benn an embregerezh he doa embannet ivez er goañv 2024 en he c’helaouenn B, skignet evit mann da holl annezidi ar rannvro. Un doare bruderezh digoust hag a rae gant komunikerezh Ecotree o taolenniñ anezhañ evel un embregerezh leun a vertuzioù, emskiant eus an dalc’hoù war sujed an endro hag en deus da bal kentañ « gwareziñ ar gwez ». « Abaoe pell zo emaomp o souten Ecotree », eme tud ar rannvro c’hoazh.
Pennad bet troet gant Tomaz Laken