Saotradur an dour da evañ : a-drugarez d’hon enklask eo bet kelaouet annezidi Rostrenn en ur mod ofisiel a-benn ar fin
Juliette Cabaço Roger - 04/01/2025
Gant « Splann ! » e vez graet ur bilañs resis ha digent eus an artifisielaat douaroù war aodoù Breizh. Gant hon enklask e vo diskoachet…
Groñvel : 1 400 annezad. Imerys : ur sifr aferioù eus 3,8 miliard a euroioù. Bras-meurbet eo pouez ar mengleuziañ ramzel war gumun Groñvel e…
Da heul ar sevel listri eo erruet embregerezhioù industriel e-leizh d’en em staliañ e Sant-Nazer. Seizh outo a brodui pe stok danvezioù dañjerus evit an…
Talvoudus-meurbet eo kleuzioù ha girzhier gwalarn Frañs e-tal reuz direizhder an hin ha diskar ar vev-liesseurted. Padal e kouezh ar c’houst merañ war zivskoaz al…
« Droed o deus an annezidi da c’houzout o deus evet dour saotret e-pad seizh vloaz d’an nebeutañ », eme strollad politikel An ekolojisted eus Kerne Uhel goude bezañ lennet hon enklask bet embannet d’ar 6 a viz Meurzh.
Diskuliet eo bet ganeomp ar fed e oa saotret an dour puñset e Koadernod gant PFAS, danvezioù pistrius « peurbadus » (polluants éternels e galleg).
Gant puñsañ Koadernod e vije kaset dour d’ul lodenn eus kumunioù Rostrenn ha Plougernevel, e Aodoù-an-Arvor. Da lâret eo da ouzhpenn 2.000 den. A-drugarez d’ar muzulioù bet graet gant Ajañs an dour e c’hallomp gouzout ez eus bet saotradurioù bras adalek 2017. Padal eo bet serret ar puñsañ e-kerz an hañv 2024 hepken. Hag a-raok ma vefe embannet hon fennad, ne oa ket bet kelaouet an dud o chom tro-dro.
Gant hon enklask eo bet sachet evezh kannadez 4re pastell-vro Aodoù-an-Arvor, Murielle Lepvraud. Ganti zo bet kaset ul lizher digor da Ajañs ar yec’hed ha da brefed an departamant d’ar 14 a viz Meurzh : « Evel-just ez eus bet tud o vont en darempred ganin evit goulenn e vefe graet ul listennad tiez paket gant ar saotradur, d’an annezidi da c’houzout peseurt riskloù a zo evit o yec’hed. Goulenn a ran ouzoc’h e vefe respontet d’ar goulenn-mañ », emezi.
« N’eo ket normal e vefemp kelaouet gant ar gazetennerien ha pas gant an ti-kêr », eme Dewi Siberil, o chom e Rostrenn. P’en deus klevet kaoz eus an afer, setu-eñ da gas ur postel d’an ti-kêr diouzhtu evit gouzout hag-eñ emañ e di en takad saotret.
« Respontet eo bet buan-tre gant ar maer, ha n’emañ ket ma zi e-barzh an takad-se. Met sur a-walc’h em eus bet evet dour saotret memestra, evel darn-vrasañ eus an dud. Er skol da skouer. Ankenius eo gouzout e veze lavaret deomp e oa an dour mat da evañ ha padal ne oa ket. »
D’an 8 a viz Meurzh ez eus bet kaset ur pennad-kehentiñ d’ar gazetennerien (estregedomp !) gant kumun Rostrenn ha sindikad dour Kreiz Breizh Argoad. Ennañ e vez kadarnaet an titouroù bet embannet ganeomp daou zevezh a-raok. « D’ar meurzh 16 a viz Gouere 2024 e oa bet kelaouet ar sindikad dour gant Ajañs rannvroel ar yec’hed e oa eus PFAS e puñsañ dour Koadernod. Bez zo muzulioù o tiskouez e oa an dour teir gwech a-us d’ar feur uhelañ e-keñver kalite, da lâret 0,1 µg/l », a c’heller lenn.
P’hon doa savet goulenn diwar-benn an afer-se ouzh prezidant ar sindikad, Alain Kerbiriou, setu-eñ da respont « ne ouie ket » hag-eñ e oa bet titouret an annezidi pe get. Graet eo bremañ a-dra sur : gant kumun Rostrenn ez eus bet embannet war he lec’hienn internet meur a dokumant diwar-benn an danvezioù saotrus peurbadus hag an holl ditouroù diwar-benn kalite dour ar gumun. D’al Lun 10 a viz Meurzh e oa chomet ar maer, Guillaume Robic, en ti-kêr a-hed an deiz evit respont da c’houlennoù an dud.
« Normal eo e vefe ankeniet an dud. Me ivez ‘m eus evet eus an dour-se. Eus memes tu hag an dud o chom er gumun emaon, o klask titouroù atav », emezañ da Ouest-France. Neuze perak bezañ chomet hep kelaouiñ an annezidi pa oa bet kelaouet gant Ajañs ar yec’hed ? Ha perak n’eo ket bet graet al labour-se gant ar galloudoù publik ? Chom a ra direspont ar goulenn.
« A-benn gwareziñ an dud a oa oc’h evañ an dour-se hon eus dibabet serriñ da vat ar puñsañ dour diouzhtu-kerkent », a embann c’hoazh an ti-kêr hag ar sindikad dour er pennad. Evito e oa dav gortoz e vefe echu e enklask gant Burev an enklaskoù douarouriel hag ar mengleuzioù (BRGM) a-raok kehentiñ. « Disoc’hoù an enklask a zo gortozet evit an nevezamzer 2025. D’ar poent-se e vo kelaouet an dud, setu ar pezh a oa raktreset. »
Gant Ajañs ar yec’hed e vez lavaret ar memestra en ur gemmenadenn bet embannet d’ar lun 10 a viz Meurzh : gortoz a rae disoc’hoù an enklask-se a zo sañset bezañ roet a-benn un nebeut mizioù.
Ha setu an ajañs da resisaat e vo lakaet e plas ur stur europat nevez o c’houlenn e vefe muzuliet ar c’hementad a bPFAS en dour adalek 2026. « Mont a ra buanoc’h Bro-Frañs : a-drugarez da labour an ajañsoù rannvroel yec’hed e vo lakaet ar muzulioù-se e plas tamm ha tamm hep gortoz miz Genver 2026 », emezi. Hag hi da ouzhpennañ : « Abaoe an 19 a viz C’hwevrer 2025 ez eus bet resisaet penaos gwareziñ an dud pa vez saotradurioù. Ar pal eo e vefe mat an dour da evañ a-raok an 12 a viz Genver 2026 ».
« Ret eo skarzhañ pep saotradur en e orin e-lec’h klask gouzout war-lerc’h eus pelec’h e teu saotradur-mañ-saotradur. » Medisin eo Anthony Delcambre e Rostrenn ha gouiet en deus e oa eus ar saotradur dre ar mediaoù. Dedennet bras eo gant ar sujed-mañ abalamour ma kemer perzh e strollad yec’hed endro Kreizh Breizh, hag a zo bet krouet gant ar gumuniezh kumunioù.
Er bloaz-mañ e labouront diwar-benn an danvezioù dañjerus evit an ormonoù just a-walc’h. Ha sur vat e vo lakaet ar gaoz war saotradur dour Rostrenn en emvod da zont. « Saotret eo an dour a vez evet ganeomp, kement an dour-boutailh hag hini ar c’hog. N’eus ket moaien ober mod all. Pep hini ac’hanomp ne c’hall ket ober kalz tra diwar-benn kalite an dour a evomp. Sac’het omp. »
An doare nemetañ da cheñch an traoù hervezañ : ar gwask lakaet gant ar geodedourien war ar galloudoù publik. « Luziet-kenañ eo sujed ar PFAS ha kompren a ran mat ne ouife ket an dilennidi lec’hel penaos kehentiñ dre just. Met ret eo kelaouiñ an dud evit ma vefe anavezet ar gudenn ha lakaet an traoù da vont war-raok. »