Enklaskoù leun e zivskouarn : dizoloit podkastoù « Splann ! »
Splann ! - 04/16/2024![Abonnez-vous à « Splann ! » sur les applications de podcast](https://splann.org/wp-content/uploads/2024/04/unnamed-600x337.jpg)
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
Pell mat eo Cooperl hiriv an deiz diouzh ar strolladig 25 saver moc’h en deus savet anezhi. Deuet eo da vezañ ur gompagnunezh etrevroadel.
C’hoant zo staliañ mil labourer-douar ar bloaz a-benn 2028 e Breizh. Hiziv n’eus nemet 500 a zeu a-benn d’en em staliañ e-keit ma weler tiez-feurm…
Abaoe m’eo bet krouet Splann ! ez eus bet ar c’hoant krouiñ reportajoù radio ha podkastoù enklask. Setu ma krogomp ganti hiziv ! Gall a rit adkavout bremañ hon abadennoù war hoc’h arloadoù podkast (Apple, Spotify, Deezer, Google, Podcast Index, Podcast Addict, YoutTube, Castbox, Amazon Music, Samsung Podcast, Jiosaavn, SimpleCast…), hag evel just hol lec’hienn internet.
Reoù nevez a vo o tont a-benn nebeut-tre, e brezhoneg hag e galleg.
Posupl eo bet kas ar raktres-mañ da benn a-drugarez da Eric Cervera eus ar studio Near Deaf Experience, en deus graet an enrolladennoù a-youl vat. A drugarez ivez da harp ar Redadeg pa zo bet divizet gant Kuzul ar re fur reiñ da Splann ! 15.000 € evit krouiñ podkastoù e brezhoneg. Ha dreist-holl, a drugarez d’ho harp deoc’h-c’hwi e c’hallomp krouiñ raktresoù nevez evel-se : gant an arc’hant a roit d’hor media e c’hallomp mont war-raok !
Setu ar pezh a zo tu deoc’h selaou evit poent :
Resevit bep miz danvezioù nevez flamm dre vail ha bezit kelaouet eus hon enklaskoù nevez, e brezhoneg. Digoust eo !
En ur lakaat ma anv evit lizher-kelaouiñ Splann ! e asant din e vo implijet ar roadennoù personel am eus pourchaset (chomlec'h postel) da-ge